sizhun45_2005

 

 

 

 

 

 

 

Lun 7 a viz Du, niv. 74
Sizhun 45 - 2005

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Petra oa keleier Bremaik warlene? Klikit amañ!
Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Digoret Divskouarn !

 

 

Disadorn e oa bet krouet en-ofisiel ar gevredigezh Divskouarn, e Karaez. "Divskouarn" emezoc'h ? Ya, ur gevredigezh c'hoant ganti diorren implij ar brezhoneg evit ar vugale vihan. Adalek ar mare m'emañ ar bugel e kof e vamm betek ma yafe er skol kentañ derez. Ur bern elfennoù disheñvel a vez strollet neuze e labour Divskouarn. Daremprediñ ar familhoù, ar skolioù, an tiez-kêr, an ensavadurioù sokial ha publik, ar c'hreizennoù stummañ war micherioù ar magourioù... Gant Divskouarn e vo gwelet da gentañ petra a vez graet e-keñver brezhoneg er magourioù e departamantoù Breizh. Dastumet e vo titouroù diwar-benn ar skiant bet prenet e lec'h pe lec'h. Savet e vo da c'houde ur "garta" a-benn resisaat ha lakaat splann an obererezhioù graet e-keñver brezhoneg, ha gellout priziañ al labour graet.

Un dek paeron bennak zo evit ar poent gant Divskouarn. Arzourien, kanerien, skrivagnerien, tud e karg eus kevredigezhioù, embregerezhioù, kelennerien skol-veur zo en o zouez. Ur c'huzul-merañ hag ur burev zo bet dilennet disadorn : Yannig Bigouin, teñzorer, Erwann Denez, besprezidant, Yannig Robin, prezidant, hag Isabelle Thomas, sekretourez.

 

 

 

 

 

 

 

 

“Emañ an ti o teviñ hag e sellomp e lec’h all”*

 

 

Gwir eo, evit an deizioù e vez kalzig a draoù o teviñ e kêrioù bras Bro-C’hall hag e vez troet spered an dud kentoc’h ouzh o surentez, hini o c’hirri pe aergelc’h ar bannlevioù (gant gwir abeg) evit gant yec’hed un ti all, ti an holl, zo o teviñ a bep tu, hep na vefe kement a reuz er mediaoù hag er gevredigezh. Piv eta, en deus klevet komz eus ar vanifestadeg a oa bet aozet disadorn gant ar c’hevredigezhioù a stourm evit difenn an endro, e Pariz ?

Tout ar bolitikourien a vez o komz eus “endro”, “diorren padus”, “bevliesseurted”, forzh piv e vefent. Padal abaoe tri bloaz eo bet digresket budjed Ministrerezh an Endro hag ar skoaziadoù roet d’ar c’hevredigezhioù a warez an endro : un digresk a 10% e 2005 hag a 20% e 2006 a vo ouzhpenn evit ar skoaziadoù. Gallout a reer keñveriañ ivez ar 896 milion a euroioù a zo e budjed Ministrerezh an Endro hag an 29,5 miliard a zo e budjed Ministrerezh al Labour-Douar! Ret eo gouzout ivez ez eus ur c’hard eus ar budjed-se a zo lakaet evit an enklaskoù war an energiezh nukleel ( brudet e-giz “naet” ha padus gant EDF...).

Ar c’hevredigezhioù da saveteiñ an endro a ra ul labour ha na vez ket graet gant ar Stad (titouriñ an dud, enklaskoù a bep seurt...). Piv a raio al labour-se pa vint aet holl da get (an hanter nebeutoc’h a dud a vo o labourat gante adalek 2006) ?

Emichañs e teuio ar sioulder en-dro e speredoù strafuilhet ar bannlevioù ha ne vo karr ebet ken o teviñ e-kreiz an noz.

Emichañs e teuio ar sklerijenn en-dro e spered ar bolitikourien ha ne vo ket lezet hon ti da zeviñ.

 

*frazenn distaget gant Jacques Chirac e Johannesburg, e 2002.

 

 

 

 

 

 

 

 

Barzhanoff... ha ’barzh ar Genrouedad

 

 

Strollad c'hoariva Barzhanoff zo bet ganet e Roazhon gant deskarded eus Skol an Emsav, c'hoant ganto kas pelloc'h an implij a raent eus ar brezhoneg...

Hag int da sevel sketchoù da gentañ, reoù evit ar vugale, koulz ha re sevenet er straedoù da vare manifestadeg veur Roazhon e 2003... Aet int betek sevel int o-unan pezhioù-c'hoari da vat, Muntr er Vro-Vigoudenn, diwar un danevell savet gant Erwan Kervella, ha Kig ha Faltazi nevez zo. Kavet e vo war al lec'hienn holl deiziadoù an abadennoù kinniget gant Barzhanoff, ur c'hinnig eus pep arvest ha peadra da vont e darempred gant ar skipailh, evel-just. Sed amañ ar chomlec'h !

 

http://bzh.barzhanoff.free.fr

 

 

 

 

 

 

 

 

Tournamant tennis Bercy

 

 

Tournamant tennis Pariz-Bercy zo bet un digarez da ober anaouedegzh un tamm gwelloc'h gant ar c'hoarier tchek Tomas Berdych. Ar paotr, bet ganet e 1985, a oa pevare betek ar sizhun dremenet war listenn bedel ar c'hoarierien dindan 20 vloaz. 50vet emañ bremañ war listenn ar c'hoarierien bedel hag en soñj emañ pignat e roll an 20 c'hoarier kentañ er c'houlzad tennis da zont.

Ne oa bet gounezet nemet ur priz gant Tomas Berdych betek-henn, e tournamant Palermo, e 2004. Ne oa ket Roger Federer na Rafael Nadal war tachenn Bercy, met prouet en doa Berdych e oa barrek a-walc'h evit bezañ trec'h warno e C'hoarioù Olimpek Athena, e 2004.

 

 

 

 

 

 

 

 

Match Point

 

 

Stadoù-Unanet, Breizh-Veur – 2004

Senario ha seveniñ : Woody Allen

 

Loc’het eus metoù dister eo ar c’hoarier tennis kozh Chris Wilton (Jonathan Rhys Meyers). Deuet eo da gelenner en ur c’hlub cheuc’h eus Londrez el lec’h ma ra anaoudegezh gant Tom (Matthew Goode). Mignoniezh a ziwan buan etre an daou-se, ha pedet eo Chris d’ober anaoudegezh gant tiegezh Tom : e dad pinvidik-mor, e c’hoar koant ha tener, ha Nola (Scarlett Johansson), danvez e bried. Gant un eskemm tennis-taol e skoulm Chris ha Nola darempredoù : hemañ zo tagus e zoare c’hoari, honnezh zo friant he diweuz.

 

Termal a rae Woody Allen etre ar gomedienn hag an drama gant Melinda & Melinda, e film diwezhañ (ur film etre, dres). Amañ ne derm ket ken : un drama penn-kil-ha-troad eo Match Point. Gwech ebet n’eo aet Woody ken pell war an dachenn-se ha bamus eo ar prof a ra deomp. Levezon ar c’hoarigan trajediel italian ha pezhioù-c’hoari Shakespeare a gemer war e chouk difouge. Daoust hag ur gomedienn pe un drama e vo film kentañ Woody Allen ? Ne vern, gant ma chomo an awen gantañ.

 

http://www.tfmdistribution.com/matchpoint/index.html

 

 

 

 

 

 

 

 

Troiad an Trans, un tammig e pep lec’h e Breizh

 

 

Evel er bloavezhioù tremenet e kinnig deomp aozerien an Transmusicales ober anaoudegezh gant strolladoù a vo war al leurenn (pe get) e miz Kerzu e Roazhon. Lakaat an dud da zizoloiñ strolladoù nebeut anavezet : setu pal an droiad anvet "Troiad an Trans" (5vet troiad er bloaz-mañ). Kroget eo er sizhun dremenet e Kemper gant Montgomery, Kayser Palace ha Strup X.

A-benn an 10 a viz Du e vo tu da glevout Strup X, Dring Toy ha Car Crash e Sant Nazer (8e30, sal ar Vip). Kenderc’hel a ray an droiad (gant strolladoù disheñvel) e Ploermael, Montroulez, Naoned, Brest, An Oriant, Kastellin hag ur bern lec’hioù all e Breizh : en holl e  pado an droiad betek an 3 a viz Kerzu. Un digarez da dommañ ar c’horf hag ar spered a-raok mont da Roazhon evit an Trans.

Ur blog a zo bet savet, ennañ e kaver rentaoù-kont ha skeudennoù eus an abadennoù :

http://www.lestrans.com/tournee/

 

Hag evit pezh a sell ouzh an Trans :

http://www.lestrans.com/

 

 

 

 

 

 

 

 

Koulourdrenn gant kanell

 

 

Rekipe evit 5 den :

900 g danvez koulourdrenn (1,4 c’hilo dezhi), 2 benn ognon, 1 tamm bihan a jinjembr fresk, ¾ litrad dour, 1 loaiad soubenn eoul olivez, 2 loaiad soubenn kanell, kraoñ-muskadez, holen ha pebr

 

Dibluskit ar goulourdrenn ha tennit an neud hag ar greun anezhi. Troc’hit he bouedenn e tammoù.

 

Dibluskit ha miñsit ar pennoù ognon.

 

Dibluskit an tamm jinjebr ivez ha miñsit anezhañ.

 

En ur gokelenn, lakait an tammoù ognon da veleniñ en eoul gant ar jinjebr hag ul loaiad kanell, e-pad ur 5 munut bennak. Ouzhpennit an tammoù koulourdrenn ha lakait pep tra da veleniñ e-pad 5 munut adarre. Skuilhit an dour, ouzhpennit holen ha lakait ar golo war ar gokelenn betek ma vo o virviñ. Digreskit an tan d’ar c’houlz-se ha lakait da boazhañ e-pad un 20 munut bennak betek ma vo peurboazhet ar goulourdrenn.

 

Tennit an traoù diwar an tan ha kemmeskit pep tra. Lakait holen ha pebr diouzh ret. Rasklit un nebeud eus ar graoñenn-vuskadez hag ouzhpennit an eil loaiad kanell.