|
|
|
|
|
|
|
Lun 8 a viz Genver,
niv.127 Bloavezh mat deoc'h holl! Pellgargit ar pennadoù e stumm Word Petra oa keleier Bremaik
warlene? Klikit amañ! |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Ar
Fatah bodet e Ghaza |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
An
had kozh hag al lezenn |
|
|
M.M. Evit
gouzout hiroc'h : |
|
|
|
|
|
|
|
Pekin
1966, 40 vloaz zo: an Dispac’h Sevenadurel |
|
|
Daou
zoare da sellout ouzh hec’h oberennoù: ur sell
politikel (a c’haller klokaat en ur sellout ouzh an abadenn
"Cinq colonnes à la une" gouestlet d’an
Dispac’h Sevenadurel ha skignet er Maezioù Frank)
hag ur sell arzel, rak brav-tre ha bev-birvidik eo he
skeudennoù. Un nebeud levrioù a vez kinniget
ivez, deoc’h da zonaat ho teskadurezh. Tu zo deoc’h
ivez prenañ katalog an diskouezadeg (35 euro). Ha perak ket,
ur wech echu ho kweladenn, mont da glask ur skouerenn eus al levr bihan
ruz en ur stal levrioù eildorn… R.M. Diskouezadeg
er Maezioù Frank e Roazhon, betek ar |
|
|
|
|
|
|
|
Kampionad
ski ar Bed: ur Suis yaouank war wel |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
The
Fountain |
|
|
Stadoù-Unanet
– 2005
Filmoù
personel a vez sevenet gant Darren Aronofsky (Pi e
1999, Requiem for a Dream e 2001) hag ur film
personel eo The Fountain. Gant goulenn peurbadel ar
marv e pled ar film-mañ: ha tu a vefe da nac’h an
tonkadur-se? Penaos talañ pe sentiñ outi? Stumm
un deirzaolenn (en deus ur c’heñver bennak gant an
Dreinded) en deus dibabet Aronofsky evit respont. Ur preder speredel
brav ha fromus gwisket gant skeudennoù a-zoare a ginnig
d’e arvestourien. Setu ur film da vezañ gwelet
gant an holl dud dedennet un tamm gant an danvez-se. Meriadeg
Vallerie Evit
gouzout hiroc’h : http://www.tfmdistribution.com/thefountain/ |
|
|
|
|
|
|
|
Best
of 2006 |
|
|
Hag
e 2007 neuze? Anat deoc’h emañ bed ar sonerezh o
cheñch abaoe daou pe dri bloaz: war internet e tiorren
bremañ ar strolladoù nevez (Arctic
Monkeys, ar skouer beurvat), pe
e vefe a-drugarez da Myspace, Last.fm
pe YouTube. Diouzh an tu all e verzer e seblant ar
sonerezh elektro distreiñ goude un nebeud
bloavezhioù gouestlet da "distro ar rock".
Chañsoù a zo ivez e vefe c’hoazh
strolladoù anti-folk o tont war wel er bloaz-mañ.
Selaou pizh a raimp ivez pladennoù nevez Bloc Party,
Arcade Fire pe Kaiser Chiefs
hag albom kentañ Klaxons (skeudenn). R.M. |
|
|
|
|
|
|
|
Bara
ar rouaned |
|
|
lindriñ :
Mari
Lubrano
An
tourz (21/03 – 19/04) Evit
tennañ gounit eus ar bloavezh-mañ e vo ret
deoc’h harpañ ouzh ahel an Aerouant. Evit ho sin e
vo liammet gant ar studioù, ar preder hag ar
beajoù… Dreist-holl n’en em santit ket
kablus o vezañ eürus hag en ho pleud. Grit ho mad
eus pep tra, mod-all ho po kudennoù da vat! An
tarv (20/04 – 20/05) Ahel
an Aerouant en devez ul levezon vras war ho sin. Kemer a
reoc’h divizoù bras evit lakaat ho puhez da
cheñch. Talvezout a raint war an holl dachennoù,
met kaoz a vo eus ho puhez kalon da gentañ. Ur ger stur evit
ar bloavezh: grit ho mad eus hoc’h amzer! Ar
c’hevelled (21/05 – 21/06) Ho
pet pasianted! Cheñchamantoù bras a vo
evidoc’h, met ne vint ket graet trumm. Poan ho po da badout
hag en arvar emaoc’h da lakaat pep tra da vezañ
c’hwitet dre re a vall. Klaskit chom e peoc’h. Ar
c’hrank (22/06 – 22/07) Pasianted
ivez! Tarzhañ ne zegaso mann ebet deoc’h. Un
emzalc’h doujus ha spis a zereo kalz gwelloc’h.
Diwallit diouzh hoc’h anien, neuze. Ha savit an
traoù a zeiz da zeiz hep klask mont re bell en un tenn. Al
leon (23/07 – 22/08) Kavout
ur c’hempouez etre ho puhez sokial ha prevez a vo diaester ar
bloavezh. Leun a levenez e vo an div dachenn-mañ…
Ne vo nemet un diskoulm: klask merañ hoc’h
implij-amzer eus an doare sederañ posupl. Ar
werc’hez (23/08 - 22/09) Gwarezet
e vioc’h a-fet yec’hed. Hag ezhomm ho po startijenn
evit ober ho mad eus an holl chañsoù a zegouzeho
war ho hent. Ma taolit evezh ouzhoc’h e vioc’h
gouest d’ober pep tra. Diwallit memes tra: chomit hep
emellout en aferioù ar re all, mod-all e kousto ker
deoc’h. Ar
balañsoù (23/09 – 23/10) Penaos
bihanaat efedoù fall ar planedennoù ha
kreskiñ o levezon vat? Teurel evezh ouzh ar re all, diehan,
e vo ar respont. Gwelout a reoc’h un tammig re vras kement
evit ar garantez hag evit al labour. Diwallit da vezañ
dipitet a-benn ar fin. Ar
skorpion (24/10 – 22/11) Evidoc’h
e vo liammet levezon ahel an Aerouant gant tachennoù ar
yec’hed hag ar servij. Deoc’h-c’hwi da
vezañ dous ganeoc’h hoc’h-unan ha da
voumounañ ar re all. Ho prokusted a c’hounezo
kalonoù deoc’h. Daoust da se e vioc’h
techet da vouzañ un tamm. Met petra a vank deoc’h? Ar
saezhataer (23/11 – 21/12) Tachennoù
pouezus ar bloavezh a vo ar garantez, ar re all hag ar fed embann piv
oc’h da vat. Pep tra a yelo mat ma teuoc’h a-benn
da gavout ho plas deoc’h ha gouzout ar pezh hoc’h
eus c’hoant da gaout da vat. Prest e vioc’h da
sikour tud all ha d’en em ouestlañ d’un
oberenn sokial pe speredel. Ar
c’havr (22/12 – 20/01) Ar
familh hag ar vicher a vo lakaet war-wel gant ahel an Aerouant. Ma chom
hoc’h evezh war an daou dra-mañ e
teuoc’h a-benn da gaout disoc’hoù eus ar
c’hentañ! Kredit difenn ho sav-poent hep
tagañ ar re all evel-just ha priziet e vo hoc’h
alioù. Ar
skuilher-dour (21/01 – 18/02) Ur
bloavezh stourm! C’hwi a soñje deoc’h e
chomfec’h trankil er gêr er bloaz-mañ?
Ne vo ket e giz-se. Ret e vo deoc’h kemer
divizioù, en em zifenn, fiñval ha
cheñch. Ret e vo derc’hel mat.
Tachennoù an arc’hant hag ar familh a vo gwarezet.
Ar
pesked (19/02 – 20/03) Aesoc’h
e vo an traoù deoc’h. Un nebeud
diaesterioù a c’hellfe c’hoarvezout en
ho puhez kalon pe en ho labour. Met ne c’hoarvezo netra
grevus, bez’ e vo un doare da vont war-raok. Arabat
deoc’h en em santout re gablus ma rit fazioù. Ho
youl da eeunaat an traoù a vo a-walc’h evit
bezañ digarezet. Katell
Leon Kavet e vo er stalioù levrioù breizhek hag e Skol an Emsav, e Roazhon, evel-just. Un doare nevez zo gant deiziataer 2007. Bihanoc'h eo evit mont gwelloc'h er chakodoù hag er seier-dorn. An Deiziataer hollvrezhonek zo ur benveg bepred talvoudus : leun a chomlec'hioù (ouzhpenn 200) hag a ditouroù vo kavet diwar-benn Breizh hag ar brezhoneg, un daolenn kemmadurioù, kodoù-post kumunioù Breizh... 13 euro an tamm. Skol
an Emsav, 25 straed Pierre Martin, 35000 Roazhon: |
|
|
|