sizhun48_2005

 

 

 

 

 

 

 

Lun 28 a viz Du, niv. 77
Sizhun 48 - 2005

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Petra oa keleier Bremaik warlene? Klikit amañ!
Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Kentañ Euromed e Barcelona

 

 

Dec'h da noz e oa bet roet lañs gant roue Spagn, Juan Carlos de Borbón (a zehou), da emvod kentañ Euromed, e Barcelona. An Euromed a oa bet krouet e 1995 evit klask stabilaat an traoù er Reter Nesañ gant skoazell Kumuniezh Europa. Dek Stad eus ribloù ar Mor Kreizdouar a oa pedet da zont d'an Euromed gant Europa, renet gant ar Saozon er mare-mañ. Penn gouarnamant Turkia, Recep Tayyip Erdoğan, ha hini Palestina, Mahmoud Abbas (a gleiz), zo deuet. Evit ar Stadoù all eo kargidi all estreget pennoù gouarnamantoù zo bet kaset. Tony Blair ha José Luis Zapateros zo o kas an degouezh war-raok an degouezh.

Fellout a ra d'ar Stadoù europat sinañ emglevioù gant Stadoù trowardroioù ar Mor Kreizdouar diwar-benn an enbroañ, an demokratelezh, Gwirioù Mab-Den hag ar sponterezh. An tem diwezhañ-mañ a glasko ar Stadoù Europat lakaat ar muiañ en a-raok war a seblant. Fellout a ra dezho e vefe berzet ar sponterezh gant Stadoù ar Reter Nesañ, forzh peseurt abeg a vefe gant ar sponterien. Stadoù zo a fell dezho resisaat an traoù. Ne fell ket dezho e vefe lakaet en emglev-se ar stourm armet a-enep un alouber.

Manifesterien a oa deuet da Varcelona a-enep an Euromed, un degouezh "kapitalour ha brezelour" emezo.

 

 

 

 

 

 

 

 

Riv, riv... eme ar rujodenn

 

 

Echu eo hañvig Gouel-Mikael a-benn ar fin, erru yen-ki an amzer. Startoc’h eo d’hon mignoned al laboused kavout boued ha neuze, peogwir eo kalet an douar hag e chom nebeut a frouezh pe plant er jardinoù pe war ar maez e varv kalz anezhe diwar re nebeut a voued (betek 80 % eus ar c’halvenniged pa vez kriz ar goañv da skouer). Ha kement a ziaezamantoù o devez a-hed ar bloaz gant distruj o endro hag an diouer a amprevaned abalamour d’al ludu kimiek a vez lakaet er parkeier pe el liorzhoù e vefe erru mat reiñ un tamm skoazell dezhe.

Petra a c’haller ober ? Reiñ druzoni ha greun a bep seurt. Met arabat reiñ re a vara pe a draoù sall (disec’het e vezont gant se). Ret eo diwall pelec’h e vez lakaet ar boued-se : lakait anezhañ en ul lec’h ma vo start d’ar c’hizhier tizhout pe da nebeutañ, ul lec’h ma vo tu d’al laboused gwelet a-bell ar c’hizhier o tont. Un dra zo a-bouez ivez : ret eo paouez da reiñ boued dezhe pa yelo an amzer war glouaraat, ar pal n’eo ket doñvaat anezho ha lakaat anezho da vezañ dindan ho talc’h met reiñ dezhe un tamm sikour ma c’hellint dont a-benn eus ur prantad diaes.

 

Evit goût hiroc’h :

http://champagne-ardenne.lpo.fr/protection/le_nourrissage_hivernal.htm

 

 

 

 

 

 

 

 

Diskouezadeg Picasso
e mirdi an Arzoù Kaer e Kemper

 

 

A-hed e vuhez arzour en deus graet Picasso engravadurioù ; en holl en deus graet war-dro 2000 engravadur. 66 anezho a c’haller gwelout e mirdi an Arzoù Kaer e Kemper betek ar 6 a viz C’hwevrer 2006. Teir sal a zo gouestlet d’an diskouezadeg, hervez red an amzer : ar sal gentañ diwar-benn ar prantad roz hag ar prantad glas, an eil sal gouestlet d’ar bloavezhioù 1930-1940, hag an trede hini diwar-benn ar pezh en deus engravet e dibenn e vuhez. An oberennoù diskouezet a denn da veur a dem : mignonezed Picasso, bed ar sirk, engravadurioù da skeudenniñ levrioù barzhonegoù hag all.

E-pad an diskouezadeg e c’haller ivez sellout ouzh ar film Le mystère Picasso savet gant Clouzot e 1956. Ar film a vez diskouezet da Yaou, Sadorn ha Sul da 3 eur goude kreisteiz.

 

Diskouezadeg digor bemdez (nemet da Veurzh ha da Sul vintin) : 10e –12e ha 2e-6e.

Mont e-barzh : 4 euro / 2,50 euro.

Stal engravañ digor d’an holl : a-benn an 10 a viz Kerzu hag an 21 a viz Genver (dav eo mirout ho plas).

www.musee-beauxarts.quimper.fr

 

 

 

 

 

 

 

 

An 50vet Mell Aour gant Ronaldinho ?

 

 

Fenoz e vo gouvezet piv a vo dilennet 50vet "Mell Aour" France Football. Gant kenskriverien ar gelaouenn staliet er broioù ezel eus an UEFA e vez enoret bep bloaz ur c'hoarier mell-droad. Gantañ e vo resevet ar Vell Aour. Gant an Ukrainad Andrei Shevchenko e oa aet ar maout warlene. Er bloaz-mañ e vo sur a-walc'h ar Brazilian Ronaldinho, a c'hoari e skipailh Barça Barcelona. Gant Ronaldinho e oa aet priz 2005 FIFpro ha priz 2004 Fifa World Player. War ar renk ez eus ivez daou Saoz, Steven Gerrard (Liverpool) ha Frank Lampard (Chelsea).

 

 

 

 

 

 

 

 

Protocols of Zion (Les Protocoles de la Rumeur)

 

 

Stadoù-Unanet – 2004

Seveniñ : Marc Levin

 

Dres war-lerc’h darvoudoù an 11 a viz Gwengolo 2001 e oa deuet kaozioù a lavare ne oa Yuzev ebet e tourioù gevell ar World Trade Center d’ar mintinvezh-se. Tamalloù zo deuet asambles gant ar c’honchennoù-se e oa ar gwalldaolioù un irienn gant ar Yuzevien ; ar pezh en deus kaset brud d’ul levr anvet The Protocols of the Elders of Zion ("Reizhennoù furien Zion"), un touellerezh savet kant vloaz zo hag a ro da grediñ ez eus un emglev kuzh etre ar Yuzevien da ren war ar bed. Implijet eo bet an dra-se da wirabegiñ pogromoù e Rusia ha torfedoù an Nazied.

Gant kalon eo aet Marc Levin e darempred gant tud a bep seurt a-benn kompren petra oa o c’hoari ganto, ha strivet en deus evit chom ken neptu ha ma zo tu. Ur spont eo dizoleiñ an enepyuzeviezh o kreskiñ er Stadoù-Unanet. Diaes eo gouzout hag-eñ eo boutin ar soñjoù-se e metoù minorelezhioù ar re zu hag an Arabed pe get evel-just (emichañs n’eo ket). Posupl eo e vefe lakaet war wel gant an teulfilm-se ur vinorelezh e diabarzh ar vinorelezh ; met ar pep spontusañ eo gwelet pegen aes e vez kredet tamalloù kamm. Gouzout a ouzer petra a c’hell c’hoarvezout pa vank d’an nen sammañ bouc’h ar pec’hedoù.

 

http://www.protocolsofzionmovie.com/

 

 

 

 

 

 

 

 

Kaiser Chiefs – Entertainment

 

 

Embannet gant B Unique

 

Da gentañ, kemer kartenn ar Rouantelezh Unanet. Leeds ? E hanternoz ar vro emaomp. Strolladoù all o tont eus Leeds a anavezomp ? Ya, unan nemetken, The Wedding Present, ha n’eo ket ar memes sonerezh. Goude-se, digeriñ geriadur ar rock, ha sevel ur roll : The Kinks, Madness, Blur.

Mat, bremañ e c’haller kregiñ ganti. Kaiser Chiefs neuze : netra nevez, ha se zo plijus. Da lavaret eo : kanaouennoù pop, savet war batromoù anavezet mat (gwelout an anvioù meneget a-us). Ha plijet ’vo an holl gant ar bladenn ? Mar plij deoc’h debriñ bara kras gant fav ha lipig tomatez diouzh ar mintin, ya, digudenn. A-hend-all, n’eo ket sur e plijfe deoc’h : kreizennet eo sonerezh Kaiser Chiefs war o enezenn, saoz da vat eo.

Ma’ peus c’hoant klask memestra, lakait eil kanaouenn ar bladenn : I Predict a Riot, ha tapit ur banne te pe ur banne bier (klouar, degouezhet oc’h, hep deoc’h merzout, en ur pub bennak en tu all da Vor Breizh).

 

http://www.kaiserchiefs.co.uk/

 

 

 

 

 

 

 

 

Kig-yar giz Korma (India)

 

 

Danvez evit 6 den

6 skejenn kig-yar, 175 ml yaourt, 3 ivin kignen, 1 penn ognon bras, 1 loaiad vihan a jinjebr, 1 loaiad vihan a gurkuma, 1 loaiad vihan a goriandrez, 1 loaiad vihan a goumin, ½ loaiad vihan a graoñv-koko rasklet, 2 loaiad vras a alamandez diskolpet, 1 vazh kannel, 5 tach jenofl, 5 greun kardamom du pe glas, ½ loaiad vihan a boultrenn chili, 100 g "ghee" (hanter amann, hanter eoul).

 

Evit ar glec’hiañ, kemmeskit (gant ar mekanik) un ivin kignen, ar c’hurkuma hag ar yaourt. Troc’hit ar c’hig-yar e tammoù. Bannit ar meskaj warno ha laoskit da c’hlec’hiañ e-pad 12 eurvezh.

Miñsit ar penn-ognon hag an daou ivin kignen all. Lakait anezho da boazhañ en "ghee". Ouzhpennit an temz (jinjebr, kurkuma, koriandrez, koumin, kannel, kardamom, jenofl ha chili). Lakait da boazhañ e-pad 2 vunutenn.

Ouzhpennit ar c’hig hag ar soubilh glec’hiañ.

Lakait da vitonañ e-pad 1 eur. Diwallit da lakaat ar soubilh da virviñ. Ar yaourt a c’hellfe bezañ disrannet diouzh ar peurrest.

Tennit ar jenofl hag ar c’hardamom 10 munutenn a-raok ar fin.

Ouzhpennit an alamandez. Servijit gant riz safronet.