Lun 4 a viz Kerzu, niv.125
Sizhun 49 - 2006

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Petra oa keleier Bremaik warlene? Klikit amañ!
Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

 

sizhun a-raok

 

 

 

 

 

 

 

 

Budjed 2006 Diwan start da glozañ : galv skoazell

 

 

Er sizhunvezh tremenet o doa disklêriet renerien Diwan e oa start d'ar skolioù brezhonek dre soubidigezh klozañ budjed ar bloavezh 2006. Mankout a rafe 75000 euro c'hoazh gant ar rouedad skolioù kevredigezhel. An abeg eo ez eo kresket ar c'hargoù (kresket eus 12% etre 2004 ha 2006) buanoc'h eget kresk an arc'hant o tont e kefioù ar gevredigezh (war-gresk eus 4,4% etre 2004 ha 2006). E fin miz Here o doa goulennet pennoù Diwan dre lizher d'ar skoazellerien voas kreskiñ o skoaziad ma c'hellent. Ouzhpenn 15000 euro zo bet dastumet e-korf pemzektez. Evit stankañ an toull e vefe ret da 3000 den profañ 25 euro da Ziwan... Ar pezh ne rafe ken nemet 8,5 euro goude disklêriadur ar skoaziad d'an tailhoù.

 

Evit gouzout hiroc'h : www.diwanbreizh.org

Diwan, BP 147, 29411 Landerne Cedex.

 

 

 

 

 

 

 

 

Ar privezioù sec'h

 

 

Muioc'h-mui e vez graet gant ar pezh a anver "privezioù sec'h". Petra eo an dra-se, ha petra a cheñch ? Kentoc'h eget skuilhañ litradoù dour bewech ma'z aer d'ar privezioù, e vez skuilhet ur werennad brenn-heskenn, pe taouarc'h, pe traoù all war c'horre, en ur sailh. Hennezh a vez goullonderet pa vez leun, gallout a ra ober temz mat-tre evit strujusaat al liorzh, pe gallout a ra bezañ skarzhet en ul lec'h bennak war ar maez. Sevel a ra kudennoù evit ar re a zo o chom e kêr : evito n'eo ket ken aes en em zizober diouzh al lastez-mañ, met dibosupl n'eo ket.
Daoust d'ar pezh a c'hellfed soñjal, n'eus flaer ebet gant seurt doare d'ober. En abeg da se e vez implijet muioc'h-mui er gouelioù-meur : kalz efedusoc'h int eget ar re a ra gant dour pe produioù sintez (a vez flaerius-mat alies) evit degemer tud diehan e-pad tri devezh. Setu an abeg : pa vez mesket staot gant dour e vez krouet un drenkenn dre ur reaktadenn gimiek, hag an drenkenn-se an hini eo a ro ar flaer. Koulskoude eo hounnezh ivez un elfenn mat-kenañ evit ober teilh. E-pad an Erer kozh eo bet implijet, evit gouel 10 vloaz Dre Ar Wenojenn ivez, er foarioù bio ivez... Pa vioc'h eno, klaskit 'ta !

M.M.

Evit gouzout hiroc'h : http://fr.wikipedia.org/wiki/Toilettes_s%C3%A8ches

 

 

 

 

 

 

 

 

Ar Vro Bagan tro-dro d’un tour-tan e Landerne

 

 

Ur pezh-c’hoari evit ar vugale etre 4 ha 12 vloaz eo "Spered An Tour Tan" (L’oiseau et le gardien de phare). Kinniget e vo e brezhoneg hag e galleg gant ar gompagnunezh a-vicher Strollad ar Vro Bagan, e Landerne, dimeurzh ha dimerc’her. "Un nozvezhiad gwall-amzer war ar mor bras. Diwaller Tour-Tan eo Eneour. Ul labous, Ifig, a zeu da stekiñ gant herr ouzh letern an tour-tan. Torret ar gwer, lazhet ar gouloù, gwallaozet ar Gardian. Ul lestr gant kalz tud en he bourzh a zo o vont da goll war ar reier. Ret eo lakaat ar gouloù da vont en-dro adarre. Poaniañ a reont o-daou evit kempenn an traoù. Dont a raint a-benn da c'hwezhañ an tan e beg an tour ha saveteiñ ar vartoloded kollet e-kreiz ar gorventenn. Amañ e kavor Ifig al Labous hag Eneour ar Pesketour a oa  bet graet anaoudegezh ganto er pezh-c'hoari : "Al Labous hag ar Pesketour". N'eo ket ouzh al lanv du, ruz, glas, o devo da stourm amañ, met ouzh ar gwall-amzer ha dañjerioù ar mor. Anv a vezo ivez diwar-benn mojennoù ar mor hag an tourioù-tan". Ar c'hinkladur a ziskouezo letern an tour-tan eus an diavaez, diabarzh al letern, ha kambr an diwaller. En-dro dezho ar mor bras hag an oabl war-c'horre.

Hoel Louarn

E sal ar Family e Landerne :

Meurzh 5 a viz Kerzu da 10e30 (e galleg)

Meurzh 5 a viz Kerzu da 2e (e brezhoneg)

Merc’her 6 a viz Kerzu da 2e30 (e galleg)

Mont-tre : etre 4 ha 7 euro

Evit kaout roll an holl abadennoù c'hoariva brezhonek: www.teatr-brezhonek.org

 

 

 

 

 

 

 

 

An derby breizhat gounezet gant Roazhon, Naoned lakaet diaes

 

 

Disadorn e oa ur c'hrogad mell-droad etre Roazhon ha Naoned (2-0), e Stad Hent an Oriant, evit 16vet devezh ar C'hevre 1. An daou skipailh o deus diaesterioù er bloaz-mañ hag ur youl greñv da c'hounit ar c'hrogad-mañ a oa gant paotred Pierre Dréossi, ambrouger Stad Roazhon, ha re Georges Eo, ambrouger ar Ganaried. N'eo ket bet gwall vrav an traoù evit Naonediz, Roazhoniz a glaskas mestroniañ ar c'hoari adalek ar penn-kentañ. D'an 38vet munutenn e lak Melchiot pal kentañ ar re "ruz-ha-du". Graet o deus ar Ganaried o seizh gwellañ goude-se evit tagañ ar muiañ ar gwellañ, met gant an eil pal lakaet gant Cheyrou (79') evit Roazhon e seblante diskaret ar Ganaried.

Roazhon zo bepred e-kreiz taolenn ar C'hevre 1, p'emañ Naoned, goude ar c'hrogad c'hwitet-se, o tiskenn adarre d'ar plas a eil diwezhañ. Daou grogad a vo gant ar Ganaried e Stad ar Beaujoire en devezhioù da zont, a-enep ar Mañs ha Bourdel. Poentoù vo da dapout aze evit chom hep diskenn er C'hevre 2.

 

 

 

 

 

 

 

 

Casino Royale

 

 

Breizh-Veur, Italia, Tchekia, Stadoù-Unanet – 2006

Seveniñ : Martin Campbell

 

O paouez bezañ savet da “doubl mann“ emañ James Bond (Daniel Craig), ur spier yen e galon ha divent e ego. Penn an MI6, M (Juli Dench), zo prederiet un tamm gant doareoù buanek ar paotr, met fiziout a ra ur gefridi ennañ daoust da bep tra. Sorc’hennet gant ar poker eo Ar Sifr (Mads Mikkelsen), bankour aozadurioù sponterezh ha brezel etrebroadel. Ur c’hrogad poker ma vo c’hoariet milionoù a zollaroù emañ oc’h aozañ. Ma c’hoarvezfe dezhañ koll pep tra d’an degouezh-se e vefe aes da servijoù He Meurdez tapout Ar Sifr.

 

Ur barrad aer fresk a c’hwezh e saga James Bond gant ar film-se. Vad a ra ! Gwir eo e oa tremen poent ober un tamm kempenn ennañ ha paouez gant an dreistkresk en doa lakaet ar filmoù diwezhañ da vezañ droch-mik. Echu gant ar bitrakoù pompadel (bitrak-tout eo deuet ar bed-mañ da vezañ ha toull eo klask souezhañ an arvestourien gant seurt traoù bremañ), echu gant an den drouk a fell dezhañ diskar an hollved. Forzh penaos ne glask ket ar senario talvezout dre e steuñvenn bolitikel (n’eo ket dre zegouezh e tistro ar c’hod kuzh “Ellipsis” a-hed an abadenn evel ul leitmotiv) ; ar pouez zo bet lakaet war anien an tudennoù (unan eus palioù ar film zo reiñ da welet penaos eo deuet James Bond da vezañ James Bond). Krisoc’h, feulsoc’h eo ar James Bond-se, duoc’h e spered ivez, met diskornañ a ra e galon dirak hoal Vesper Lynd (Eva Green). N’eo ket peurgendrec’hus (met tost) an istor karantez-se met ne vo ket rebechet un tamm hardizhder d’an aozerien. “James Bond a zistroio” a lenner e fin ar roll klozañ, gortozet e vo gant mall en taol-mañ.

 

Meriadeg Vallerie

 

Kement ha gouzout muioc’h : http://www.casinoroyale.fr/

 

 

 

 

 

 

 

 

Maggie Reeday with Tony Marshall Duo e Kemper

 

 

Disul endervezh e vo tavarn ar C’h-Ceili e Kemper o tegemer arzourien Jazz a-feson gant ar ganerez Maggie Reeday, ar gitarour Tony Marshall hag ar c’hoarier gourrebed Spike Heatley: ur gwir prof Nedeleg evit ar selaouerien!

Maggie Reeday zo doare ur “ganerez-komedianez” gant un ton just hag ur vouezh kreñv, gouest da zousaat pa  vez ret, a blij dezhi kalz c’hoari, war ar prim, gant he c’horf ha gant he mouezh, oc’h implij he holl nerzh, hag a oar ivez chom mut pa vez ret! Barrek-kenañ eo da ganañ “standardoù” an Jazz en ur mod personel-tre, da reiñ dezho ur vuhez nevez, leun a startijenn. Evit The Guardian "eo he doare da esteurel anezho ur wir hoalerezh" ha ganti ez eus un doare dreistordinal da lakaat ar selaouerien ba’r jeu, forzh pelec’h e vefe, kerkent ha kroget an abadenn.

D’he heul e vo Tony Marshall ouzh ar gitar hag e gomper, Spike Heatley, unan eus ar c’hoarierien goshañ ha barrekañ eus Bro-Saoz. Tremen 70 vloaz eo bremañ bremañ, ha divizet en doa tremen ul leve sioul e Breizh o c’hoari Midle Jazz gant e gamaraded, goude bezañ c’hoariet diehan e Soho er bloavezhioù 50 ha 60 gant Tony Carr, Alan Ross pe c’hoazh Tubby Hayes. Dre chañs e oa deuet ar gitarour Martin Taylor betek hon bro da gendrec’hiñ Spike Heahtley da zistreiñ war al leurennoù etrebroadel : plijadur hon devo eta o vont da heul e swing nerzhus ha modern.

H.L.

 

Digoust, d’an 10 a viz Kerzu da 5e, Ceili Pub, Kemper.

 

 

The Long Blondes – To Drive You Home

 

Embannet gant Rough Trade / PIAS

 

Gouzout a reomp a-walc’h penaos ez a en-dro bed ar show business. Bep bloaz memes mod : dav eo d’ar gazetennerien kavout bep sizhun ar strollad nevez a lakao reolennoù ar rock da gemmañ. Setu tamm pe damm ar pezh a zo c’hoarvezet gant The Long Blondes. Amañ, avat, e rankomp teurel ur sell ouzh ar c’hanaouennoù. Dav kaout soñj ivez emañ ar strollad-se o tont eus Sheffield (evel Pulp, da skouer), ur gêr o tont da vezañ kreizig-kreiz ar sonerezh er Rouantelezh Unanet.

Evit a sell ouzh an tonioù, menegomp penn-kentañ ar bladenn (Lust In The Movies), un digoradur a-feson. Kalzig mennozhioù o deus The Long Blondes evit sevel tonioù a zalc’her soñj outo, evel Giddy Stratospheres pe c’hoazh Weekend Without Make-Up. Menegomp ivez ez eo bet livet golo ar bladenn gant kanerez ar strollad.

Ma fell deoc’h gwelout anezho war al leurenn, emgav a-benn digwener e Roazhon e-pad an Transmusicales.

R.M.

Evit gouzout hiroc’h : http://www.thelongblondes.co.uk/

 

 

 

 

 

 

 

 

Dluzh-mor an norzh

 

 

Danvez evit 4 den : 4 favezad dluzh-mor – 1 gokombrezenn - 16 aval-douar vihan – 2 benn chalotez – 20 g fourmaj gwenn (Fjord da skouer) – 50 g amann – 1 sitronenn – 1 loaiad vras eoul olivez – 1 loiad vras gwinêgr gwenn – perisilh - fanouilh-gad – kraksivolez - holen bras – holen – pebr gwenn

 

Raktommit ar forn (180° - therm 6)

Lakait an avaloù-douar war ur gwelead holen bras – goloit gant un tamm paper aluminiom ha lakait er forn 35 mn.

Dibluskit, displuzit ha lakait ar gokombrezenn da zeverañ, gant ul loaiad holen.

Skejennit ar chalotez. Gwalc’hit ha troc’hit al louzoù-kegin (lakait a-gostez un tamm perisilh evit klinkañ ar meuz)

Meskit ar chalotez hag al louzoù-kegin gant ar fourmaj gwenn, an eoul, ar gwinêgr, ar c’hokombrez, ouzhpennit pebr ha holen.

Lakait amann da deuziñ gant ar chug sitron, pebr ha holen. Diskargit ar meskaj-mañ war ar tammoù pesk, goloit gant paper aluminiom ha lakait er forn (10 mn).

 

Servijit war bep asied an avaloù-douar, ar c’hokombrez, hag ar pesk. Diskennit ar banne chug warno, ha klinkit gant tammoù perisilh.

 

Mari Lubrano

 


Ar saezhataer

(23 a viz Du – 21 a viz Kerzu)

 

Er bloavezh 2007 e vo pouezus-tre evidoc’h dispakañ ho personelezh, dre ar garantez ha dre al liammoù gant ar re all. Mat e vo pep tra ma teuit a-benn da embann sklaer ar pezh hoc’h eus c’hoant da gaout hep leuskel a-gostez ar re a zo kar deoc’h. Seul vuioc’h e vo klasket ganeoc’h kavout ur c’hempouez etre emgarantez ha brokusted, difenn hoc’h interestoù ha doujañs ouzh ezhommoù ar re all, seul vuioc’h e c’hoarzho ar vuhez ouzhoc’h.
War-lerc’h ho po c’hoant da sikour ar re all, muioc’h ha startoc’h. Gallout a rafec’h kemer perzh en obererezhioù sokial pe speredel. Dre ma ne blij ket deoc’h bezañ hoc’h-unan penn, emezelit en ur gevredigezh pe en ur strollad a labour war an dachenn denegour. Kalz a zeskamant hag a levenez a c’hellfec’h tennañ diwar an emzalc’h-se.

 

Gwener a vo ganeoc’h. Ma vezit ken hoalus hag e c’hellit bezañ a-wezhioù ne vanko ket karantez deoc’h. Daoust deoc’h gouestlañ hoc’h amzer d’ho micher ha d’ho familh, klaskit kemer un tammig amzer evit ober war ho tro. Hoc’h amourouz-ez a vo laouen ma teuit a-benn da souezhañ anezhi/añ. Diwallit da chom hep goulenn re rak ne vefec’h ket digarezet bep tro. Ar re a zo o-unan a vo sikouret gant Yaou hag Ouran. Met da ziwall a vo ivez : ne weloc’h ket sklaer bepred. A-raok bezañ re entanet e vo mat deoc’h prederiañ un tamm.

Ne vo ket aes pep tra e bed al labour. Trapoù a vo stignet deoc’h. Skoilhoù a bep seurt a vo war ho hent. Diaes e vo lakaat anezho da gouezhañ peogwir e teuint alies eus youl fall enebourien. Dizoloet e vo ganeoc’h ez eus tud a vag gwarizi en ho keñver. Hag ar re-se a glasko stankañ an hent deoc’h. Bezit dispont koulskoude, rak c’hoari a raio ar planedennoù a-du ganeoc’h. Beajiñ ha diorren hoc’h aferioù a c’helloc’h ober. Hag a-feur ma’z aio ar bloavezh war-raok e vo plaenet an traoù tamm pe damm.

 

Katell Leon

 

 

Kit buan da brenañ Deiziataer 2007!Deiziataer hollvrezhonek 2007

 

An deiziataer 2007 zo deuet er-maez ! Kavet e vo er stalioù levrioù breizhek hag e Skol an Emsav, e Roazhon, evel-just. Un doare nevez zo gant deiziataer 2007. Bihanoc'h eo evit mont gwelloc'h er chakodoù hag er seier-dorn. An Deiziataer hollvrezhonek zo ur benveg bepred talvoudus : leun a chomlec'hioù (ouzhpenn 200) hag a ditouroù vo kavet diwar-benn Breizh hag ar brezhoneg, un daolenn kemmadurioù, kodoù-post kumunioù Breizh... 13 euro an tamm.

Skol an Emsav, 25 straed Pierre Martin, 35000 Roazhon:
Pgz: 02 99 38 75 83. sae.bzh@wanadoo.frhttp://perso.wanadoo.fr/skol.an.emsav.