|
|
|
|
|
|
|
Lun 4 a viz Genver, niv.267 Pellgargit ar pennadoù e stumm Word Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun, Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ ! Evit
distreiñ d'ar bajenn degemer Bloavezh mat ha yec'hed mat deoc'h holl! |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Brazil: gwallamzer ha gwalleur |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Dakar 2010 |
|
|
M.M. Titouroù ouzhpenn: www.politis.fr 2010:
bloavezh ar v
Evit gouzout hiroc'h diwar-benn koulzad 2010 ABU ar vi Evit gouzout hiroc'h diwar-benn programm Trame
verte et bleue Frañs: www.legrenelle-environnement.fr Evit lenn pennad Le Télégramme: www.letelegramme.com |
|
|
|
|
|
|
|
Diskouezadeg LECL: gweladenn
vrezhonek e Kemper |
|
|
D'ar Sadorn 9 a viz Genver e kinnigo ar C'harter
ur weladenn vrezhonek eus LECL, adalek 4e goude-kreisteiz. LECL gant Michel Dector ha Michel Dupuy. Gweladenn vrezhonek d'ar Sadorn 9 a viz Genver
2009, da 4e abardaez. Mont-tre: 1,50 €. Digoust: klasoù,
studierien (n'int ket 26), paseporzh an arz, tud dilabour, tud kozh (ouzhpenn
65 vloaz), koumananterien ar C'harter, C'hoariva Kerne, ar mirdioù arzoù-kaer,
hag izili ar gevredigezh Gros Plan. Evit gouzout hiroc'h: www.le-quartier.net |
|
|
|
|
|
|
|
Kib
mell-droad Breizh-Veur: Manchester United skarzhet |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Le Dernier vol |
|
|
Frañs
– 2009 Senario
ha seveniñ: Karim Dridi
Diazezet war un istor gwir eo ar senario. Liv The
English Patient (A.Minghella,
1996) a weler er steuñvenn-se evel-just. Gant se e c’hortozer fromoù
bras, dremmwelioù meurdezus ha troioù-kaer, met blev! N’eo ket re fall
lodenn gentañ ar film koulskoude, daoust ma ne gas da netra siwazh.
Tamm-ha-tamm e santer e enoe an tudennoù, an aktored, an dremedaled ha,
a-benn ar fin, an arvestourien ivez. Meriadeg Vallerie Dremmoù kaer a baotred
Fentus ha plijus evit doare:
da betra e c’hell servijout ur verrloer a gav deoc’h, petra a
spurmanter a-wechoù dre ar prenestr ha petra’ta a c’hell kouezhañ
eus an oabl glas… Mont a ra pelloc’h ha donoc’h avat: sell
ar "beur" Riad Sattouf (a oa bet er skolaj e Roazhon) war yaouankiz
hor bro evel m’emañ hiziv, pell eus koñchennoù evit an douristed. Tud zo,
lemm o daoulagad hag o divskouarn, a verzo niver ar raganvioù breizhat
e-touez an aktored yaouank, ur gwenn-ha-du e kambr an "haroz"
Herve, bruderezh heñvelrevidi Breizh war ur bus roazhonat hag all… Ma vije bet un tamm
arc’hant gant ur filmaozer brezhoneger e vije bet tu da sevel
seurt film gant skolajidi pe liseidi skoliataet en hentennoù divyezhek. Ar
vrezhonegerien yaouank o devez ezhomm eus traoù skañv ivez evit bevañ en un
doare plijus en o yezh. Tieri Madeg Les Beaux Gosses (Frañs, 2009) skrivet ha renet
gant Riad Sattouf. Embannet gant Fox Pathe Europa e DVD ha Blu-Ray. |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Sonerezh
2010, lodenn 2: sonerezh rock ha pop |
|
|
Bepred war dachenn ar rock
hag ar sonerezh pop em Evit a sell ouzh an traoù
dic'hortoz menegomp ivez kenlabour David Byrne (Talking Heads) ha Fatboy
Slim. A-benn an 23 a viz C'hwevrer e teuio er-maez o fladenn anvet Here
Lies Love, ha pedet o deus a bep seurt tud a-benn kas
o raktres da benn: Tori Amos, Santogold, Natalie Merchant hag ur bern re all. R.M. |
|
|
|
|
|
|
|
|
Bara Brith Siwan |
|
|
Meskit ur werennad
kastounadez, div (2) werennad rezin sec'h, ur werennad dour ha pemp grammad
amann ha pevar-ugent (85g) e-barzh ur gastelodenn. Tommit betek degas an
aozennoù d'ar berv ha lezit anezhe evel-se, goustadik, e-pad dek (10)
munutenn: ret eo d'ar rezin bezañ koeñvet. Goude bezañ yenet an aozadenn-mañ,
ouzhpennit div (2) werennad bleud, un hanter sac'hadig goell, ul loaiad-vihan
muskadez hag un ui bihan baset. Lakait e-barzh ur moull-bara (karrez) bet
amanennet kent. Poazhit er forn (160°C) e-pad pemp munutenn ha daou-ugent
(45') da bemzek munutenn ha tri-ugent (75'). Gwiriit hag-eñ ez eo
poazhet mat o sankañ ur gontell e-barzh ar wastell. Gwelloc'h e vo deoc'h
gortoz un devezh pe zaou a-raok lipat ho pavioù gant an dibenn-pred saourus-se. Ha
n'eo ket difennet e zebriñ en ur lakaat un tammig amann sall Breizh pa vo
erruet mare an tañva... Sywan Rhys
Goude ur bloavezh ehan en deus
adembannet Pol Brezhoneg Skol an Emsav un deiziataer hollvrezhonek adarre
evit 2010. Adkavet e vo ar stumm klasel a
blije d’an dud. 17cm uhelder ha 9cm ledander, gant ar skrid a-led.
Dindan ur golo plastik du ha gwenn e vo kavet an deiziataer, pevar liv
penn-da-benn, hag en e gichen ur c’harnedig all hag a c’hallo
bezañ miret a vloaz da vloaz, ennañ roll kumunioù Breizh. Ur benveg talvoudus evit
ober gant ar brezhoneg bemdez! Kas ur chekenn 12€
da: Skol an Emsav, 25 straed
Pierre Martin, 35000 Roazhon. Evit gouzout
hiroc'h: 02 99 38 75 83 pe sae.bzh@wanadoo.fr Lennit Bremañ Genver 2010!
An teuliad zo gouestlet er
miz-mañ da Gendalc'h Kopenhagen. 193 Stad a oa bet bodet gant Aozadur ar
Broadoù Unanet e Danmark e-kerzh miz Kerzu, evit kemer divizoù diwar-benn tommadur
an hin. Un disoc'h dipitus zo bet evit kalz a dud dre ar bed. Cheñch an hin
gant teknikoù nevez zo ur mennozh o tont war wel tamm-ha-tamm hag a zo
kinniget en teuliad-mañ ivez. Kendalc'het e vo er miz-mañ
gant div bajennad ispisial, bet soñjet a-ratozh evit ar re zo o teskiñ
brezhoneg: "Lennomp!". M’ho pez plijadurig o lenn Bremaik,
plijadur ho po o lenn Bremañ, sur! Evit broudañ he lennerien
da goumanantiñ e kinnig Bremañ un distaol dreistordinal betek ar 1añ a
viz C'hwevrer 2010: 45€ evit ar c'houmanant-bloaz e-lec'h 50€!
Ur follenn-goumanantiñ a c'heller kavout war lec'hienn www.breman.org Bep miz, abaoe 1980, e
kinnig ar gelaouenn Bremañ pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn
Breizh hag ar bed, kinniget brav, e doare ur magazin. Embannet gant Skol an Emsav (4,5€ an tamm) E gwerzh er stalioù-levrioù a ginnig danvez
Breizh, pe dre goumanant. Evit
gouzout hiroc'h : www.breman.org |
|
|
|
|
|