29 a viz Meurzh 2005, niv. 49

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ!

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Kren-douar nepell diouzh Sumatra

 

 

A-boan tri miz goude an tsunami bras a lamas o buhez digant 270 000 den e Gevred Azia, en doa krenet an douar dec'h goude kreisteiz. Kalon ar c'hren-douar a oa tost-tre da hini ar 26 a viz Kerzu 2004, e Meurvor Indez, 200 kilometrad er Gwalarn da Sumatra (Indonezia). Un nerzh a 8,2 war skeuliad Richter a oa gant ar c'hren-douar nevez-se.

Galvet o deus pennadurezhioù meur a vro da ziwall, ha niverus-tre eo bet an dud o kuitaat an aodoù evit tizhout tachennoù war an uhel (e Sri Lanka, Malezia, Thailand). Tud enezenn Nias, e kornôg Sumatra, o deus gouzañvet kalz. Hanternoz e oa du-hont pa oa c'hoarvezet ar gwallreuz. 300 Niasad a vefe bet lazhet gant ar gwallzistruj.

Ar riskl zo ez afe an nerzh distruj davet broioù Su ha Kornôg Meurvor Indez. Pennadurezhioù Madagaskar hag enez Voris o deus galvet tud o bro da vezañ war evezh.

 

 

 

 

 

 

 

 

Alanit’ta !

 

 

An aer en tier zo saotret don gant meur a brodu kimiek : an aergelc’h e-barzh ur riboul leun a girri a c’hell bezañ yac’hoc’h evit hini ranndioù zo !

Da gentañ penn, m’ho pez c’hoant da yac’haat an aer en ho ti e vo ret deoc’h foetañ ar muiañ ar gwellañ a broduioù saotrus. En o zouez e c’haller kavout ar frondoù a bep seurt evit skarzhañ ar c’hwezhioù fall, produioù da gempenn an ti, pe danvezioù all diaesoc’h da welet e-giz ar peg pe ar gwerniz e-barzh pezhioù arrebeuri zo. Goude bezañ foetet ar pezh a faot, e vo ret deoc’h aveliñ mat ho ti a-benn neveziñ an aer zo ennañ. Profitit eus amzer gaer an nevezamzer hag eus e vouchigoù avel flour, kalz flouroc’h evit reoù ur vombell aerosol!

Evit peurechuiñ ho labour disaotrañ e vefe brav lakaat plant glas en ho ti. Spesadoù zo a lonk an danvezioù saotrus dre o delioù hag o gwrizioù hag a c’hell “neptuiñ” anezho gant o enzim. Ar re efedusañ evit al labour-se eo : ar c’haoutchouk, an dieffenbachia, ar schefflera, ar spathiphyllum ha ar plant eus ar c’herentiad Ficus. Hag ouzhpenn-se e vo kinklet brav ho ti gant ar plant-se !

 

Evit gouzout hiroc’h :

http://www.domsweb.org/ecolo/nettoyage-vert.php

 

 

 

 

 

 

 

 

Gouel "Des Petits Riens" en Aodoù-an-Arvor

 

 

Kinniget e vo 5vet gouel "Des Petits Riens", aozet gant Ofis-departamant Diorren ar Sevenadur en Aodoù-an-Arvor, etre ar 1añ a viz Ebrel hag ar 1añ a viz Mae 2005. Pal ar festival-se zo kinnig abadennoù a bep seurt er muiañ ar gwellañ a lec'hioù (e ti tud, en ul lise, un iliz, un davarn, un atant...). 53 c’humun eus Aodoù-an-Arvor a gemero perzh er bloaz-mañ. Abadennoù sonerezh, c'hoariva, margodennoù, kontadennoù, diskouezadegoù skeudennoù, arzoù, c'hoarioù a bep seurt, evit ar re vihan pe ar re vras... Strolladoù bihan a arzourien a vez dre vras o kinnig an abadennoù, strolladoù na gavont ket leurennoù prest da zegemer anezho. Strolladoù eus ar vro koulz a strolladoù o tont eus a bep lec'h er C'hwec'hkorn.

Prizioù bihan a vez ivez : 5 pe 3 euro peurvuiañ, pa ne vez ket digoust gwezhioù all.

 

Evit gouzout hiroc'h : ODDC 22, pgz : 02 96 60 86 10. contact@oddc22.com. http://www.oddc22.com

 

 

 

 

 

 

 

 

Bageal

 

 

Deuet eo a-benn ! Ar roeñverez Maud Fontenoy he doa troc’het al linenn degouezh en norzh da enezenn Hiva Oa e Polinezia disadorn. Aet e oa ar C’hallez kuit eus kêr Callao e Perou d’an 12 a viz Genver paseet, ha n’he do lakaet nemet 73 devezh da dreuziñ ar Meurvor Habask (da lavaret eo ur miz nebeutoc’h eget ar pezh a oa bet soñjet !). Roeñvet he deus war tost 7 000 km hec’h-unan war he bag anvet Oceor, dezhi 7,5 metrad hirder war 1,6 metrad ledander.

 

 

 

 

 

 

 

 

Sky Captain and the World of Tomorrow
(Capitaine Sky et le Monde de Demain)

 

 

Stadoù-Unanet - 2003

Senario ha seveniñ : Kerry Conran

 

O klask war-lerc’h c’hoarvoudennoù dic’hortoz e vez ar gazetennerez Polly Perkins (Gwyneth Paltrow)... dalc’hmat. Sachet eo hec’h evezh gant skrapadennoù skiantourien er mare-mañ. E keit m’emañ Polly o tispenn roudoù da vagañ hec’h enklask eo aloubet Gotham City gant un arme a robotoù ramzel. Karr-nij ar c’habiten Sky (Jude Law) a ya war sikour ar gêr lakaet en arvar. Un den kevrinus a renfe an darvoudoù-se : an Dr Totenkopf...

Ma vije bet gant sevenerien filmoù ar bloavezioù 30 pe 50 teknologiezh a-vremañ an efedoù ispisial o defe savet ar film skiant faltazi-mañ moarvat. Saourus eo e gwirionez cocktail "Sky Captain" : lakaat a ra da soñjal e troioù-kaer Indiana Jones peogwir ez eus ennañ elfennoù boutin d’an daou ved, met dibarderioù e-leizh a ra personelezh "Sky Captain" (blaz ar c’hozh...). Neuze, keit ha ne zeu ket en-dro porpant lêr Indiana Jones war ar skrammoù, porpant skaï Sky n’eo ket fall.

Diwar un danevell gant Edgard Rice Burroughs e vo savet film kentañ Conran : “Princess of Mars”. Gant ma vo ul liv ken plijus gant ar film-se…

 

Evit gouzout muioc'h : http://www.skycaptain.com/

 

 

 

 

 

 

 

 

Bloc Party - Silent Alarm

 

 

Embannet gant V2

 

2004 : Franz Ferdinand. Hag e 2005 ? Bloc Party. Meuleudi a zo bet kanet d’ar strollad goude bezañ savet daou single nemetken, hag emañ o paouez embann e bladenn gentañ. Ur wech ouzhpenn e kaver warni levezon ar sonerezh eus penn kentañ ar bloavezhioù 1980 : The Cure, Wire ha Gang of Four. Selaouit ar bladenn ha diaes e vo deoc’h disoñjal tonioù evel Banquet, Blue Light pe c’hoazh She’s Hearing Voices, hag e viot kemeret diouzhtu en ur maelstrom ennañ ur gitar boud o treiñ dibaouez, ur vouezh tenn ha gitaroù o lammat e pep lec’h. Marteze ne zeuio ket a-benn Bloc Party da sevel un eil albom kenkoulz : n’eo ket ur wall gudenn, profitomp dija eus ar bladenn-mañ.

Bloc Party. a sono live e Naoned d’an 11 a viz Mae.

 

Evit gouzout hiroc’h : http://www.blocparty.com

 

 

 

 

 

 

 

 

Ar c'hiz e Dinarzh

 

 

Evit an 12vet bloavezh e tegemero Dinarzh ur festival kemenerien yaouank. D’an 22, 23 ha 24 a viz Ebrel e tremeno an abadenn. Digor e vo ar genstrivadeg d’an danvez kemenerien a-benn gounit ar priz meur. Ret e vo da bep hini anezho kinnig evit ar baotred pe ar merc’hed : 5 dilhad, 1 sae-eured pe un dilhad-eured, dilhad-kouronkañ (gwenn ha glas dre ret), un dilhad evit dibunañ, un dilhad all. Tud vrudet a gemero perzh er juri er bloaz-mañ c’hoazh moarvat. N’eo ket anavezet anv ar prezidant(ez) c’hoazh. Chantal Thomass, Olivier Lapidus, Paco Rabanne pe Lolita Lempicka a oa bet e penn ar bodad-barn en degouezhioù bet. Danvez loreidi a bep korn eus ar bed a zeuio da glask lakaat o labour da vezañ anavezet gant kemenerien veur.

 

Evit gouzout hiroc’h : http://www.festival-dinard.com