14 a viz Meurzh 2005, niv. 47

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ!

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

500 den e Roazhon evit ar c'helenn brezhoneg

 

 

Gant Div Yezh Bro Roazhon e oa bet aozet ur vanifestadeg disadorn evit ar c'helenn brezhoneg zo lakaet diaes er c'horn-bro-se. Divizet e oa bet gant ar Rektoriezh krouiñ ur "greizenn" eil derez e Roazhon : ret e vefe d'ar skolidi eus Sant-Maloù pe Redon en em enskrivañ e Roazhon evit gellout kenderc’hel gant ar brezhoneg. Abaoe 20 vloaz e oa bet kroget ul labour sevel un hentenn divyezhek e lise ha skolaj Zola, e Roazhon. Divizet e oa bet kas kuit ar skolidi divyezhek d'ur skolaj ha d’ul lise all a-benn bloaz, e forzh peseurt live e vefent. Klasket o doa tud Div Yezh ha tud ar vugale, meur a wezh, gwelet renerez al lise, tud ar Rektoriezh pe an Akadamiezh. Respont ebet, emgav ebet.

Div Yezh, Dihun ha Diwan o doa galvet da vanifestiñ disadorn diwezhañ, gant an FCPE ivez, ha gwelet ez eus bet ganto dilennidi eus ar C'huzul-rannvro, Kuzul-departamant Il-ha-Gwilen, Kuzul-kêr Roazhon. Goulenn a raent holl e vefe harzet ar raktres "dilojañ" hag aozet kendivizoù. Goulenn a raent ivez e vefe doujet d'an testennoù sinet etre ar C'huzul-rannvro hag ar Rektoriezh, ha d'ar politikerezh yezh nevez votet gant Kuzul-rannvro Breizh. Deuet eo a-benn izili Div Yezh Bro Roazhon da gaout un emgav gant Prefedez ar Rannvro (pe da vihanañ ur c'henlabourer dezhi).

 

Ur vanifestadeg all a vo aozet gant Div Yezh d'ar Merc'her 23 a viz Meurzh e Kemper.
Emgav da 3 eur goude-kreisteiz dirak Ensellerezh an Akademiezh.

 

 

 

 

 

 

 

 

Nozvezh ar c’haouenned

 

 

D’ar Sadorn 19 a viz Meurzh e vo aozet Nozvezh ar C’haouenned gant an LPO ("Ligue protectrice des oiseaux") evit ar c’hwec’hvet gwezh. E-kerzh baleadennoù e-kreiz an noz ho po tro da welet a-dost evned-preizh an noz. Pevar spesad anezhe a vev e Breizh :

ar c’haouenned penn-tev eo ar re a ra “ou ou” e-kreiz an nozvezhioù yen

ar grelled (kaouenned gwenn), laboused a zegase ar gwalleur hervez an dud gwezhall-gozh

ar c’haouenned bihan a blij dezhe ar gwerjeoù

an touded penn-kazh hag a zo kalzig anezhe,met start int da welet.

Daoust m’eo gwarezet al laboused-se gant al lezenn, emaint en ur stad fall a-walc’h abalamour d’an dud : abaoe distruj ar girzhier e tiouer ar c’haouenned ar gwez toull a reont o neizhioù enno. Alies-kaer bremañ e vez serret tourioù an ilizoù d’ar c’haouenned gwenn. Aet eo ar gwerjeoù da netra e kalzig a lec’hioù (da skouer Bro Roazhon) hag ar c’haouenned vihan da heul. Ampoezonet int diwar an astuzlazher (pestisid) a vez kavet el loened a zebront, ar c’hrignerien. Dañjerus eo ar c’hirri ivez, pa flastront anezhe, ha dreist-holl ar grelled a ya da chaseal war bord an hentoù.

 

M’ho peus c’hoant da anaout gwelloc’h al laboused-se, deuit da gemer perzh e Nozvezh ar C’haouenned d’an 19 a viz Meurzh.

 

A-benn kaout an holl ditouroù rekis diwar-benn an nozvezh :

http://www.chouette.parcs-naturels-regionaux.fr/accueil/

 

Kaouenn penn-tev : chouette hulotte

Grell (kaouenn wenn) : effraie des clochers (dame blanche)

Kaouenn vihan : chouette chevêche

Toud penn-kazh : hibou moyen-duc

Krigner(ien) : rongeur

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Gouel "Des Petits Riens" en Aodoù-an-Arvor

 

 

Kinniget e vo 5vet gouel "Des Petits Riens", aozet gant Ofis-departamant Diorren ar Sevenadur en Aodoù-an-Arvor, etre ar 1añ a viz Ebrel hag ar 1añ a viz Mae 2005. Pal ar festival-se zo kinnig abadennoù a bep seurt er muiañ ar gwellañ a lec'hioù (e ti tud, en ul lise, un iliz, un davarn, un atant...). 53 c’humun eus Aodoù-an-Arvor a gemero perzh er bloaz-mañ. Abadennoù sonerezh, c'hoariva, margodennoù, kontadennoù, diskouezadegoù skeudennoù, arzoù, c'hoarioù a bep seurt, evit ar re vihan pe ar re vras... Strolladoù arzourien bihan a vez dre vras o kinnig an abadennoù, strolladoù na gavont ket leurennoù prest da zegemer anezho. Strolladoù eus ar vro koulz a strolladoù o tont eus a bep lec'h er C'hwec'hkorn.

Prizioù bihan a vez ivez : 5 pe 3 euro peurvuiañ, pa ne vez ket digoust gwezhioù all.

 

Evit gouzout hiroc'h : ODDC 22, pgz : 02 96 60 86 10. contact@oddc22.com. http://www.oddc22.com.

 

 

 

 

 

 

 

 

Mell-dorn

 

 

Hent skipailh Montpelhier e Kevre ar Gampioned a zo evel ur film amerikan e-lec’h ma vez pep tra o lakaat da grediñ ez echuo fall an istor met e-lec’h ma teu atav an haroz a-benn da ziluziañ an traoù. En eizhvet gourfennoù, gant o nav fal, adpignet war skipailh Kolding er match distro, e c’helle c’hoarierien Montpelhier trugarekaat o steredenn vat dija. Disul e oa c’hoariet ar match distro etre Montpelhier (kampion Frañs 2004) hag ur skipailh alaman eus Flensburg (kampion Alamagn 2004). Ar wech-mañ, pal ar skipailh gall ne oa ket adpignat eus ur merk met, er c’hontrol, mirout o flas (match mont gounezet 36-22). Ma seblant bras an diforc’h-se, c’hoant skipailh Flensburg da zisoñjal ar match paseet a oa d’an nebeutañ ken bras all. Sikouret gant o eizh mil suporter en o sal, an Alamaned zo tremenet tost-tre eus ar gur, betek krediñ bezañ gounezet pa sone fin an amzer en eil hanterenn. Nemet e chome un "9 m" (tenn-digoll) diwezhañ da dennañ evit Montpelhier. Dirak moger vras an Alamaned, ar c’hoarier bihan (e-keñver ment hepken) Grégory Anquetil en deus lakaet nerzh an dizesper en e denn … Un eilenn war-lerc’h, ne oa ket mui dispi met levenez gant skipailh Montpelhier, ar volotenn e foñs palioù Flensburg (match kollet 32-19 met gounezet war hollad an daou vatch). Setu penaos e kendalc’h Montpelhier gant e hent, gant ur "Gefridi Dibosupl 3" marteze evit an hanter gourfennoù…

 

Mell-droad

 

29vet devezh R1

Naoned (16vet) 2-0 Caen (17vet)

Metz (14vet) 1-1 Roazhon (7vet)

 

30vet devezh R1

Caen (17vet) – Roazhon (7vet)

Naoned (13vet) – Aiacciu (18vet)

 

29vet devezh R1

Gwengamp (13vet) 2-1 Laval (5vet)

Grenoble (10vet) 0-2 Brest (6vet)

Amiens (14vet) 0-0 An Oriant (15vet)

 

30vet devezh R2

Laval (8vet) – Brest (5vet)

An Oriant (15vet) – Clermont Foot (18vet)

Gwengamp (12vet) – Niort (20vet)

 

 

 

 

 

 

 

 

Stage beauty

 

 

Breizh-Veur / Stadoù-Unanet - 2004

Seveniñ : Richard Eyre

 

Aktourez vravañ hag ampartañ Bro-Saoz ar 17vet kantvet e oa... ur gour anvet Edward Kydnaston (Billy Crudup). Difennet groñs e oa d’ar merc’hed bezañ gwelet war ul leurenn c’hoariva d’ar mare-se. Paotred o doa gouestlet o buhez da c’hoari roll tudennoù benel er pezhioù-c’hoari neuze. Erru eo poent cheñch penn d’ar vazh avat : deuet eo da soñj ar roue (pe e vestrez kleiz kentoc’h) reiñ d’ar merc’hed en-dro an aotre da c’hoari war al leurennoù ha difenn d’ar baotred c’hoari tudennoù benel. Ur blegenn diaes eo evit Kydnaston met ur chañs dispar evit e vatezh Marie (Claire Danes).

Anat e tere gwelet ar film-mañ ouzh mare devezh ar merc’hed. Abeg treuzskeudennel an istor (al leurenn c’hoariva ma n’eus plas ebet d’ar merc’hed warni) a ro da soñjal end- eeun en emsav da lakaat ar merc’hed par d’ar baotred. Ma’z eus eus "brezel ar reizhoù", gant "Stage beauty" an hini eo e vo sinet an arsav-brezel emichañs ken yael eo kemennad an istor : goude ur pennad diaes ma kollo pep hini e verkoù e teuio ur mare a genemglev. Paotred gwir e teuio ar baotred da vezañ gant sikour ar merc’hed ha merc’hed gwir e teuio ar merc’hed da vezañ gant skoazell ar baotred.

Billy Crudup a ro ment e zonezon gant tudenn Kydnaston.

 

Kement ha gouzout muioc'h : http://www.stagebeautymovie.com/

 

 

 

 

 

 

 

 

The Arcade Fire – Funeral

 

 

Embannet gant Rough Trade

 

Ned a ket mat ganeoc’h ? Dreist ! Ganto ivez : dav eo bet da sonerien The Arcade Fire tremen ar bloavezh 2003 etre ar vered hag an iliz : a-hed ar bloaz int en em adkavet a-benn douariñ izili eus o familh. Anat eo o deus an darvoudoù-se pouezet kalz war o ijin, ha n’eo ket dre zegouezh eo anvet o fladenn "Funeral". Met eus petra’ zo kaoz amañ, neuze ? 10 kanaouenn, 10 doare disheñvel da lavarout kenavo, hag ur sonerezh diazezet war meur a dra : evel ar Pixies hep tredan, evel ar Buzzcocks gant pouez ar bed a-bezh war o divskoaz, gant gwiskadoù rock, pop, folk hag all.

Goude The Unicorns pe Wolf Parade e tiskouez deomp The Arcade Fire eo Kanada ur vro a gaver enni strolladoù eus ar c’hentañ.

Kit da brenañ ar bladenn, gwiskit ho tilhad du ha selaouit : bremañ ez a gwelloc’h, n’emaoc’h ket mui hoc’h-unan.

 

Evit gouzout hiroc’h : http://www.arcadefire.com/

 

 

 

 

 

 

 

 

Moanaat berr-ha-berr

 

 

Emañ an nevez-amzer o tont. Tud zo a gav dezho eo ar prantad mat evit klask skarzhañ ar pezh a re zo bet tapet e-pad ar goañv. Re all ne reont ket… Evit ar re a zo dedennet gant se, setu un nebeud keleier ! Botoù-sport enep-druzoni a ra berzh e Londrez hag e New-York er mare-mañ, mar plij ganeoc’h. Daoust dezho bezañ divalav a-walc’h e sikouront da astenn ar c’higennoù, da wellaat ar c’hempouez ha da reiñ startijenn da red ar gwad, a-hervez. Ganto e tec’hfe an druzoni diouzh divc’har an nen…

 

Kement ha gouzout hiroc’h : www.mbt-uk.com

 

Ur skaoñv nevez er burev ? Ijinet evit an holl re a chom azezet a-hed an deiz, ar skaoñv-mañ zo douget gant un troad a bleg hag a dro. Ne c’heller ket en em leuskel ken ha chom difiñv e-pad eurvezhioù. Ret e vez lakaat kigennoù ar c’hein hag ar c’hof da labourat bepred… da chom azezet.

 

Kement ha gouzout hiroc’h : www.workchairs.com