7 a viz Meurzh 2005, niv. 46

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ!

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Prezidant Togo : Kofi Yamgnane war ar renk

 

 

Eyameda a oa prezidant Togo abaoe 38 vloaz. Aet da Anaon d'ar 5 a viz C'hwevrer 2005, lakaete oa bet e vab, Faure Gnassingbé e penn ar vro buan-ha-buan. Ur vouezhiadeg zo bet raktreset a-benn ar 24 a viz Ebrel evit dilenn ur prezidant nevez. War ar renk emañ Gilchrist Olympio, deuet da repuiñ da Bariz. Un den all en deus disklêriet bezañ prest da vezañ prezidant Togo : Kofi Yamgnane.

Eil-prezidant PS Kuzul-departamant Penn-ar-Bed eo Kofi Yamgnane, bet maer Sant-Kouled etre 1989 ha 2001 ha bet ministr dindan renerezh Edith Cresson ha Pierre Bérégovoy. Ganet e oa bet Kofi Yamgnane e Togo tost da 60 vloaz zo, e kêr Bassar. Keoderour c'hall e oa deuet da vezañ e 1975, goude bezañ deuet da studiañ ha bevañ e Breizh adalek 1964. Chomet e oa keodedour togoat.Daoust da se e vo marteze diaes dezhañ mont war ar renk dre ma oa bet cheñchet Bonreizh Togo nevez zo : n'eus nemet tud bet o chom abaoe 12 miz e Togo a c'hell lakaat o anv evit mont da brezidant.

 

Evit gouzout hiroc'h : http://kofi.yamgnane.free.fr/

 

 

 

 

 

 

 

 

Produioù kempenn pe produioù pistrius ba’r gêr ?

 

 

Produioù kempenn a bep seurt a vez gwerzhet er gourmarc’hadoù, leun a zanvezioù kimiek a c’hell bezañ dañjerus evit an natur hag an dud.

Da skouer, ar skurieroù klasel ( ha reoù "glas" zoken) n’eus ket tu dezhe bezañ distrujet 100 %, penn da benn. Abalamour da se e vez saotret an dourioù hag ar stêrioù gante. Hag an danvezioù “tensio-actif” eus al lijoù hag a vez strewet en natur a c’hell bezañ adkavet e korf an dud goude. Un nebeud merkoù a warant eo bevzispennadus da vat o froduioù : Biotop, Ecover, Kitz, Lerutan, Salvéco, Sonett. Tu zo da gavout anezhe e stalioù bio.

Mod-all gant ar bombelloù areosol e vez strewet rannigoù bihan en aer n’int ket gwall yac’hus. Ar produioù dic’hweshaat zo enno frondoù artifisiel a vez fardet diwar tireoul peurliesañ, hag a c’hell direnkañ hon hormon : dañjerus int d’ar vugale dreist-holl. Marc’hadmatoc’h ha yac’husoc’h eo aveliñ mat ho lojeiz!

 

A-benn goût hiroc’h : www.vigitox.org

 

ar produioù kempenn : produits d’entretien

ar skurieroù : les détergents

bevzispennadus : biodégradable

 

 

 

 

 

 

 

 

 

C'hoariva brezhoneg

 

 

Gouel C'hoariva Kerne a vez lidet abaoe ar Gwener 4 a viz Meurzh, ha kenderc'hel a raio betek ar Yaou 24. E Konk-Kerne, Sant-Ivi ha Mêlwenn e vez kinniget abadennoù c'hoariva gant Strollad ar Stêr Aon, Strollad ar Spontailhoù ha Strollad Ploveilh. Ur staj kanañ, unan all brezhonegañ, ur sonadeg gant EDF (Ewen, Delahaye, Favenneg) hag ur fest-noz a zo kinniget ivez.

Evit gouzout hiroc'h : Tud Bro Konk, 02 98 56 96 03.

 

"Malachap story" a vo kinniget gant ar strollad c'hoariva "C'hoarivari". E Lannarstêr d'ar Meurzh 5 a viz Ebrel, er vediaoueg, da 9e da nozh. E Pondi d'ar Gwener 15 a viz Ebrel, da 9e noz, e Palez ar C'hendalc'hioù, e penn-kentañ Kan ar Bobl. Kinniget e vo "Malachap story" e Langedig d'ar Sadorn 30 a viz Ebrel, 8e30 noz, er sal Jo Huitel.

E Redon e vo kinniget "Brezhoneg o c'hoarzhin" gant ar strollad Pik Achu, e-ser ar festival "Lezarts & Cie", d'ar Gwener 11 a viz Meurzh, da 7e noz.

 

 

 

 

 

 

 

 

F1

 

 

Kroget eo bet kampionad F1 2005 an dibenn -sizhun-mañ en Aostralia. Er bloaz-mañ, an aozerien o deus divizet cheñch un nebeud reolennoù evit diaesaat ar redadegoù un tamm. An efed kentañ zo bet, ha n’eo ket eus ar re vihanañ,  a zo bet adkavout Michael Schumacher a-dreñv penn-da-benn war ar linenn disparti. Skipailh Renault en deus diskouezet e c’hoant da lakaat da gouezhañ ar baron ruz, oc’h echuiñ da gentañ (Giancarlo Fisichella) ha da drede (Fernando Alonso), just goude Ferrari Rubens Barrichello. Michael Schumacher a c’hello disoñjal buan ar Priz Bras-se avat, dre ma n’en deus ket echuet ar redadeg zoken, goude bezañ bet kaset en traezh gant Nick Heidfeld. E Malezia, d’an 20 a viz Meurzh, e vo ar redadeg a zeu.

 

Mell-droad

 

28vet devezh R1

Roazhon (7vet) 3-0 Sochaux (8vet)

PSG (12vet) 1-0 Naoned (15vet)

 

29vet devezh R1

Naoned (16vet) – Caen (17vet)

Metz (14vet) – Roazhon (7vet)

 

28vet devezh R2

Brest (9vet) 1-0 An Havr Nevez (15vet)

An Oriant (17vet) 3-1 Niort (20vet)

Nancy (1añ) 2-1 Gwengamp (13vet)

 

29vet devezh R2

Grenoble (9vet) – Brest (5vet)

Gwengamp (13vet) – Laval (11vet)

Amiens (14vet) – An Oriant (15vet)

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Ray

 

 

Stadoù-Unanet - 2004

Seveniñ : Taylor Hackford

Oscar an aktor gwellañ da Jamie Foxx

Oscar ar son gwellañ

 

E Georgia e veze gwallziforc’h gouennoù etre ar re zu hag ar re wenn, pa oa bet ganet Ray Robinson en ur c’harter paour-razh du-hont. Daoust da verzh-diverzh e vuhez e oa deut an den da vezañ Ray Charles (Jamie Foxx), mojenn vev sonerezh ar Stadoù-Unanet e-pad hanter-kant vloaz. Un den dall en deus kavet e hent e-unan penn.

Estreget kanaouennoù hollvrudet Ray Charles e vez dispaket red buhez an den er film-mañ : e verzhioù koulz hag e nammoù, e zramaoù hag ar prantadoù ma ya a-dreuz gant e hent. Mennozhioù seveniñ eus an dibab a zeu gant Taylor Hackford, met talvoudus eo e film gant c’hoari emheñvel Jamie Foxx a-raok pep tra. Dellezet en deus an aktor e Oscar e gwirionez.

 

Kement ha gouzout muioc'h : http://www.raymovie.com/index.php

 

 

 

 

 

 

 

 

Le Tigre – This Island

 

 

Embannet gant Universal / Barclay

 

Met petra eo Le Tigre ? Teir flac’h heñvelreizh eus ar Stadoù-Unanet, levezonet gant ar sonerezh punk (unan anezho, Kathleen Hanna, a zo bet ezel eus ar strollad Bikini Kill er bloavezhioù 1990) hag ar sonerezh elektro. Produet-brav eo ar bladenn, met ne dalvez ket o deus merc’hed Le Tigre disoñjet o mennozhioù : evel ma lavaront e felle dezho sevel tonioù dance gant komzoù politikel (s.o. New Kicks, diwar-benn ar brezel en Irak, pe Viz, diwar-benn skeudenn ar merc’hed heñvelreizh er gevredigezh) : deuet int a-benn !

Evit ar re a fell dezho dizoloiñ Le Tigre, e sono ar strollad e Naoned a-benn ar 26 a viz Meurzh (abadenn sonerezh ha filmoù skignet e-kerzh an abadenn).

 

Evit gouzout hiroc’h : http://www.letigreworld.com/sweepstakes/index.html

 

 

 

 

 

 

 

 

Ho-unan emaoc’h ?
N’hoc’h eus ken ‘met pellgargañ un amourouzez difetis !

 

 

Ac’hanta paotred, ha skuizh oc’h o klask war-lerc’h ur plac’h pe o vezañ gant ho tousig ? Un embregerezh e Hong Kong, Artificial Life Incorporated, a ginnig deoc’h kaout un amourouzez difetis en ho pellgomz-chakod, end-eeun… Vivienne hec’h-anv. Plijout a ra dezhi mont d’ar ostaleri, redek ar stalioù, degemer bleunioù ha chokolad – elektronek evel-just – ha gouest eo da gomz c’hwec’h yezh ha d’ober jiminas. Ne c’heller ket diwiskañ anezhi, ha pokoù a ro hepken ! Seblantout a ra bezañ bet ijinet evit ar c’haezh-paotred… Evit ar grennarded eo bet soñjet er mod-se ivez, rak an embregerezh a fell dezhañ tizhout anezho. "Emichañs e soñjint enni evel en ur gamaradez", eme Mary-Anna Donaldson a embann ar produ, "hag e welint anezhi evel ur bleustradenn a-raok ar re wir". E sell emañ Artificial Life da reiñ lañs da werzh ar servij-se : e fin miz Ebrel e Singapour ha Malezia, e fin an nevez-amzer e kornôg Europa hag en un nebeud kêrioù er Stadoù-Unanet a-benn fin ar bloaz 2005. N’eus nemet ur plac’h kinniget, paotr ebet. N’eo ket strikt, rak ne gomzo ket brezhoneg, n’eus forzh penaos !