22 a viz Du 2004, niv. 33

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Votadeg evit prezidant Ukraina

 

 

Daou Viktor a zo war ar renk evit bezañ prezidant Ukraina. Viktor Ianoukovitch, bet kentañ ministr ar gouarnamant a-raok an dilennadeg, zo skoazellet gant Stad Rusia. Viktor Iouchtchenko, bet e penn gouarnamant Ukraina ivez, ha kinniget evel ur politikour kentoc'h troet war-zu Unvaniezh Europa. P'o deus kroget an disoc'hoù kentañ da vezañ roet gant ar Bodad Mouezhiañ, e oa bet kroget gant re reter ar vro, rusianeger. Hervez ar Bodad Mouezhiañ e vefe bet 96 % eus an dud enskrivet o votiñ e kêrioù zo eus ar c'hornad-se.

Disklêriet en deus Viktot Iouchtchenko en doa disfiz ouzh an aozadur ofisiel a gont ar mouezhioù. Ret eo lavaret ivez en deus divizet ar Bodad chom a-sav gant kontañ ar mouezhioù evit ar poent. Adkregiñ a raio da 2 eur goude kreisteiz (eur Ukraina).

Diwar an disoc'hoù kentañ ez afe 48,65 % eus ar mouezhioù gant Viktor Ianoukovitch, ha 47,72 % eus ar mouezhioù gant Viktor Iouchtchenko.

 

 

 

 

 

 

 

 

Plogoñv adarre ?

 

 

E-kerzh an amzer tomm-gor en hañv 2003, ne oa ket trawalc’h a zour er stêrioù ken a-benn yenaat ar c’hreizennoù nukleel. Soñjet ez eus bet eo aesoc’h staliañ ar c’hreizennoù war an aod diwar neuze hag implijout dour ar mor. An dra-se a vefe un abeg a-benn sevel ur greizenn nevez e Flamanville (e Bro-Normandi war aod ar C’hustentin). Ma teu da wir ar programm nevez a roio lañs da greizennoù a implij an teknologiezh EPR e vo klasket lec’hioù war an aod. Ha pelec’h ez eus kalz a aodoù ha n’eus kreizenn nukleel ebet ?

Gallout a reer gortoz e vefe kinniget raktresoù e Breizh er mizioù a zeu eta. Ret e vo bezañ war evezh met tu zo da gregiñ da sevel ho mouezh ha diskouez da EDF n’emaoc’h ket a-du. Goulenn a ra ar rouedad “Sortir du Nucléaire” gant an dud paeañ an tredan da EDF gant meur a chekenn bep taol a-benn ma vo ret dezhe ober war-dro ar chekennoù unan-hag-unan ha neuze kollet amzer hag arc’hant gante.

 

Kement ha gouzout hiroc’h : www.sortirdunucleaire.org

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Arzourien arouezour a Bolonia

 

 

Betek an 8 a viz Genver, ez eus un diskouezadeg e mirdi Arzou-kaer Roazhon o kinnig arzourien arouezour ("symbolistes", tro-dro ar bloavezh 1900) a Bolonia. Ma 'z eo brudet hag anavezet ar grafism polonat (Tomazewski...), an arzoù-kaer n'int ket kement. En diskouezadeg ez eus livadennoù, tresadennoù, skritelloù ha kizelladurioù a ziskouez un arz pinvidik, kreñv ha kizidik. Kalzik a liv bolitikel a zo gant an oberennoù : ur sell buruteller war kevredigezh ar mare-se, war ar vourc'hizien ha war idantelezh Polonia. Met, da gentañ eo an arouezouriezh un arz gant blaz an natur, blaz mojennerezh broioù an Norz, o lakaat war-wel ur bed faltazius. Un arz a zo levezonet ivez gant an Eztaolouriezh (expressionisme), "Le cri" gant Munch, ha gant ar Romantelezh, da lavaret eo liv an 19vet kantved. Un diskouezadeg a zigor war arz, sevenadur hag istor Polonia hag a gas c'hoant da vont donoc'h.
An arzourien diskouezet a zo : Wojciech Weiss, Jozef Pankiewicz, Feliks Wygrzywalski, Boleslaw Biegas, Feliks Jasiuski, Franciszek Siedlecki, Witold Wojtkiewicz, Jacek Malczewski, Edward Okun.

Kement ha gouzout hiroc'h : 02 99 28 55 85. http://www.mbar.org.

Ma fell deoc'h splujañ en ur prantad all eus Polonia, ez eus ul levr bannoù-treset brudet mat o tezrevell istor ur familh Yuzev da vare an Eil Brezel Bed : Maus gant Spiegelmann. Ul levr fromus ha kreñv, un istor start, ur grafism simpl ha buhezek. Un doare all da lenn bannoù-treset.

 

 

 

 

 

 

 

 

Mell-dorn

 

 

Skipailh Bro-C’hall en deus echuet da drede er "World Cup", tournamant e-maez kenstrivadeg gant an 8 skipailh gwellañ eus ar bed, e Sveden. Hervez an arbennigourien, an trede plas gounezet zo kentoc’h kalonekaus evit an dazont dre ma oa ar skipailh un tamm da adsevel goude ar C’hoarioù Olimpek diwezhañ. Ar gourfenn zo bet c’hoariet etre Norvegia ha Sveden hag an trec’h zo aet gant an hini diwezhañ gant 27 poent a-enep 23. Ar gevezadeg a zeu, kefridiel hounnezh, a vo e Tunizia e penn-kentañ miz C’hwevrer.

 

Bageal

 

Jean ar C’hamm zo atav kentañ, goude 2 sizhun war vor gant 23, miltir lañs war Vincent Riou hag 45,4 war an trede, Sebastian Josse.

 

Mell-droad

 

15vet devezh R1

St-Etienne (15vet) 1-0 Roazhon (14vet)

Naoned (11vet) 0–1 Bourdel (7vet)

 

17vet devezh R2

Gwengamp (16vet) – Ar Mañs (9vet)

An Oriant (18vet) – An Havr-Nevez (19vet)

Troyes (5vet) – Brest (4vet)

 

16vet devezh R1

Marsilha (7vet) – Naoned (14vet)

Roazhon (15vet) – Istres (20vet)

 

 

 

 

 

 

 

 

Narco

 

 

Frañs - 2004

Senario ha seveniñ : Tristan Aurouet ha Gilles Lellouche

(War ar skrammoù d’ar 1añ a viz Kerzu)

 

"Narkoleptik" eo Gustave Klopp (Guillaume Canet) a-vihanik, da lavaret eo eo techet ar paotr da vont don ha trumm en e gousk n’eus forzh pegoulz ha n’eus forzh pelec’h e vefe. An namm-mañ a zegas kudennoù divent d’e vuhez personel ha sokial. Met tu a vefe dezhañ tennañ splet eus e hunvreoù levezonet gant filmoù feuls e vugaleaj ha sevel ganto bannoù-treset leun a startijenn…

 

Gant ar farsigoù-farsoù (gags) e-leizh a zo er film-mañ e vez klevet mat eo bet kensavet gant ur skipailh mignoned o c’hoarzhin kenetreze. Guillaume Canet eo anv unan eus an tri mignon-se, eno emañ an dalc’h. Rak arc’hant forzh pegement a oa bet roet d’ar sevenerien, harpet war an anv-se, splann eo. Peadra a oa ganto enta da filmañ n’eus forzh peseurt mennozh a zeue dezho. Ha pa vefe brav ar skeudennoù hag an efedoù ispisial, klevet e vez diouzhtu e chom moan-kenañ al liammoù etre an elfennoù farsus. M’o dije bet kalz nebeutoc’h a arc’hant,ar vignoned-se o dije prederiet un tammig pelloc’h war o senario, ha chañsoù bras a zo o dije savet ur film a-feson neuze.

 

Kement ha gouzout hiroc'h : http://www.narco-lefilm.com/

 

 

 

 

 

 

 

 

Breizh, Keltia ha BT... 6vet lodenn

 

 

E miz Meurzh 2004 e oa deuet er-maez, e ti Paquet "Glenscone", eil levrenn Le chant des terres a gas ac'hanomp da Uheldirioù Skos da vare emsavadeg 1715. An hini gentañ a oa "Sheriffmuir", diwar lec'h an emvod a roas lañs d'an emsavadeg. Gordon Mackenzie eo an haroz, distroet eus Bro-C'hall evit kemer perzh er stourm. Karantez, trubarderezh : kavout a reer Simon Fraser o skoazellañ ar Saozon - gwir eo - pa vo eñ eus tu Skos e-pad emsavadeg 1745 a echuo gant emgann Culloden, dibennet eo bet evit kement-se. Klasel eo an tresañ (TieKo). Brav al livioù. Savet mat an istor (Wallace). Un dra souezhus : anvet eo breur Gordon "Erwan" ; diaes da grediñ met plijus da lenn...

 

 

 

 

 

 

 

 

Kinklañ : "Un ti e Naoned – Ti Soaz"

 

 

Er stal-se e vez kinniget ur mor a draoù disheñvel evit kinklañ an ti hag al liorzh. Diouzh stil an 18vet kantved e vez fardet ar pezhioù, adkempennet ha cheñchet e vezont diouzh o implij kentañ a-wezhioù. Re vihan a zo : kleuzeuroù, pezhioù arrebeuri bihan – kadorioù, taolioù –, podoù-bleuñv. Re vrasoc’h : armili, gweleoù, kadorioù-brec’h. Arbenniget eo ar grouerien war ar reiñ liv kozh d’an traoù, dre implijout produioù ha dre o skiant-prenet evel-just. En o stal-labour e fardont hag e adkempennont pezhioù choazet ganto, met kinnig a reont ivez reiñ un eil buhez d’an traoù a fell d’an dud kemm. Diouzh awen ar berc’henned e vez graet al labour. Ur mod da gaout pezhioù n’eus hini ebet all hag a vefe heñvel e lec’h all.

 

Kement ha gouzout hiroc’h : www.une-maison-a-nantes.com.

Une Maison à Nantes – la maison de Soazig 

3 plasenn ar Monnaie 44000 Naoned (Pgz : 06 17 15 01 27)

10 straed James Joule 44400 Reudied (Pgz : 06 64 85 85 59)