Lun 7 a viz Kerzu, niv.264
Sizhun 50 - 2009

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun,
kasit ho chomlec'h da:
bremaik@free.fr

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ !

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

sizhun a-raok


 

 

 

 

 

 

 

 

Bolivia:

Evo Morales addilennet

 

 

Dec'h e vouezhie tud Bolivia evit dilenn prezidant ar Republik. War ar renk e oa adarre Evo Morales, ar c’hentañ henvroad e penn ar Stad abaoe m'eo dizalc'h ar vro. 50 vloaz eo, sindikalour, ha bet eo kutuilher koka. Kaset en deus Evo Morales war-raok abaoe 2005 ur politikerezh sokialour (broadelaet gantañ greanterezh ar gaz da skouer) ha skoazell d'an henvroidi. N'eo ket bet embannet c'hoazh an disoc'hoù ofisiel, hervez sontadegoù graet dirak ar burevioù votiñ avat, e ouezer e vefe aet etre 61% ha 63% eus ar votoù gant ar prezidant eus ar boblad Aymara. E enebour pennañ, Manfred Reyes Villa, e penn ar gostezenn zehou, bet soudard ha gouarnour proviñs Cochabamba, en defe dastumet-eñ etre 19% ha 21% eus mouezhioù ar Volivianed. D'an trede plas e vefe Samuel Doria Medina, eus an tuad kreiz-ha-dehou hag unan eus tud pinvidikañ Bolivia, gant 9% pe 10%. Kemmet e oa bet Bonreizh Stad Bolivia gant Evo Morales evit gellout mont war ar renk un eil gwech diouzhtu goude e amzeriad kentañ e penn ar vro.

 

 

 

 

 

 

 

 

Krog eo kendalc'h Kopenhagen !

 

 

Dilun eo kroget kendalc'h Kopenhagen diwar-benn an hin. Bras eo ar spi a vez lakaet ennañ, ha bras ivez an aon ned afe ket ar broioù pell a-walc'h en o divizoù evit talañ mat ouzh tommadur an hin. Gant an aozadurioù evit an endro ez eus bet aozet tri devezh stourm a-raok ar c'hendalc'h: unan a oa bet dalc'het d'an 21 a viz Gwengolo, egile d'ar 24/10, hag an hini diwezhañ, disadorn tremenet. En holl ez eus bet bodet milionoù a dud tro-dro d'ur bern abadennoù disheñvel. Pedet e vezomp adarre da aozañ beilhadegoù gant gouleier koar, disadorn 12 (www.avaaz.org).

Dimerc'her tremenet, p'edo an dilennidi o tivizout diwar-benn savboent Frañs e Kopenhagen, eo deuet Greenpeace a-benn d'ober div oberenn er Bodad Broadel: ur giton o deus staget war an doenn, ha deuet int tre e-barzh sal an divizoù evit klask stagañ unan all. Ul levezon a zo bet memes tra gant an holl oberoù-mañ war an dibabourien, dre m'en deus embannet Barack Obama, da skouer, e kemerfe perzh e divizoù an devezh diwezhañ, d'an 18/12 (ha n'eo ket chom an devezh kentañ hepken evel m’en doa embannet da gentañ). Bremañ n'eus ken met gortoz ha gwelet daoust ha kreñv a-walc'h e vo an dibaboù.

M.M.

 

 

 

 

 

 

 

 

"Gwerz Nedeleg" e Plougerne

 

 

D'ar Sadorn 19 ha d'ar Sul 20 a viz Kerzu e vo kinniget un abadenn divyezhek (galleg ha brezhoneg) ispisial en Iliz Plougerne, gouestlet da ouel brasañ ar relijion gristen (ha katolik), Nedeleg. Awenet eo gant avieloù Sant Lukaz ha Sant Vazhev ha kalvarioù Breizh. Taolennet eo bet aze en un doare bev ar pezh a c'heller kavout er feiz kristen diwar-benn ginivelezh Jezuz Krist. Ouzhpenn ar prantadoù c'hoariva aozet gant Strollad ar Vro Bagan, e vo tu da glevet ivez kantikoù breizhat ha kembreat gant lazoù-kanañ KDM (renet gant François Jollé) hag Allah’s Kanañ, ha Christophe Martin. Sonerezh gant Schütz, Monteverdi, Bach ha re all a vo, koulz ha sonerezh nevez savet gant Mikael Skouarneg ha René Abjean, c'hoariet gant Pierre Jollé ouzh an ograou. Ur staliadur gouleier zo bet krouet ivez, o c'hoari gant gwerlivet an iliz hag al lein livet evel un oabl noz, leun a stered.

 

Iliz Plougerne (a vo tommet). D'ar Sadorn 19 a viz Kerzu da 8e30 noz.

D'ar Sul 20 a viz Kerzu da 4e30 g.k. Padelezh: 1e30.

10€ evit an dud deuet (8€ evit plasoù rakprenet e Ti an Douristed).

5€ evit ar vugale etre 12 ha 18 vloaz. Digoust evit ar re n'int ket 12 vloaz c'hoazh.

Evit gouzout hiroc'h:

Ti an Douristed: 02 98 04 70 93. Strollad ar Vro Bagan: 02 98 04 50 06

 

 

 

 

 

 

 

 

Mell-droad (R1): derby Roazhon-An Oriant (1-0)

 

 

Disadorn da noz e oa Roazhoniz Stad Roazhon hag ar Pennoù-Merluz tal-ouzh-tal e stad hent an Oriant. Poan o devez paotred Gourcuff da ren ar jeu pa zeuont war tachenn Roazhon. En taol-mañ eo bet ar memes tra adarre. Gwelet int bet o chom bout hag o kilañ dirak nerzh ar re ruz-ha-du e-kerzh hanterenn gentañ ar c'hrogad. Profitet o deus Roazhoniz, adalek ar penn-kentañ, gant ur pal lakaet gant Sow. Digarezioù merkañ o deus bet dre zegadoù zoken goude-se, darn anezho c'hwitet gant Gyan ha Sow daoust da labour aketus hag efedus Marveaux evit kas ar vell war-du kaoued ar Pennoù-Merluz. En eil hanterenn o doa adkavet paotred Gourcuff o anaoudegezh ha klasket aozañ ur c'hoari suroc'h ha tagusoc'h. Ne oa ket a-walc'h evit adtapout an taol, siwazh evito. En 83vet munutenn e oa Marveaux war var da c'hounit un eil poent evit Stad Roazhon gant un tenn-digoll, aet da skeiñ ouzh ar varrenn. Gwelet o deus mat ar sellerien e oa bet graet strivoù bras gant ar Roazhonad (goude eizh mizvezh ehan goude bezañ bet gloazet) ha stlaket o deus o daouarn outañ.

 

 

 

 

 

 

 

 

 

A Christmas Carol (Le Drôle de Noël de Scrooge)

 

 

Stadoù-Unanet – 2009

Senario ha seveniñ : Robert Zemeckis

Diwar oberenn Charles Dickens

Evit ar vugale adalek 10 vloaz

 

Gouestlet en deus Ebenezer Scrooge (Jim Carrey) e vuhez d’an daspugn arc’hant. Pinvidik-mor eo deuet da vezañ gant red ar bloavezhioù, ken pinvidik ha pizh, kalet, dengasaour... Met da neizheur Nedeleg eo bizitet Scrooge gant tasmant e geneil aet da Anaon seizh vloaz zo. N’eo nemet deroù un nozvezh trubuilh.

 

Filmoù-bevaat dre dapout fiñvadennoù gwir aktored (motion capture pe performance capture a lavarer) eo en deus troet Robert Zemeckis er bloavezhioù diwezhañ: The Polar Express (2004) ha Beowulf (2007). Netra dic’hortoz eta ez afe bremañ gant luskad ar filmoù teirmentek evit azasaat un istor milanavezet hag a zere da ouelioù fin ar bloaz. Graet mat-tre eo ar film, brav-kenañ da welet hag evit ur wech e talvez ar boan (hag ar priz dreist-holl) mont d’e welet en e stumm teirmentek. Splann eo ez eo en em soñjet ar sevenour evit tennañ ar brasañ gounid eus an deknologiezh nevez-se. Betek re a-wechoù, nebeutoc’h a nijadennoù hag a huchadennoù a vije bet tu d’ober, met ne glemmor ket.

 

Meriadeg Vallerie

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Un tamm sonerezh dindan ar wezenn Nedeleg

 

 

Gant Nedeleg o tostaat e weler, evel bep bloaz, kalzik koufrigoù sonerezh a c'haller profañ.

Evel-just e vez enoret ar re aet diwar wel er bloaz-mañ: ur c'houfrig 27 CD gant Bashung a ginniger deomp, hag unan ivez da enoriñ Michael Jackson, ma kaver peder fladenn hag un DVD ennañ.

Adembannet eo bet ivez Sounds of the Universe, pladenn nevesañ Depeche Mode, ha puilh eo danvez eo ar c'houfrig: 3 CD, 1 DVD, ur skritell, badjoù hag all.

Da c'hortoz ar film Tron nevesaet e c'hallo neb a gar splujañ en oberenn Daft Punk: ur c'houfrig ennañ 2 CD ha 2 DVD a gaver ivez. Pe c'hoazh The Catalogue, ma kaver oberenn glok Kraftwerk (skeudenn).

Ma'z oc'h troet kentoc'h gant ar rock'n'roll ho po peadra gant Where The Action Is! Los Angeles Nuggets 1965-1968, en holl peder fladenn hag en holl ouzhpenn 100 kanaouenn da selaou.

Ha ma fell deoc'h splujañ en oberenn unan eus strolladoù brudetañ ar bloavezhioù tremenet tapit koufrig holl oberenn Radiohead, en holl 7 CD ennañ.

Ha perak ket profañ un tiked da vont da selaou ur sonadeg? Bez e vo da skouer The XX e Naoned e miz C'hwevrer 2010, ha The Prodigy eno ivez e miz Ebrel.

 

R.M.

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Difazier an Drouizig: ur stumm nevez da bellgargañ

 

 

Lidañ a ra ar gevredigezh An Drouizig he femp bloaz er miz-mañ. Ur strollad tud a-youl vat zo bodet er gevredigezh-se, hag a labour evit treiñ e brezhoneg meziantoù a bep seurt, ha da gentañ-penn re a servij war ar pemdez d'ur bern tud, en o labour pe er gêr (OpenOffice.org, Mozilla Firefox, Mozilla Thunderbird, GIMP, FileZilla, WinRAR, Scribus, eMule, AbiWord...). Ouzhpenn treiñ ar meziantoù ur wech a reont: heuliañ an holl nevezinti a glaskont ober, dre ma vez nevesaet ingal ar meziantoù-se. Krouet e oa bet ganto ivez ur c'hlavier a-ratozh evit ar brezhoneg (hag a ginnig ivez traoù aes evit ar galleg), anvet "C'HWERTY". A-benn lidañ ar pempvet deiz-ha-bloaz, eo bet kinniget d'ar vrezhonegerien ur stumm nevez eus An Drouizig Difazier, er stumm 2010. Klotañ a raio gant binvioù Microsoft Office 2010. Gwellaet eo bet ivez ar stumm 2007, a glot gant sistemoù koshoc'h eget Vista (evit Windows). Klotañ a ra ivez gant OpenOffice, ur benveg labour burev war urzhiataer evel Microsoft Office, digoust ha frank avat.

Gellout a reer pellgargañ an Difazier digoust war lec'hienn ar gevredigezh.

 

Evit gouzout hiroc'h:

http://www.drouizig.org

 

 

 

Deiziataer 2010, brezhoneg-tout!

 

Goude ur bloavezh ehan en deus adembannet Pol Brezhoneg Skol an Emsav un deiziataer hollvrezhonek adarre evit 2010.

Adkavet e vo ar stumm klasel a blije d’an dud. 17cm uhelder ha 9cm ledander, gant ar skrid a-led. Dindan ur golo plastik du ha gwenn e vo kavet an deiziataer, pevar liv penn-da-benn, hag en e gichen ur c’harnedig all hag a c’hallo bezañ miret a vloaz da vloaz, ennañ roll kumunioù Breizh.

Ur benveg talvoudus evit ober gant ar brezhoneg bemdez!

 

Kas ur chekenn 12€ da:

Skol an Emsav, 25 straed Pierre Martin, 35000 Roazhon.

Evit gouzout hiroc'h: 02 99 38 75 83 pe sae.bzh@wanadoo.fr

 

 

 

Lennit Bremañ Kerzu 2009!

 

Emgavioù etrerannvroel ar yezhoù hag ar sevenadurioù, statud ar Post, ognon roz Rosko, identelezh Frañs, studiañ brezhoneg dre ar SUED... Kaoz zo eus an holl draoù-se hag eus traoù all c'hoazh e-barzh niverenn Bremañ miz Kerzu 2009.

An teuliad zo gouestlet er miz-mañ da Ziwan. 150000€ e rank ar skolioù kavout ouzhpenn a-benn klozañ budjed ar bloavezh 2009-2010. Ur sammad hag a roio tro d'ar skolioù brezhonek dre soubidigezh da emarc'hantañ kresk ar rouedad, gant lec'hiadoù nevez.

Kendalc'het e vo er miz-mañ gant div bajennad ispisial, bet soñjet a-ratozh evit ar re zo o teskiñ brezhoneg: "Lennomp!". M’ho pez plijadurig o lenn Bremaik, plijadur ho po o lenn Bremañ, sur!

Evit broudañ he lennerien da goumanantiñ e kinnig Bremañ un distaol dreistordinal betek ar 1añ a viz C'hwevrer 2010: 45€ evit ar c'houmanant-bloaz e-lec'h 50€! Ur follenn-goumanantiñ a c'heller kavout war lec'hienn www.breman.org

Bep miz, abaoe 1980, e kinnig ar gelaouenn Bremañ pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav, e doare ur magazin.

 

Embannet gant Skol an Emsav (4,5€ an tamm)

E gwerzh er stalioù-levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant.

Evit gouzout hiroc'h : www.breman.org