|
|
|
|
|
|
|
Lun 5 a viz Genver, niv.220 Bloavezh mat d'an holl ! Pellgargit
ar pennadoù e stumm Word Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun, |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Stad Palestiniz aet war washaat |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
An tredan nukleel e-pad ar goañv |
|
|
M.M. |
|
|
|
|
|
|
|
Festival Taol Kurun etre an 13 hag 25 a viz Genver |
|
|
Tem gouel 2009 zo : "Skoaz ouzh skoaz
? / le bazar de la solidarité." E-touez an abadennoù brezhonek a vo kinniget emañ: - ar filmoù bevaat Laban, an tasmant bihan
ha Kie ar bikez vihan bannet d’an 13 a viz Genver e sinema
Kemperle - abadenn strobinell gant Dany Trick e ti-retred
Bois Joly Kemperle d’an 22 a viz Genver - un oferenn vrezhonek d’ar 25 a viz Genver e
Bae... Leun a abadennoù all a vo, gant festoù-noz
d’ar 17 ha d’ar 24, ur sonadeg rock Breizh, gant Guimol Dru Band e-touez
re all, en Arzhanaou d’ar 24 a viz Genver... Stajoù dañs, brezhoneg,
clown hag all a vo ivez, atalieroù evit sevel haiku... Evit
gouzout hiroc’h : http://taolkurun.free.fr |
|
|
|
|
|
|
|
Krogad Konk-Kerne-Lyon daleet |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Australia |
|
|
Aostralia, Stadoù-Unanet Amerika - 2008 Seveniñ : Baz Luhrmann
Goude heuliad “Ar
rideoz ruz” (Strictly Ballroom e 1991, Romeo+Juliet e
1996 ha Moulin Rouge! e 2001) gant ar sevener Aostralian Baz Luhrmann,
setu e film nevez. N’eo ket abalamour da-se e cheñcho e stil
penn-da-benn, amañ c’hoazh e vo pompadus un tamm ar seveniñ. Hirik
a-wechoù, hegazus betek re ar skeudennoù dre urzhiataer padal e vefe bet
kaeroc’h tapout gwirvoud an endro aostralian. Digempouez ha kamm-digamm
moarvat, e chom Australia ur film bras, brav, gant ur bern mennozhioù
dedennus (an darempredoù etre ar re wenn hag ar re zu, koublad, familh...) ha
lodennoù lañsus par d’ar western. Kontet gant ur paotrig, mab
d’un den gwenn ha d’ur plac’h du, e tizho an istor-mañ tud
a bep seurt oadoù. G.L. |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
2009, petra nevez? |
|
|
Evit a re a gav gwelloc'h
ar rock evel ma vez sonet gant Interpol pe The Killers, e vo talvoudus selaou
White Lies, ur strollad eus Londrez. Kanaouennoù a c'haller klevout ha
videoioù a zo da welout war http://www.whitelies.com/site.html.
The Magistrates, ur
strollad breizhveuriat all, a embann ez eo levezonet gant Talking Heads,
Prince ha David Bowie. Deoc'h da wiriañ ha gwir eo amañ : (http://www.myspace.com/magistratesband).
Evit a sell ouzh The Soft
Pack, ur strollad nevez eus San Diego, ez eo The Strokes ha Pavement o
levezonoù. Gwashoc'h zo, hag un tañva a zo amañ : http://www.myspace.com/thesoftpack. Kalz re all a c'haller
menegiñ evel The Big Pink
(sonerezh levezonet gant sonerezh indie dibenn ar bloavezhioù 1980,
penn-kentañ ar bloavezhioù 1990), Dinosaur Pile-Up, Florence and the
Machine, Delphic (sonerezh
elektro doare Manchester) pe The Chapman
Family, (etre Joy Division ha Sonic Youth). R.M. |
|
|
|
|
|
|
|
Gwastell ar rouaned |
|
|
Danvez evit ar wastell : 4 gwenn-vi –
100 g sukr – 50 g amann – 50 g bleud – ¼ sac'hadig goell
kimiek- 100g poultr alamandez – sukr lindr Danvez evit an dienn : 60 g amann – 60 g
sukr – 60 g poultr alamandez – 6 cl rom – 1 favenn Evit 6 den
Meskit ar bleud, ar goell kimiek, ar poultr
alamandez hag ar sukr. En ur girin, savit da erc'h ar 4 gwenn-vi. Ouzhpennit
ar meskaj bleud, ha goude-se an amann blotaet, meskit kaer a-benn chom hep
terriñ ar vioù. Diskargit en ur moull-gwastell, lakait er forn (200° - therm
6) 30mn. Divoullit, lezit da yenaat, ha troc’hit e daou. Ledit ar
c’helc’h dindan gant an dienn alamandez (1cm tevder), arabat
ankouaat lakaat ar favenn e-barzh, goloit gant an eil lodenn, poultrennit
gant sukr lindr. Mari Lubrano Lennit Bremañ
miz Genver!
Embannet
gant Skol an Emsav (4,5 euro an tamm) E
gwerzh er stalioù levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant. Evit
gouzout hiroc'h: www.breman.org |
|
|
|