|
|
|
|
|
|
|
Lun 14 a viz Du,
niv. 75 Pellgargit ar pennadoù e stumm Word Petra oa keleier Bremaik
warlene? Klikit amañ! |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Tri
miz ouzhpenn gant ar "stad a reuziad", |
|
|
Kinniget
en deus José Manuel Barroso, prezidant Kengor Europa er
mare-mañ, e vefe skoazellet Frañs gant Unaniezh
Europa. Ur yalc'had 50 milion a euroioù a c'hellfe
bezañ roet d'ar Stad c'hall. Emgav zo bet etre
José Manuel Barroso ha kentañ ministr ar
C'hwec'hkorn, Dominique de Villepin. |
|
|
|
|
|
|
|
Peseurt
buhez da zont |
|
|
Hiziv
an deiz emañ ar gouennoù-se, kendirvi dimp, o
vont da netra ha kiriek eo mab-den da gement se. Da gentañ e
vez difraostet muioc’h-mui ar c’hoadeier trovanel,
alies-kaer a-benn gounit gwez-palmez evit produiñ
eoul-palmez (en Indonezia da skouer gant sikour an FMI ha ar Bank
Bedel). Gant se ne vez ket annez ken evit ar marmouzien a chom da glask
o boued er parkadoù gwez-palmez, e-lec’h ma vezont
lazhet evit gwareziñ an eost. Ouzhpenn
se e vez muioc’h-mui a glask warne a-benn gwerzhañ
o c’hig (kig-"strouezheg" a vez graet eus se) : pa veze ur
chase hengounel gwezhall ha ne lakae ket re a vec’h war ar
poblañsoù marmouzien-se, eo deuet da
vezañ ur boued diouzh ar c’hiz er
c’hêrioù en Afrika, a zegas gwenneien
ouzhpenn d’ar goadourien. Padal e
lec’hioù zo e vez klañv lod eus ar
marmouzien meur gant ar virus Ebola, ur virus marvel evit ar marmouzien
hag en deus kontammet an dud bremañ. Ma
ne vez graet netra, a-benn 2030 ne chomo nemet 10% eus annez ar
marmouzien meur en Afrika hag 1% eus o annez en Azia, da
lâret eo, a-benn ugent vloaz ne vo ket mui eus hor
c’hendirvi tostañ. Evit
gouzout hiroc’h : www.janegoodall.fr
(Institut Jane Goodall, evit gwareziñ ar marmouzien meur) gwez-palmez
: palmier (à huile) FMI
: Fond Monétaire International |
|
|
|
|
|
|
|
Teulfilmoù
brezhonek e Lesneven |
|
|
Kenaozañ
a ra Ti ar Vro - Bro Leon ha Daoulagad Breizh un abadenn e sinema Even
Lesneven d'ar Meurzh "Domino…
ken na strako !" ha "Medisin ar Roc’h" sevenet gant Soazig
Danielou, "Toer ar C’houerc’had" ha "Kement evn zo,
ma kar, a gav par" gant Bastian Gwilhoù, "Louzaouenn an
devezh ha kant" gant Gérard Uginet ha Bernez Kilien. 5
euro, 3 euro evit izili Ti ar Vro - Bro Leon. Evit
gouzout hiroc'h : Ti ar Vro – Bro Leon,
pgz : 02 98 83 30 41. |
|
|
|
|
|
|
|
Aet
Masters Los Angeles gant Amélie Mauresmo |
|
|
Deuet
e oa Amélie Mauresmo a-benn da vont betek krogad
diwezhañ ar Masters 2003, aet ar Gib gant Kim Clijsters. Da
26 vloaz, e pign Amélie Mauresmo d'an trede plas e renkad
gwellañ c'hoarierezed tennis ar bed. Mary Pierce zo hi
pempvet. |
|
|
|
|
|
|
|
A
history of violence |
|
|
Stadoù-Unanet
– 2004 Seveniñ
: David Cronenberg Difennet
d’ar re dindan 12 vloaz
Sklaer
eo an titl da nebeutañ. Youl Cronenberg eo lakaat an
arvestourien d’en em soñjal war ar feulster ha
cheñch o zro-spered neuze. Pilpous a-walc’h eo
tamall ar feulster en ur ginnig anezhi brav memes tra. Un dudiadenn eo
ar film-mañ, n’eo ket ur reveulzi tamm ebet (nag
evidomp nag er Stadoù-Unanet a-dra-sur). N’eo ket
ar wech kentañ e pabor David Cronenberg o kinnig ur film
boutin evel ur bennoberenn (ur sapre touelladenn e oa eXistenZ
da skouer). Evit
gouzout muioc’h : http://www.historyofviolence-lefilm.com/ |
|
|
|
|
|
|
|
7000
dañser, 13 eurvezh gouel... Yaouank 2005 ! |
|
|
Betek
7000 dañser a vo disadorn war ul leurenn koad evit fest-noz
brasañ ar vro. Kirri-boutin digoust (etre 4e ha 6e vintin) a
gaso hag a zegaso an dañserien etre sal ar MusikHall ha
kreiz-kêr. Da Zenez Prigent e vo an enor da gregiñ
an nozvezh., met Janick Martin hag Erwan Hamon eo an arzourien enoret
evit Yaouank 2005. Ar c’houblad bombard-akordeon a sono
a-raok distreiñ gant ar strollad Hamon Martin Quintet.
Sylvain Barou a ginnigo ur grouidigezh gant Smadj, soner oud, ar
c’haner Lors Landat hag ar sonerien Erwan Hamon, Erwan Volant
ha Jean-Marie Nivaigne. Ar Bagad Roñsed-mor a sono gant
Pascal Lamour. Niverus e vo ar strolladoù hag an arzourien
ampart : PSG, Fred Guichen, Dom Duff, Kendon, Karma, Forzh Penaos,
Deomp, pe c’hoazh Madeg-Le Bars-Molard... www.skeudenn.org
pe www.tamm-kreiz.com
Yaou
Sadorn
|
|
|
|
|
|
|
|
Nougad
gant sezam |
|
|
Lakait
ar chug riz hag an holen en ur gastelodenn ha lakait war an tan. Pa vez
o virviñ, ouzhpennit ar sezam ha meskit mat. Lazhit an tan
ha ledit war ur blakenn eoul warni. Troc’hit
tammoù nougad ha laoskit da yenaat. Aes-kenañ
da fardañ. Plijout a ra d’ar vugale.
Yac’h eo ha leun a galsiom. |
|
|
|