|
|
|
|
|
|
|
Lun 30 a viz Du, niv.263 Pellgargit
ar pennadoù e stumm Word Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun, Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ ! Evit
distreiñ d'ar bajenn degemer |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Bugaled Breizh: Studi nevez goulennet |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
"Priz
Pinocchio" evit Bollore, Total, hag EDF |
|
|
Evit ar pezh a sell ouzh
gwirioù Mab-Den eo Bolloré a zo bet kavet ar spontusañ, evit aozioù-labour
implijidi hentad ar Palmez e Kameroun, a zo "tost ouzh ar sklavelezh".
Evit al lodenn "Endro" eo gant Total ez a ar maout, evit ar raktres
ramzel "Kashagan" er C'hazakhstan. Posupl e vije ober anv ivez eus
an ezteurel eoul-maen diouzh traezh en Alberta, un oberenn eus ar re
saotrusañ. Goude Total e teu Areva, BNP Paribas hag ar Société Générale. Er
rann a denn d’ar "greenwashing", ar pezh a dalvez reiñ
ur skeudenn c'hlas pa n'eo ket glas an doare d'ober, eo EDF eo aet ar priz
ganti. Dispignet he defe 10 milion a euroioù evit he luskad bruderezh "Changer
d'énergie ensemble", padal ne lakfe nemet 8,9 milion en hentennoù
evit an energiezhioù glas. Da lâret eo e tispign muioc'h evit embann ar pezh
a ra eget evit ober. Posupl e vije bet ivez ober
anv eus Obama, en deus embannet ez aio da Gopenhagen, padal ne chomo nemet an
devezh kentañ hag o kinnig palioù dister, a-raok nijal betek Oslo evit
degemer priz Nobel ar Peoc'h padal en deus divizet kas 13000 soudard ouzhpenn
en Afghanistan... M.M. |
|
|
|
|
|
|
|
Gouel Rouzig
evit lidañ ar 100vet niverenn d'an 13 a viz Kerzu |
|
|
Un diskouezadeg vras a vo
aozet a-benn lakaat war-wel holl niverennoù Rouzig bet embannet. Treserien a
sino o levrioù: Anne Salaun, Christophe Babonneau, Gwenole Le Dors, Gwen
Delalande, Helen Nehr. E bed ar
c'helaouennoù brezhonek evit ar vugale eo bet Rouzig unan eus ar re o
deus padet ar pellañ. Gant un eil koulzad brudañ "Nabar" emañ Keit
Vimp Bev ouzhpenn. Tu zo bepred da c'hourc'hemenn an nanarzh konter (ha
brezhoneger!). Evit gouzout hiroc'h :
http://keit-vimp-bev.info/
"Ene Breizh" zo
titl an nozvezh barzhoniezh a vo kinniget fenoz, e Naoned. Mignoned Vasse hag
Ajañs Sevenadur Breizh o deus pedet ar barzh Yann-Bêr Piriou. Skrivet en deus
er bloavezhioù 70 an dastumadenn "Défense de cracher par terre et de
parler breton". Gantañ e vo lennet barzhonegoù an dastumadenn-mañ, hag
ivez gant skolidi skolaj Rutigliano ha skolaj Diwan al Liger-Atlantel. Un
droidigezh e galleg a vo kinniget ivez. An darvoud brezhonek-mañ a vo aozet e
sal Vasse, 18 straed Colbert da 8e30 noz. Frank e vo ar mont e-barzh. Erbediñ
a reer mirout plasoù d’ar 02.51.84.16.07 pe d’ar
chomlec’h-mañ: acbml@free.fr Ajañs Sevenadurel Breizhek Liger-Atlantel Morvan Lebesque,
Pgz : 02 51 84 16 07. Postel : acbml@free.fr
|
|
|
|
|
|
|
|
Kevezadenn
a-rampo 0-0 etre Bro-Skos ha Bro-Saoz |
|
|
Gwisket gant knickerbockers
gwenn, krezioù glas-du ha loeroù gwenn ha glas, an holl c'hoarierien skosat a
zileurie kleub nemetañ ar Queen's Park FC. Evel-just, ar Saozon a zouge
o gwisk gwenn hengounel, kaeraet war-bouez kasketennoù. Da ampartiz teknikel
Skosiz e respontas startijenn gendalc'hus ar skipailh saoz. Petra bennak m'en
defe Robert Leckie, niverenn 7 skipailh Bro-Skos, kaset ar vell war laez ar
seizenn a rae evit barrenn, e-pad an ehanoù-c'hoari, ne voe pal ebet, na gant
an treid na gant an daouarn. En desped d'ar skor gwerc'h, e voe
dedennus-kenañ ar c'hoariadenn ken ma tiskouezas kadoniezhoù an daou skipailh
bezañ gwall bell an eil diouzh egile, Skosiz oc'h ober gant un 2-2-6 hag ar
Saozon gant un 1-1-8. Ha c'hwitellet e voe dibenn ar c'hrogad gant an tredeog
Willy Keay hep den gloazet ebet, dre chañs dre ma ne oa eilc'hoarier ebet. Kement-se a c'hoarvezas 137
vloaz zo, d'an 30 a viz Du 1872, da-geñver kentañ krogad ofisiel mell-droad
en istor ar sport-mañ. D'ur mare ma vije bet ur vezh plantañ unan e-barzh
gant an dorn. Met gwir eo ne veze ket anv eus Kib ar Bed c'hoazh... Yannig Boulard |
|
|
|
|
|
|
|
|
The Twilight Saga : New Moon (Twilight chapitre 2 – Tentation) |
|
|
Stadoù-Unanet Amerika - 2009 Seveniñ : Chris Weitz
E miz Genver hon doa bet
tro d'ober anaoudegezh gant Bella hag Edward, harozed romantoù Stephenie
Meyer, er sinema. Ar film kentañ (sevenet gant Catherine Hardwicke), kentoc'h
plijus, a oa splann ennañ an doare tenn m'eo an darempredoù etre krennarded.
En eil film avat, n'eo ket tapet kenkoulz ar santadoù-mañ. Pounner eo ar
c'homzoù ha dipitus c'hoari an aktored. Heñvel-tre eo ouzh red al levr ha
koulskoude, e seblant hir spontus ar film. Goullo eo, evel m'eo tudenn Bella,
a-benn ar fin. Ma vefe fentus c'hoazh, met n'eo ket, war bouez al lodennig en
Italia marteze... G.L. |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Alan Silvestri distroet eus an amzer dazont, war 2 CD |
|
|
Evit gouzout hiroc'h: www.intrada.com |
|
|
|
|
|
|
|
1añ a viz Kerzu : devezh stourm
etrebroadel a-enep ar Sida |
|
|
Evit gouzout hiroc'h: www.sidaction.org
Goude ur
bloavezh ehan en deus embannet Pol Brezhoneg Skol an Emsav un deiziataer
hollvrezhonek adarre evit 2010. Adkavet
e vo ar stumm klasel a blije d’an dud. 17cm uhelder ha
9cm ledander, gant ar skrid a-led. Dindan ur golo plastik du ha gwenn e
vo kavet an deiziataer, pevar liv penn-da-benn, hag en e gichen ur c’harnedig
all hag a c’hallo bezañ miret a vloaz da vloaz, ennañ roll kumunioù
Breizh. Ur benveg talvoudus evit
ober gant ar brezhoneg bemdez! Kas ur chekenn 12€
da: Skol an Emsav, 25 straed
Pierre Martin, 35000 Roazhon. Evit gouzout hiroc'h: 02 99
38 75 83 pe sae.bzh@wanadoo.fr Lennit Bremañ
Kerzu 2009!
An teuliad zo gouestlet er
miz-mañ da Ziwan. 150000€ e rank ar skolioù kavout ouzhpenn a-benn
klozañ budjed ar bloavezh 2009-2010. Ur sammad hag a roio tro d'ar skolioù
brezhonek dre soubidigezh da emarc'hantañ kresk ar rouedad, gant lec'hiadoù
nevez. Kendalc'het e vo er miz-mañ
gant div bajennad ispisial, bet soñjet a-ratozh evit ar re zo o teskiñ
brezhoneg: "Lennomp!". M’ho pez plijadurig o lenn Bremaik,
plijadur ho po o lenn Bremañ, sur! Evit broudañ he lennerien
da goumanantiñ e kinnig Bremañ un distaol dreist-ordinal betek ar 1añ
a viz C'hwevrer 2010: 45€ evit ar c'houmanant-bloaz e-lec'h 50€!
Ur follenn-goumanantiñ a c'heller kavout war lec'hienn www.breman.org Bep miz, abaoe 1980, e
kinnig ar gelaouenn Bremañ pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn
Breizh hag ar bed, kinniget brav, e doare ur magazin. Embannet gant Skol an Emsav (4,5€ an tamm) E gwerzh er stalioù-levrioù a ginnig danvez
Breizh, pe dre goumanant. Evit gouzout hiroc'h : www.breman.org |
|
|
|