|
|
|
|
|
|
|
Lun 21 a viz Kerzu, niv.266 Pellgargit ar pennadoù e stumm Word Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun, Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ ! Evit
distreiñ d'ar bajenn degemer Nedeleg laouen da lennerien Bremaik! Distreiñ a raio Bremaik d'al Lun 4 a viz Genver |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Erc'h e pep lec'h |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
C'hwitadenn
Kopenhagen |
|
|
M.M. |
|
|
|
|
|
|
|
"Sizhun Bloavezh Mat" e
Sant-Ervlan |
|
|
Evit gouzout hiroc'h: 02 40 85 27 22 pe yezhou44@yahoo.fr |
|
|
|
|
|
|
|
Hand-ball
ar merc'hed: Rusia trec'h 25-22 |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Avatar |
|
|
Stadoù-Unanet Amerika - 2009 Seveniñ : James Cameron
Setu neuze film nevez James
Cameron war ar skrammoù. Ur gwir film kantreal, faltazi ha skiant-faltazi eo,
klasel e senario, met kendrec'hus. Ar skeudennoù a zo brav-eston hag ar
santad 3D efedus hep bezañ pounner. Santet e vez levezon filmoù Hayao
Miyazaki (Laputa, Mononoke Hime) kement ha perzhioù boutin
filmoù ha labourioù James Cameron (an haroz namet, evel Logan haroz Dark
Angel, pe c'hoazh an tudennoù merc'hed kreñv, evel Sarah Connor e Terminator).
Ur film fromus, fent ennañ, bamus a-fed teknik. N'eus ket kalz a rebechoù d'ober
dezhañ neuze. Un taol-kaer ouzhpenn evit an aotrou Cameron! G.L. Evit
gouzout hiroc'h diwar-benn ar sevener hag an doare da grouiñ ar film, lennit
niverenn Bremañ miz Genver 2010 ! Ar Wagenn, kinniget e brezhoneg war
Brezhoweb
"En Alamagn en deiz
a-vremañ. Ur sizhunvezh en deus Rainer Wenger, kelenner, evit sikour e
liseidi da gompren petra c’hall un diktatouriezh bezañ. Lakaet int
neuze da vevañ an traoù, tamm-ha-tamm, ha betek penn, betek an drast..." Evit sellet ouzh ar film : |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Sonerezh
2010, lodenn 1: sonerezh elektronek |
|
|
9 bloaz zo e oa deuet
er-maez Since I Left You, pladenn gentañ The Avalanches.
Lezirek, gorrek an dud? Dibosupl eo gouzout, met er bloaz a zeu (deiziad
resis ebet) e teuio er-maez eil pladenn ar strollad. War dachenn ar sonerezh
elektronek bepred emeur o c'hortoz eil pladenn vras Breizhveuriz Hot Chip,
One Life Stand he zitl, raktreset a-benn an 9 a viz C'hwevrer. Er memes devezh e teuio
er-maez Heligoland, pladenn nevez Massive Attack. Paotred
Bristol o deus pedet a bep seurt tud da gemer perzh er raktres: Hope
Sandoval, Damon Albarn (skeudenn) pe Martina Topley-Bird.
Damon Albarn, just a-walc'h, en deus staget en-dro gant Gorillaz: Lou
Reed ha Mos Def a zo e-touez an dud pedet da ganañ pe da seniñ war
Plastic Beach, raktreset a-raok miz Meurzh. Hervez Albarn ez eo ar bladenn
ar muiañ pop en deus biskoazh savet. Ha trede albom LCD
Soundsystem a zeuio er-maez a-benn miz Meurzh ivez. Hervez izili ar
strollad e vo ur bladenn rock ha gorrek... R.M. |
|
|
|
|
|
|
|
|
Istor bras Breizh-Vihan er radio |
|
|
Evit gouzout hiroc'h: www.bleubreizhizel.com
Goude ur bloavezh ehan en deus
adembannet Pol Brezhoneg Skol an Emsav un deiziataer hollvrezhonek adarre
evit 2010. Adkavet e vo ar stumm klasel a
blije d’an dud. 17cm uhelder ha 9cm ledander, gant ar skrid a-led.
Dindan ur golo plastik du ha gwenn e vo kavet an deiziataer, pevar liv
penn-da-benn, hag en e gichen ur c’harnedig all hag a c’hallo
bezañ miret a vloaz da vloaz, ennañ roll kumunioù Breizh. Ur benveg talvoudus evit
ober gant ar brezhoneg bemdez! Kas ur chekenn 12€
da: Skol an Emsav, 25 straed
Pierre Martin, 35000 Roazhon. Evit gouzout
hiroc'h: 02 99 38 75 83 pe sae.bzh@wanadoo.fr Lennit Bremañ Kerzu 2009!
An teuliad zo
gouestlet er miz-mañ da Ziwan. 150000€ e rank ar skolioù kavout
ouzhpenn a-benn klozañ budjed ar bloavezh 2009-2010. Ur sammad hag a roio tro
d'ar skolioù brezhonek dre soubidigezh da emarc'hantañ kresk ar rouedad, gant
lec'hiadoù nevez. Kendalc'het e vo
er miz-mañ gant div bajennad ispisial, bet soñjet a-ratozh evit ar re zo o
teskiñ brezhoneg: "Lennomp!". M’ho pez plijadurig o lenn Bremaik,
plijadur ho po o lenn Bremañ, sur! Evit broudañ he
lennerien da goumanantiñ e kinnig Bremañ un distaol dreistordinal
betek ar 1añ a viz C'hwevrer 2010: 45€ evit ar c'houmanant-bloaz
e-lec'h 50€! Ur follenn-goumanantiñ a c'heller kavout war
lec'hienn www.breman.org Bep miz, abaoe 1980, e kinnig ar gelaouenn Bremañ
pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav,
e doare ur magazin. Embannet gant Skol an Emsav (4,5€ an tamm) E gwerzh er stalioù-levrioù a ginnig danvez
Breizh, pe dre goumanant. Evit
gouzout hiroc'h : www.breman.org |
|
|
|
|
|