1añ a viz Meurzh 2004, niv. 2

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Prosez e Pariz

 

 

Hiziv e krog prosez 11 Breton e Pariz, dirak ul lez-asizoù "ispisial". Betek ar 26 a viz Meurzh e c'hello padout ar prosez. Ne vo nemet tud a lezenn er juri. Barnet e vo ar Vretoned evit ur rummad gwalldaolioù c'hoarvezet etre 1993 ha 2000, en o zouez hini Kever, e-lec'h ma oa bet lazhet ur vaouez. C'hwec'h Breton zo toullbac'het c'hoazh evit poent. Lod anezho zo abaoe pevar bloaz en toull-bac'h, o c'hortoz ar prosez. N'eus hini ebet tamallet evel aozer gwalldaol Kever. Diaes eo ijinañ peseurt dazont a vo roet dezho. Ar riskl zo ivez e vefe implijet afer ar prosez e-kerzh an dilennadegoù rannvro a vo er miz-mae.

 

 

 

 

 

 

 

 

An nitrat, n'eo ket mat

 

 

Hollvrudet eo : e Breizh eo sall an amann ha nitratet an dour. N'eus na blaz na c'hwezh na liv d'an nitratoù. Perak bezañ nec'het gante neuze ? War hir dermen e teu krign-bev ar stomok gant an nitratoù. War a seblant e c'hallont tizhout ar pankreas ha degas diabetoù a c'houlenn insulin. An nitratoù a vefe kaoz da gleñvedoù ar globulennoù ruz pe d'al leñfomoù Abalamour dezhe he defe ur vaouez dougerez muioc'h a riskloù da ziforc'hiñ. Ha pa soñjer e tistrujont an endro ivez (marv ar pesked er stêrioù, lanv glas) e weler eo erru poent-bras stourm ouzh ar re a nitrat e Breizh.

 

 

 

 

 

 

 

 

"L'imagerie" e Lannuon

 

 

23-01 / 28-02 2004
Jason Karaïndros
Tud ne vehent ket doareet mat a vehe techet da soñjal ez eo Jason Karaïndros un arzour a sav diskouezadegoù pe me 'oui-me ? Ur c'hlaskour eo-eñ, e gwirionez. Neoazh, n'eo ket ne vern peseurt klaskour, ur c'hlaskour aeled eo.
Savet en deus ur mekanik a vez graet an "dizoloourez aeled" anezhañ. Edan ur voest gwer e ta ar sklerijenn get an tredan. Ma vez graet un nebeudig a drouz e ya à r vervel dousig ar sklerijenn. Abalamour d'an avel é c'hwezhiñ a-barzh blev sachet èl ur bobelan get ar gouloù sur a-walc'h. Arzourion zo a sav oberennoù diàr traoù ar bed, re arall a grou ur bed.

Titouroù : 02 96 46 57 25.

 

 

 

 

 

 

 

 

Marc'hhouarnerezh

 

 

An hini en deus gounezet Tro Bro-C'hall pemp gwech, an Amerikan Lance
Armstrong, a chomo a-sav gant ar redadegoù marc'h-houarn e fin ar b loaz marteze. Se zo ar pezh en deus lavaret, d'an nebeutañ, en ur pennad-kaoz er
gazetenn The Times. Da 32 vloaz e oar  e c'hellfe bezañ lavaret dezhañ "mont
kuit en un doare jentil".Met, evel-just, e klasko gounit 6vet Tro Bro-C'hall
a-raok. Ha ma kollfe evit cheñch ? "N'ouzon ket ha lavaret a rafen : OK
poent eo din paouez pe ma ne lavarfen ket er c'hontrol, dao din klask ur
wech c'hoazh !" Setu penaos emañ unan eus sportourien vrasañ ar bed o
prientiñ e leve.

Mell-droad


26vet devezh
Gwengamp (17vet) Amp Metz (15vet)
Le Mans (20vet) 2-2 Roazhon (11vet)
Naoned (7vet) 1-1 Strassburg (13vet)

An Oriant (6vet) 1-1 Sedan (8vet)

Brest (2vet) Amp Aiacciu GFCO (5vet)

27vet devezh
Monaco (1vet) - Gwengamp (17vet)
Roazhon (12vet) - Naoned (7vet)

Valence (15vet) - An Oriant (7vet)

Romorantin (8vet) - Brest (3vet)

Amp. = ampellet

 

 

 

 

 

 

 

 

Cold Moutain

 

 

Stadoù-Unanet - 2004 Seveniñ : Anthony Minghella

Deroù brezel an Digevrediñ a zisparti Ada (Nicole Kidman) diouzh Inman (Jude Law), ur c'houblad amourouzien o paouez kejañ an eil gant egile. Dalc'het gant soñj o c'harantez e vo ret da bep hini anezho ober un hent kriz e-kreiz ar brezel (hag en o c'hreiz) a-benn en em gavout en-dro (o-daou kement hag o-unan). Setu ur pezh istor romantel filmet brav (daoust m'eo klasel a-walc'h an doare) ha kinniget gant aktored a-feson. Anavezet e vez diouzhtu temz-spered sevener The english patient (Le patient anglais). Un darn vat eus talvoudegezh an abadenn a zeu diwar he eiltudennoù. Ur film da welet ma vezit plijet gant ar meurzanevelloù fromus.
Kement ha gouzout hiroc'h: www.retouracoldmountain.com

 

 

 

 

 

 

 

 

"Boudica. Dreaming the Eagle" gant Manda Scott

 

 

E "Dreaming the Eagle", kentañ lodenn un drilogiezh gouestlet da vBoudika, e ro en-dro Manda Scott buhez da unan eus rouanezed brudetañ hen Vretoned enezenn Breizh-Veur. Ar romant istorel-se a c'hoarvez e kentañ kantved hon amzeriad, d'ar mare ma kroge ar Romaned da aloubiñ enezenn Breizh-Veur. Al lodenn gentañ-mañ a gont yaouankiz Breaka, he stummadur war enezenn Mona hag an darvoudoù he lakaas da rouanez an Esenied ha da benn-brezel ar Vretoned dindan an anv a vBoudika, "an hini a gas an trec'h", asambles gant Karadog Un istor fromus ha leun a virvidigezh a ro Manda Scott deomp da lenn amañ. Splujet e vezer aes en unan eus pajennoù pouezusañ istor ar Gelted, a zizoloer evel-se gant plijadur dindan stumm ur romant hag a vesk faltazi ha gwirvoud. E miz Ebrel e teuio er-maez eil lodenn an drilogiezh, "Dreaming the Bull."

 

 

 

 

 

 

 

 

Yar-Indez mod kreol

 

 

15 mn / 40 mn
Evit 4 den
Ret eo kaout : ur yar-Indez, kognag, orañjez, kraoñ-muskad, pimant Kaien, kardamom, rezin Korint, riz gwenn.
Troc'hit ar yar-Indez a dammoù, lakait anezho da veleniñ en ur gokelenn ha flammit gant ul loaiad vras a gognag. Glebiit gant ur banne mat a chug-orañjez fresk, temzit gant kraoñ-muskad, pimant Kaien, kardamom Laoskit da boazhañ e-pad 40 mn. Fardit riz gwenn. Pa  vez tost poazh ar c'hig, savit ur soubil diwar ul lodenn eus ar chug-poazhañ : ouzhpennit pluskennigoù orañjez, rezin Korint bet o c'hlec'hiañ en ur banne kognag. Laoskit da vitona