|
|
|
|
|
|
|
Lun 13 a viz Du,
niv.122 Pellgargit ar pennadoù e stumm Word Petra oa keleier Bremaik
warlene? Klikit amañ! |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Osetia
ar Su : ur referendom evit an dizalc'hidigezh |
|
|
Dec'h
e oa bet aozet ur referendom evit goulenn hag-eñ eo a-du an
60 000 mouezhier eus Osetia ar Su gant dizalc'hidigezh ar vro.
Hervez aozerien ar vouezhiadeg o defe respontet "ya" 90% eus ar
vouezhierien... da lavarout eo ar pezh a oa o c'hortoz Edouard Kokoity,
e penn ar vro abaoe meur a vloaz bremañ. N'eo ket anavezet
Republik Osetia gant Stad Jorjia, na gant Unaniezh Europa pe ar
Stadoù-Unanet. Resev a ra Osetia skoazell digant Rusia
daoust da se. An darempredoù etre Jorjia ha Rusia zo aet war
zisteraat tamm-ha-tamm abaoe ma ziskouez Jorjia bezañ
dedennet bras gant Unaniezh Europa. Disoc'hoù ar referendom
oset zo bet anavezet gant Rusia nemetken, ha ne oa bet kaset enseller
etrebroadel ebet evit gwelet penaos eo tremenet ar vouezhiadeg. |
|
|
|
|
|
|
|
FNE
o vurutellat ar gouarnamant |
|
|
M.M. Evit
gouzout hiroc'h : an
destenn-orin, kinniget gant Europa, da vezañ azasaet evit
Frañs : http://eur-lex.europa.eu/LexUriServ/site/fr/consleg/2004/L/02004L0035-20060501-fr.pdf |
|
|
|
|
|
|
|
Mec'hiko
o parañ war kêr Vrest |
|
|
E-kerzh ar
c’houlzad-mañ e vo aozet ivez un nebeud
prezegennoù, un nozvezh diapoioù, ul lennadenn
eus oberennn Juan Rulfo, ha skignet meur a film. H.L. Ergerzhour : explorateur Evit
gouzout hiroc’h : http://www.mairie-brest.fr
(Kiosque/Ajourd’hui /Le Mexique à Brest) |
|
|
|
|
|
|
|
Rugbi
: flastret ar C'hallaoued gant All Blacks Zeland-Nevez |
|
|
Un
diforc'h poentoù brasoc'h c'hoazh zo bet en
taol-mañ : flastret o deus Zelandiz-Nevez ar C'hallaoued
47-3. E skipailh an All Blacks, Daniel Carter eo an hini en deus
dastumet ar muiañ a boentoù : 17 poent
evitañ e-unan ! Un
eil krogad-arnod a vo c'hoariet etre Frañs ha Zeland-Nevez
d'an 18 pe d'an 19 a viz Du. Er Stade de France. Anvioù
c'hoarierien skipailh ar XV de France a vo anavezet tro ar 15 a viz Du.
Ha dont a raio a-benn paotred Bernard Laporte da wellat o niver a
boentoù a-enep an All Blacks ? |
|
|
|
|
|
|
|
El
Laberinto del Fauno (Le labyrinthe de Pan) |
|
|
Mec’hiko,
Spagn, Stadoù-Unanet – 2006 Senario
ha seveniñ : Guillermo Del Toro Difennet
d’ar re dindan 12 vloaz
Gant
ar film-mañ
eo mesket don ar gwirvoud istorel gant ar marvailhoù, ha
brav-tre eo ar meskaj-se. Barrek eo Guillermo Del Torro da
ijinañ arvestoù a sko ar spered. Chom a raio ivez
war ho
spered Sergi Lopez o wiskañ amañ chupenn ur
faskour
spouronus pell-kenañ eus an tudennoù sichant a
vez fiziet
ennañ atav : ur gwir "Barv glas" e heuzoù
lêr
strakus. Ur film brav, leun a from, spontus ha strobinellus war un dro. Meriadeg
Vallerie |
|
|
|
|
|
|
|
Les
Inrocks 2 – Le guide des 1000 chansons indispensables |
|
|
Er
gelaouenn e kaver ivez a bep seurt listennoù
kanaouennoù liammet ouzh dodennoù
disheñvel : douaroniezh ar
Stadoù-Unanet, ar c’hanaouennoù da
selaou e-barzh ur c’harr, ar re savet gant merc’hed
nemetken hag all. En holl un dibab ledan-tre, memes ma kaver
kinnigoù iskiz a-berzh ur gazetenn a zo sañset
difenn an arzourien nebeut anavezet. Ma
prenit ar gelaouenn ez eus ur riskl memestra : tapout ur
follenn baber, ur c’hreion, teurel ur sell ouzh ho
pladennoù ha kregiñ da sevel…
listennoù. R.M. Er
stalioù kazetennoù – 6,90 euro Basil
Poledouris (1945-2006)
Bet
ganet e 1945, e krogas Poledouris da studiañ piano da seizh
vloaz. Koulskoude eo war-du studioù war ar sinema ez eas e University
of South California, lec'h ma reas anaoudegezh gant ar
sevenerien John Milius, Randal Kleiser ha George Lucas. Divizout a reas
neuze meskañ an daou arz, sonerezh ha sinema goude e
studioù. Feal d'e vignoned sevenerien da gentañ,
plijet gant surfiñ ha bageal, ne oa ket Poledouris unan a
heulie da vat sistem Hollywood. Miret en doa darempredoù
start gant Milius (Big Wednesday, Red Dawn,
Farewell To The King), Simon Wincer (Lonesome
Dove, Free Willy), Randal Kleiser (The
Blue Lagoon, White Fang, It's
My Party), John Waters (Serial Mom, Cecile
B. Demented) ha Paul Verhoeven (Flesh+Blood,
Robocop ha Starship Troopers).
|
|
|
|
|
|
|
|
Hag
anavezout a rit lezennoù Murphy ? |
|
|
Lezenn
Hollek Murphy : "Ma 'z eus daou vod pe meur a hini
d'ober un dra bennak, ha ma kas unan anezho etrezek un darvoud spontus,
e c’heller bezañ sur e tibabo un den bennak ar
mod-se". Gant hevelep pennlezenn, en dije dleet Murphy dont
da bezañ brudet, met pelloc'h eget se eo aet an
traoù… Miliadoù a lezennoù
all o deus heuliet al Lezenn Hollek. En
hor bro e anavez tout an dud lezenn an "tamm bara-amann". Un tamm bara
a gouezh war an tu amanennet dalc’hmat. Ha da heul al
lezenn-se : "N'eo ket posupl gouzout en a-raok war
peseurt tu emañ an amann da vezañ lakaet".
Hag e-touez ur bern lezennoù all : Lezenn
furnez vi Murphy. "Pa gouezh ar vi war ar maen, e torr ar vi.
Pa gouezh ar maen war ar vi, e torr ar vi. Hiniennoù n'o
deus ket chañs da vat." Lezenn
evit treuzvevañ. "Ma sonjit o deus tout an dud
ankouaet ac’hanoc’h, klaskit mankout un trede-arrez
tailhoù pe zaou." Furnez
Senghor. "Paotr, n’eo ket lakaat ur
graoñenn gokoz e-barzh revr ur fubuenn ar pep
diaesañ, kavout an toull ne lavaran ket." Lezenn
an urzhiataer. "Gallout a reer, gant an urzhiataer, ober kalz
buanoc’h traoù na oa ket ezhomm d'ober hep
urzhiataer." Ha
kantadoù a lezennoù all war al
lec’hienn Internet-mañ, e galleg : http://www.courtois.cc/murphy/ D.G.
Danvez
evit 4 den : 400 g a doazennoù fresk ("mod
tagliatelle") – 1 loaiad vras gwinêgr Xeres
– 800 g tanavenn pesked (evel ar greunader) – 200 g
chevr-ruz diblusket – 5 loaiad eoul olivez – 3
loaiad vras dienn fresk – 1 boked serfilh-gouez –
pebr hag holen Degasit
d’ar berv 3 litrad dour gant holen ha gant ul loaiad eoul
olivez, ha soubit an toazennoù en dour. Lakait da
boazhañ 8 mn. E-keit-se,
lakait da dommañ 4 loaiad eoul olivez en ur frinkell, ha
rouzit an tanavennoù pesked (3 mn eus an daou du) ;
kenderc’hel 2 mn gant ouzhpennañ an dienn fresk,
ar c’hevr-ruz hag ar gwinêgr, ar pebr hag an holen. Dezourit
an toazennoù, kinnigit en un dres, gant an
tanavennoù pesked, an hili hag ar serfilh-gouez diskolpet. Mari
Lubrano
( Ar
pep pouezusañ evit ar re zo bet ganet dindan sin ar Skorpion
a vo adkavout fiziañs ha gwellwelusted. Perzhioù
o deus manket dezho abaoe bloavezhioù. Gallout a raio ar
meskaj planedennoù zo en ho sin (Loar du, Ouran, Yaou ha
Ploudon) degas trubuilhoù – ha danvez tarzh
– en ho puhez kalon !
Deoc’h-c’hwi e vo da c’hoari neuze.
C’hwi e vo mestr-ez ar jeu. Diouzhoc’h ez aio ho
tarempredoù war-raok pe get. Ma vezit evezhiek ha fur e
teuoc’h a-benn da seveniñ ho
c’hoantoù. Ma vezit emgar ho po keuz. Netra
logikoc’h ! Diwallit memestra ma vevit gant unan
all. Ne vo ket pardonet kalz a dra deoc’h. Alies
e c’hoarvez deoc’h ober van da chom hep merzout tra
ebet. Dreist-holl pa vez jeu en ho koublad. E fin ar bloaz aze e vo
disheñvel an traoù. Klask a reoc’h
kompren da vat petra a zo kaoz ez eus kudennoù
etrezoc’h. Komz a reoc’h eus se didro. Diaes pe
boanius e c’hello bezañ. Met talvoudus e vo
deoc’h an onestiz-se. Stabiloc’h e vo ho koublad
goude se. Ma vezit hoc’h-unan e kavo deoc’h
n’eo ket ken dreist-se ! Bezit frealzet, rak ar
wezh-mañ ho po tro da gejañ gant un den a
cheñcho ho puhez en un doare plijus-tre. Evit a sell ouzh al labour emañ Yaou, mestr ar chañs, ganeoc’h. Dindan e ren e vioc’h furoc’h. Palioù tizhapl a vo lakaet ganeoc’h. Al Loar du a vroudo ac’hanoc’h da beurlipat ho labour. Katell
Leon Ar
Skorpion: ar Grug. An deiziataer 2007 zo deuet er-maez ! Kavet e vo er stalioù levrioù breizhek hag e Skol an Emsav, e Roazhon, evel-just. Un doare nevez zo gant deiziataer 2007. Bihanoc'h eo evit mont gwelloc'h er chakodoù hag er seier-dorn. An Deiziataer hollvrezhonek zo ur benveg bepred talvoudus : leun a chomlec'hioù (ouzhpenn 200) hag a ditouroù vo kavet diwar-benn Breizh hag ar brezhoneg, un daolenn kemmadurioù, kodoù-post kumunioù Breizh... 13 euro an tamm. Skol
an Emsav, 25 straed Pierre Martin, 35000 Roazhon: |
|
|
|