Lun 26 a viz Du, niv.169
Sizhun 48 - 2007

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Evit resev kemennadenn Bremaik bep Lun,
kasit ho chomlec'h postel da:
bremaik@free.fr

Petra oa keleier Bremaik warlene? Klikit amañ!
Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

 

sizhun a-raok

 

 

 

 

 

 

 

 

Rusia:

harzet enebourien Vladimir Poutine

 

 

A-benn ur sizhun eo sañset Rusia aozañ dilennadegoù ar gannaded. E-kerzh an deizioù diwezhañ ez eus bet harzet aozerien ha perzhidi manifestadegoù a-enep Poutine, prezidant Rusia. Disadorn e oa bet aozet ur gerzhadeg a 150 den a-enep reizhad ar prezidant. E penn ar strollad manifesterien e oa Gary Kasparov, ar c'hoarier echedoù brudet-mat, hag a zo pennaozer an "Talbenn keodedel unvan". Harzet eo bet ha kondaonet da 5 devezh toullbac'h. Dec'h, e Sant-Petersbourg e oa bet 200 den o tibunañ er straedoù. An holl zo bet harzet, hag en o zouez ur bezprezidant kozh, Boris Nemtsov, war ar renk evit dilennadegoù prezidant Rusia e 2008 evit "Unvaniezh nerzhioù an tuad dehou". Lodenn vrasañ an dud harzet zo bet lezet da vont, hervez ar mediaoù etrebroadel. Tro 500 den o deus dibunet da c'houde, pep a jenoflenn ganto evit diskouez e oant bodet en un doare peoc'hus.

Disklêriet en doa dimerc'her Vladimir Poutine, e penn listenn "Rusia unvan" evit dilennadegoù ar gannaded, e oa e enebourien "aourgon" o c'hedal war-lerc'h arc'hant eus an estren-vro.

 

 

 

 

 

 

 

 

Tommadur an hin:

ar pezh a vez kuzhet gant gouarnamantoù zo

 

 

Bep 6 vloaz e vez savet un danevell diwar-benn tommadur an hin gant ur strollad skiantourien etrevroadel anvet GIEC. Hervez an aozadur WWF ez eus bet kuzhet titouroù zo ouzh an danevell ziwezhañ gant ar gouarnamantoù, evit bihanaat ar striv o defe d'ober e-keñver an endro.
Teir danevell a zo bet savet gant ar GIEC e gwirionez: unan o prouiñ e oa gwirion tommadur an hin e miz C'hwevrer, unan all o klask diouganiñ ar pezh a zegouezhfe gant an tommadur-mañ e miz Ebrel, hag un trede o kinnig oberoù e miz Mae. Adalek an teir danevell-mañ ez eus bet savet ur sintezenn, gouestlet d'ar re a zo e-penn ar broioù: er sintezenn-mañ e vefe bet kuzhet traoù ha bihanaet re all.
Adalek labourioù ar GIEC ez eus bet savet neuze un danevell all gant an WWF, o kemer an holl roadoù e kont. E-touez ar pezh a c'heller kavout en danevell-mañ ez eus un dra anat: ne c'hellimp ket talañ ouzh kemmoù an hin ma ne krog ar CO2 eztaolet da zigreskiñ nemet adalek 2015.
Gant Greenpeace e oa bet lavaret dija, er mare ma oa bet embannet an danevell, e oa bet kuzhet titouroù zo gant Sina, Rusia, Arabia Saoudad, hag ar Stadoù-Unanet.

 

M.M.

Labourioù an WWF a zo da gaout amañ (e saozneg):
http://assets.panda.org/ (lodenn 1)
http://assets.panda.org/ (lodenn 2)

 

 

 

 

 

 

 

 

Gouel al Levrig: c'hoariva brezhonek e Kawan

 

 

Gant Gouel al Levrig, gouel kenvodad kevredigezhioù sevenadur Breizh Treger ha Goueloù, e vo kinniget un abadenn c'hoariva brezhonek d'ar Gwener 30 a viz Du, e Kawan. Gant Strollad Penn ar Bed e vo c'hoariet Mistero Buffo, savet gant Dario Fo. Diwar ar misterioù c'hoariet gant ar bobl er grennamzer e oa bet savet an destenn gant ar skrivagner italian. Klask a rae an dud d'ar mare-se kaout dudiamant oc'h adkempenn an abadennoù sakr aozet evit diskouez buhez Jezuz Krist pe ur sant bennak... Amañ ne vo ket kontet eured Kana hervez an Aviel, met rentañ-kont unan en doa paket ur pezh-mell tortad e-pad ar friko !

A-raok ar pezh-c'hoari displeget gant Strollad Penn ar Bed, e vo boulc'het an abadenn gant Strollad Kawan.

 

D'ar Gwener 30 a viz Du da 8e30 noz – 6 euro
Evit gouzout hiroc'h:

Kenvodad al Levrig, Ti ar Vro, hent Jean Monnet, 22140 Kawan.

Pgz : 02 96 49 80 55. allevrig@wanadoo.fr. http://www.allevrig.com

 

 

 

 

 

 

 

 

Ar Redadeg: prenit ho kilometradoù !

 

 

Prest eo raktres Ar Redadeg, redadeg vras ar Brezhoneg a vo redet eus Naoned da Garaez. Savet eo bet ar raktres war skouer ar redadegoù a vez aozet bep bloaz en Euskadi evit ar yezh. Loc’hañ a raio hentad ar Redadeg 600 kilometr e Naoned, d’an 30 a viz Ebrel 2008 e-tro Hanternoz!

Evit redek eo simpl, douger ar vazh-test a bae 100 euro evit e gilometrad, bez e c’hell meur a hini evel just kenlodañ evit paeañ ur c'hilometrad d’ur reder dibabet ganto hag a-dreñv giton bras ar Redadeg e c’hell an holl redek kement ha ma karont evit netra war-bouez an T-shirt brav a vo kavet da brenañ a-raok pell !

 

Evit kaout muioc’h a geloù:

http://arredadeg.free.fr/

hag evit paeañ ar c’hilometradoù, mont e darempred gant ar chomlec’h-mañ:

ar-redadeg@orange.fr

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Beowulf (La légende de Beowulf)

 

 

Stadoù-Unanet Amerika - 2007

Seveniñ : Robert Zemeckis

 

Danmark gwechall gozh, e Palez ar Roue Hrothgar eo satanazet sal vras ar gouelioù. Grendel, un euzhvil a zeu da spontañ ha lazhañ tud e-kerzh kement lid a zo. Ha setu Beowulf o trec’hiñ war Grendel hag evurus an holl. Met n’eo ket echu an traoù, pa glask bremañ mamm an euzhvil tagañ ar vro ivez. Beowulf a soñj bezañ kreñv a-walc’h da dalañ ouzh galloudoù an diaoulez...

 

Abaoe ur pennad dija e veze klevet komz eus raktres Robert Zemeckis diwar-benn Beowulf. Evel Polar Express eo ur film graet gant "motion-capture", pe "performance-capture" zoken, evel ma vez lâret bremañ. Ur film bevaat eo neuze, met fiñvoù aktourien a zo bet implijet evel diazez evit labourat ar skeudennoù. Met peseurt disoc’h gant Beowulf? Ar wech-mañ, n’eo ket ur film jentil (heugus) evel egile! Ur film feuls, teñval ha spontus eo! Istor un haroz a zo ivez un den, gant e sioù. Istor ur gevredigezh o cheñch. Dedennus ha soutil eo prederioù zo er film, met fent un tammig gros a zo ivez a-wechoù memestra. E keñver skeudenn, n’eus ket da dortal, labour brav a zo bet graet ha fiñvoù ar c’hamera a zo bamus. Lusket mat eo ar film hag an disoc’h a zo estonus ma teuer a-benn da vont en tu-hont d’ar rakvarnioù a vez peurlieasañ gant ar filmoù bevaat...

G.L.

Kement ha gouzout hiroc’h: www.beowulfmovie.com

 

 

 

 

 

 

 

 

 

The Brit Box :

U.K. Indie, Shoegaze And Brit-Pop Gems Of The Last Millenium

 

 

Bet oc’h o chom e Siberia e-pad an 20 vloaz tremenet? O c’hoañviñ oc’h bet? Tamm tredan ebet er gêr, setu n’ho peus ket heuliet emdroadur ar sonerezh pop a Vro-Saoz? N’eo ket grevus, savet ez eus bet ur pezh koufrig gant Rhino Records (4 fladenn, 78 kanaouenn), ennañ, evel ma tiskouez an titl, peadra da zizoleiñ (pe dizoleiñ en-dro) ar sonerezh bet savet er vro-se.

Gouestlet eo ar bladenn gentañ d’ar bloavezhioù 1984-1990, hag e krog gant unan eus kanaouennoù arouezusañ ar mare: How Soon Is Now?, gant The Smiths. Hag ivez The Jesus and Mary Chain, The Stone Roses pe c’hoazh The Cure. An eil, diazezet war ar bloavezhioù 1990-1993, a zo gouestlet d’ar sonerezh shoegaze: My Bloody Valentine, Ride, Chapterhouse pe Lush, amañ emaint holl. An trede hini, diazezet war daou vloavezh nemetken (94-95) a zo un diverradenn eus ar britpop: Pulp, Blur, Oasis, Suede a c’haller klevout. Ar bladenn ziwezhañ a ginnig ar strolladoù nevesañ evel Placebo, Ash, Cornershop pe Super Furry Animals.

En holl ouzhpenn pemp eurvezh sonerezh, ur c’hinnig brav-tre (evel ul loc’h pellgomz hengounel eus Bro-Saoz) hag ul levrig 80 pajennad. Na brav e vo dindan ar wezenn Nedeleg.

 

R.M.

Embannet gant Rhino Records

Muioc’h a ditouroù, ha peder c ‘hanaouenn da selaou:

www.myspace.com/thebritbox

Evit prenañ :

www.amazon.fr

 

 

Bodad lenn Ti ar Vro  Kemper

 

Setu kroget en-dro bodad lenn Ti ar Vro Kemper abaoe miz Gwengolo. Ur pemzek den bennak a gemer perzh ennañ en un doare reoliek. A bep eil e vez pledet gant skridoù nevez pe goshoc'h. Evit poent o deus gellet al lennerien eskemm ha tabutal diwar-benn Avel Gornôg (Yann Bijer) pe c'hoazh Sizhun ar breur Arturo (Youenn Drezen). Er mizioù da zont e vo lakaet ar gaoz war Blaz an holen pe c'hoazh Ar Gariadez vaen. Raktresoù all a zo ivez: pediñ skrivagnerien a-benn eskemm ganto, lenn testennoù a vouezh uhel, da vezañ skignet goude-se war gwagennoù radio Breizh-Izel, pe c'hoazh aozañ un abadenn lenn testennoù liesseurt e kreiz-kêr Kemper da vare gouel Erwan.

 

Evit gouzout hiroc'h :

Ti ar Vro Kemper, 3 plasenn Familh Gabaï, 29000 Kemper.

Pgz : 02 98 90 70 43. Postel : tiarvro-kemper@wanadoo.fr

www.tiarvro.org

 

 

 

 

 

 

 

 

Breizh hag ar c'helaouennoù: div sinadeg

 

 

Boulc'het ez eus bet gant ur sinadeg war internet da gas da rener Ouest-France, François-Régis Hutin. Ar pal zo diskouez e ra fae ar gelaouenn war lennerien Liger-Atlantel, anvet "Ligeriz" gant ar gelaouenn bemzediek, pa 'z int Bretoned. Ingal e vez lakaet a-gostez keleier peurrest Breizh war pajennoù Ouest-France Liger-Atlantel, ha memes tra evit ar pezh a c'hoarvezh en departamant-se, a vez lakaet rall a wech war embannadurioù ar gelaouenn e pevar departamant all Breizh. Kroget e oa bet gant ar sinadeg-mañ e penn-kentañ miz Du, ha tost da 700 sinadur zo bet dastumet en-linenn evit poent.

Gant ur bodad anvet "Brezhoneg er sizhuniegoù" ez eus bet roet lañs nevez zo d'ur c'houlzad dastum sinadurioù a-benn broudañ sizhuniegoù Treger (Le Trégor, L'Echo de l'Armor et de l'Argoat, Les Presses d'Armor) da lakaat brezhoneg enno. Goulenn a ra ar sinadeg e vefe embannet ur bajennad vrezhonek bep sizhun gant ar c'helaouennoù-se. Kement-se a vroudfe ar c'helaouennoù da stummañ o implijidi war ar brezhoneg pe klask war-lerc'h brezhonegerien evit ober al labour. A gemer perzh er bodad "Brezhoneg er sizhuniegoù": Kenvodad Al Levrig, Kreizenn Sevenadurel Lannuon, Kreizenn Sevenadur Breizh Pempoull, Unvaniezh ar Gelennerien Vrezhonek, Ai'ta... Ar follennoù leuniet zo da gas en-dro d'ar bodad a-benn miz Genver 2008.

 

Evit sinañ ar goulenn ouzh Ouest-France doujañ da identelezh lennerien Liger-Atlantel: www.lapetition.be

 

Klikit amañ evit pellgargañ follenn-sinañ "Brezhoneg er sizhuniegoù"

Laziad sinañ "Brezhoneg er sizhuniegoù", Ti ar Vro hent Jean Monnet, 22140 Kawan

 

 

Dibenn-sizhun studi kerneveureg

Kaset e vo en-dro gant kelennerien eus Kernev-Veur d'an 8 ha 9 a viz Kerzu, e Ti ar Vro Karaez. Ul levr 64 fajenn kerneveurek/brezhonek a vo implijet (5 euro an tamm). Labouret e vo ivez diwar un DVD. E Ti ar Vro Karaez e vo aozet, ar Sadorn etre 9e30 ha 17e30, hag ar Sul etre 9e30 ha 12e30.

Kemer perzh: 20 euro an dibenn-sizhun, kas ur chekenn war anv "Eostiñ Spered ar Yezh/E-SA" da Ronan Tremel, 24 straed Lavanant, 22160 Kallag.

 

Evit gouzout hiroc'h: 02 96 45 94 38. Postel: ronantremel@wanadoo.fr

 

Mell-kein kig moc’h

gant kakao

 

Danvez evit 4 den

4 zamm mell-kein kig moc’h hep askorn – 220 g ognon – 1 ivinenn kignen drailhet – 20 cl bouilhoñs kig-yar – 10 cl eoul – 15 cl gwin gwenn sec’h – 1 loaiad vras a gakao – 60 g alamandez skejennet

 

Dibluskit ha drailhit an ognon. Lakait anezho da velenaat en eoul. Er memes lestr, lakait ar c’hig da livañ, ouzhpennit an ognon, dilindrit gant ar banne gwin gwenn, ha soubit gant ar bouilhoñs kig-yar. Ouzhpennit an ivinenn kignen, ha lezit da vitonañ, war dan bihan, 10 mn. Dizourit ar c’hig, koazhit ar chug, ouzhpennit ar c’hakao. Poazhit 5 mn c’hoazh. Strewit gant an alamandez skejennet a-raok servij.

Mari Lubrano

Deiziataer 2008!

Deuet eo er-maez deiziataer 2008 ha poent bras notenniñ emgavioù ar bloaz a zeu! Gant ur golo plastik glas e liv (warlene ne oa ket bet...), deiziataer 2008, e 4 liv penn-da-benn, a ginnig pep sizhunvezh war div bajenn (stumm "italia"). Kinniget eo pep pajenn en un doare pleustrek-kenañ evit merañ e amzer hag e notennoù personnel. Adkavet e vo, evel-just, un dro-lavar evit pep sizhun, peadra da binvikaat e vrezhoneg hep striv ebet! Ur bern titouroù all a gavot ivez en deiziataer : ar vakañsoù-skol dre dakad, taolenn ar c'hemmadurioù, deiziadur 2009, roll an 200 kevredigezh pe aozadur brasañ o plediñ gant ar brezhoneg pe ar yezhoù bihanniver. Gant e stumm bihan (15x9 sm) e c'hellot e lakaat aes en ho sac'h pe en ho chupenn.

 

E gwerzh 12 euro (mizoù-post profet) dre lizher gant

Skol an Emsav, 25 straed Pierre Martin, 35000 Roazhon.

Pgz : 02 99 38 75 83. sae.bzh@wanadoo.fr
Pe er stalioù a ginnig danvez Breizh.

Gouzout muioc’h hag urzh-prenañ