|
|
|
|
|
|
|
Lun 16 a viz Du, niv.261 Pellgargit
ar pennadoù e stumm Word Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun, Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ ! |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Barack Obama en Azia
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Efed-gor a-enep tredan nukleek ? |
|
|
Taer eo an tabut, lod eus
an ekologourien, Jean-Marc Jancovici (skeudenn) en o zouez, a soñj e vo ret ober gant an
energiezh nukleel, hag arguzennoù kreñv a zo gantañ ivez. Da bep hini d'en em
ditouriñ ha d'ober e soñj diwar an dielloù. M.M. Arguzennoù Greenpeace : www.dont-nuke-the-climate.org |
|
|
|
|
|
|
|
"Paroles d'hiver" en
Aodoù-an-Arvor |
|
|
Evit gouzout hiroc'h: |
|
|
|
|
|
|
|
Golf: ur Breizhad e Masters Aostralia |
|
|
Evit gouzout hiroc'h: |
|
|
|
|
|
|
|
|
Away We Go |
|
|
Stadoù-Unanet
– 2009 Seveniñ
: Sam Mendes
Nebeutoc’h eget bloaz goude Revolutionary
Road (2008) e tistro Sam Mendes, ar sevenour deuet da vezañ brudet gant American
Beauty (2000). Dedennet eo gant prederiadennoù e dudennoù atav.
Skañvoc’h eo an ton ar wech-mañ eget en e film diwezhañ avat: heuliañ a
reer gant levenez ur c’houblad gwirheñvel-tre a ya da gejañ ouzh
koubladoù all da gavout skouerioù pe enepskouerioù. Meriadeg Vallerie Miz an teulfilmoù: 10vet!
Evit gouzout hiroc'h: (evit gouzout hiroc'h: 02 96 49 12 06) |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Un dekvloaziad oc'h echuiñ, lodenn 1: folk ha rock |
|
|
Distro
eo, da vat, ar sonerezh folk kling-kling savet e-korn an oaled pe e-kreiz ar
parkeier: Sufjan Stevens, Devandra Banhart, Fleet Foxes ha nouspet arzour
all. Spered hippy Woodstock (40 vloaz lidet er bloaz-mañ) sur a-walc'h. Anv a
vez graet ivez eus distro ar rock'n'roll hag eus hini ar sonerezh post-punk:
listennad ebet pe dost hep The White Stripes, Yeah Yeah Yeahs, The
Libertines, The Strokes, Interpol pe Franz Ferdinand. Adimplij ar pezh a zo
bet implijet a zo unan eus pennaennoù ar sevenadur pop, a-benn nebeut distro
ar sonerezh grunge, gwelout a rit. Heñvel evit a sell ouzh ar sonerezh soul:
Back to Black gant Amy Winehouse, evel pa vije bet enrollet e 1964. Er
bloavezhioù tremenet e oa deuet war wel ivez ar sonerezh indie/arnodiñ a
glevr bremañ forzh pelec'h: Radiohead, Sonic Youth, The Flaming Lips, TV on
the Radio (skeudenn), Beck, Arcade Fire ha Wilco a zo deuet a-benn da vezañ
anavezet e diavaez bedig ar rummadoù sonerezh-se. Un dra vat eo? Pep hini a
raio e soñj... R.M. Muioc'h a listennadoù : |
|
|
|
|
|
|
|
"L'Ecole Buissonnière" e Landunvez |
|
|
Erruet skuizh gant ar vuhez
strilhus a veze gouzañvet gante e Toloza e tivizas an div vaouez –Clôde
hag Anne-Marie o anv-bihan– gwerzhañ o zi-debriñ ha cheñch penn d'ar
vag kement hag aveliñ o fenn. Douget gant an avel vervent e tibabjont mont da
Landunvez (e-kichen Porspoder) m'edo mignoned dezhe o chom dija. Broudet ha skoazellet gant
buhezour ar c'horn-bro ez ejont e darempred gant parrez Landunvez a oa ur
raktres divoutin ganti: sevel ur preti e-barzh skol bublik kozh ar gêriadenn.
Ar pezh a voe graet en ur zoujañ d'al lec'h, bec'h ha c'hwez ar skolidi gozh
ennañ bepred. Diskaret ar speurenn a zispartie an div sal-skol e voe miret
aozadur an daou bezh, an eil uheloc'h eget egile abalamour d'ur bazenn.
Kinklet ar mogerioù gant dafar kelenn a veze graet ganto gwechall-gozh e
c'halloc'h adwelout ho taolennoù-lieskementiñ (pegen torr-penn hini ar sifr 7!)
ha klask kaout soñj eus frondoù kemmesket al liv mouk hag ar c'h Kit da zebriñ er preti-mañ,
ken fromus e ginkladur ha tomm-bev taol-mouezh kreisteizat e ostizezed. Ha n'ankounac'hait
ket dreist-holl: seizh gwech seizh a ra nav ha daou-ugent... a gredan. Yannig Boulard Evit gouzout hiroc'h: 02 98 89 55 42 Kavout e hent e Yaouank... e
brezhoneg!
Digoust eo. Roet e vo deoc’h gant izili ar
gevredigezh ouzh stand ar brezhoneg d’ar Sadorn E-kerzh emgavioù all Skeudenn Bro Roazhon e
c'hellor kavout ar pegsun ivez, pe c'hoazh en ur dremen e ti Pol brezhoneg
Skol An Emsav, e-kichen Ti-gar Roazhon. Bruderezh evit hor yezh hag evit broudañ ar re all d'he deskiñ !
Evit gouzout hiroc'h:
Goude ur bloavezh ehan en deus Pol
Brezhoneg Skol an Emsav embannet un deiziataer hollvrezhonek adarre evit
2010. Adkavet e vo ar stumm klasel a
blije d’an dud. 17cm uhelder ha 9cm ledander, gant ar skrid a-led.
En ur golo plastik du ha gwenn e vo kavet an deiziataer, pevar liv
penn-da-benn, hag en e gichen ur c’harnedig all hag a
c’hallo bezañ miret a vloaz da vloaz, ennañ roll kumunioù Breizh. Ur benveg talvoudus evit ober gant ar brezhoneg
bemdez! Kasit ur chekenn 12€ da: Skol an Emsav, 25 straed Pierre Martin, 35000
Roazhon. Evit gouzout hiroc'h: 02 99 38 75 83 pe
sae.bzh@wanadoo.fr Lennit Bremañ Du 2009!
An teuliad zo gouestlet er miz-mañ da adframmañ ar
strollegezhioù. Ouzhpenn kinnigoù ar gouarnamant graet nevez zo, eo aet
maered Naoned ha Roazhon da aozañ ur c'hollok evit startaat al liammoù etre
div gêr-benn Breizh. Ha nevez er miz-mañ, div bajennad bet soñjet a-ratozh
evit ar re a grog da lenn brezhoneg: Lennomp! M’ho pez plijadurig o
lenn Bremaik, plijadur ho po o lenn Bremañ, sur! Bep miz, abaoe 1980, e kinnig ar gelaouenn Bremañ
pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav,
e doare ur magazin. Embannet
gant Skol an Emsav (4,5€ an tamm) E
gwerzh er stalioù-levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant. |
|
|
|