|
|
|
|
|
|
|
Lun 15 a viz Kerzu,
niv.218 Pellgargit
ar pennadoù e stumm Word Evit resev
kemennadenn nevez Bremaik bep Lun, |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Manifestadeg mouget e Moskov |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Ur
greizenn dredan e Ploufragan ? |
|
|
M.M.
http://centrale-ploufragan.org/ http://centrale-ploufragan.org/ |
|
|
|
|
|
|
|
Marc'h
al Lorc'h er Maezioù Frank |
|
|
Melkonius eo Pêr-Jakez. O
huñvreal emañ en e vugaleaj e Breizh, gant e dad
bet kaset d'ar brezel, gant e vamm he doa desavet anezhañ,
gant e dad-kozh bet divadoù e vuhez-pad. Dont a ra da
soñj dezhañ ivez ne veve ar re baour nemet diwar
o orgouilh d'ar c'houlz-se. Evit gouzout hiroc'h: Evit mirout plasoù,
pgz : 02 23 40 66 00 |
|
|
|
|
|
|
|
Mell-droad:
derby breton Roazhon-Naoned |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Secret
Défense |
|
|
Frañs
- 2007 Seveniñ : Philippe
Haïm
Iskisat
tra: ur film gall diwar-benn ar sponterezh hag ar stourm a-enep da-se.
Meno ar film a zo diskouez pegen heñvel eo buhez ar
sponterien ha buhez ar re a stourm outo. A-benn ar fin e vez implijet
Diane ha Pierre evel armoù en ur framm kalz
brasoc’h ha na zouj ket outo evel hinienn. Dedennus eo ar
film evit-se ha nerzhus-tre (marteze re) ar c’hamera hag ar
frammañ. N’eus ket amzer da goll, hag
a-wechoù e vefe brav chom un tammig pelloc’h war
santadoù an tudennoù. G.L. Kement ha gouzout hiroc’h : |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Talking
Heads – Remain in Light |
|
|
Pa
voe Talking Heads o labourat war ar bladenn e oa tost echu ar strollad:
ma kenlabour da vat David Byrne gant Brian Eno (produour), e laosk
a-gostez izili all ar strollad. Single
nemetañ ar bladenn, Once in a Lifetime,
a voe brudet a-drugarez d’ar video bet ijinet evit e
skeudenniñ, ha dav eo anzav eo diaes chom diseblant pa
glever Byrne o c’houlenn "where is my beautiful
wife ?". Met leun a bennoberennoù all eo ar
bladenn: digoradur a-feson gant Born Under Punches,
Seen and Not Seen, Crosseyed and
Painless hag he lusk dibosupl da zisoñjal, pe
c’hoazh Listening Wind (sed aze ur
ganaouenn a vo implijet da skouer gant ar re troet war sonerezh ar
bed). Echuiñ a ra ar bladenn gant The Overload,
evel ma vefe ar strollad o kuitaat ul leurenn, un dra bennak evel-se.
Graet o labour ganto. Tost
tregont vloaz goude ma vefe deuet er-maez e chom Remain in
Light ken dic’hortoz ha ken araokour ha ma vefe
deuet er-maez div sizhun zo. R.M. Embannet gant Warner bros/WEA Muioc’h a Dalking
Heads : Video "Once in a Lifetime" war
YouTube : http://www.youtube.com/watch?v=EYbUCvz1LYE Ur wech ar miz e
kinniger ur bladenn a-bouez en istor ar sonerezh amplaet. |
|
|
|
|
|
|
|
Kig-bevin
krazet gant karotez |
|
|
Troc’hit ar
c’hig a-dammoù bras. Degasit d'ar berv 1 litrad
dour gant ar soubilh kig-leue dizouret. Lakait a-gostez. Dibluskit ha
troc'hit a-ruilhennoù ar c’harotez. Tommit an eoul en ur gokellenn.
Ouzhpennit an tammoù kig da veleniñ ha diskargit
ar banne bier. Degasit d'ar berv ha lezit da yostañ. Ouzhpennit an tammoù
karotez, ar perisilh hag ar jenevra. Dourennit gant ar soubilh
kig-leue, pebrit hag holennit ha lezit da gudaouiñ 3 eurvezh
war dan bihan. Servijit tomm. Mari Lubrano Lennit
Bremañ
miz Kerzu!
Embannet gant Skol an Emsav (4,5
euro an tamm) E gwerzh er stalioù
levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant. Evit gouzout hiroc'h: www.breman.org |
|
|
|