13 a viz Kerzu 2004, niv. 36

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Profoù Nedeleg brezhoneg war ar Genrouedad

 

 

Sed aze ul lec'hienn a vo lakaet en-linenn a-benn nebeud gant an embregerezh Bzh5, staliet e Karaez ha kaset war-raok gant Tangi ar Menn.

N'eus ket a chomlec'h simploc'h : www.nedeleg.com. M'ho peus disoñjet unan bennak war ho listenn prenadoù evit gouelioù fin ar bloaz, e kavot marteze un draig, pe meur a hini zoken, war al lec'hienn-se. Bannoù-treset brezhoneg, tresadennoù-bev (war kasedigoù pe dvd), levrioù a bep seurt, pegsunioù, kartennoù-hetiñ, kartenn-hent hollvrezhonek Ofis ar Brezhoneg, c'hoarioù kartoù, ha kement zo. Tu a vo da c'hourc'hemenn ar pezh a fell deoc'h en-linenn... met e brezhoneg mar plij.

N'eus nemet ur c'hatalog (er stumm pdf) da bellgargañ evit poent, met a-raok pell e vo kinniget muioc'h a draoù c'hoazh war http://www.nedeleg.com.

 

 

 

 

 

 

 

 

Manikin saotret Tad-kozh an Nedeleg

 

 

A-benn nebeut e vo lidet Nedeleg. Piv en defe c’hoant da brofañ profoù ampoezonet? Den ebet evel just ha koulskoude ez eo ar pezh a vez graet gant an darn vrasañ ac’hanomp!

E-barzh ar c’hoarielloù pe an traouajoù a bep seurt e vez kavet danvezioù saotrus ha dañjerus. Da skouer e vez kavet e-barzh ar PVC soupl “ftalatoù” hag a zo lakaet da zañjerus evit ar strujañ gant ar skiantourien. Danvezioù e-touez ar “ftalatoù” a zirenk mont-en-dro an hormon pe a zo pistri evit an avu. E-barzh ar c’hoarielloù PVC e vez kavet organostaenioù a zistruj difennoù ar c’horf. En-ofisiel e anavez produerien vras e-giz Mattel (Fisher Price) pe Hasbro (Playskool) ez eus seurt kozh danvezioù en o froduioù met ne glaskont ket lemel anezhe.... N’eus nemet ar Playmobil-où a vefe yac’hus.

Pa n’hallit ket prenañ c’hoarielloù, prenit dilhad. Siwazh! Kavet e oa bet e miz Ebrel 2004 e-barzh dilhad dindan ar merk Dysney metaloù ponner, “ftalatoù”, organostaenioù ha nonufenol, danvez dañjerus evit hon hormon hag a zistruj an ADN, ha formaldehidoù a zegas krign-bev.

Ha na soñjit ket e vefe yac’hoc’h profañ dour-frond ar merkoù brudet. Leun a ftalatoù zo e-barzh!

A-benn bezañ sur da brofañ traoù dizañjer : www.vigitox.org.

 

Organostaenioù : organoétains (danvezioù organek atomoù staen enno)

Strujañ : reproduction

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Robert Capa

 

 

Pemp brezel a zo bet poltredet gant Robert Capa. Brezel diabarzh Bro-Spagn (1936-1939), eneberezh ar Sinaiz ouzh ar Japaniz (du-hont e oa e 1938), an eil Brezel-Bed en Europa (1941-1945), ar brezel kentañ etre Israel ha Palestina (1948), ha brezel Indezsina e 1954. N’eus bet den ebet gouest da boltrediñ kement a vrezelioù, pa ouier e vez  atav buhez an tenner-poltredoù en arvar a-benn ar fin. Endre Friedmann eo anv gwirion Robert Capa. E Budapest e oa bet ganet e 1913, yuzev e oa. Ur stal dilhad cheuc’h a oa gant e dud.

 

 

 

 

 

 

 

 

Mell-dorn

 

 

Bez’ ez eus kluboù evel-se dezho un istor dreistordinal. Bez’ ez eus kluboù a oar, gant nerzh ar c’hoant hag ur galon bras-tre, cheñch istor o sport. Bez’ ez eus kluboù evel Montpelhièr … Gounezet en doa dija gourfenn Kevre ar Gampioned 2003 dre vurzhud, war-lerc’h ur match distro istorel en e sal (a-enep da skipailh Pamplona gant Jackson Richardson). Disul tremenet en em adkave skipailh Montpelhièr en-dro dirak ur voger « didrec’hus » evit kalz a dud  a-raok ar match distro e Bougniole (sal Montpelhièr). Ha gwir eo, diaes e oa krediñ e teufe a-benn da adpignat an nemet 9 en doa paket er match mont a-enep skipailh Kolding (eus bro Danmark). Met eno emañ tout hud ar sport ! Hag evel a-enep Pamplona, Montpelhièr zo deuet a-benn d’en em dreuzfurmiñ ha gounit a-benn ar fin e diked evit kardgourfenn Kevre ar Gampioned mell-dorn 2005. Spi zo er skipailh-mañ bremañ ha diaes eo gwelet petra a c’hellfe lakaat ar mekanik da c’hounit-se da chom a-sav.

 

Mell-droad

 

18vet devezh R1

Lille (2vet) 2-1 Naoned (16vet)

Roazhon (13vet) 3-1 Lens (10vet)

 

19vet devezh R2

An Oriant (vet) – Brest (4e)

Gwengamp (vet) – An Havr Nevez (vet)

 

19vet devezh R1

Strasbourg (18vet) – Roazhon (11vet)

Naoned (16vet) –Sochaux (7vet)

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Wilbur (Wilbur begår selvmord / Wilbur wants to kill himself)

 

 

Danmark ha Skos - 2002

Senario ha seveniñ : Lone Scherfig

 

Mennet eo Wilbur d’en em zistrujañ. Kaer en deus klask ne zeu ket a-benn da dizhout e bal avat. Dre chañs ez eus gant ar gwashaour daonet-se ur breur gwellaour hag a fell dezhañ lakaat Wilbur da vezañ evurus mod pe vod. Bevañ a reont o-daou e Glasgow e stal-levrioù o zad aet d’an Anaon. Muioc’h a wregelezh en o endro a rafe vad dezho moarvat.

Temzet mat eo ar film-mañ e gwirionez. N’eo ket anat dont a-benn da sevel ur wir gomedienn war zanvez an emzistruj ha tremen hep bezañ diwar-c’horre koulskoude. Setu un tolpad tudennoù o deus ezhomm an eil re diouzh ar re all. Gant ar brasañ aked e vez graet war o zro gant ar sevenerez. Da-heul „Reconstruction“, deuet er-maez bloaz zo, e kadarna „Wilbur“  perzhioù mat sinema Danmark a c’hell bezañ soutil-kenañ (nemet pa vez Lars von Trier o seveniñ: ampart eo met n’eo ket soutil). Mont a reer er-maez deus ar sal imoret-kaer daoust da abeg tristik ar film.

 

Kement ha gouzout hiroc'h : http://www.wilburthemovie.co.uk/

 

 

 

 

 

 

 

 

NME Yearbook

 

 

Petra’ zo c’hoarvezet e 2004 e-keñver sonerezh rock ? M’ho peus disoñjet darvoudoù pouezusañ ar bloavezh, prenit NME Yearbook. Ennañ e kaver ur renabl, a viz da viz, eus ar pladennoù hag ar strolladoù nevez dizoloet (Franz Ferdinand, The Libertines hag all). Evit pep miz ivez : ar sifroù pouezusañ (pe ar re souezhusañ). Un nebeud arzourien a ra ivez renta-kont o bloavezh (REM, Kings of Leon, The Hives…) hag a gomz diwar-benn ar sonerezh pe ar politikerezh (dilennadeg George Bush). Kaoz a zo ivez eus ar gouelioù bras (Glastonbury) hag eus ar marc’had sonerezh nevez digoret  dre ar genrouedad. Setu ur prof a-zoare evit ar re a zo sot gant ar sonerezh rock.

 

Da vezañ prenet er stalioù kazetennoù etrebroadel, pe dre : www.nme.com

 

 

 

 

 

 

 

 

Bistro Ribl dehou e Naoned

 

 

Ribl dehou, emezit-c’hwi ? E Naoned, war ribl dehou ar stêr Erzh emañ ar preti (daoust d'ar stêr bezañ kuzhet dindan Bali an 50 gouestlad), se zo kaoz eo bet badezet e-giz-se… Met gortozit, pred ar vrezhonegerien a vez graet eno (bep Gwener da 12e30) ha n’eo ket dre zegouezh ! Preti nevez Marc hag Isabelle Donas zo ul lec’h plijus-kenañ. Tomm ha simpl eo ar c’hinklañ. Ouzh ar mogerioù e vez diskouezet oberennoù a vremañ gant arzourien bedet pe tresadennoù bugale… An degemer a zo eus ar c’hentañ, hag ar boued zo lipous da vat. Ar penn-keginer a zo leun a ijin : kinnig a ra bemdez ur meuz fardet diwar besked hag unan diwar gig, diouzh ar marc’had. Boemus eo, dreist-holl peogwir ez eo donezonet evit fardañ hiliennoù a bep seurt. Traoù all a c’heller tañva : meskajoù krouet evit pep sin eus an Arouezkelc'h, asiedadoù brav evit an digor-kalon. Sonerien a vez pedet, ha chom a c’heller betek 4 eur noz o selaou sonerezh elektro, bossa-nova, pe jazz… Ouzhpenn-se e vez fardet kig-ha-farz evit ar strolladoù diouzh ar goulenn !

 

Bistro Ribl dehou (Rive droite), 5 straed Santeuil e Naoned, 02 40 71 97 32