sizhun50_2005

 

 

 

 

 

 

 

Lun 12 a viz Kerzu, niv. 79
Sizhun 80 - 2005

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Petra oa keleier Bremaik warlene? Klikit amañ!
Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Reuz e Roazhon

 

 

Darvoudoù feuls zo bet e Roazhon etre CRSed ha tud yaouank, a c'heller soñjal a oa deuet evit ar rave a oa bet raktreset war un dachenn eus Prevalaye, e-kichen ar gêr. Ingal e vez aozet ur rave da vare gouel an Transmusicales, a oa en dibenn-sizhun-mañ. Pa oa bet aotreet ar rave gant maer Roazhon, Edmond Hervé, e oa bet berzet gant Prefedez ar rannvro, Bernadette Malgorn. Etre digwener noz ha disadorn noz e oa bet tu da welet leun a CRSed hag a archerien e kreiz kêr. Ur vanifestadeg a oa bet aozet dirak Prefeti ar Rannvro e kreiz kêr a-enep feulster ar polis. Ur 500 den a oa, eno kalz a dud a oa deuet evit ar rave bet nullet. D'ar mare-se eo kroget an traoù da vezañ feulsoc'h : meur a garrad CRSed a oa bet galvet gant ar Prefeti (tud eus ar GIPN a oa ivez). Aezhennoù-daeraouiñ zo bet bannet, poubelennoù devet, kirri-tan ifamet, ha gwerennoù stalioù zo bet torret ivez. Etre 30 ha 45 den a vefe bet harzet gant ar polis. Dre chañs n'eus bet den ebet gloazet en un doare grevus. An dud, dipitet e vefe berzet ar rave kostez Roazhon, zo aet neuze da staliañ o zafar e-kichen Gwengamp, Sant-Nazer hag er Mayenne.

Ouzhpenn ar jeu zo bet e kêr en dibenn-sizhun-mañ en em c'houlenn an dud daoust ha n'eo ket enebiezh etre maer Roazhon ha Prefedez ar rannvro a vefe e kaoz en afer-se.

 

 

 

 

 

 

 

 

Bodadeg Montréal : kement a dud evit ken nebeut a dra !

 

 

Kroget e oa ar Vodadeg e Montréal d’an 28 a viz Du gant ar pal lakaat sklaer penaos kenderc’hel gant ar stourm ouzh tommadur an hinad. Div dachenn a oa : peseurt heuliadoù kinnig goude fin Protokol Kyoto e 2012, ha penaos ledanaat an niver a vroioù a gemero perzh er stourm-se.

Disoc’het e oa d’ar Sadorn 10 a viz Kerzu war un emglev : a-benn ar fin e oa bet divizet e vefe “kaset ar gaoz evit studiañ ha dielfennañ ar strategiezh hag ar c’henlabour a-benn talañ ouzh ar cheñchamant en hinad” evit prientiñ peseurt divizoù a c’hellfe bezañ kemeret goude 2012. Hag ar gaoz-se a vefe digoret d’ar 189 bro a zo izili eus Aozadur ar Broadoù Unanet hag a oa e Montréal (er mod-se e vefe tu da lakaat er jeu ar Stadoù-Unanet, India pe Sina n’o deus sinet Protokol Kyoto).

Met embannet eo bet sklaer ne c’helle ket an emglev-se disoc’hañ war reolennoù pe lezennoù a vefe ret lakaat da dalvezout. Pa soñjer e broioù e-giz ar Stadoù-Unanet o deus nac’het sinañ Protokol Kyoto peogwir ne fell ket dezhe cheñch o doare da vevañ e c’heller en em c’houlenn da betra e servijo an emglev nevez-se.

 

Evit gouzout hiroc’h :

http://www.lemonde.fr/web/article/0,1-0@2-3228,36-719788@51-690189,0.html

 

 

 

 

 

 

 

 

Troiad tresadennoù-bev evit Nedeleg e Treger ha Goueloù

 

 

An trede gwech eo d’al Levrig ha Daoulagad Breizh aozañ un droiad bannañ tresadennoù-bev brezhonek evit Nedeleg. "Kontadennoù erc'h" a zo kinniget da vugale ar skolioù dreist-holl, abaoe ar 6 a viz Kerzu ha betek an 21. Daou filmig eus Spot ha daou eus Spirou zo war ar roll ivez er bloaz-mañ. Abadennoù a vo kinniget, digor d'an holl e Ti ar Vro Kawan dimeurzh, 13 a viz Kerzu, hag e Kreizenn Jean Savidan Lannuon, d'ar Merc'her 21 a viz Kerzu. 2 euro.

 

Evit gouzout hiroc'h : 02 96 49 80 55

 

 

 

 

 

 

 

 

Kenderc'hel a ra Laure Manaudou gant he hent

 

 

Kampionadoù Europa neuial en ur poull bihan a oa bet aozet en dibenn-sizhun-mañ e Trieste, en Italia. Tremenet e oa mat-tre an traoù adarre evit an neuierez c'hall 19 vloaz, Laure Manaudou. Daou rekord ar bed zo aet ganti en taol-mañ : an 800 metr dieub (8'11"35) hag ar 400 metr dieub (3'56"79). Teir medalenn kampionadez Europa zo aet ganti, evit an 800 metr ha 400 metr dieub evel-just, hag ivez ar 100 metr neuial war ar c'hein (58"12, rekord gall nevez). Poan skoaz he deus koulskoude ha n'he deus ket gellet mont e lodenn diwezhañ an 200 metr dieub. Daoust da se e klasko Laure Manaudou mont da vBeijing e miz Meurzh da zont evit Kampionadoù ar Bed en ur poull bihan.

Un neuierez all he deus diskouezet he barregezh, Alena Popchanka, Belorusez, zo e-barzh skipailh Frañs. Div vedalenn arc'hant zo aet ganti evit ar 100 metr "balafenn" ha 4 gwech 50 metr dieub, hag ur vedalenn arem evit ar 100 metr dieub.

 

 

 

 

 

 

 

 

Harry Potter and the Goblet of Fire
(Harry Potter et
la Coupe de Feu)

 

 

Stadoù-Unanet – 2005
Seveniñ : Mike Newell

 

Pevarzek vloaz eo Harry Potter (Daniel Radcliffe) ha kregiñ a ra gant e bevare bloavezh studi e skolaj hudouriezh Hogwarts. Tournamant an Tri Sorser a vo dalc’het eno hevlene ha da-geñver an degouezh-se e vo degemeret dileuridi eus skolioù all. Amprouennoù eus ar re zañjerusañ a vo evit ar gevezerien (Potter en o zouez) : erevent, milendall, h.a. Ha gwashoc’h zo : emañ Lord Voldemort (Ralph Fiennes) war an distro. Ha gwashoc’h zo c’hoazh : ur bal a vo aozet da vare Nedeleg.

 

Filmoù dereat da-geñver gouelioù fin ar bloaz eo heuliad troioù-kaer Harry Potter. An elfennoù boas zo bodet en abadenn nevez-se evel-just, ne vo ket dipitet karourien an doare istorioù-se. Dudi zo neuze, siwazh n’a ket an istor gwall bell. N’eo ket dic’hortoz emdroadur an tudennoù : n’int ket bugale ken, krennarded ne lavaran ket.

 

Evit gouzout hiroc’h : http://harrypotter.warnerbros.fr/site/

 

 

 

 

 

 

 

 

Black Dice – Broken Ear Record

 

 

Embannet gant DFA / EMI

 

1 – Lakaat Broken Ear Record da vont.

2 – Disoñjal kement tra a ouezer diwar-benn ar sonerezh elektronek

3 – Leuskel geriadur ar rock da ziskuizhañ. Forzh penaos ne servijo da netra, emaomp amañ war douaroù dianav ha digompez.

5 – Klask tapout ul levr diwar-benn an douaroniezh (peogwir e vo ezhomm), lakaat ar gaoz war tektonik ar c’hevandirioù, mammwriziennoù, pladurioù.

6 - Soñjal toullañ an douar, dielfennañ ar pezh a gaver, soñjal e vo mat toullañ en-dro, met donoc’h ar wech-se.

7 – Klask displegañ d’an dud petra eo an diforc’h etre trouz ha sonerezh. Ha neuze en em soñjal : ha ma ne vefe diforc’h ebet ?

8 – Selaou Broken Ear Record, selaou anezhi en-dro. Ha soñjal e vo dav prenañ ar pladennoù all a zo bet savet gant Black Dice.

 

http://www.blackdice.net/dicemain.htm

 

 

 

 

 

 

 

 

Soufflé gant fourmaj

 

 

Deroù-pred evit daou zen.

Ezhomm ho po eus : 50 g fourmaj rasklet, 1 yaourt hep sukr, 1 vi, 1 loaiad vras a vleud, holen ha pebr, 1 baser tredan.

 

Tommañ ar forn en a-raok, ar gwrezreoler war 5 (180°C)

Dispartiañ gwenn ar vi diouzh ar melen.

Basañ ar gwenn-vi gant ur meudad holen.

E-barzh ur saladennouer, meskañ ar melen-vi, ar yaourt, ar bleud hag ar fourmaj. Holeniñ ha pebrañ.

Lakaat ar gwenn-vi baset e-barzh, dousik.

Amanennañ pladoùigoù ha skuilhañ an aozadenn enno. Poazhañ er forn e-pad 20 mn. Da vezañ debret diouzhtu.

 

Ali : gallout a rit lakaat tammoù morzhed-hoc’h e-barzh ouzhpenn.