|
|
|
|
|
|
|
Lun 14 a viz Kerzu, niv.265 Pellgargit ar pennadoù e stumm Word Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun, |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Katalonia: referendom war bezañ dizalc'h |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
An 10 embregerezh gall a saotr ar muiañ |
|
|
Dre vras, ne vez ket broudet an embregerezhioù da zigreskiñ o
saotradur, dre ma vez re izel ar bevennoù. Ma tigresk an eztaoladennoù CO2 eo
ivez peogwir e vez dilec'hiet ar fabrikoù gall e broioù gwelloc'h-marc'had. Unan
eus an abegoù all eo implij an tredan nukleel e Frañs,
met kudennoù all a sav neuze. Dedennus-tre eo ar pennad
da lenn, diskouez a ra an diforc'h etre ar c'homzoù toull hag an oberoù: www.bastamag.net. M.M. |
|
|
|
|
|
|
|
Gouelioù Nedeleg Kawan |
|
|
Evit gouzout hiroc'h: www.cavanculture.com
Kregiñ a ra Kreizenn
Sevenadurel Gwengamp da lidañ he 40 vloaz. D’ar Gwener 18 a viz Kerzu e ped ar greizenn an holl da 8e30 noz da
gemer perzh e nozvezh "Burtul". Un nozvezh a aon hag a fent e vo! Tudenn
un danevell gant Jef Fulup eo Burtul. Ur suner-gwad eo, erruet e bourk
Kervoroc’h, lec’h ma oa bet graet ar film Yec’hed mat,
Burtul! gant Franco Calafuri. Dont a raio ar skrivagner Jef Fulup da
ginnig an danevell-se (hag en doa graet kement a verzh m’en doa kemeret
perzh FR3 er film) evit komz diwar-benn ar faltazi e lennegezh Breizh. Kreizenn Sevenadurel Vrezhon Gwengamp, adalek 8e30 noz, digoust ha digor
d'an holl. |
|
|
|
|
|
|
|
Gouren: gant
piv ez aio ar maout? |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Paranormal Activity |
|
|
Stadoù-Unanet – 2009 Senario ha seveniñ : Oren Peli
Boutin eo deuet da vezañ ar stumm film spont-se
bet diazezet gant The Blair Witch Project (1999): filmaozañ skeudennoù
bet tapet gant tud sañset bezañ talet ouzh sorserezed, zombied, diaouled pe
me oar-me. Tu mat Paranormal Activity eo c’hoari war ul
lec’h serret strizh hag ar fed e tibun ar steuñvenn evel un doare
diskontadur. E du fall eo e ranker
bezañ gwall eeun evit krediñ en istor avat. C’hoariet ez eus bet kalz
war ar bomm brudañ a ginnige ur saliad arvestourien o c’hourlammat
dirak ar film. Betek re, e gwirionez: bruderezh e gaou eo a-benn ar fin rak
pell a vezañ film spontusañ biskoazh eo. An dalc’h eo e tifluk bagadoù
krennarded da welet ar film-se, prest da dridal d’an disterañ gwigour
plañchod atizet ma’z int gant brud aozet mat an abadenn. Gwell a se evito met ar re all a gavo hir o amzer. Meriadeg Vallerie Kement ha gouzout hiroc’h |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Bear
in Heaven – Beast Rest Forth Mouth |
|
|
Gortoz a ranker ober a-wechoù. Marteze a-walc'h e vo
souezhet Yann selaouer gant an daou don kentañ: disheñvel
an eil diouzh egile eo Beast in Peace (lusk sec'h) ha Wholehearted
Mess (kalz muioc'h pop). Evel ul livour oc'h ouzhpennañ livioù e cheñch an traoù tamm-ha-tamm avat, ha meur a souezhadenn vrav a
gaver er bladenn. Sioulder pop plijus-tre gant You Do You,
elektro-folk da-heul gant Lovesick Teenagers. Distro d'ar sonerezh
savet dindan efedoù traoù liesseurt gant Ultimate Satisfaction, evel Er bloaz-mañ ez eus bet savet kalz pladennoù mat pe
mat-tre gant strolladoù a seblant troet war al loened (Animal Collective,
Grizzly Bear), anat eo emañ pladenn Bear in Heaven en o zouez. R.M. Embannet gant Hometapes. Muioc'h a Bear in Heaven : www.facebook.com/pages/Bear-In-Heaven |
|
|
|
|
|
|
|
|
Gouelioù, boeson ha kirri-tan: koulzad
kizidikaat |
|
|
Evit gouzout hiroc'h: www.preventionroutiere.asso.fr
Goude ur bloavezh ehan en deus
adembannet Pol Brezhoneg Skol an Emsav un deiziataer hollvrezhonek adarre
evit 2010. Adkavet e vo ar stumm klasel a
blije d’an dud. 17cm uhelder ha 9cm ledander, gant ar skrid a-led.
Dindan ur golo plastik du ha gwenn e vo kavet an deiziataer, pevar liv
penn-da-benn, hag en e gichen ur c’harnedig all hag a c’hallo
bezañ miret a vloaz da vloaz, ennañ roll kumunioù Breizh. Ur benveg talvoudus evit
ober gant ar brezhoneg bemdez! Kas ur chekenn 12€
da: Skol an Emsav, 25 straed
Pierre Martin, 35000 Roazhon. Evit gouzout
hiroc'h: 02 99 38 75 83 pe sae.bzh@wanadoo.fr Lennit Bremañ Kerzu 2009!
An teuliad zo
gouestlet er miz-mañ da Ziwan. 150000€ e rank ar skolioù kavout
ouzhpenn a-benn klozañ budjed ar bloavezh 2009-2010. Ur sammad hag a roio tro
d'ar skolioù brezhonek dre soubidigezh da emarc'hantañ kresk ar rouedad, gant
lec'hiadoù nevez. Kendalc'het e vo
er miz-mañ gant div bajennad ispisial, bet soñjet a-ratozh evit ar re zo o
teskiñ brezhoneg: "Lennomp!". M’ho
pez plijadurig o lenn Bremaik, plijadur ho po o lenn Bremañ,
sur! Evit broudañ he
lennerien da goumanantiñ e kinnig Bremañ un distaol dreistordinal
betek ar 1añ a viz C'hwevrer 2010: 45€ evit ar c'houmanant-bloaz
e-lec'h 50€! Ur follenn-goumanantiñ a c'heller kavout war
lec'hienn www.breman.org Bep miz, abaoe 1980, e kinnig ar gelaouenn Bremañ
pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav,
e doare ur magazin. Embannet gant Skol an Emsav (4,5€ an tamm) E gwerzh er stalioù-levrioù a ginnig danvez
Breizh, pe dre goumanant. Evit
gouzout hiroc'h : www.breman.org |
|
|
|
|
|