|
|
|
|
|
|
|
Lun 22 a viz Kerzu, niv.219 Pellgargit
ar pennadoù e stumm Word Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun, |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Nedeleg Laouen deoc'h holl! |
|
|
Distreiñ a ray Bremaik d'ar |
|
|
|
|
|
|
|
An endro e fin ar bloaz |
|
|
prizioù ar gevier evit ar bloaz http://www.prix-pinocchio.org/nomines.php hag al levrig amañ : M.M. |
|
|
|
|
|
|
|
Gwiskamantoù ar mojennoù |
|
|
Evit
gouzout hiroc'h : |
|
|
|
|
|
|
|
Stad Roazhon: 17 krogad didrec'h |
|
|
Ur pennad-skrid gouestlet da skipailh Stad Roazhon
a gavot e-barzh niv. Bremañ miz Genver 2009. |
|
|
|
|
|
|
|
|
The Day the Earth Stood Still (Le Jour où la Terre s'arrêta) |
|
|
Stadoù-Unanet
Amerika – 2008 Seveniñ
: Scott Derrickson
Eil doare ur film brudet eus ar bloavezhioù 50 eo The
Day the Earth Stood Still. Ur gentel a skouer vat a ya d’ober
steuñvenn an istor. "Paouezit da vrezeliñ" a oa danvez ar film
orin, da vare an Eil Brezel Bed hag ar spont nukleel. Ar gwallreuz ekologel eo
abeg ar senario nevez avat. N’eo ket toull evel-just met kerse eo ne
vije ket bet strivet da sevel un istor gwirheñveloc’h. Evel boaz e chom
efedoù arbennik troet mat-kenañ. Fentus eo sellet en-dro ouzh doareoù diamzeret-krenn
ar film kozh. Unan eus mennozhioù mat doare 2008 eo derc’hel neuz
ardivink diskar an ezdouaridi, reiñ a ra dezhañ blaz an iskisted. Meriadeg Vallerie Kement ha gouzout
hiroc’h : |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
2008, ur c'hilsell |
|
|
Evit a sell ouzh ar
strolladoù "kozh" n'eus ket bet kalz traoù nevez. Dav e vo gortoz
2009 a-raok dizoleiñ pladenn nevez Depeche Mode ha hini U2.
Evel en daou vloavezh tremenet hon eus klevet meur a wech e vefe advodet The
Smiths: daoust d'an arc’hant bras a vez kinniget dezho e
kendalc'hont da nac'h. Derc’hel a reont da vezañ ur strollad skouer,
ouzphenn 20 vloaz goude bezañ bet divodet. E 2008 hon eus bet ar blijadur da
glevout e oa distro R.E.M. memes tra, gant ur bladenn a-feson. Brav e
oa ivez pladenn ziwezhañ Nick Cave and the Bad Seeds (Dig!!!
Lazarus, Dig!!!). Gant o fladenn Only by the Night, The Kings of Leon
o deus prouet e oant a-live gant seurt strolladoù. Bloavezh an trouz eo bet
2008 ivez. Embannet ez eus bet ur c'houfrig da lidañ The Jesus and Mary
Chain, hag en hor “best-of” deomp-ni e vo div bladenn
trouzus-kenañ: hini Fuck Buttons (skeudenn) ha hini A Place to Bury
Strangers. Emichañs e kendalc'ho ar sonerezh-se da vont war-raok e 2009,
gant strolladoù evel Glasvegas. Evit a sell ouzh ar
sonerezh elektronek omp bet plijet-bras gant Sool, pladenn ziwezhañ Ellen
Allien. War dachenn ar sonerezh elektro-pop e vo roet ar maout da Ladytron
hag e bladenn Velocifero. Abaoe un nebeud bloavezhioù
e vez embannet pladennoù levezonet gant ar sonerezh goude-punk. Er bloaz-mañ
o deus prouet daou strollad nevez a Vro-Saoz (Foals ha Late of the
Pier) e oa Breizhveuriz ar re wellañ evit sevel seurt pladennoù. Strolladoù all o deus diskouezet e oa tu da sevel
pladennoù e-maez reolennoù kenwerzh ar sonerezh, ha d’ober berzh ganto:
MGMT ha The Ting Tings. Ar pep gwellañ e 2008
1 – Foals – Antidotes 2 – Late of the Pier – Fantasy Black
Channel 3 – Ladytron – Velocifero 4 – R.E.M. - Accelerate 5 – Fuck Buttons - Street Horrrsing 6 – A Place to Bury Strangers – A
Place to Bury Strangers 7 – Ellen Allien – Sool 8 – Kings of Leon – Only by the Night 9 – The Airborne Toxic Event – The
Airborne Toxic Event 10 – Handsome Furs
– Plague Park R.M. |
|
|
|
|
|
|
|
Gwenn ha du perlez ha piramidoù Nedeleg |
|
|
Dourgibit ar chokolad (40 °) betek ma vo teuzet. Ouzhpennit
an dienn mesket gant ar banne kirsch. Lezit 6 eurvezh da galetaat. Ledit ar ganach etre 2 follenn blastik kegin.
Lakait er yenerez e-pad 5 mn ha didammit gant un didammer. Grit bouloùigoù
gant ar poultr kakao. Teuzit ar chokolad da c’holoiñ. Dorn-rollit an trufennoù. Lakait da yenaat un
tamm, a-raok adkrogiñ an oberiadenn ha goloiñ pep trufenn gant sukr lindr.
Lakait er yenerez a-raok servijout.
Dourgibit ar chokolad (40) betek ma vo teuzet.Ouzhpennit
an dienn. Lezit 6 eurvezh da galetaat. Ledit ar ganach etre 2 follenn blastik kegin.
Lakait er yenerez e-pad 5 mn ha didammit gant un didammer. Grit bouloùigoù gant ar poultr kakao. Teuzit ar chokolad da c’holeiñ (45-60°).
Diskennit betek ma vo 27°, adtommit betek ma vo 31°. Rollit an trufennoù e-barzh ar chokokad teuzet.
Lezit er yenerez.
Meskit an toaz alamandez gant ar banne kirsch. Ledit
war Mari Lubrano Lennit Bremañ
miz Kerzu!
Embannet
gant Skol an Emsav (4,5 euro an tamm) E
gwerzh er stalioù levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant. Evit
gouzout hiroc'h: www.breman.org |
|
|
|