|
|
|
|
|
|
|
Lun 11 a viz Kerzu,
niv.126 Nedeleg laouen da lennerien Bremaik ! Pellgargit ar pennadoù e stumm Word Petra oa keleier Bremaik
warlene? Klikit amañ! |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Kentañ
WebNoz |
|
|
Gant
WebNoz e ro lañs ivez Lionel Buanig d'e lec'hienn
nevez : www.brezhoweb.com. War www.armortv.fr
ha www.surlapace.tv
e c'hellot gwelet WebNoz ivez. |
|
|
|
|
|
|
|
Gouleier
evit Nedeleg ? |
|
|
goulaouennoù-koar,
a ro un tamm muioc'h a vurzhud en devezhioù-se... M.M. |
|
|
|
|
|
|
|
Dremmoù
rouez Azia kinniget en Abati Daoulaz |
|
|
Evel
an delwennoù en temploù, ar maskloù a
zo objedoù sakr rak ganto emañ galloud ar
speredoù a ziskouezont. Liammet int gant lidoù
relijiel er penn-kentañ, hag o roll a zo lakaat war wel
boudoù dreistnatur, doueed, ha loened boemus. Implijet int
bremañ evit a bep seurt abadennoù dañs
ha c’hoariva.
En
holl e vo ho taoulagad o parañ war 400 maskl, un dek bennak
a zilhad gouel ha binviji sonerezh, eus 8 bro disheñvel eus
Azia (Korea, Indonezia, Tailand, Sri Lanka, Japan, Tibet, Sina hag
India).
Hoel
Louarn Ouzhpenn
an diskouezadeg e c’hellot kemer perzh e gweladenn ar park ha
monumantoù an Abati (digoust gant an diskouezadeg, 1
eurvezh) bep sadorn (betek ar Etre
Bemdez
etre 10e30 ha 6e30. Nozvezh
Kalanna gant Medisin Molière e Lannarstêr
Evit
en em veñjiñ eus taolioù he gwaz e vo
Martine o kinnig anezhañ evel mezeg a-zoare pa glevo ez eus
klask war unan eus ar re varrekañ da bareañ
Lucinde chomet mut! Gwir vedisin, medisin faos… penaos e
raio Geronte, tad ar plac’h yaouank, evit ober an
diforc’h? E-lec’h ma n’eo ket deuet
a-benn e genseurted e vo kavet gant Sganarelle ur bareadenn vurzhudus
en ur gemenn d’an hini glañv tec’hout
gant he c’haredig! Trec’h e vo ar garantez met
dizoloet e vo ar medisin faos! Ur
pezh-c’hoari bev a ginnig ar c’houblad hag ar
vicher medisin dre ar flemmgan gant sell ha fent an Aotrou
Molière… H.L. Etre
3 hag 11 euro da 9e noz e Théâtre des
deux Rivières, e Lannarstêr (02 97 81 37 38 ) Gwener
29, sadorn |
|
|
|
|
|
|
|
Fabien
Barthez troet da Ganari |
|
|
En
ur saviad diaes emañ paotred an ambrouger Georges Eo er
mare-mañ, izel e renkad ar C'hevre 1 (19vet gant 14 poent).
Spi en deus Rudi Roussillon e c'hello Barthez degas startijenn evit ma
lammfe Naoned eus ar plasoù izelañ d'ar renkad
uheloc'h. Ne c'hoario ket Barthez disul e Tolosa, ret eo
dezhañ adkregiñ gant ar pleustriñ
a-raok mont war an dachenn. E Breizh e chomo e-pad ehan fin ar bloaz da
brientiñ e zistro gant ambrouger-korf* skipailh Naoned.
Disklêriet en deus Barthez ivez e oa prest da
zistreiñ e skipailh etrebroadel ar C'hwec'hkorn. *
préparateur physique |
|
|
|
|
|
|
|
Zwartboek
(Black Book) |
|
|
Izelvroioù,
Belgia, Breizh-Veur, Alamagn – 2006 Senario
ha seveniñ : Paul Verhoeven
Distreiñ
a ra Verhoeven (bet sevenet filmoù hollywoodian
gantañ : Robocop, Total
Recall, Basic Instinct) d’e
vammvro gant ar film-mañ. Derc’hel a ra ar sevener
gant ar boazioù en deus tapet er Stadoù-Unanet e
gwirionez : feulster, troioù kaer,
skeudennoù flamm, ul lusk herrek hag an arvestoù
kas c’hoant o deus graet e vrud. Ar wech kentañ eo
moarvat ez eus bet aozet ur produerezh ken bras en
Izelvroioù, met daoust ma vez kontet istor ar vro-se en
resis (diazezet war darvoudoù gwir), ne vez ket ar santimant
dizoleiñ kalz a dra, kement a filmoù zo bet savet
diwar-benn an Eil Brezel Bed. Meriadeg
Vallerie Evit
gouzout hiroc’h : www.blackbook-lefilm.com/home.htm
Stadoù-Unanet
– 2006 E
Boston e klask ar fliked stourm ouzh galloud ar
‘mafia’ iwerzhonat, renet gant Franck Costello
(Jack Nicholson). Billy Costigan (Leonardo DiCaprio)
a zo ur poliser kuzh nevez degemeret en o mesk. Eus un
tu all Colin Sullivan (Matt Damon) flik trubard, a
gas titouroù da Gostello. Setu
remake amerikan ar film hong-kongat Infernal
Affairs. Berzh awalc’h en doa graet ar film ha gwir
eo e oa kentoc’h plijus. Labour Scorsese a zo
dedennusoc’h c’hoazh avat. Feulsoc’h,
fentusoc’h, tudennoù nevez (hini ar
plac’h yaouank a lak war wel emañ an daou baotr er
memes saviad psikologel), un dibenn disheñvel... Ar pezh a
cheñch a zegas kalz d’an istor. Deuet eo ar
sevener a-benn da reiñ un ene d’ar film
lec’hiet e Boston ha labour an aktourien a zo dispar. Un
drugar ! G.L. Evit
gouzout hiroc’h : www.tfmdistribution.com/thedeparted/ |
|
|
|
|
|
|
|
The
Clash – The Singles Box Set |
|
|
Embannet
gant Sony / BMG
Ouzhpennomp
ez eo bet adembannet n’eus ket pell zo niverenn ispisial Les
Inrocks diwar-benn ar strollad. Punk not dead ! R.M. http://www.theclashonline.com/ Laurent
Garnier ha Carl Craig – Kings Of Techno Embannet
gant BBE / PIAS
Evit
a sell ouzh Carl Craig emaomp war douaroù Europa. Hag evit
bezañ resisoc’h, Europa ar bloavezhioù
1980, gant tonioù savet gant Yello, Nitzer Ebb, Art of
Noise. Div bladenn disheñvel an eil diouzh eben, daou zoare
da zizoleiñ (en-dro) tonioù liesseurt. R.M.
N’eo
ket ar festoù-noz a vanko er vro tro-dro da nozvezh Kalanna.
M’ho peus raktreset traoù all evit
lidañ deiz-kentañ-ar-bloaz nozvezh an 31 e
c’hellot mont da zañsal an derc’hent hag
ho po zoken da choaz etre ur fest-noz e Klegereg gant Plantec, IMG,
Ampouailh hag Hiks hag unan all e sal ar Babell e Kemper gant ar
Sonerien Du ha Follenn. Ma
fell deoc’h tremen eus ar bloaz 2006 d’ar bloaz
2007 en ur zañsal forzh pegement ho po peadra
ivez : e Louargad e vo ar gevredigezh Tous à
l’asso o kinnig ur fest-noz gant Darhaou, ar Vreudeur
Bléjean, Imosima, Menneteau/Le Menn hag Hamon-Martin Quintet. Ur
pred-sonadeg an hini a vo e Frehel, en ti-debriñ Betek
Bro Mayenne, e Cossé-Le-Vivien, e vo moaien da
zañsal gant ar strolladoù Maen Ruz ha Blauzann. Ma
vo bev lod c’hoazh goude-se, pe prest lod all da
genderc’hel gant ar gouel, antronoz e vo ur fest-deiz e
Klegereg da 3e enderv en Ti Korn gant Carré Manchot,
Florez/Royer, Kerbedig ha Les Carrément chauves!
Bec’h dezhi! H.L. Ifig-Loup Sinet eo an albom se get Letrio (ur moranv moarvat evit an tri den a sav ar bann-treset-se). Christian
Le Meut 46
pajenn, 12 € an tamm Ket
vimp bev, 22 Grand'rue, 29520 Laz. Pgz : 02 98 26 87 12.
gant
Philip Plisson ha Patrig Mahé En
diskar amzer-mañ eo bet embannet gant Michel Lafon, Mer
de Bretagne, Mor Breizh, zo ur prof eus ar re
gaerañ (ha dereat-tre e briz evit ul levr brav ken bras)
evit ar re a blij dezho sellet ha lenn ar mor : 300 pajennad a
ginnig ur sell karantezus war aodoù Breizh. Peadra da dremen
amzer e korn an oaled da santout aergelc’h an
disterañ pleg-mor a zo er vro, gant un dibab 100
luc’hskeudenn gant Philip Plisson, meskaj
eñvorennoù ha santimantoù livet gant
blaz ar mor, ha skridoù Patrig Mahé bet troet e
brezhoneg gant Ofis ar Brezhoneg, a gaso al lennerien e spered don
mojennoù Mor Breizh. H.L. Embannet
gant Michel Lafon. 39,90€ an tamm.
H.L. Retourné,
dastumad barzhonegoù gant Roger Gicquel, Skol Vreizh,
20€ |
|
|
|
|
|
|
|
Boued-polikan |
|
|
Evit
6 den : Didroc’hit
6 kelc’h e-barzh 3 skejenn eog mogedet. Drailhit ar peurrest.
Meskit an tammoù gant Istr
an heol Meskit
2 chalotezenn drailhet, 2 domatezenn disblusket, 1 ivinenn kignen, 1
boked bazilik diskolpet, 20 cl eoul olivez, pebr. Digorit an istr, dispegit ar c’hig istrenn, ha gwarnisit pep istrenn gant ar meskaj. Mari
Lubrano
An
tourz (21/03 – 19/04) Evit
tennañ gounit eus ar bloavezh-mañ e vo ret
deoc’h harpañ ouzh ahel an Aerouant. Evit ho sin e
vo liammet gant ar studioù, ar preder hag ar
beajoù… Dreist-holl n’en em santit ket
kablus o vezañ eürus hag en ho pleud. Grit ho mad
eus pep tra, mod-all ho po kudennoù da vat! An
tarv (20/04 – 20/05) Ahel
an Aerouant en devez ul levezon vras war ho sin. Kemer a
reoc’h divizoù bras evit lakaat ho puhez da
cheñch. Talvezout a raint war an holl dachennoù,
met kaoz a vo eus ho puhez kalon da gentañ. Ur ger stur evit
ar bloavezh: grit ho mad eus hoc’h amzer! Ar
c’hevelled (21/05 – 21/06) Ho
pet pasianted! Cheñchamantoù bras a vo
evidoc’h, met ne vint ket graet trumm. Poan ho po da badout
hag en arvar emaoc’h da lakaat pep tra da vezañ
c’hwitet dre re a vall. Klaskit chom e peoc’h. Ar
c’hrank (22/06 – 22/07) Pasianted
ivez! Tarzhañ ne zegaso mann ebet deoc’h. Un
emzalc’h doujus ha spis a zereo kalz gwelloc’h.
Diwallit diouzh hoc’h anien, neuze. Ha savit an
traoù a zeiz da zeiz hep klask mont re bell en un tenn. Al
leon (23/07 – 22/08) Kavout
ur c’hempouez etre ho puhez sokial ha prevez a vo diaester ar
bloavezh. Leun a levenez e vo an div dachenn-mañ…
Ne vo nemet un diskoulm: klask merañ hoc’h
implij-amzer eus an doare sederañ posupl. Ar
werc’hez (23/08 - 22/09) Gwarezet
e vioc’h a-fet yec’hed. Hag ezhomm ho po startijenn
evit ober ho mad eus an holl chañsoù a zegouzeho
war ho hent. Ma taolit evezh ouzhoc’h e vioc’h
gouest d’ober pep tra. Diwallit memes tra: chomit hep
emellout en aferioù ar re all, mod-all e kousto ker
deoc’h. Ar
balañsoù (23/09 – 23/10) Penaos
bihanaat efedoù fall ar planedennoù ha
kreskiñ o levezon vat? Teurel evezh ouzh ar re all, diehan,
e vo ar respont. Gwelout a reoc’h un tammig re vras kement
evit ar garantez hag evit al labour. Diwallit da vezañ
dipitet a-benn ar fin. Ar
skorpion (24/10 – 22/11) Evidoc’h
e vo liammet levezon ahel an Aerouant gant tachennoù ar
yec’hed hag ar servij. Deoc’h-c’hwi da
vezañ dous ganeoc’h hoc’h-unan ha da
voumounañ ar re all. Ho prokusted a c’hounezo
kalonoù deoc’h. Daoust da se e vioc’h
techet da vouzañ un tamm. Met petra a vank deoc’h? Ar
saezhataer (23/11 – 21/12) Tachennoù
pouezus ar bloavezh a vo ar garantez, ar re all hag ar fed embann piv
oc’h da vat. Pep tra a yelo mat ma teuoc’h a-benn
da gavout ho plas deoc’h ha gouzout ar pezh hoc’h
eus c’hoant da gaout da vat. Prest e vioc’h da
sikour tud all ha d’en em ouestlañ d’un
oberenn sokial pe speredel. Ar
c’havr (22/12 – 20/01) Ar
familh hag ar vicher a vo lakaet war-wel gant ahel an Aerouant. Ma chom
hoc’h evezh war an daou dra-mañ e
teuoc’h a-benn da gaout disoc’hoù eus ar
c’hentañ! Kredit difenn ho sav-poent hep
tagañ ar re all evel-just ha priziet e vo hoc’h
alioù. Ar
skuilher-dour (21/01 – 18/02) Ur
bloavezh stourm! C’hwi a soñje deoc’h e
chomfec’h trankil er gêr er bloaz-mañ?
Ne vo ket e giz-se. Ret e vo deoc’h kemer
divizioù, en em zifenn, fiñval ha
cheñch. Ret e vo derc’hel mat.
Tachennoù an arc’hant hag ar familh a vo gwarezet.
Ar
pesked (19/02 – 20/03) Aesoc’h
e vo an traoù deoc’h. Un nebeud
diaesterioù a c’hellfe c’hoarvezout en
ho puhez kalon pe en ho labour. Met ne c’hoarvezo netra
grevus, bez’ e vo un doare da vont war-raok. Arabat
deoc’h en em santout re gablus ma rit fazioù. Ho
youl da eeunaat an traoù a vo a-walc’h evit
bezañ digarezet. Katell
Leon Kit
da welet war klask.com! Abaoe
penn-kentañ miz Kerzu emañ Klask.com en-linenn.
Petra eo Klask.com emezit-hu? Amazon.com ar brezhoneg a c'hellfed ober
eus al lec'hienn-mañ. Bannoù-treset,
levrioù, pladennoù sonerezh, DVDioù,
c'hoarioù, geriadurioù... En holl, e kaver
traoù kinniget gant ouzhpenn 30 embanner (An Here en o
zouez) hag a c'heller pourchas dre gartenn-vank pe dre chekenn. An holl
draoù nevez a gaver war Klask.com: albom nevez-flamm Gaston
gant Yoran Embanner a c’heller tapout eno! An deiziataer 2007 zo deuet er-maez ! Kavet e vo er stalioù levrioù breizhek hag e Skol an Emsav, e Roazhon, evel-just. Un doare nevez zo gant deiziataer 2007. Bihanoc'h eo evit mont gwelloc'h er chakodoù hag er seier-dorn. An Deiziataer hollvrezhonek zo ur benveg bepred talvoudus : leun a chomlec'hioù (ouzhpenn 200) hag a ditouroù vo kavet diwar-benn Breizh hag ar brezhoneg, un daolenn kemmadurioù, kodoù-post kumunioù Breizh... 13 euro an tamm. Skol
an Emsav, 25 straed Pierre Martin, 35000 Roazhon: |
|
|
|