|
|
|
|
|
|
|
Lun 27 a viz Du,
niv.124 Pellgargit ar pennadoù e stumm Word
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
4000
den nec'het o vanifestiñ e Kemperle |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
An
dilennadegoù hag an endro |
|
|
M.M. |
|
|
|
|
|
|
|
Krouidigezhioù
liesliv evit ar re vihan |
|
|
Etre
ar 6 hag ar H.L. Un
nebeud abadennoù all : "Hop
là, ça tourne !" evit an
vitouzed, adalek 8 miz. "Le
remède de Polichinelle" c’hoariva ha
mergodennoù, adalek 6 vloaz. "Animale
(Les Naufragées)" dañs a vremañ,
adalek 3 bloaz. "Petit
Poucet" c’hoariva gant paper, adalek 6 vloaz. "Ecoute
ta mère et mange ton short" abadenn rock, adalek 5 bloaz. "Petites
illuminations" barzhoniezh da welet, gant sonerezh, adalek 4 vloaz. "Le
garçon aux sabots" c’hoariva evit
dañserien hip-hop, adalek 6 vloaz "Le
Roi des Papas" abadenn gant kanaouennoù diroll, adalek 3
bloaz Evit
gouzout hiroc’h : http://www.tres-tot-theatre.com |
|
|
|
|
|
|
|
Gant
piv ez aio ar Vell Aour ? |
|
|
Ar
Vell Aour a vo roet fenoz e-tro 7e d'unan eus ar c'hoarierien-se
moarvat e-kerzh an abadenn "Le Grand Journal" war Canal+, kinniget gant
Michel Denisot. |
|
|
|
|
|
|
|
Babel |
|
|
Stadoù-Unanet
– 2005 Dre guzh e pren ur saver deñved eus
Maroko ur fuzuilh. Ur vagerez zo rediet vec’hikan da gas daou
vugel stadunanat ganti da eured he mab en tu all d’ar vevenn.
Ur c’houblad war var da zispartiañ a ya da
veajiñ en estrenvro gant ar spi da gavout ul lañs
nevez. Ur grennardez bouzar ha mut eus Japan zo e barr he reveulzi
goude marv he mamm. Peseurt liamm a zo etre tout an dud vat-se ?
Kenderc’hel a ra Alejandro
González Inárritu gant e hent : kinnig a
ra bommoù buhez strewet en egor hag en amzer, ha
n’eo nemet tamm ha tamm e vo adsavet steuñvenn an
istor e penn an arvestourien. Efedus-tre eo ar sevener evit
diskuliañ santadoù tud kollet-mik e red o buhez.
Un doare "efed balafenn" a vez pouezet kalz warnañ er
film-mañ. Siwazh n’eo ket ken fromus, brav ha
kalet ha Meriadeg
Vallerie Evit
gouzout hiroc’h : http://www.paramountvantage.com/babel/ |
|
|
|
|
|
|
|
Port
Royal – Flares |
|
|
War
gartenn ar rock e rankomp bremañ menegiñ ul
lec’h nevez : Italia, hag evit bezañ
resisoc’h : Genova. Pa selaouer ar bladenn,
koulskoude, e vefec’h techet da soñjal e teu Port
Royal eus Sveden. Da
lavaret eo e kinnigomp ur seurt sonerezh skañv met leun a
zanvez memestra, tonioù a ziorren war hir dermen (10 ton, 77
munutenn e pad ar bladenn, mouezhioù klevet a-bell,
trouzioùigoù elektronek), ha lodennet
a-wechoù (Flares da skouer, e teir
lodenn). Emaint neuze en un tu bennak etre ar post rock, ar shoegaze
hag un nebeud traoù all. N’eus
ket pell zo em eus ranket implijout geriaoueg an douaroniezh evit
kaozeal diwar-benn pladenn Black Dice, evit pezh a sell ouzh Port Royal
ez eo tamm pe damm memestra : kuitaat a reomp tachenn voutin
ar rock, anat deoc’h. Ma
selaouit Flares e soñjit e
pladennoù ambient Brian Eno pe c’hoazh e pladenn
Sigur Ros, met ur seurt Sigur Ros ha n’eo ket randonus. Ur
bladenn a glot penn-da-benn gant ar goañv. R.M. Muioc’h
a ditouroù : http://www.port-royal.it/
D’ar
sadorn Ul
leurennad dreistordinal a vo kinniget eta gant 30 strollad a lakao ar
fest da badout etre 5 eur abardaez ha 2 eur vintin ! Enoret e
vo bagadoù ar vro gant pemp anezho (Brieg, Penharz, Karreg
an tan, Kemper ha Konk-Kerne) ha "bagad" ar pennoù-sardin,
ar strollad-kouevr A Bout De Souffle, deus Douarnenez. A bep seurt
sonerezhioù liesliv a vo tu klevet gant Tud, Termajik,
Storvan, Spoum, Roll ma yar, Melen Zicos, Groove Boys hag Elian Paddy.
Ar c’houbladoù sonerien ha kanerien ne vint ket
disoñjet peogwir e vezint niverus ivez gant Les
Traînes Meurienne, Ebrel-Flatrès, Rivoalen breur
ha c’hoar, ar baotred Hénaff ha Morvan ha tud all
c’hoazh ! Peadra
da zaremprediñ diehan al leurenn goad evit an
dañserien galonekañ. Seul
dreuzwisketoc’h, seul welloc’h ! Hoel
Louarn Kirri-boutin
digoust a vo da gas ha degas an dud etre Kemper ha
kêrioù all tro-dro, hag Eliant. Mont-tre :
8 euro |
|
|
|
|
|
|
|
Kirinad
legumaj 3 liv |
|
|
Dibluskit
al legumaj ha troc’hit ar c’harotez a
skejennoù. Poazhit al legumaj unan-hag-unan en dour berv
gant holen. Ur wech poazhet, drailhit anezho disparti. Lakait tamm ha
tamm 2 vi foetet e-barzh pep yod legumaj hag ingalit an dienn. Lakait
pebr ha holen hag ar c’hraoñ-muskadez. En
ur girin amanennet, lakait ar yod karotez, ar yod kaol-fleur e kreiz,
hag ar yod pinochez war-c’horre (gellout a reer lezel ar
girinad da galetaat er yenerez). Poazhit
en dourgib er forn (150°) un eurvezh. Divoullit, ha
troc’hit a dammoù. Servijit gant kig pe besked. Mari
Lubrano
( Er
bloavezh 2007 e vo pouezus-tre evidoc’h dispakañ
ho personelezh, dre ar garantez ha dre al liammoù gant ar re
all. Mat e vo pep tra ma teuit a-benn da embann sklaer ar pezh
hoc’h eus c’hoant da gaout hep leuskel a-gostez ar
re a zo kar deoc’h. Seul vuioc’h e vo klasket
ganeoc’h kavout ur c’hempouez etre emgarantez ha
brokusted, difenn hoc’h interestoù ha
doujañs ouzh ezhommoù ar re all, seul
vuioc’h e c’hoarzho ar vuhez ouzhoc’h. Gwener
a vo ganeoc’h. Ma vezit ken hoalus hag e c’hellit
bezañ a-wezhioù ne vanko ket karantez
deoc’h. Daoust deoc’h gouestlañ
hoc’h amzer d’ho micher ha d’ho familh,
klaskit kemer un tammig amzer evit ober war ho tro. Hoc’h
amourouz-ez a vo laouen ma teuit a-benn da souezhañ
anezhi/añ. Diwallit da chom hep goulenn re rak ne
vefec’h ket digarezet bep tro. Ar re a zo o-unan a vo
sikouret gant Yaou hag Ouran. Met da ziwall a vo ivez : ne
weloc’h ket sklaer bepred. A-raok bezañ re entanet
e vo mat deoc’h prederiañ un tamm. Ne vo ket aes pep tra e bed al labour. Trapoù a vo stignet deoc’h. Skoilhoù a bep seurt a vo war ho hent. Diaes e vo lakaat anezho da gouezhañ peogwir e teuint alies eus youl fall enebourien. Dizoloet e vo ganeoc’h ez eus tud a vag gwarizi en ho keñver. Hag ar re-se a glasko stankañ an hent deoc’h. Bezit dispont koulskoude, rak c’hoari a raio ar planedennoù a-du ganeoc’h. Beajiñ ha diorren hoc’h aferioù a c’helloc’h ober. Hag a-feur ma’z aio ar bloavezh war-raok e vo plaenet an traoù tamm pe damm. Katell
Leon An deiziataer 2007 zo deuet er-maez ! Kavet e vo er stalioù levrioù breizhek hag e Skol an Emsav, e Roazhon, evel-just. Un doare nevez zo gant deiziataer 2007. Bihanoc'h eo evit mont gwelloc'h er chakodoù hag er seier-dorn. An Deiziataer hollvrezhonek zo ur benveg bepred talvoudus : leun a chomlec'hioù (ouzhpenn 200) hag a ditouroù vo kavet diwar-benn Breizh hag ar brezhoneg, un daolenn kemmadurioù, kodoù-post kumunioù Breizh... 13 euro an tamm. Skol
an Emsav, 25 straed Pierre Martin, 35000 Roazhon: |
|
|
|