Lun 20 a viz Du, niv.123
Sizhun 47 - 2006

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Petra oa keleier Bremaik warlene? Klikit amañ!
Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

 

sizhun a-raok

 

 

 

 

 

 

 

 

Ouzhpenn 5000 den e 8vet fest-noz Yaouank

 

 

Berzh bras en deus graet adarre gouel Yaouank, aozet evit an 8vet gwech gant Skeudenn Bro Roazhon, kevread ar c'hevredigezhioù sevenadurel breizhek eus Bro Roazhon. Disadorn e oa deuet neuze ouzhpenn 500 den da zañsal, da selaou, de gejañ hag ober anaoudegezh, evit ar wech kentañ evit lod, gant sonerezh ha sevenadur Breizh. Liesseurt e oa roll an arzourien, gant Nolwenn Korbell evit boulc'hañ an nozvezh, Kendirvi, Bagad Cap Caval, Plantec, Hicks (sk. a-zehou), karavanennig ar Baragouineurs pe krouidigezh Herve Le Lu (sk. a-gleiz), paeron abadenn ar bloaz-mañ... Ouzhpenn ar gouel, eo Yaouank ivez un diagrez evit izili kevredigezhioù Skeudenn Bro Roazhon d'en em gavout asambles ha dre al labour a-youl vat (staliañ, degemer, ober war ar dro ar boued, distaliañ...), sikour da aozañ fest-noz brasañ ar vro. Un digarez dispar eo ivez evit kinnig eo bev mat sevenadur Breizh ha dreist-holl he yezh d'an dud a zeu d'ar gouel. Standoù a oa aze evit kinnig d'an arvesterien oberoù kevredigezhioù ar vro, en o zouez strollad nevez-krouet Ai'ta Bro Roazhon, o deus gwerzhet leun a dicheurtoù orañjez-flamm !

 

 

 

 

 

 

 

 

An dilennadegoù hag an endro

 

 

Ur c'hementad bras a baper a vo bevezet e-pad an dilennadegoù o tont : 42 milion a c'holoioù-lizher devezh ar vouezhiadeg, ha 270 milion evit kas ar folennoù-emginnig da diez an dud ! Embannet ez eus bet gant modiernva an diabarzh e vefe implijet paper a eil implij evito. War an dachenn-mañ ez eus bet doujet ouzh ar pezh a oa bet goulennet gant Greenpeace, Festival an Avel, hag Alliance pour la planète.
Met an dra-mañ na gemer e kont nemet ul lodenn eus ar paper implijet evit an dilennadegoù : hini ar paper pourvezet gant ar Stad. Ar folennoù-emginnig, da skouer, a vo savet gant pep strollad a ginnig un den. Redioù a zo a-berzh ar Stad evit ma vefe restaolet prizioù seurt mouladurioù, ha lod ouzh ar redioù-mañ a denn ouzh an endro. Da lâret eo emañ ar galloud gant ar Stad da rediañ ar strolladoù politikel d'ober gant paper adaozet evit ma vefe restaolet o arc'hant dezho. Siwazh, n'eo ket bet ken strizh ganto : 50% a baper adaozet a rank mont da sevel ar paper implijet (keidenn ar pezh az a dija da sevel ar paper), hag o tont eus forzh peseurt tiriad, zoken ar re a droc'h koad hep plantañ gwez en-dro... Labour a zo c'hoazh !

 

M.M.

 

 

 

 

 

 

 

 

C’hoarzhin gant istor ur repuad deus Afrika

 

 

Ar gontadenn "Un fou noir au pays des blancs" a vo kinniget gant ar gompagnunezh "La Charge du Rhinocéros" e C’hoariva ar Champ du Roy e Gwengamp diriaou, e-doug ar gouel Paroles d’Hiver.

Sed aze istor miliadoù a dud divroet a gemer hent hir ar goulenn repuidi politikel. Pie Tshibanda, skrivagner ha psikologour anveet deus Kongo, en deus kuitaet e vro e 1995 en abeg d’ar brezel gouennel, hag erruet en ur gêriadennig e Belgia. Buan e teu da vezañ emskiantek deus diheñvelded ar sevenadur nevez. Kompren a ra, adalek m’en deus tremenet harzoù Belgia, ne vo ket mui an den speredel priziet a oa a-raok. Bremañ eo un "estren". Pie Tshibanda a gont e istor gant kalz denelezh ha fent : ar sellerien, du pe gwenn, o do tro da c’hoarzhin n’ur welet o skeudenn e melezour an arzour.

Hoel Louarn

 

"Un fou noir au pays des blancs ", C’hoariva ar Champ du Roy, d’ar Yaou 23 a viz Du da 8e30, etre 5 ha 12 euro, evit an holl adalek 10 vloaz.

Evit gouzout hiroc’h war an abadenn-mañ hag ar gouel Paroles d’Hiver (40 kêr en Aodoù-an-Arvor gant arzourien deus pep lec’h er bed) :  www.oddc22.com.

 

 

 

 

 

 

 

 

Masters tennis Shanghai  gant Roger Federer

 

 

Gant ar Suis Roger Federer eo bet gounezet tournamant "Masters" tennis Shanghai dec'h. Un eurvezh-hanter hepken en deus bet ezhomm da gaout evit bezañ trec'h war an Amerikan James Blake (6-0, 6-3, 6-4). An 29vet krogad gounezet gant ar Suis a 25 vloaz e oa. N'en deus ket an Amerikan gellet ober kalz tra, ar volotenn hag an dachenn a oa renet penn-da-benn gant Federer. Er bloaz-mañ n'eus bet nemet daou zen evit dont a-benn da baouez Federer : ar Spagnol Rafael Nadal hag ar Skosad Andy Murray. Dastumet en deus en deus an tennisman Suis 92 krogad gounezet ha daouzek priz, tri Chelem Bras en o zouez. War dachenn an arc'hant ivez e ya mat-tre an traoù evit ar c'hoarier yaouank, rak setu eñ ar c'hentañ tennisman o c'hounid ouzhpenn 8 milion dollar en ur bloavezh...

 

 

 

 

 

 

 

 

Flags of Our Fathers (Mémoires de nos pères)

 

 

Stadoù-Unanet - 2006

Seveniñ : Clint Eastwood

 

Goude marv e dad John “Doc” Bradley,  e sav James Bradley ul levr diwar-benn paotred Iwo Jima. Ennañ e kont emgann ar soudarded amerikan ha japanat war enezenn Iwo Jima. Ur skeudenn vrudet spontus a voe tapet du-hont, 6 paotr o sevel banniel ar Stadoù-Unanet war menez Suribachi. Tri diouto a chomo bev hag a vo implijet gant an arme (en deus ezhomm arc’hant bras) evit brudañ ar brezel ha reiñ spi en-dro d’ar bobl. Met re bounner eo ar samm lakaet warno, poan o deus d’en em santout harozed p’eo marvet o mignoned war enezenn Iwo Jima...

 

Distro eo Clint Eastwood gant ur film kaer. N’eo ket hepken ur film brezel (zoken m’eo mat-tre an tammoù war an enezenn, doare Saving Private Ryan un tamm, produet eo ar film gant ur Spielberg bennak) met ivez ur film preder war ar brezel ha war ar gevredigezh. An dudenn fromusañ a zo an Indian Ira Hayes, a vo klañv ha gwall stroñset gant e “labour” nevez. Brav-tre ar skeudennoù, gouzañvus ar flashoù hag an dud o huchal pa welont an “harozed”...

N’eus mann da rebech d’ar film, neuze n’eus nemet gortoz Letters from Iwo Jima d’ober - memes istor gwelet ar wech-mañ eus tu Japaniz - hag a vo er sinema ar bloaz a-zeu.

G.L.

Kement ha gouzout hiroc’h : http://wwws.warnerbros.fr/flagsofourfathers/

 

 

 

 

 

 

 

 

Les Rockeurs ont du cœur - Naoned - Olympic - 15 a viz Kerzu

 

 

C’hoant ho peus tremen un nozvezh plijus ha sikour bugale ne resevont netra da Nedeleg war un dro ? Emgav en Olympic e Naoned neuze, a-benn ar 15 a viz Kerzu. Eh ya ! 18 vloaz goude he c’hrouidigezh, e kendalc’h c’hoazh an abadenn Les Rockeurs ont du cœur.

Abaoe 2004 o deus bet c‘hoant an aozerien distreiñ da ziazezoù ar gouel sonerezh-se, hag abaoe ar bloavezh-se  ez eo diazezet programm an nozvezh war al levr anvet "La fabuleuse histoire du rock nantais". Setu ma vo tu deoc’h klevout sonerien bet brudet e kêr Naoned abaoe tost 30 vloaz. En o zouez : sonerien EV, Les Piétons, Les Jambons, Le Cri du cru pe c’hoazh Dominique A (skeudenn). Penaos mont e-barzh ? Evel boaz, deoc’h da gas ur c’hoari a dalvoudegezh 10 euro da nebeutañ, ha setu !

R.M.

Muioc’h a ditouroù : www.lesrockeurs.com

 

 

Kejadenn gant Nedim Gürsel, skrivagner Turk

 

Bep sizhun e kinnig al levrdi Dialogues e Brest, divizoù a-bep seurt gant skrivagnerien liesdoare.

Digwener da 6e noz ho po tro da gendivizout gant Nedim Gürsel, ganet e Turkia e 1951, rener-enklasker er CNRS ha kelenner e Skol-Veur La Sorbonne.

E skridoù zo bet awenet gant e harluadennoù hag e lieswriziennoù en dezerzh, er stepenn, e Istanbul, hag e Pariz. Ur gêr a zo evitañ hini an droug, an harlu, hag an digenvez, met dreist-holl e lec’h ma skriv, e Turkeg, peogwir ec’h embann sklaer "n’eus nemet ur vammvro zo dellezek da vezañ difennet ha karet : ar yezh vamm."

Ar skrivagner zo kroget abred-tre gant kontadennoù embannet e kazetennoù lennegel. Goude e vachelouriezh e Lycée Gall Galatazaray, e Istanbul, en deus kendalc’het gant e studioù e kêrbenn Frañs. E levr kentañ "Un hañvez hir e Istanbul", a gont maread ar mougadur e Turkia etre 1971 ha 1974, hag en deus bet ur priz lennegel meur eno. Embannet en deus dastumadoù istorioù berr, barnskridoù-preder, ur romant "Ar vaouez gentañ", istor un devezh e buhez ul lisead yaouank deus Istanbul, hag e 1990 en deus bet priz ar gontadenn wellañ digant Radio Frañs Etrevroadel. E levrioù zo bet troet e degadoù a yezhoù disheñvel.

An emgav-mañ zo kenaozet gant ar gevredigezhYezhoù ar Bosfor ha liammet gant "Gouel Yezhoù ar bed " a lakao goulou, e miz Even 2007, war yezhoù ha sevenadurioù Turkia.

H.L.

Emgavioù all gant skrivagnerien e ti Dialogues, e Brest (da 6e noz):

Lun 20. Nathalie Couilloud ha Bernard Cadoret evit o levr "Voiles de Bretagne"

Meurzh 21. Louis Elegoet ha Marthe Le Clech evit o levr "La vie des paysans du Léon"

Yaou 23. Jean Bulot evit e levr "Capitaine Tempête : Souvenirs d’un capitaine de remorqueur de haute mer et de sauvetage"

Lun 27. Chantal Desbordes evit he levr "Une femme amiral"

Meurzh 28. Yves Coativy evit e levr "Paul Du Chatellier : collectionneur finistérien (1833-1911)"

Yaou 30. Olivier Delcroix evit e levr "Génération Tintin"

Evit gouzout hiroc’h : www.librairiedialogues.fr

 

 

 

 

 

 

 

 

Kig-yar indez gant sistr ha rezin

 

 

Danvez evit 4 den : 1 c’hig-yar indez (ket re vihan), 50 g amann, 25 g kraoñ diblusket, 1 werennad sistr, 1 werennad dour , 1 diñsad bouilhoñs kig-yer, ur werennad likor kalvados, 50 g dienn fresk, 50 g rezin Smyrna glec’hiet, holen ha pebr

 
Lakait ar c’hig-yar indez larjezet, ar c’hraoñ, ar sistr, an dour (bet tanavet an diñsad bouilhoñs kig-yer ennañ), al likor kalvados hag an dienn-fresk en amann teuzet. Ouzhpennit holen ha pebr.
Lakait da boazhañ war an tan bihan e-pad ½ eur.
Ouzhpennit ar rezin ha poazhit 25 mn c’hoazh.
Tennit ar c’hig-yar indez diouzh ar gokelenn, skarzhit al larjez. Lakait ar c’hig da veleniñ ur c’hardeurvezh er forn (muioc’h ma vez ezhomm), war an tommder 6/7 (200°C).

Goude-se, lakait ar c’hig war ur plad gant ar rezin hag ar c’hraoñ.

Koazhit ar soubilh un tammig ha servijit gant avaloù bet melenet er baelon, da skouer.

Katell Leon

 

 

Soubenn wenn gant meskl

 

Danvez evit 4 den : 1 litrad meskl – 80 g pinochez – 1 penn-ognon tev – 20 cl dienn fresk – 30 cl laezh – 30 cl gwin gwenn – 1 boked louzoù –ur meudad sukr – pebr hag holen

 

Naetait ar meskl. Dibluskit ha diskolpit ar penn-ognon. Lakait ar meskl gant ar banne gwin gwenn, ar penn-ognon, ar boked louzoù, ar pebr. Goloit ha poazhit war dan bras betek ma vo digor ar meskl war(dro 10 mn). Deverit ha tennit krogenn ar meskl. Lakait a-gostez wan dan gorrek, gant ur bannig eus ar chug silet. Goloit.

Diskargit peurrest ar chug en ur gastelodenn. Ouzhpennit ar banne laezh, 20 cl dour, an dienn, hag ur meudad sukr. Meskit ha leskit da boazhañ 15 mn. Lakait ur meudad holen.

Dilostit, gwalc’hit ha diskolpit ar pinochez. Ledvirvit 3 mn e-barzh ar soubenn. Ouzhpennit ar meskl hag ar chug. Servijiit tom.

 

Doare kinnig aliet : A-benn kaout ur banne soubenn goavenoc’h, tanavit 2 melen-vi gant ur banne dienne fresk (10 cl). Meskit gant ur vazer. Arabat eo leuskel da virviñ.

Mari Lubrano

 


Ar Skorpion

(24 a viz Here – 22 a viz Du)

 

Ar pep pouezusañ evit ar re zo bet ganet dindan sin ar Skorpion a vo adkavout fiziañs ha gwellwelusted. Perzhioù o deus manket dezho abaoe bloavezhioù. Gallout a raio ar meskaj planedennoù zo en ho sin (Loar du, Ouran, Yaou ha Ploudon) degas trubuilhoù – ha danvez tarzh – en ho puhez kalon ! Deoc’h-c’hwi e vo da c’hoari neuze. C’hwi e vo mestr-ez ar jeu. Diouzhoc’h ez aio ho tarempredoù war-raok pe get. Ma vezit evezhiek ha fur e teuoc’h a-benn da seveniñ ho c’hoantoù. Ma vezit emgar ho po keuz. Netra logikoc’h ! Diwallit memestra ma vevit gant unan all. Ne vo ket pardonet kalz a dra deoc’h.

Alies e c’hoarvez deoc’h ober van da chom hep merzout tra ebet. Dreist-holl pa vez jeu en ho koublad. E fin ar bloaz aze e vo disheñvel an traoù. Klask a reoc’h kompren da vat petra a zo kaoz ez eus kudennoù etrezoc’h. Komz a reoc’h eus se didro. Diaes pe boanius e c’hello bezañ. Met talvoudus e vo deoc’h an onestiz-se. Stabiloc’h e vo ho koublad goude se. Ma vezit hoc’h-unan e kavo deoc’h n’eo ket ken dreist-se ! Bezit frealzet, rak ar wezh-mañ ho po tro da gejañ gant un den a cheñcho ho puhez en un doare plijus-tre.

Evit a sell ouzh al labour emañ Yaou, mestr ar chañs, ganeoc’h. Dindan e ren e vioc’h furoc’h. Palioù tizhapl a vo lakaet ganeoc’h. Al Loar du a vroudo ac’hanoc’h da beurlipat ho labour.

 

Katell Leon

Ar Skorpion: ar Grug.

 

 

Deiziataer hollvrezhonek 2007

 

An deiziataer 2007 zo deuet er-maez ! Kavet e vo er stalioù levrioù breizhek hag e Skol an Emsav, e Roazhon, evel-just. Un doare nevez zo gant deiziataer 2007. Bihanoc'h eo evit mont gwelloc'h er chakodoù hag er seier-dorn. An Deiziataer hollvrezhonek zo ur benveg bepred talvoudus : leun a chomlec'hioù (ouzhpenn 200) hag a ditouroù vo kavet diwar-benn Breizh hag ar brezhoneg, un daolenn kemmadurioù, kodoù-post kumunioù Breizh... 13 euro an tamm.

Skol an Emsav, 25 straed Pierre Martin, 35000 Roazhon:
Pgz: 02 99 38 75 83. sae.bzh@wanadoo.frhttp://perso.wanadoo.fr/skol.an.emsav.