sizhun47_2005

 

 

 

 

 

 

 

Lun 21 a viz Du, niv. 76
Sizhun 47 - 2005

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Petra oa keleier Bremaik warlene? Klikit amañ!
Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

E koun peñseidi an Hilda

 

 

Lidoù a oa bet aozet disadorn e Dinarzh, Rosko ha Sant-Maloù e koun peñseidi an Hilda, aet d'ar strad kant vloaz zo. Drailhet e oa bet kouc'h ar vag gant reier e-kerzh an nozvezh etre an 18 hag an 19 a viz Du 1905. Ouzhpenn 130 den a oa war an Hilda, kuitaet Southampton ganto evit mont da Sant-Maloù. Un toullad Saozon a oa, met Bretoned dreist-holl, en o zouez 70 "Johni" leonat, bet o werzhañ ognon e Breizh-Veur. Tud familhoù ar beñseidi hag ar c'hwec'h den a oa manet bev zo bet war vag war-lerc'h ar peñse, e-tal porzh Sant-Maloù, evit al lid koun, disadorn. Peñse an Hilda zo c'hoazh e strad Mor Breizh. Adkavet e oa bet troellenn ar vag gant splujerien eus Dinarzh e 1997.

Don e oa bet merket speredoù tud ar vro gant peñse an Hilda. Aet e oa Naig Rozmor da sevel ur pezh-c'hoari, gant skoazell Strollad ar Vro Bagan e koun an Johniged marvet kant vloaz zo pa oant o tistreiñ da Vreizh (Johniged an Hilda, embannet gant Brud Nevez e 2002).

 

 

 

 

 

 

 

 

Nebeutoc’h a broduioù kimiek pistrius

a-benn nebeut en Europa ?

 

 

Abaoe fin 2004 e vez lavaret gant kevredigezhioù bevezerien (ar BEUC), asambles gant aozadurioù a zifenn an endro e-giz ar WWF pe Greenpeace, ez eus gwir bistri eus ur bern produioù kimiek a vez kavet war ar marc’had. Dic’hwezherioù, c’hoarielloù, produioù naetaat, soavon dourek, plastik, dilhad, gwernis ivinoù a vez aotret gant al lezenn hep na vefe gouezet kalz tra diwar o fenn : un nebeud molekulennoù hepken a zo bet amprouet (hag ar re lakaet war ar marc’had a-raok 1981 n’int ket bet tamm ebet), da lâret 400 amprouet diwar 30 000 aotreet ! Ha prouet ez eus bet gant kreizennoù enklask dizalc’h e oa dañjerus ur bern produioù gwerzhet : degas a reont ar c’hrign-bev, lakaat a reont ar vugale da vezañ gaonac’h pa vint tud deuet... Hag ouzhpenn se n’eo ket d’ar broduerien da brouiñ eo yac’h ha dizañjer ar pezh a broduont, met d’ar Stad. Se zo kaoz ez eus bet klasket gant ar c’hevredigezhioù strishaat ha kreñvaat al lezennoù a-benn suraat ar pezh a vez lakaet war ar marc’had gant ar greanterezh kimiek : kinniget ez eus bet ur raktres-lezenn nevez da live Europa diriaou tremenet, e anv REACH.

Petra eo penn-ahel al lezenn nevez-se ? Lakaat sklaer eo d’ar broduerien bremañ eo da brouiñ eo dizañjer o froduioù, a-benn bezañ aotreet o gwerzh, pezh a zo eilpennañ penn-da-benn ar pezh a veze graet betek-henn. Evel-just e kousto gwenneien prouiñ kement-se. Hag abalamour da se e oa bet klasket disteraat ar raktres lezenn a-hed ar bloaz gant ar greanterezh kimiek, hag en o zouez ar greanterezh eus Alamagn, an hini galloudusañ en Europa a-bezh. Daoust da bep tra eo bet asantet ar raktres gant Parlamant Europa diriaou tremenet. Ret e vo da Guzul ar Vinistred kadarnaat anezhañ a-raok fin 2005.

 

A-benn goût hiroc’h :

http://www.lemonde.fr (un teul zo da gaout oc’h ober un “enklask” war al lec’hienn gant ar ger REACH)

 

 

 

 

 

 

 

 

Gouel ar Vugale e Goven

 

 

Er bloaz-mañ e vo aozet Gouel ar Vugale e Goven, e-kichen Roazhon, d'ar Sul 27 a viz Du. Gant Skol Div Yezh Bruz, Div Yezh Bro Roazhon ha Skol Diwan Bro Roazhon eo kinniget ar gouel. E Sal ar C'hannerezed e vo tu da welet adalek 2e15 goude kreisteiz sketchoù brezhonek gant ar strollad Barzhanoff, selaou bugale ar skolioù divyezhek o kanañ, ha dañsal er fest-deiz a vo kaset war-raok gant sonerien ha dañserien Kelc'h Keltiek Roazhon.

 

5 euro evit an dud vras, 2 euro evit ar vugale

 

 

 

 

 

 

 

 

4-1 etre Roazhon ha Tolosa

 

 

Mont a ra kalz gwelloc'h gant skipailh re ruz-ha-du Roazhon. Kiet o doa c'hoarierien an embreger Laszlo Bölöni e penn-kentañ ar bloavezh-mañ er C'hevre 1. Disammet e oant dec'h da noz goude ur c'hrogad 90 munutenn, m'o deus Roazhoniz diskouezet e oant mistri war c'hoarierien Stad Tolosa. Hogen gellet o defe ar Vretoned bezañ aketusoc'h. Lakaet eo bet ar pal roazhonat kentañ gant Gourcuff a-raok fin an hantereurvezh kentañ. Merket eo bet ar re all gant Ouaddou, Frei ha Monterrubio. Embreger Stad Roazhon en deus diskleriet o dije gellet e c'hoarierien mirout ouzh an Tolosad Congré da verkañ ur pal, eizh munutenn a-raok fin ar c'hrogad.

Roazhon zo bremañ 8vet e renkad ar C'hevre 1, gant 23 foent. Krogad ar 16vet devezh evito a vo a-enep Sochaux, d'ar Gwener 25 a viz Du.

 

 

 

 

 

 

 

 

Joyeux Noël

 

 

Belgia, Roumania, Frañs, Alamagn, Breizh-Veur – 2004

Senario ha seveniñ : Christian Carion

 

En hañv 1914 e oa bet digoret ar brezel gant strivoù propaganda pep bro. Setu kaset d’ar fozioù-difenn miliadoù a baotred eus pep broad evit ma lazhfent ar re koachet e penn all an no man’s land. Daoust ma soñj da bep kostezenn e vo gounezet ar brezel ganti dizale e krog ar c’hrogadoù da badout. Da noz Nedeleg e unvano kanaouennoù peoc’h ar Skosiz, an Alamaned hag ar C’hallaoued en un tu bennak eus an talbenn.

Darvoudoù gwir hepken a ya d’ober danvez an istor-mañ. Denelour-kenañ eo Joyeux Noël a ro peadra da vagañ fiziañs en anien mab-den gant gwir abeg neuze. Gwelet a reer pegen toull eo an arguzennoù a vez roet gant ar pennoù-bras da gas an dud vunut da vrezeliñ. Perzh eukumenek ar relijion zo dedennus a-walc’h da skouer. Kerse eo ne vefe ket gwirheñveloc’h c’hoari Guillaume Canet gant e dudenn ofiser memes tra.

 

http://www.joyeuxnoel-lefilm.com/

 

 

 

 

 

 

 

 

Ne vo ket kig-ha-farz evit Samantha

Ar c'hentañ romant ospital

 

 

Samantha, Steven, Izabel, Iwan, Sabrina... Nann, n'emaoc'h ket e klub-aod an Ardeven na war leurenn ar Star Ak' mod Breizh. E-kreiz un istor dre-wall-biv ne lâran ket. Beajiñ a reer dre Vreizh hag Iwerzhon. Evañ a reer bier pe te. Komz a reer brezhoneg a bep korn a Vreizh, hini Gwened alies. Ar baotred a glask o hent, nec'het, en entremar. Ar merc'hed zo oberiantoc'h, kaletoc'h, fraeshoc'h o fersonelezh. Kit da sikour Pêr Beskont, enklasker dre zegouezh, m'ho peus c'hoant lenn romant heverkañ ha plijusañ 2005. N'ho po ket keuz hag ho kwalc'h a c'hoarzh hag a souezh ho po.

Ar skrivagner ? John Graydd, ur C’hembread brezhoneger ampart, dianav a-grenn dre amañ. E romant friko kig-ha-farz a zo eus ar saourusañ. A-benn pegoulz ur pred-ospital all ?

 

225 pajenn - Embannet gant TRES (10 euro an tamm)

 

 

 

 

 

 

 

 

Steredouriezh

Ar grug (23/10 – 22/11)

 

 

Ur sapre startijenn a zo ganeoc’h, tud a zo bet ganet er mare­-mañ eus ar bloaz. Un den a ober oc’h da vat, hag a zo gwelloc’h gantañ/ganti bezañ lakaet war wel. Evit a sell ouzh ar garantez, emaoc’h pell diouzh kliched ar merc’hetaer/baotretaerez. Techet oc’h da voumounañ ar re a zo kar deoc’h… Ha pa vefec’h prest da lazhañ anezho ma ne vezont ket feal ! Un den entanet-kenañ zo ac’hanoc’h. Gouest oc’h da zifenn ho aferioù, ho prud hag ho eürusted. Gouest ivez da empennañ a bep seurt doareoù evit dont a-benn anezhi…

E 2006 e vo ur spered kreskiñ degaset gant Yaou. Berzh a reoc’h e bed al labour ha poent e vo goulenn uhelaat ho kopr… Ur mare mat e vo ivez evit cheñch tachenn labour mard oc’h erru skuizh gant ho labour.

Evit a sell ouzh an aferioù kalon, e tlefe bezañ darempredoù mat gant ho amourouz-ez. Evit lod ac’hanoc’h e c’hellfe un amourouz kozh distreiñ en ho puhez zoken… Hoc’h-unan emaoc’h ? Chañsoù ho pefe d’ober anaoudegezh – a-drugarez Venus – gant un den dereat e miz Genver pe C’hwevrer. Ar bloavezh a zeu a zo tres laouen warnañ kentoc’h.