Lun 23 a viz Du, niv.262
Sizhun 48 - 2009

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun,
kasit ho chomlec'h da:
bremaik@free.fr

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ !

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

sizhun a-raok


 

 

 

 

 

 

 

 

Sina:

104 labourer marvet en ur vengleuz

 

 

A-benn disadorn ha disul e vo aozet 20vet Gouel al Levrioù e Breizh, e Karaez, gant ar gevredigezh Egin. Abaoe ur pemp bloaz bennak e tegemer ar gouel un 10000 gweladenner bennak. Ouzhpenn bezañ emgav embannerien ha skrivagnerien Breizh, ez eo deuet ivez da vezañ emgav an embannerien, skrivagnerien ha lennerien, a ra gant ar brezhoneg. Ingal e vez kavet enno traoù nevez embannet, ha skrivagnerien prest da zediañ o oberennoù d'ar re deuet betek ar Gouel da welet anezho. Kinniget e vo da skouer gant Kuzul ar Brezhoneg, a vod meur a di embann a ra gant ar brezhoneg (An Alarc'h, Hor Yezh, Al Lanv, Al Liamm, Mouladurioù Hor Yezh...),  meur a abadenn dedi. D'ar Sadorn gant Malo Bouëssel du Bourg (Gouloù Salomon), Yann Gerven (Cheeseburger ha yod silet), David ar Gall (Hent Arkadius), Herve Gouedard (Liñvadenn Kastellaodren, priz Langleiz 2009). Ha d'ar Sul gant Daniel Kernalegenn (Kernalegenn, ur familh 1426-2008), Youenn Kervalan & X. Zubizarreta (Dremmoù Arrasate), Yann Meur & Stefan Moal (Soner), Yann Talbot (An Treuzstummadur), Mich Beyer (Teñvalijenn), Yann-Fulub Dupuy (Ar roc'h/Le roc). Tu a vo ivez da gavout rummadoù nevez levrioù Prizioù ar Yaouankiz hag ar Vugale embannet gant Keit Vimp Bev, ha leun a draoù all!

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Douaroù laeret

 

 

E kendalc'h diwezhañ an FAO (Bodad Etrebroadel evit ar Boued) ez eo bet lakaet ar gaoz war an douaroù a vez laeret digant al labourerien-douar bihan er broioù paour. Ne oa ket sañset ar gaoz sevel war an danvez-mañ, met lod eus ar c'hevredigezhioù etrebroadel, GRAIN ha Via Campesina en o zouez, o deus stourmet evit rediañ an dibabourien da glevet an danvez.

Unan eus kudennoù pennañ ekonomiezh ar boued eo honnezh. Kemeret e vez an douaroù digant al labourerien-douar gant an embregerezhioù bras, ha rediet e vez neuze ar re a zo bet skarzhet er-maez eus o douaroù da gavout ul labour gopret dister ha da vont betek kêr. Ouzhpenn 80 milion a zevezhioù-arat, an hanter anezho en Afrika, a vije bet tennet digant al labourerien-douar bihan. Hervez ar c'hevredigezhioù o stourm eo mirout an douaroù unan eus an doareoù nemete da herzel ouzh an naon da ziorren.

 

M.M.

 

Express : stourm Greenpeace a-enep d'an digoadañ

www.greenpeace.fr/

 

 

 

 

 

 

 

 

Strollad ar Vro Bagan: "Divroa"

E Kastell-Paol ha Plouzeniel

 

 

Oberenn nevez Strollad ar Vro Bagan a denn d'an divroañ, gwelet eus Breizh. En 19vet kantved betek kreiz an 20vet e kuita leun a Vretoned o bro: n'eus ket labour a-walc'h. Mengleuzioù Trelaze (Añjev), Pariz, an Dordogn, Kebek, kornôg Kanada, New-York, Arc'hantina... N'o deus ket kavet bep tro an eürusted e oant o klask siwazh. Goude an eil brezel bed, e tistro lod en o bro, da vare o leve... Mare ar brezel en deus gwelet ivez Spagnoled pe Italianed o tegouezhout e Breizh. E fin an 20vet hag e e penn-kentañ an 21vet kantved e weler ivez labourerien eus Mali, Afrikaned hag Aziiz o klask gounit o zamm bara, e Breizh, en Europa, kevandir ar re binvidik. Familhoù Tchetchened, Euskariz, a weler ivez o tegouezhout evit klask repu.

 

Kastell-Paol: Sadorn 28 a viz Du da 8e30 ha Sul 29 da 3e g.k.

Plouzeniel: Sadorn 5 a viz Kerzu da 8e30, Sul 6 da 3e g.k.

Evit gouzout hiroc'h : http://pagesperso-orange.fr/avb/

 

 

 

 

 

 

 

 

Kib Frañs: Naoned flastret gant Konk-Kerne 3-0

 

 

Dec'h e c'hoarie skipailh Konk-Kerne (CFA2) war tachenn Keramperu, ouzh FC Naoned (R2) evit Kib Frañs. Tonetaerien Konk-Kerne o deus paket ar Ganaried gant startijenn hag entan en derby breizhat-mañ. Ar c'hentañ pal a oa bet lakaet gant Christophe Nicolas d'an 32vet munut, o profitañ eus ur vell adlammet war Shereni en dachenn-warez. An eil pal, d'ar 63vet munut en deus diskouezet e oa aozet gwelloc'h Konk-Kerneviz, pe da nebeutañ mennetoc'h eget Naonediz, gant un dec'hadenn diouzh an tu dehou gant Saline, en deus gellet kas ar vell da C'hourmelon e-kreiz an dachenn evit plantañ anezhi e kaoued Alonzo. Tomm-berv e oa an aergelc'h er stad: suporterien Konk-Kerne a wele o skipailh karetañ o terc'hel penn d'ur skipailh zo tri rummad uheloc'h! Dizurzhiet Kanaried Gernot Rohr. Ne zeuont ket a-benn da herzel an Donetaerien. D'ar 90vet e plante Labat un trede mell e kaoued-pal Naonediz, dibaseet. Astennet eo bet ar c'hrogad eus un nebeud munutennoù. N'eus bet cheñchet netra avat. P'eo bet c'hwitellet fin ar match e tarzhas levenez Konk-Kerneviz oc'h aloubiñ tachenn Keramperu!

 

 

 

 

 

 

 

 

 

2012

 

 

Stadoù-Unanet – 2009

Senario ha seveniñ : Roland Emmerich

 

E 2009 e oa bet merzet ar sinoù kentañ. Kroget eo an heol da gas skinoù a c’hoari war danvez don hor planedenn. Ha kement-se ne ra nemet mont war washaat, dizale e teuio pluskenn an Douar da vezañ distabil. E 2012 e vo ar rezveulzi veur, dibenn ar bed evel m’eo bet anavezet ganeomp. N’eus nemet pennoù-bras ar bed a oar eus an darvoud-se... ha Jackson Curtis (John Cusack).

 

Arbennikaet war filmoù diskar ar bed a-bezh eo Roland Emmerich: Independence Day (1996), Godzilla (1998) ha The Day After Tomorrow (2004). Hemañ diwezhañ a oa kentoc’h ur souezhadenn vat en un heuliad filmoù dister o senario. Siwazh n’eo ket kadarnaet ar souezhadenn-se gant 2012. Un istor didalvez eo e gwirionez daoust ma vije bet peadra da vurutellaat hor c’hevredigezh. Met blev! Ne chom nemet ur c’hatalog efedoù arbennik graet mat-tre, ar pezh a c’hell bezañ dudius atav, met arabat gortoz muioc’h.

 

Meriadeg Vallerie

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Un dekvloaziad oc'h echuiñ, lodenn 2:

trouz ha sonerezh elektronek

 

 

Er sizhun dremenet e lavaremp penaos e oa deuet strolladoù evel Sonic Youth da vezañ anavezet gant ar brasañ niver a dud. Ha just a-walc'h, ma'z eus bet un dachenn bet difroastet da vat en dek vloaz tremenet eo hini an trouz. Tra ma oa bodet My Bloody Valentine en-dro ez eus deuet war wel strolladoù trouzus a vil vern. Trawalc'h menegiñ Amerikaned A Place to Bury Strangers, Liars ha re HEALTH pe c'hoazh an daouad breizhveuriat Fuck Buttons: gwall ledan eo tachenn ar sonerezh trouzus, met berzh a ra! E Japan ivez, gant arzourien evel Merzbow a zo kroget da sevel sonerezh trouzus dre urzhiataer abaoe ar bloavezh 2000.

Pa gomzer eus urzhiataerioù e voe ivez an dek vloaz tremenet re ar sonerezh elektronek. A-boan divodet New Order ez eo anat o deus laosket o roud e bed ar sonerezh amplaet: o meskaj sonerezh elektronek-sonerezh pop a zo bet implijet hag adimplijet. Kendalc'het o deus ivez strolladoù evel Depeche Mode, Soulwax, MGMT pe Primal Scream da ziskouez pegen ledan e c'halle bezañ implij ar mekanikoù elektronek pa vez c'hoant da grouiñ sonerezh. M'eo aet da netra ar seurtoù sonerezh elektronek kentañ evel ar big beat, pe ar sonerezh jungle e klever bremañ kalz sonerezh elektronek bihanañ pe arnodiñ (Kanada, Alamagn, Rouantelezh Unanet) ha sonerezh da zañsal ma vesker pep tra hag ar peurrest (2 Many Djs).

 

R.M.

100 pladenn wellañ an dek vloaz tremenet gant kazetennerien NME:

www.nme.com/

 

Salud deoc'h Louis-Paul!

Anavezet he deus Breizh kalzik a zeiziadoù teñval a-hed hec'h istor, siwazh. N'haller ket renkañ an 18 a viz Du 1900 er rumm-se, na tost, peogwir e klot an deiz-se gant hini ganedigezh Louis-Paul Némo, e Brest. Kalz anavezetoc'h dre e anv-pluenn, Roparz Hemon.

Petra bennak ma ne oa ket brezhonegerien e dud e ouestlas e vuhez a-bezh d'ar brezhoneg. Troet war ar yezhoù, skolveurieg war ar saozneg e oa, e vez sellet outañ evel ouzh tad Skol Walarn, diouzh anv ar gelaouenn vrezhonek a renas adalek 1925 betek 1944. Un toullad a skrivagnerien yaouank – Abeozen, Youenn Drezen, Maodez Glanndour, Yeun ar Gow, Kenan Kongar, Langleiz, Meavenn, Jakez Riou en o zouesk – en em vodas en-dro dezhañ, da bal dezho reiñ da lennegezh Breizh un anaoudegezh etrebroadel. Krouet kerkent hag echu an eil brezel bed, ar gelaouenn Al Liamm-Tír na nÓg a vo unan eus hêred eeun Gwalarn.

Skrivañ a reas un nebeud levrioù –Alanig an tri roue, Ho kervel a rin en noz, h.a.– e brezhoneg eeun, oc'h ober gant gerioù (war-bouez 1000 anezhe hepken !) aes da gompren evit an dud a grog da lenn e brezhoneg.

Harluet e Bro-Iwerzhon, e varvas e Dulenn e 1978 hep bezañ distroet da Vreizh, rebechet dezhañ bezañ kemeret perzh er skingomz Roazon-Breiz hag er Framm Keltiek e-pad ar brezel, evitañ da vezañ bet didamallet e-kerzh e brosez koulskoude.

 

Yannig Boulard

 

Embannet gant Aber nevez zo, an arnodskrid 'A-youl ar gwent' skrivet gant Pierrette Kermoal a ginnig deoc’h pourmen e bed barzhonegoù Roparz Hemon.

 

 

 

 

 

 

 

 

Klaskerien ha Treizherien Soñjoù : doare nevez

 

 

Palioù Klaskerien ha Treizherien Soñjoù, ur c'honkour kinniget gant Kuzul-departamant Penn-ar-Bed, zo simpl. Lakaat tud zo o teskiñ brezhoneg (skolidi, skolajidi, liseidi pe tud deuet) gant tud a gaoze ar yezh a-vihanik. Kement-se a-benn gwareziñ ha talvoudekaat glad ar yezh komzet, en un aesaat an eskemmoù etre deskidi ha tud o deus bepred bevet gant ar brezhoneg. Ul liamm sokial etre rummadoù oad a vez krouet neuze gant ar yezh, deuet da vezañ ur benveg evit "diskoachañ" perzhioù an dud, kozh pe yaouank, dianav pe ankouaet ganto a-wechoù.

Evit ar wech kentañ e vo digoret kenstrivadeg Klaskerien ha Treizherien Soñjoù d'an holl. Tu a vo da aozadurioù evel tiez-retred, kleuboù tud war o leve, levraouegoù, kevredigezhioù a bep seurt, kemer perzh ha kinnig raktresoù. Evit kinnig ar c'honkour, e vo aozet gant Kuzul-departamant Penn-ar-Bed emvodoù kelaouiñ e meur a lec'h. Tu a zo ivez deoc'h mont e darempred war-eeun gant ar genurzhierez, Pauline Kerksaven.

 

Evit gouzout hiroc'h: pauline.kerscaven@cg29.fr

Emvodoù kelaouiñ a vo aozet:

E Kemper d'ar Meurzh 24 a viz Du, da 7e30 noz e Ti ar Vro Kemper
E Montroulez, d'ar Yaou 26 a viz Du, da 8e30 noz, e ti ar gengevredigezh KLT

 

Deiziataer 2010, brezhoneg-tout!

 

Goude ur bloavezh ehan en deus Pol Brezhoneg Skol an Emsav embannet un deiziataer hollvrezhonek adarre evit 2010.

Adkavet e vo ar stumm klasel a blije d’an dud. 17cm uhelder ha 9cm ledander, gant ar skrid a-led. En ur golo plastik du ha gwenn e vo kavet an deiziataer, pevar liv penn-da-benn, hag en e gichen ur c’harnedig all hag a c’hallo bezañ miret a vloaz da vloaz, ennañ roll kumunioù Breizh .

Ur benveg talvoudus evit ober gant ar brezhoneg bemdez!

 

Kasit ur chekenn 12€ da:

Skol an Emsav, 25 straed Pierre Martin, 35000 Roazhon.

Evit gouzout hiroc'h: 02 99 38 75 83 pe sae.bzh@wanadoo.fr

 

 

Lennit Bremañ Here 2009!

 

Stad an traoù en Afghanistan da heul an dilennadegoù, cheñchamant liv gouarnamant Japan goude 50 vloaz, stourm al laezh, lid 2009 Kolier an Erminig, ar strollad Gimol Dru Band... Kaoz zo eus an holl draoù-se hag eus traoù all c'hoazh e-barzh niverenn Bremañ Here 2009.

An teuliad zo gouestlet er miz-mañ d'an distro-skol. Un emgav eo bep bloaz evit gwelet penaos e ya an traoù er c'helenn brezhonek. P'eo seder a-walc'h renerezh Diwan gant daou lec'hiad nevez krouet er bloaz-mañ, eo splann evit tud Div Yezh ez eus lec'hioù zo e Breizh lec'h ma n'eus youl ebet evit kas war-raok an hentad. Nec'het-kenañ eo ivez renerien Dihun, a gav dezho ne vez ket prientet tamm ebet an dazont gant an Deskadurezh Katolik. 

Bep miz, abaoe 1980, e kinnig ar gelaouenn Bremañ pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav, e doare ur magazin.

 

Embannet gant Skol an Emsav (4,5€ an tamm)

E gwerzh er stalioù-levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant.

Evit gouzout hiroc'h: www.breman.org