28 a viz C'hwevrer 2005, niv. 45

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ!

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Disadorn : lodenn gentañ Ar Skrivadenn

 

 

Ur wir gwallhuñvre e oa evit lod pa oant er skol. Ur blijadur eo deuet da vezañ war-lerc'h evit lod war a seblant ! Berzh bras a ra Ar Skrivadenn a vloaz da vloaz. Savet e oa bet 9 bloaz zo gant Emglev Bro an Oriant. Er Skrivadenn 2005 e vo adarre meur a gevredigezh eus Breizh o kemer perzh : e Lannarstêr evel-just met ivez e Brest, e Kemper, e Montroulez, e Naoned, e Roazhon hag e Pariz. D'ar Sadorn 5 a viz Meurzh e vo aozet lodenn gentañ ar Skrivadenn. Pedet e vo tri loread pep kêr e pep live (CE, CM, skolaj ha lise/oadourien) da vont da c'hourfen Ar Skrivadenn en Oriant, d'an 21 a viz Mae. Peadra da lakaat da gejañ brezhonegerien a-vihanik gant deraouidi, hag ar re yaouankañ gant ar re goshañ, tro-dro d'ar yezh !

Evit lakaat e anv :

Brest : Sked, 02 98 80 26 71, sked.breizh@free.fr

Kemper : Ti ar Vro - Kemper, 02 98 90 70 43, tiarvro-kemper@wanadoo.fr

Lannarstêr : Emglev Bro an Oriant, 02 97 21 69 75, emglev@bzh.net

Montroulez : KLT, 02 98 68 70 60

Naoned : Kentelioù an Noz, 02 40 20 39 74, kann@netcourrier.com

Pariz : Skoazell Diwan Pariz, 01 40 19 92 51, diwanparis@free.fr

Roazhon : Skeudenn, 02 99 30 06 87, pe 02 99 51 54 96 (Dizolo) pe 02 99 38 75 83 (Skol an Emsav), skeudenn@wanadoo.fr

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Hezougell da foetañ ?

 

 

Ma vez ur pellgomz hezoug (pe un urzhiataerez pe ur Play Station) ganeoc’h ez eus un nebeud grammad “coltan” ganeoc’h ivez. Ouzhpenn ar metal rouez-se ez eus ur bilenn gant plom, kadmiom pe lithiom. Ar metaloù-se zo metaloù ponner, saotrus-tre d’an endro ha n’int ket yac’hus-yac’hus evit mab-den. Se zo kaoz e c’houlenno Europa ma vo dastumet hag adaozet he froduioù elektronek gant kement embregerezh a zo adalek an 13 a viz Eost 2005.

Marteze e soñj deoc’h n’eo ket kalz a dra un nebeud grammadoù metal ponner dilezet el lastez pe devet en ul “luduer”. Un nebeud sifroù a sikouro da gompren : e dibenn miz Kerzu 2004 e oa bet foetet 500 milion a bellgomzoù hezoug abaoe ma’z eus anezho. Hag er bloaz-mañ e vo prenet pep a hezougell nevez gant 30 milion a Sinaiz.

Petra ober da c’hortoz miz Eost 2005 ? Gallout a rit chom hep foetañ ho hezougelloù pe c’hoazh kas anezho d’ar werzhourien en dro.

 

 

 

 

 

 

 

 

 

C'hoariva brezhoneg

 

 

Gouel C'hoariva Kerne a grogo d'ar Gwener 4 a viz Meurzh, evit kenderc'hel betek ar Yaou 24. E Konk-Kerne, Sant-Ivi ha Mêlwenn e vo kinniget abadennoù c'hoariva gant Strollad ar Stêr Aon, Strollad ar Spontailhoù ha Strollad Ploveilh. Ur staj kanañ, unan all brezhonegañ, ur sonadeg gant EDF (Ewen, Delahaye, Favenneg) hag ur fest-noz a vo ivez.

Evit gouzout hiroc'h : Tud Bro Konk, 02 98 56 96 03.

 

Kinniget e vo ivez "Malachap story" gant ar strollad c'hoariva "C'hoarivari". E Lannarstêr d'ar Meurzh 5 a viz Ebrel, er vediaoueg, da 9e da nozh. E Pondi d'ar Gwener 15 a viz Ebrel, da 9e  noz, e Palez ar C'hendalc'hioù, e penn-kentañ Kan ar Bobl. Kinniget e vo "Malachap story" e Langedig d'ar Sadorn 30 a viz Ebrel, 8e30 noz, er sal Jo Huitel.

E Redon e vo kinniget "Brezhoneg o c'hoarzhin" gant ar strollad Pik Achu, e-ser ar festival "Lezarts & Cie", d'ar Gwener 11 a viz Meurzh, da 7e noz.

 

 

 

 

 

 

 

 

Rugbi

 

 

E trede devezh Tournamant ar 6 Broad e oa ur match pouezus evit skipailh Bro-C'hall hag hini Bro-Gembre. Int o-daou o redek war-lerc'h ar Chelem Bras, da lavaret-eo chom hep koll match ebet eus an tournamant, n'eo ket diaes kompren pegen pouezus e oa gounit ar match-se disadorn paseet e Stad Frañs. Ma oa leun a fiziañs hag a startijenn ar Gembreiz gant daou vatch gounezet aes a-walc'h a-enep skipailhoù Bro-Saoz hag Italia, ne oa ket ar memes tro-spered gant ar C'hallaoued (daou vatch gounezet ivez met hep an "doare" evel ma vez lavaret). Reizh eo neuze e vije aet an trec'h gant skipailh an erevent ruz 24-18 goude ur match entanus. Hag int bremañ ar skipailh nemetañ o vezañ gounezet pep tra, diaes eo gwelet piv a c'hellfe en em lakaat war hent ar Gembreiz-se, ken kreñv e seblantont bezañ er bloaz-mañ. Ur match all a oa en dibenn-sizhun-mañ. Trec'h eo bet Iwerzhon war Bro-Saoz, ha mennet-mat eo ivez skipailh Iwerzhon da c'hounit ar "Chelem Bras" er bloaz-mañ ivez, pa n'o deus kollet match ebet c'hoazh abaoe deroù an tournamant.Bez' ez eus bloavezhioù e-giz-se.

 

Mell-droad

 

27vet devezh R1

Naoned (16vet) 2-1 Strasbourg (15vet)

Lille (3e) 0-0 Roazhon (8vet)

 

28vet devezh R1

Roazhon (7vet) - Sochaux (8vet)

PSG (12vet) - Naoned (15vet)

 

27vet devezh R2

Gueugnon (9vet) 1-0 Brest (7vet)

Gwengamp (12vet) - An Oriant (15vet)

 

28vet devezh R2

Brest (9vet) - An Havr Nevez (15vet)

An Oriant (17vet) - Niort (20vet)

Nancy (1añ) - Gwengamp (13vet)

 

 

 

 

 

 

 

 

Vera Drake

 

 

Breizh-Veur - 2004

Senario ha seveniñ : Mike Leigh

Leon Aour e Mostra Venezia

 

Matezh eo Vera Drake (Imelda Staunton, priz an aktourez wellañ e Mostra Venezia), ur vatezh eus ar re aketusañ, direbech eo evit he implijerien. Ober a ra war-dro he mamm, laouen e talc’h he ziez, karet eo Vera gant he c’herent. Servijus eo ouzh he amezeien ha mousc’hoarzhin a ra dalc’hmat. Ya, un den hegarat kenañ eo Vera e gwirionez ken prederiet eo gant buhez ar re all. Prederiet eo ivez gant eurvad merc’hed dianav dezhi zoken, merc’hed lakaet diaes gant un danvez krouadur bennak.

Unan eus c’hoantoù Mike Leigh gant ar film-mañ a zo kinnig un teulfilm klok ha neptu a-walc’h war peseurt mod en em dennañ eus al lagenn p’emañ an diforc’hañ a-enep al lezenn. N’eus si ebet d’an itron Drake avat, ur vaouez n’haller nemet doujañ outi eo. Penaos ober evit chom hep sevel ur film manikean neuze ? Arz Mike Leigh eo.

War un tem damheñvel e c’hellit gwelet (pe adwelet) “Histoire d’un secret“ gant Mariana Otero.

 

Kement ha gouzout muioc'h : http://www.veradrake.com/

 

 

 

 

 

 

 

 

Breizh, Keltia ha BT... Lodenn 10

 

 

Deuet e oa er-maez e miz Genver 2005, 6vet levrenn avanturioù ar "Sparfell" gant Patrice Pellerin et ti Dupuis, en dastumadenn Repérages. Diwezhañ levrenn ar c’helc’hiad kentañ eo, Les Larmes de Tlaloc hec’h anv. Yann a Gerveur, an haroz, zo un doare "Robin Hood" an aodoù. En 18vet kantved e tremen an traoù. Moraer a-feson ha laer brokus evit an dud vunut. Tamallet e gaou da vezañ lazhet ar C’hont Gervelleg, e rank tec’hout. Heuliet e vez a Vrest da C’huyana. Emgannoù, trubardezezh, mignoniezh, karantez, Indianed, Jezuisted, merc’hed koant, lec’hioù dispar, listri brav,avanturioù, kwita… Savet mat an istor, klasel an tresañ, pinvidik al livioù. Ur rummad plijus-tre.

 

 

 

 

 

 

 

 

Kleñved ar sukr

 

 

War-dro 2,5 milion a dud a zo gant kleñved ar sukr, 600 000 anezho ne ouzont ket int tapet gantañ. Evit gouzout hag-eñ emañ ar c’hleñved gant un den ez eus da vuzuliañ feur ar sukr er gwad. Da ouzhpenn 1,26 gr al litrad e c’heller anavezout ar c’hleñved. 2 zoare kleñved zo : gant an hini kentañ ne vez ket produet insulin gant ar pankreaz ken (doare 1) ; gant an eil ne vez ket produet insulin a-walc’h ha na vez ket implijet mat gant ar c’horf (doare 2). Anavezet e vez an eil muioc’h-mui d’ar grennarded. An hêrelezh a zo a-bouez hag a lak ar riskloù da vrasaat a-grenn : eus 30 % ma vez unan eus ar gerent gant ar c’hleñved, eus 90 % ma vez an daou anezho. Arouezioù ar c’hleñved doare 2 a zo skuizhder bras ha padus, bezañ techet da evañ ha da zizourañ, bezañ sec’h genoù an den. A-raok bezañ anavezet tapet gant ar c’hleñved e kroger da vezañ start ouzh an insulin : poent eo cheñch doare-bevañ da vat dre zebriñ en un daore yac’hoc’h hag ober sport.