|
|
|
|
|
|
|
8 a viz Meurzh 2004, niv. 3
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Devezh
etrebroadel ar merc'hed |
|
|
Hiziv,
d'al Lun 8 a viz Meurzh, e vez lidet devezh etrebroadel ar maouezed.
Lakaet e vez dreist-holl war wel an diforc'hioù bras a chom
c'hoazh etre goproù ar baotred ha re ar merc'hed. Hervez
Burev Etrebroadel al Labour, 40 % eus an dud gopret er bed a
zo merc'hed. Met 60 % eus an dud a c'hounez nebeutoc'h eget 1
$ bemdez a zo merc'hed. E Frañs, e 2001, e oa bet jedet gant
an EBSSA (INSEE) e veze paeet ar merc'hed, en
embregerezhioù prevez hag evit memes amzer labour, tro-dro
da 20 % nebeutoc'h eget ar baotred. Un dregantad uheloc'h a
verc'hed dilabour eget a baotred dilabour a zo etre 25 ha 49 bloaz. Kement ha gouzout hiroc'h : http://www.csf.gouv.qc.ca/telechargement/publications/InfoOrigineVeritable8mars2003.pdf |
|
|
|
|
|
|
|
Tredan :
be(ve)zomp finoc’h ! |
|
|
25
bloaz zo e oa bet gouest ar Vretoned da stourm a-gevret ouzh ar raktres
sevel ur greizenn nukleel e Plougoñ. Ma n’eus
reaktor nukleel ebet o vont en-dro e Breizh ez eus peadra da
vezañ nec’het. Ar gouarnamant, EDF hag Areva
(Cogema gwezhall) zo prest da reiñ lañs
d’an nukleel en-dro gant ar raktres EPR. Ar pezh a dalv sevel
kreizennoù nevez ha petra a virfe e vefe er Garned e-kichen
Naoned ? Evit
chom hep rankout produiñ muioc’h a energiezh,
bevezomp nebeutoc’h. Trawalc’h eo lazhañ
ar mekanikoù a chom war elum hep mont en-dro evit espern 400
kWe/bloaz (10% eus beveziñ tredan an tiegezhioù).
An energiezh bevezet gant ur skinweler war enaou hep mont en-dro a
c’hell mont betek 70 % eus e veveziñ en e
bezh ! kement ha gouzout hiroc’h : www.agirpourlenvironnement.org pe www.ademe.fr |
|
|
|
|
|
|
|
Yuri Leiderman |
|
|
"Ar
C’harter / Le Quartier" |
|
|
|
|
|
|
|
Kampionad F1 |
|
|
En
dibenn-sizhun-mañ paseet e oa bet kroget kampionad ar bed an
F1. Ar redadeg kentañ a oa en Aostralia e Melbourne. Ha
divinit piv en doa gounezet ? Michael Schumacher evel-just ! Ha reizh
eo pa weler al lañs en deus skipailh Ferrari war ar re all.
Ar plas kentañ neuze evit Schumacher hag an eil evit e
genvlenier Rubens Barrichello. Kement ha lavaret e vo diaes
bezañ trec'h war ar c'hirri ruz ar bloaz-mañ
c'hoazh ! Marteze e teuio a-benn skipailh Renault da stagañ
e vagon ouzh TTB Ferrari gant e drede plas e Melbourne hag a laka anat
e c'hellfent bezañ dañjerus er
redadegoù o tont. Peurrest ar skipailhoù a
seblant pell a-walc'h eus al live avat. Ne vefe ket gwall entanus
koulskoude gwelet atav ar memes hini o c'hounit. Mell-droad
Roazhon
(12vet) 0-3 Naoned (7vet) |
|
|
|
|
|
|
|
Feux rouges |
|
|
Bro
Frañs - 2003 |
|
|
|
|
|
|
|
C’hoariva
troet war-zu ar sonerezh |
|
|
Adalek
ar 15 betek an 20 a viz Meurzh e Kemper |
|
|
|
|
|
|
|
An dispac'h glas |
|
|
Ar
produioù kened a zo o cheñch. Evit tostaat ouzh
preder tud zo diwar-benn an endro e teu war ar marc'had
produioù anavezet gant an ensavadur Ecocert
ha merket evel eko pe bio. Talvezout a ra ez int savet gant
labourvaoù a daol evezh ouzh doareoù labourat an
dud, a zouj ouzh al loened hag an endro. Dleout a ra ar
produioù kadarnaat dezverkoù strizh : ur feur
danvezioù bio (brasoc'h evit al label bio eget evit an hini
eko), chom hep implijout loened evit amprouiñ
produioù, hep implijout OGM pe
danvezioù-mirout kontammus. Merkoù zo gant ar
preder-mañ abaoe pell evel Weleda pe Phyt's,
met tud all a zeu war ar renk evel Doux Me pe Nature
& Découverte. Arabat krediñ e
vez kinniget produioù flaerius pe displijus ganto. Ar pouez
a vez lakaet ganto war ar frond, al liv hag an aezamant evel-just.
Diwallit memes tra ! Ar produioù a vez roet al
label dezho unan hag unan. N'eo ket peogwir ez eus ul label
bio war ur produ e talv evit holl broduioù ur merk avat. |
|
|
|