|
|
|
|
|
|
|
Lun 5 a viz Kerzu,
niv. 78 Pellgargit ar pennadoù e stumm Word Petra oa keleier Bremaik
warlene? Klikit amañ! |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Prosez
Saddam Husain |
|
|
N'eus
bet nemet tri devezh prosez abaoe ma oa bet kroget, d'an Ar
prosez a zo aozet e Baghdad, en "tachennad c'hlas", e kreiz
kêr, evezhiet a-dost-kenañ gant
servijoù surentez ar Stad. Manifestet o deus Irakiz e
Bagdad, lod evit souten Saddam Husain, ha lod all evit ma vefe kastizet
d'ar marv gant al Lez-varn meur kastizañ. |
|
|
|
|
|
|
|
Logod
taget gant piz o genoù kemmet |
|
|
CSIRO :
Commonwealth Scientific and Industrial Research
Organisation. Evit
goût hiroc’h : http://www.infogm.org/breve.php3?id_breve=432 http://www.inra.fr/Internet/Hebergement/OPIE-Insectes/epingle.htm |
|
|
|
|
|
|
|
Beilhadegoù
Kontet Breizh D'an
|
|
|
Evit
ar c'hentañ abadenn, ez eus 22 gumun a gemer perzh er
bloaz-mañ. Savet he deus Kevrenn Lennegezh hag Esteurel dre
gomz Skol-Uhel Ar Vro ur garta evit aozerien ar beilhadegoù
kontet-se. Ar pal zo brudañ an doare-se d'en em gavout
asambles, ha lakaet eo bet sklaer ganto ne oa ket pal an
abadennoù dastum arc'hant : ober e seizh
gwellañ evit ma vefe an aozadur ar marc'hadmatañ
ar gwellañ zo unan eus ar menegoù
pennañ er garta-se. Evit
gouzout hiroc'h :
02 97 68 31 10 (SUAV). http://www.institutcultureldebretagne.com/IMG/Page_accueil_1/2005/06-Novembre/page_conte.html |
|
|
|
|
|
|
|
Gwellañ
400m dieub Europa gant Laure Manaudou |
|
|
Disul
eo he deus graet Laure Manaudou he gwellañ amzer evit ar 400
metr dieub. Ar gwellañ amzer europat zo aet ganti (gant
4'00"20). Gant an Ukrainadez Yana Klochkova e oa bet graet ar
gwellañ amzer europat er 400 metrad dieub e 2002 (gant
4'01"26) a-raok Laure Manaudou. Kampionadoù Europa neuial en
ur poull bihan a vo aozet e Trst/Trieste, en Italia, etre an 8 hag an Evit
gouzout hiroc'h : http://chalon-natation.com/Saison%202006/France25m/res_06925.html |
|
|
|
|
|
|
|
Factotum |
|
|
Senario
ha seveniñ : Bent Hamer Labourioù
dorn dister a vez graet gant Hank Chinaski (Matt Dillon)
da c’hounit e damm bara. N’eo ket gwall entanet
gant ar micheriouigoù-se e gwirionez ha ne bad ket pell
a-raok bezañ skarzhet forzh penaos. Ne ra van
dezhañ. Kaout peadra da lonkañ
banneoù, da verc’heta ha da skrivañ
danevelloù a fell da
Hank kaout, tra ken. Azasaet
eo Factotum diwar ul levr gant Charles Bukowski
levezonet gant e vuhez dezhañ. Ouzhpenn kontañ
hentad kamm-digamm ur skrivagner poazh gant ar boeson a ra ar
film-mañ. Ul labour arzel eus ar re vravañ zo bet
kaset da benn evit diskouez mistr buhez tud war an diskar.
C’hoari soutil Matt Dillon a zegas kalz d’an
aergelc’h-se. Dispar eo an aktor-se evit gwiskañ
tudenn Chinaski, hag holl elfennoù all ar film (ar sonerezh
peurgetket) zo bet dibabet ken mat evit ma vefe cheuc’h an
abadenn daoust da bep tra. |
|
|
|
|
|
|
|
Gouel
Kernours 2005 : sonerezh,
preder ha chase ar sonerien ! |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Podadoù
bihan giz India |
|
|
25 cl
dienn flour klok, 30 cl laezh, Flastrit
an alamandez, ouzhpennit al laezh, an hanter eus an dienn, ar
spegoù safron hag ar c’hlosennoù
kardamom digor, bet paket en ur sil evit an te. Lakait da
virviñ. Laoskit da soubañ e-pad 10 mn. Tennit ar
sac’had kardamom. Ouzhpennit an takennadoù dourenn
alamandez c'hwerv. Meskit
mat ar melenoù-vi hag ar sukr. Diskennit ar vervadenn
alamandez warno ha laoskit da yenaat. Ouzhpennit
ar peurrest eus an dienn. Un
nebeud greunennoù kardamom a lakaoc’h e
foñs ar podoù. Leugnit an ¾ eus pep
hini anezho. Lakait da boazhañ 45 mn er forn (bain
–marie) da |
|
|
|