Lun 7 a viz Genver, niv.173
Sizhun 2 - 2008

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Evit resev ur gemennadenn bep Lun evit ar Bremaik nevez, kasit ho chomlec'h da: bremaik@free.fr

Bloavezh mat deoc'h holl !

Petra oa keleier Bremaik warlene? Klikit amañ!
Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

 

sizhun a-raok

 

 

 

 

 

 

 

 

Klask war-lerc'h pevar martolod

 

 

Er beure-mañ e oa bet kaset ur galv argoll da 4e50 gant ur chaluter, La p'tite Julie. Aet eo d'ar strad ar vag a 24 metrad, a oa da 30 milmor eus Enez-Werc'h pa oa bet kaset ar galv argoll gant ar besketourien. Enrollet e Sant-Brieg, seizh den a oa war vourzh La p'tite Julie p'eo aet d'ar strad, tri Fortugalad en o zouez. Daou ganod-saveteiñ a oa bet kavet war vor gant ar servijoù sikour war vor. Ouzhpenn ar sikourioù war vor, e oa bet goulennet digant teir bag kenwerzh mont war ar plas da gavout ar besketaerien, koulz hag an Argonaute, ur vatimant eus an arme-vor, ur viñsaskell Superfrelon hag un nijerez Falcon 50 zo bet o klask evit kavout ar vartoloded. Unan diouto zo bet saveteet, er beure-mañ. Korfoù un eil hag un trede zo bet adkavet ivez. Chom a ra c'hoazh neuze pevar martolod all da adkavout. Ar martolod adkavet bev zo bet kaset da ospital Brest eme servijoù Prefeti-mor Brest. Start-tre eo klask war-lerc'h ar vartoloded, feuls an houlenn-vor, gant gwagennoù 6 metrad hag an avel o c'hwezhañ da 20 skoulm.

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Prosez Kokopelli

 

 

Ur skouer dedennus eo prosez Kokopelli eus mont en-dro ar justis e Bro-C'hall pa vez kaoz eus an endro, hag eus an doare ma vez sikouret an embregerezhioù bras kentoc'h eget ar re a stourm evit saveteiñ an endro. Eus petra 'zo kaoz er prosez-mañ?
Ne vez ket aotreet un embregerezh da werzhañ had ma n'int ket bet enrollet war ur marilh (ul listenn) ofisiel. Met war ar marilh-mañ ne vez ket kavet ar spesadoù gwerzhet gant Kokopelli. Stourm a ra ar gevredigezh Kokopelli evit ma ne vefe ket kollet liesseurted ar boudoù bev, ha neuze evit ledañ had eus ar spesadoù ral. Met dre ma n'int ket enrollet eo maez lezenn gwerzhañ ar re-se.
En abeg da se ez eus bet graet ur prosez da g/Kokopelli gant an embregerezh Baumaux, a werzh had ivez. Arc'hant he deus bet da baeañ, met ur galv ouzh ar prosez a zo bet savet. Daoust da se eo bet stanket kont prezidant Kokopelli ha kemeret warnañ an arc'hant dre heg: ouzhpenn bezañ un doare d'ober feuls-tre eo maez lezenn dre ma oa ur galv. Iskis eo disoc'h barnadur Kokopelli pa ouzer e vez gwerzhet had ha plant "maez-lezenn" gant kalzik embregerezhioù (Carrefour, Auchan, Leclerc, Super U, Saveol, ha zoken... Baumaux!). A-drugarez d'un enklask anvet "Robin des Semences" eo deuet a-benn Kokopelli da brouiñ kement-mañ. Ma vez kondaonet Kokopelli e vo ret neuze kondaoniñ ivez an holl embregerezhioù all.

M.M.


Titouroù ouzhpenn:
www.kokopelli.asso.fr
www.kokopelli.asso.fr/proces-kokopelli

 

 

 

 

 

 

 

 

Emgav evit micherioù an arzoù e Naoned

 

 

Emgav tud a-vicher ar sevenadur a vo aozet e Naoned d'ar 16 ha d'ar 17 a viz Genver gant ar gazetenn La Scène. Peadra evit an holl a gemer perzh, mod-pe-vod, er sonerezh, er c'hoariva, er sirk pe en arzoù a bep seurt da gejañ asambles evit kavout diskoulmoù d'ar skoilhoù a gavont war o hent ha sevel raktresoù kumun.

Ar BIS* a zo bet krouet evit an arzourien o-unan hag an dud a labour evito (karget eus o zroiadoù...) met ivez ar c'hoarivaoù ha lec'hioù skignañ abadennoù, ar strollegezhioù lec'hel, ar c’hompagnunezhioù dañs ha c'hoariva, ar broduktourien, ar studierien hag ar stummerien ha tout ar re o deus ur raktres sevenadurel bennak.

Evit bouetañ ar preder e vo  kinniget divizoù. Da skouer "Deskadurezh an arzoù: sevel ur gwir bolitikerezh", ur forom evit kendivizout diwar-benn ar sevenadur evel "Leurennoù-pladennoù: war-zu ur c'hempouez nevez ?"

Met dreist-holl 20 stal-labour evit deskiñ pe beurzeskiñ "penaos merañ un embregerezh abadennoù" en ur sellet a-dost ouzh emdroadur gwirioù an ganerien, ar stajoù Afdas (kinniget e 2008), nevezentioù sokial an astalerien, statud ha gwirioù al leurennerien. Kelaouet e vo ivez ar berzhidi war mont en-dro ar raktresoù sevenadurel, evel perak cheñch anv ur c'hoariva, penaos filmañ an abadennoù pe sevel ur steuñv evit ar vugaligoù dindan 3 bloaz, perak krediñ aozañ abadennoù "sonerezh ar bed" ha kinnig gouelioù ekologel.

Da heul an darvoud e vo aozet abadennoù (dañs, c'hoariva, sonadegoù) war leurennoù bro Naoned, gant ur priz ispisial a 9 euro evit an dud a-vicher, ar peurrest o vezañ digor ha digoust.

Hoel Louarn

Evit gouzout hiroc'h pe lakaat e anv: www.bis2008.com

*Biennales internationales du spectacle

 

 

Taol Kurun, 14vet !

16 kumun, 32 abadenn, 2 fest-noz, 2 fest-deiz, ur CD hag ul levrig gant kanaouennoù enrollet er vro (an eilvet), un eil levr haiku (skrivet gant Fañch Langoet, ha gant ur golo disheñvel evit pep levrig, mar plij), ur grouidigezh gant Anne Auffret, Kanerion Pleuigner ha bagad an Alre e-barzh an iliz Itron Varia Kemperle...
Hag an tem, emit-hu? C'hoarzhin mouk... pe moug? E brezhoneg e vez c'hoarzhet glas, pe e vez graet daeroù ki... tu a vo da c'hoarzhin kalzik e-kerzh ar gouel gant "Les Ramoneurs de menhirs", troiad ur c'hloun d'an 31 a viz Genver en archerdi Kemperle, evit komz diwar-benn an dud skarzhet e-maez eus ar Stad c'hall, evit un abadennig anvet "Ho kartenn anv, mar plij!". C'hoarzhin a vo tu d'ober ivez gant ar gonterien dirollet evel Jean-Yves Bardoul, Erwann Hemeury, Erwann Lhermenier... Kanañ, dañsal, sellet ouzh filmoù evel "Brezel ha peoc'h el liorzh", pe "Muggets Working" gant Liza Guillamot...
Sadorn 12 a viz Genver e Kloar (e galleg) etre 9e30 ha 17e
- staj kan (galleg ha brezhoneg)  evit c'hoarzin ha leñvañ  gant Brigitte Kloareg
- staj sonerezh gant forzh peseurt benveg gant Yann-Fañch Perroche diwar ar gavotenn
- staj sonerezh gant forzh peseurt benveg gant Erwan Dreano diwar tonioù Galloù/Gwened
Sadorn 12 a viz Genver e Kemperle etre 14e ha 17e
- staj dañs an Aven (mod Kloar) gant Jil le Meurlay hag Yves Garin
Sadorn 19 a viz Genver
- staj brezhoneg gant Stajoù Koad Pin, Mona Bouzeg hag he skipailh, An Treou, 9e30/17e

Evit en em enskrivañ er stajoù: 02 98 71 74 94 pe taol.kurun@freesbee.fr

Evit gouzout hiroc'h:

http://taolkurun.free.fr

 

 

 

 

 

 

 

 

Mell-droad:

Brestiz o vresken a-enep Monaco

 

 

War-nes seveniñ un taol-kaer e oa c'hoarierien Stad Brest dec'h da noz. A-enep skipailh Monaco e oant o c'hoari war o zachenn. Ha prest e oant da vont betek-penn! Ugent munut a-boan goude an taol-kas, e oa paket ur poent gant paotred Brest, gant Socrier, en doa resevet ar vell en un doare direbech gant De Carvalho (skeudenn). Tagus, nerzhus ha resis, ne oa ket kalz a dra da rebech da Vrestiz dec'h. Un nebeud munutennoù a-raok an ehan en defe gellet Brest tapout un eil poent gant un eil tenn gant Socrier, aet da skeiñ a-enep peul palioù Ruffier, siwazh. Boulc'het eo bet an eil prantad gant degemer c'hoarier Monaco, Jérémy Menez, war an dachenn. E startijenn hag e zoare c'hoari dic'hortoz en deus lakaet birvilh er c'hrogad. Tagusoc'h eo deuet da vezañ paotred Monaco, ha skarzhet eo bet gward-pal Brest, ur c'hartoñs ruz paket gantañ goude bezañ falc'het Menez. Ne oa ken nemet dek c'hoarier Brestat e fin ar c'hrogad ha diaes eo bet dezho derc'hel d'an tamm amzer astenn. Astennet eo bet ar c'hrogad eus peder munutenn ha sebezus eo bet distro paotred Monaco: ur pal gant Bakar (91vet), un eil (100vet)... hag un trede (110vet)! Daoust d'ar Vrestiz Ayité ha De Carvalho bezañ stourmet tenn evit klask kreskiñ niver a boentoù o skipailh eo bet disouezhet-mik paotred Kevre 2 Penn-ar-Bed, goude bezañ tremenet ur c'hrogad a-bezh gant ar spi bezañ trec'h war skipailh Kevre 1 Monaco.

 

 

 

 

 

 

 

 

 

It's a free world

 

 

Rouantelezh-Unanet, Italia, Alamagn, Spagn - 2007

Seveniñ: Ken Loach

 

Goude bezañ bet skarzhet eus he labour e tiviz Angie, 33 bloaz, sevel hec’h embregrezh tuta devezhourien. Gant sikour he mignonez Rose e ro labour da embroidi en dienez, hep merzout emañ tamm-ha-tamm o tont da vezañ dres evel he renerien gent.

Goude ur film kentoc’h istorel ha brav-eston (The wind that shakes the Barley) e kinnig Ken Loach distreiñ da welet stad sokial Bro-Saoz a-vremañ. Ar pouez ne vo ket lakaet war ar skeudennoù, al lusk pe ar framm, war an istor hag ar preder ne lâran ket. Evit ur wech e vez gwelet buhez ur vamm laosk ha dizampart, youlet hag entanet gant he labour hag an arc’hant... Adalek mennozh reiñ labour d’an dud paour ha war-nes bezañ skarzhet eus ar vro e teu war wel ur gwir business diene. Ur film heverk ouzhpenn e bed ar sinema saoz.

 

G.L.

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Islaja – Ulual Yvy

 

 

Eüruzamant eo bet meneget pladenn ziwezhañ Islaja gant Kim Gordon, p’he deus lakaet anezhi e-touez ar 5 pladenn wellañ bet embannet e 2007, a-hend-all e vefemp tremenet hebiou. Islaja, neuze? Ur plac’h eus Finland (daoust ma son asambles gant un den all pa vez war al leurenn, ez eo raktres un den nemetken, Merja Kokkonen hec’h anv) gant ur vouezh vurzhudus ha kevrinus war un dro (alies e vez keñveriet gant Björk pe Nico), ha sonioù iskis, evel ur bourmenadenn e koadoù stank broioù norzh Europa, pa valeer en erc’h don ha glan.

Anat eo ez eo diaes lavarout ur bern traoù diwar-benn sonerezh Islaja: ne gomprener seurt ebet eus ar pezh a lavar ha koulskoude ez eo dibosupl chom hep bamañ pa selaouer he zonioù. Freak folk pe c‘hoazh Finnish underground. An trouzioù dic’hortoz, an efedoù war ar vouezh (Varjokuvastin), an aergelc’h dre vras a laka da soñjal ez eo tostoc’h he labour ouzh hini ul livour evit hini ur soner. Eus Kutsukaa Sydäntä, kanaouenn gentañ ar bladenn diazezet war son ar piano, betek Pete P pe c’hoazh Pysähtyneet Planeetat, e kinnig Islaja un taol-arnod eus ar re vravañ. Ar re a vefe plijet gant he sonerezh a c’hallo selaou he div bladenn gentañ (Meritie ha Palaa Aurinkoon), pe ar strolladoù all a gemer perzh enno: Avarus, Kemialliset Ystävät, ha Hertta Lussu Ässä.

War lec’hienn ar strollad e c’haller gwelout video Pete P.

R.M.

Embannet gant Fonal

http://www.islaja.com/

http://www.fonal.com/

 

 

 

 

 

 

 

 

Dibenn-sizhun shopping evit soldoù ar goañv...

e Jerzenez!

 

 

Kinnig a ra Condor Ferries mont da Jerzenez evit profitañ eus soldoù an goañv du-se. Ouzhpenn ar stalioù "duty free" war bigi an embregerezh, e ra stalioù cheuc'h an inizi angl-ha-norman etre 50% ha 70% distaol a-wechoù war o froduoù. Ma chom ganeoc'h un toullad gwenneien goude gouelioù Nedeleg ha Kalanna, e c'hell aze bezañ un abeg evit un dibenn-sizhun "shopping" dic'hortoz, da 70 munut eus Sant-Maloù hepken. Un distaol dreist-ordinal a vez kinniget gant  Condor Ferries: 36 euro evit mont-ha-dont etre Sant-Maloù ha Jerzenez.

 

Evit gouzout hiroc'h:

0 825 135 135

www.condorferries.com

 

 

Breizhiz o paotreta pe merc'heta war internet

Arabat c'hoarzhin. Sirius-tre eo an afer-mañ. Aet eo al lec'hienn Match.com, graet evit ma yafe paotred ha merc'hed e darempred an eil gant ar re all dre Internet, da studiañ perzhioù he izili breton! 86000 anezho a vefe (sifroù jedet war ar rannvro sur a-walc'h). 64% anezho zo ouzhpenn 30 vloaz, 48% zo ouzhpenn 35 bloaz ha 16% zo en tu-hont da 50 vloaz. 350 "matcher(ez)" breton zo ouzhpenn 70 vloaz. Ar paotr-yaouank-kozh ennañ zo... 91 vloaz! Internet, koulz hag ar garantez, n'int ket un afer rummadoù-oad war a seblant.

Peseurt perzhioù a fell d'ar Vretoned ha Bretonezed e vefe gant o (danvez-)dousig? Kavout a reer, rampo-rampo an hegarated (11%), ar fent (11%), hag ar sederoni (11%) da gentañ-penn. Da c'houde e kav brav ar Vretoned ha Bretonezed kavout tud brokus ha kizidik (10%). Peseurt doare gwiskañ a blij ar muiañ da Vretoned ha Bretonezed dizimez Match.com? 34% anezho a gav gwelloc'h bezañ gant unan bennak gwisket en un doare simpl ha distenn. Evit a-sell ouzh ar vuhez familh eo prest 46% eus matcherien ha matcherezed Breizh da gaout bugale gant o c'haredig... Ma n'eo ket tout, aet eo Match.com betek lakaat pajenn degemer al lec'hienn e brezhoneg penn-da-benn zoken!

 

Evit gouzout hiroc'h (ha kavout un danvez-pried marteze):

www.breizh.match.com

 

 

Lennit Bremañ miz Genver 2008 !

Niverenn Bremañ miz Genver 2008 (niv.315) zo deuet er-maez!

Gouel an douaroniezh e Saint-Dié-des-Vosges, Karta Divskouarn, amzer da zont Kanol Naoned-Brest, Kib ar bed hand-ball ar merc'hed, teknik filmañ ar "performance capture" implijet evit Beowulf, un emgav gant ar skrivagnerez vrezhonek Mich Beyer... Kaoz zo diwar-benn se ha leun a draoù all c'hoazh e-barzh kentañ niverenn Bremañ 2008.

Un teuliad peder fajennad zo bet gouestlet en niverenn-mañ da Vro-Euskadi. Istor ha stad ar vro hiziv, penaos emañ kont gant an euskareg... ur bras-sell a vez kinniget da lennerien Bremañ evit anavezout gwelloc'h ur vro a vez kaoz diouti alies er metoù brezhonek.

Bep miz e kinnig ar gelaouenn Bremañ, abaoe 1980, pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav, e doare ur magazin.

 

Embannet gant Skol an Emsav (4,5 euro an tamm)

E gwerzh er stalioù levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant.

Evit gouzout hiroc'h: www.breman.org

 

 

Deiziataer 2008 !

Deuet eo er-maez deiziataer 2008 ha poent bras eo notenniñ emgavioù ar bloaz a zeu! Gant ur golo plastik glas e liv (warlene ne oa ket bet...), deiziataer 2008, e 4 liv penn-da-benn, a ginnig pep sizhunvezh war div bajenn (stumm "italia"). Kinniget eo pep pajenn en un doare pleustrek-kenañ evit merañ e amzer hag e notennoù personnel. Adkavet e vo, evel-just, un dro-lavar evit pep sizhun, peadra da binvikaat e vrezhoneg hep striv ebet! Ur bern titouroù all a gavot ivez en deiziataer: ar vakañsoù-skol dre dakad, taolenn ar c'hemmadurioù, deiziadur 2009, roll an 200 kevredigezh pe aozadur brasañ o plediñ gant ar brezhoneg pe ar yezhoù bihanniver. Gant e stumm bihan (15x9cm) e c'hellot e lakaat aes en ho sac'h pe en ho chupenn.

 

E gwerzh 12 euro (mizoù-post profet) dre lizher gant Skol an Emsav, 25 straed Pierre Martin, 35000 Roazhon. Pgz : 02 99 38 75 83.

sae.bzh@wanadoo.fr
Pe er stalioù a ginnig danvez Breizh.

Gouzout muioc’h hag urzh-prenañ