|
|
|
|
|
|
|
Lun 19 a viz Kerzu,
niv. 80 Pellgargit ar pennadoù e stumm Word Petra oa keleier Bremaik
warlene? Klikit amañ! |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Nedeleg
Laouen da holl lennerien Bremaik ! |
|
|
Spi hon eus ho pez plijadur o lenn ar
gelaouennig-mañ bep sizhun. Ul labour a-feson a vez graet
gant ar skriverien a-youl vat a ro nerzh bep Sul ha bep Lun evit kinnig
deoc'h pennadoù plijus da lenn. E 2006 e lido ar gelaouennig he daou vloaz.
Mat e vefe deomp gouzout un tamm hiroc'h diwar ho penn, ya, c'hwi,
lennerien gaer ! Hervez sifroù al lec'hienn ez oc'h
ur 500 bennak o lenn ar gelaouenn bep sizhun, da lavarout eo
2 000 bep miz ! Kalonekaüs eo. Ha pemp munutenn ho pefe evit kas ur postel
deomp gant un nebeud titouroù ennañ ? Ul liamm zo
er framm zo en tu dehou (bremaik@free.fr). Setu ar pezh a garfemp
gouzout... -
Ho oad -
Pelec'h emaoc'h
o chom -
Pegoulz ez it da
lenn Bremaik ? -
Lenn a rit
Bremaik ingal bep sizhun ? -
Petra a lennit
da gentañ ? -
Petra na lennit
gwech ebet ? -
Petra ho pefe
c'hoant da cheñch el lec'hienn (rubrikennoù
ouzhpenn ? rubrikennoù
disheñvel ? doare kinnig all ?) N'eo
ket gwall dra, hañ ? Distreiñ a raio Bremaik d'al
Lun Nedeleg Laouen d'an holl ! |
|
|
|
|
|
|
|
Ar
bloaz nevez e 2105 (pennad-kaoz
gant Elea, plac’hig 10 vloaz o chom e bro Roazhon e 2105) |
|
|
Evit
fiskoan en deus prometet Tata din un dra vurzhudus : un tamm pesked! Ar
wezh kentañ e vo din gwelet seurt loened. Klevet am eus
lâret e oa ur bern anezhe er mor gwezhall, met poan
m’eus o kredin se : tout an dud a oar n’eus loen
ebet er mor, ha forzh penaos mann ebet mat da zebrin. Met gwir eo
’m eus gwelet Tridéfilmoù a ziskouez
traoù lufrus rastellet e rouedoù hag a seblante
bev. ’Fin, Tata zo mignon gant ur paotr zo o labourat en ur
mirdi-poull-neuial, ha neuze en deus marc’hataet
gantañ. Ne vefe ket tu dezhañ tapout se en un
doare ofisiel : koust a rae kalz re ger . Cheñch a raio eus
ar bezhin hag an ed. Emaon
o c’hortoz Miguel, ma amezeg. Emañ e dud o tont
eus penn pellañ Bro-Spagn, met bremañ eo re domm
evit chom eno. E dud o doa c’hoant da vevañ en ur
vro gant gwez neuze int deuet amañ. Ha ma
c’hopinez wellañ, Iris, zo he zud o tont eus Enez
Sun, war-lerc’h an tsunami bras e 2090 en deus beuzet an
enezenn ha tammoù eus aodoù Breizh. Ha chañs am eus
o kaout mignoned a-oad ganin : war a seblant gwezhall e veze kalz
muioc’h a vugale. Met bremañ, an hanter eus an dud
ne c’hellont ket kaout bugale ’blam e oa ur bern
produioù kimiek dañjerus a veze implijet gant an
dud, hep gouzout dezhe (er plastik da skouer...). N’ouzon ket
hag-eñ e c’hallin kaout bugale me ivez. Met dre ma
ne chom ket kalz a blastik bremañ, marteze eo echu an
afer-se, piv oar? ’Fin,
bremañ eo echu tout se, an dud a oar eo ret diwall
d’an douar. Ha ma ne ziwallont ket e teu tud e-giz Tata da
c’hourdrouzañ anezhe. Ya, Tata zo
“ekopolis”, ’m boa ket lâret
deoc’h ? A re-se zo beg-e-dog met gwisket e
gwer ! Hag e harzont ar re drouk-tre : ar re a
walc’h o oto e-kerzh an hañv (dija ’vez
ket trawalc’h a zour evit an dud) hag a implij o
otoioù bemdez, ar re a implij ar c’harr-nij
ouzhpenn ur wezh ar bloaz, an dud a bren koad ekzotek
(n’ouzon ket petra eo). ’C’hanta, erru
eo Miguel, aet on neuze, emaomp o vont da zastum bleunioù er
jardin evit klinkañ taol fiskoan. Ale, bloavezh mat
deoc’h !” |
|
|
|
|
|
|
|
Diskouezadeg
skeudennoù diwar-ben India |
|
|
Skol
Diwan Roazhon, 13 bali Portugal (karter ar Blosne : metro Italie) Tri
levr Alain Carayol, Inde : Malabar &
Coromandal, Mère Gange ha Rajasthan,
terre des princes, zo bet embannet gant Romain Pages
Éditions (24 euro an tamm). |
|
|
|
|
|
|
|
Kampionad
mell-dorn ar Bed : trec'h ar Rusianezed |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Forty
shades of blue |
|
|
Stadoù-Unanet
– 2004 Senario
ha seveniñ : Ira Sachs Priz
meur ar strollad-barn, Sundance 2005
Gant
ur stumm klasel e tiskouez an drama-se trubuilhoù kuzh ur
vaouez prederiet gant red he buhez. Soutil eo an doare ma vez silet
roudoù santimantoù an dudenn bennañ,
an dra-se eo en deus graet berzh Forty shades of blue e Sundance
moarvat. Spurmantañ a ra askre Laura a-dreñv
d’he c’hened yen, met n’eo ket fromus-tre
ar film koulskoude, ken diaes eo en em anavezout e tud ken
cheuc’h. Kened yen zo gant ar film en e bezh a-benn ar fin,
betek re marteze ? Evit
gouzout muioc’h : http://www.fortyshadesmovie.com/ |
|
|
|
|
|
|
|
Dale
evit ho profoù Nedeleg ? |
|
|
Embannet
gant Castle / Sanctuary Music 6 pladenn, ouzhpenn 7 eurvezh sonerezh. Evit an niver a sonerien eo diaesoc’h kontañ : cheñch a reont alies, dre ma vezont skarzhet gant Mark E. Smith, kaner ar strollad abaoe 1976. Marteze an doare gwellañ da splujañ e-barzh bed The Fall : gant ar 24 f/Peel Sessions dastumet amañ e tañvaer ar sonerezh bet graet gant ar strollad abaoe 25 bloaz. Gwelloc’h, nerzhusoc’h, nevesoc’h hag atahinusoc’h evit forzh peseurt strollad punk bremañ.
Embannet
gant Rhino/WEA 3
fladenn (85 kanaouenn), un DVD (video klipoù) hag un albom
bannoù treset. Holl draoù dastumet gant Joey
Ramone just a-raok mervel. Setu
peadra da anavezout ar strollad punk amerikan en deus embannet
pladennoù istorel e dibenn ar bloavezhioù 1970.
Ur wech embannet sklaer ganto ne ouient ket seniñ (na
kanañ), eo deuet a-benn ar Ramones da sevel
tonioù dispar, diazezet war 3 notenn : ha setu int
krouerien ar punk bugglegum, pe un dra bennak evel-se. Hiziv an deiz
int gwelet evel harozed, ha gant gwir abeg. Ur c’houfrig da
lakaat dirak ar wezenn Nedeleg, hag e kano an holl :
Hey ! Ho ! Let’s go !
Embannet
gant Universal Music Trouz
a reont abaoe 20 vloaz. Er bloavezhioù 1990 o doa embannet
ur c’hasedig video anvet Goo :
evel ar bladenn e oa, gant ur video klip da skeudenniñ pep
kanaouenn. An holl videoioù-se a adkaver war an DVD, gant re
all : kanaouennoù tennet eus Dirty
pe c’hoazh Experimental Jet-Set Trash and No
Star. Evel-just e c’haller gwelout izili ar
strollad o kaozeal diwar-benn an tonioù-se, hag ivez ar re o
deus filmet, hag a bep seurt atersadennoù. |
|
|
|
|
|
|
|
Steredouriezh :
ar Gwareger (23/11
– 20/12) |
|
|
Er
bloaz a zeu e vo lakaet war wel ho puhez prevez. Kejadennoù
pouezus a c’hellfe bezañ e-doug ar
bloaz-mañ. Muioc’h a chañsoù
zo e c’hoarvezfe e miz Mae, Gouere pe Gwengolo…
Aferioù karantez siriusoc’h e vint ! Evit
ar re-se hag an darempredoù gant ho mignoned e
weloc’h sklaeroc’h eget biskoazh ha mat e vo ho
tibaboù. En ho labour e tremeno mat-kenañ an
traoù adalek an nevez-amzer. Ur startijenn dispar a yelo da
heul an aergelc’h-se. Skejennoù
avu kig-houad gant orañjez
Servijit
ar skejennoù bihan gant an tammoù
orañjez war asiedoù tomm. Goloit gant ar chug,
ouzhpennit holen Gwenrann ha pebr. Notenn : Mat eo ar meuz-mañ gant ur
banne Jurançon dous, e Gwastell
Nedeleg bara-mel ha chokolad Aozañ
: 20 mn |
|
|
|