|
|
|
|
|
|
|
21 a viz Meurzh
2005, niv. 48 Pellgargit ar pennadoù e stumm Word |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
100 000
den e Brusel a-enep kemenn Bolkestein |
|
|
Ur
100 000 den bennak a oa bet o vanifestiñ e
straedoù Brusel disadorn, diwar galv sindikadoù
eus meur a stad eus Unaniezh Europa. Frañsizien, Saozon,
Belgiz, Alamaned, Italianed, Poloniz, Nederlandiz, Kroated, Portugaliz,
Kipreneziz... Deuet e oant holl evit lâret "nann" d'ar
c'hemenn europat savet gant Frits Bolkestein, bet ministr en
Izelvroioù. Savet
eo bet ar c'hemenn a-benn frankizelaat marc'had ar servijoù
en Unaniezh Europa (war ar gwerzhañ tiez ha
tachennoù, ar c'huzulioù e-keñver
merañ arc'hant, ar ginnigerien labourioù
berrbad...). Pal ar c'hemenn zo aesaat ar muiañ ar
gwellañ mont-ha-dont an embregerezhioù a ginnig
seurt servijoù en Europa, war-bouez ar servijoù
publik (an deskadurezh da skouer). Kalz a sindikadoù en
Europa zo savet a-enep ar c'hemenn Bolkestein. Hervezo n'eo ket
sklaer-tre an destenn war ar reolennoù sokial a rankfe
bezañ doujet dezho gant an
embregerezhioù : pe re bro orin an embregerezh, pe
re ar vro nevez lec'h ma ya da ginnig e servijoù.
Embregerezhioù zo a c'hellfe neuze profitañ eus
al lezennoù a zo an aesañ evito (nebeutoc'h a
gargoù, gwirioù an implijidi gwanoc'h...) hervez
ar Stadoù. |
|
|
|
|
|
|
|
Paper
adveret |
|
|
Produiñ
paper adveret a lak da dalvoudekaat ar paperachoù kozh a
vefe devet mod-all, hep servijout da netra ken. E Bro-C’hall
eo ar paper kozh an danvez kentañ implijet gant greanterezh
ar paper. 58,2% eus ar paper hag ar c’hartoñs a
vez produet diwar baper adaozet. Gant se e c’heller implijout
nebeutoc’h a goad : diwar 1 tonennad paper kozh e
c’heller produiñ Met
ret eo derc’hel soñj eo ar paper
ekologelañ an hini na vez ket graet
gantañ : espernit paper, daou du zo d’ar
follennoù ! Ha m’ho peus
c’hoant da voullañ Bremaik grit war baper
adveret ! Kement
ha goût hiroc’h : www.ademe.fr |
|
|
|
|
|
|
|
Gouel
"Des Petits Riens" en Aodoù-an-Arvor |
|
|
Kinniget
e vo 5vet gouel "Des Petits Riens", aozet gant Ofis-departamant Diorren
ar Sevenadur en Aodoù-an-Arvor, etre ar 1añ a viz
Ebrel hag ar 1añ a viz Mae 2005. Pal ar festival-se zo
kinnig abadennoù a bep seurt er muiañ ar
gwellañ a lec'hioù (e ti tud, en ul lise, un
iliz, un davarn, un atant...). 53 c’humun eus
Aodoù-an-Arvor a gemero perzh er bloaz-mañ.
Abadennoù sonerezh, c'hoariva, margodennoù,
kontadennoù, diskouezadegoù
skeudennoù, arzoù, c'hoarioù a bep
seurt, evit ar re vihan pe ar re vras... Strolladoù
arzourien bihan a vez dre vras o kinnig an abadennoù,
strolladoù na gavont ket leurennoù prest da
zegemer anezho. Strolladoù eus ar vro koulz a
strolladoù o tont eus a bep lec'h er C'hwec'hkorn. Prizioù
bihan a vez ivez : 5 pe 3 euro peurvuiañ, pa ne vez
ket digoust gwezhioù all. Evit
gouzout hiroc'h : ODDC 22, pgz :
02 96 60 86 10. contact@oddc22.com.
http://www.oddc22.com. |
|
|
|
|
|
|
|
Atleterezh |
|
|
E
Sant-Galmier, e-kichen Sant-Etienne, e oa bet redet kampionad ar bed ar
c’hross country en dibenn-sizhun-mañ. Evel boaz,
rederien eus Afrika zo bet trec’h hep poan war ar rederien
"wenn". Evel boaz ivez, ez eus bet adkavet rederien eus Etiopia pe
Kenya war ar podiom. Hag evel boaz, Kenenisa Bekele, ar reder eus
Etiopia, n’en deus ket lezet ar plas kentañ da
dremen dre m’en deus gounezet en div redadeg en deus redet,
(ar c’hross berr disadorn hag ar c’hross hir
disul) ! Da 22 vloaz, an-hini hag a zo dija 8 gwech kampion ar
bed ar c’hross ha kampion olimpek 2004 evit an Mell-droad 30vet
devezh R1 Naoned
(16vet) 0-0 Aiacciu (18vet) Caen
(17vet) 2-2 Roazhon (8vet) 31vet
devezh R1 Auxerre
(5vet) – Naoned (13vet) Roazhon
(9vet) – Bastia (19vet) 30vet
devezh R2 Laval
(8vet) 2-1 Brest (5vet) An
Oriant (15vet) 2-1 Clermont Foot (18vet) Gwengamp
(12vet) 3-1 Niort (20vet) 31vet
devezh R2 Amiens
(15vet) – Gwengamp (12vet) Créteil
(19vet) – An Oriant (13vet) Brest (6vet) – Sedan (4e) |
|
|
|
|
|
|
|
The life aquatic with
Steve Zissou (La vie aquatique) |
|
|
Stadoù-Unanet
- 2003 Senario
ha seveniñ : Wes Anderson Brudet-kenañ
eo deuet Steve Zissou (Bill Murray) hag e skipailh da vezañ
gant o zeulfilmoù moroniezh. Arabat e vefe d’an
harozed mont war an oad avat. Ne ra ket berzh ken oberennoù
an "team Zissou" abaoe pell ; n’eo ket dedennet ken
an arvestourien gant an istorioù morlenn ha pesked liesliv.
Redek war-lerc’h ur morvleiz ramzel a c’hellfe
bezañ an doare gwellañ da beurober red micher an
den hep bezañ gwelet evel un has-been ken. Marmouzañ
teulfilmoù Cousteau a ra "The life aquatic" ; ar re
n’o defe ket komprenet diouzhtu a vo heñchet gant
boned ruz ofisiel ar skipailh. Divoutin a-walc’h eo ar stumm
film-se ; maget eo gant kened kitsch filmoù
moroniezh ar bloavezhioù 60 (an doare da filmañ,
an efedoù ispisial kamm, h.a.) ha gant ur fent didouell
douget brav gant Bill Murray. Reiñ a ra da soñjal
kalz er "Monty Python’s Flying Circus" e gwirionez, ha
muioc’h c’hoazh er film "The Rutles" a rae van da
gontañ buhez ur strollad rock heñvel-poch ouzh ar
Beatles. Setu ar pezh a vank da film Wes Anderson marteze :
delc’her spered un teulfilm faos betek ar fin. Kement
ha gouzout muioc'h : http://lifeaquatic.movies.go.com |
|
|
|
|
|
|
|
Interpol
– Antics |
|
|
Embannet
gant Labels Arabat
c’hoarzhin. Paotred Interpol o deus savet o endro abaoe o
fladenn gentañ, un endro diazezet war ul liv : an
du. N’eo ket cheñchet an traoù.
Siouloc’h eo Antics eget Turn On The Bright Lights, met ken
stignet all. Kregiñ a ra dousig an traoù gant
Next Exit, met tarzhañ a ra pep tra e-kreiz ar bladenn gant
an ton gwellañ : Slow Hands. Sonerien Interpol a
zeu a-benn da neveziñ ar sonerezh post-punk en ur gemer
en-dro merkoù dibar ar sonerezh-se : gitar boud
kreñv, luskoù gitar tredan prim, hag ur vouezh
izel ha boemus war an dro. Ar re a fellfe dezho dizoloiñ ar
strollad a c’hallo kregiñ gant o fladenn
gentañ, rak aesoc’h eo da selaou memestra. Interpol
a sono live e Naoned d’an Evit
gouzout hiroc’h : http://www.interpolny.com/ |
|
|
|
|
|
|
|
Ar
c'hiz e Dinarzh |
|
|
Evit
an 12vet bloavezh e tegemero Dinarzh ur festival kemenerien yaouank.
D’an 22, Kement
ha gouzout hiroc’h : http://www.festival-dinard.com |
|
|
|