15 a viz Du 2004, niv. 32

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Ouzhpenn 5 000 den o deus kuitaet Aod-an-Olifant

 

 

Hiziv e vo echuet gant an divroañ dre nijerez eus Aod-an-Olifant aozet gant arme Frañs. Ur mil den bennak a oa bet kaset kuit dec'h adarre dre hanterouriezh lu Frañs. Ouzhpenn 5 000 den o deus kuitaet ar vro eus kornôg Afrika renet gant Laurent Gbagbo. Lod eus ar re a fell dezho kuitaat zo staliet c'hoazh en ur c'hamp eus arme Frañs, nepell diouzh aerborzh Abidjan. 10 000 soudard c'hall hag eus ar Broadoù Unanet zo er vro.

Dec'h e oa bet anvet un ofiser nevez e penn lu Aod-an-Olifant gant ar prezidant Laurent Gbagbo. Plijout a ra ar c'horonal Philippe Mangou d'ar re zo savet a-du gant renad Gbagbo, dre ma'z eo brudet evit bezañ a-enep krenn an arme c'hall war douaroù Aod-an-Olifant. Hervez e arme, e vefe bet prenet nijerezioù ha biñsaskelloù brezel nevez gant ar Stad.

 

 

 

 

 

 

 

 

Emsavadeg ar paper-brudañ !

 

 

Bemdez eo ar memes tra : rankout a rit tennañ ho lizhiri eus ur strobad paperennoù brudañ digoust ez it da foetañ er boubellenn diouzhtu-dak hep bezañ lennet anezhe peurvuiañ. 40 kg paper dre diegezh bep bloaz a dalvez ar bruderezh-se ha 60 % anezhañ a zeu eus ar gourmarc’hadoù. Moullañ seurt paperennoù a goust 62 € dre diegezh bep bloaz. Evel just e vez lakaet an dispign-se e-barzh priz an traoù e gwerzh ha neuze war chouk ar brenerien. Ouzhpenn-se eo ret kontañ 4 € dre diegezh bep bloaz evit an adaozañ, pezh ar vez paeet gant an tailhoù, da lâret eo ganimp. N’eo ket digoust evit an holl ar bruderezh digoust !

Ret eo soñjal ivez ez eus ur c’houst da-geñver an endro ivez : evit produiñ an 40 kg paper a stank ho poest-lizhiri e vez ezhomm eus 30 kg koad, 400 litrad dour, 180 kWh tredan, liv leun a vetal ponner, ha produioù kimiek a bep seurt. Ha pa vez foetet ar paper-se ganeoc’h, ma vez graet mat an traoù e vez adaozet, mod-all e vez devet.

Trawalc’h neuze gant ar moc’haj-se : pegañ war ho poest-lizhiri ur pegsun "Stop pub" zo ur jestr simpl hag efedus.

 

Kement ha gouzout hiroc’h : www.univers-nature.com

 

 

 

 

 

 

 

 

Roger Corbeau : poltredoù

 

 

N’eo ket alies e weler poltredoù ken brav hiziv an deiz. Fromet e vez tud zo, simudet reoù all, dirak daoulagad bamet Jean Gabin.
Un diskouezadeg poltredoù o tennañ d’ar fiñvskeudennerezh a-hed ar bloavezhioù a vezo e Lannuon etre an 11 a viz Here hag an 29 a viz Du. Un doare beaj eo, kinniget gant un tenner-poltridi hollvrudet, Roger Corbeau e anv. C’hoarierien vrudet a c’hellor gwelet, kement ha bevañ en-dro 50 vloaz a fiñvskeudenniñ. En o-zouez e kavfet Jean Marais, Simone Signoret, Maria Casarès pe c’hoazh Jodie Foster… Tro en deus bet Roger Corbeau da zaremprediñ Pagnol hag etrezo e voe ur vignoniezh dibar ha padus war ar marc’had. Labouret en deus ivez gant Jean Cocteau, Claude Chabrol ha nouspet all. Ouzhpenn da aktourion vrudet int a-benn ar fin, tud vojennel ne lâran ket…

Etre an 11 a viz Here hag an 29 a viz Du. Digor bemdez nemet da sul, meurzh ha devezhioù-gouel. 3e-6e30 abardaezh.

 

 

 

 

 

 

 

 

Rallye

 

 

Ur miz war-lerc’h bezañ sur bezañ kentañ e renkadur ar vlenierien, Sébastien Loeb, an Elzasad, en deus bet c’hoant da echuiñ ar gwellañ posupl en Aostralia evit ar redadeg diwezhañ. E Perth neuze en deus gounezet e 6vet redadeg er bloaz-mañ (diwar 16 rallye), hag an 10vet eus e red-sport (war ur Citroën Xsara). Loeb a gemer plas Petter Solberg, kampion 2003, hag a echu en eil plas er bloaz mañ. An Estoniad Marko Martin a erru da drede war ar podiom.

 

Bageal

 

Just ur ger evit lavaret ez eo Jean ar C’hamm zo da gentañ er Vendée Globe war-lerc’h ur sizhunvezh war vor, gant 53,6 miltir lañs war Vincent Riou.

 

Mell-droad

 

14vet devezh R1

Lyon (1añ) 2-0 Naoned (9vet)

Roazhon (13vet) 1-1 Tolosa (11vet)

 

16vet devezh R2

Brest (2vet) – Dijon (12vet)

Gueugnon (4e) 2–1 An Oriant (15vet)

Reims (16vet) 3–2 Gwengamp (14vet)

 

15vet devezh R1

Naoned (11vet) – Bourdel (7vet)

St-Etienne (15vet) – Roazhon (14vet)

 

17vet devezh R2

Gwengamp (16vet) – Ar Mañs (9vet)

An Oriant (18vet) – An Havr-Nevez (19vet)

Troyes (5vet) – Brest (4vet)

 

 

 

 

 

 

 

 

Birth

 

 

Stadoù-Unanet - 2004

Seveniñ : Jonathan Glazer

 

Gant ur barrad kalon e oa marvet trumm Sean e-ser redek en ur park. Goude dek vloaz kañv he deus graet e intañvez, Anna (Nicole Kidman), he mennozh da sevel ur vuhez nevez dezhi : dimeziñ a raio a-benn nebeut gant Joseph. D’ar c’houlz-se e teu ur paotr yaouank da embann eo eñ Sean, gwaz marv Anna distro deus an Anaon. Tamm ha tamm ez aio ar souezh da strafuilh.

Harpet war an tem dreistnatur-mañ e vez kaset ur preder war nerzh ar santimantoù ha pegen pell e c’heller bezañ kaset gantañ en desped d’ar skiant-vat. Gant skeudennoù lipet kaer e sav Jonathan Glazer un aergelc’h a-zoare da ziorren ar senario fin bet kenskrivet gantañ ha gant Jean-Claude Carrière. Soñjal a raer e "Mojennoù ar Marv" gant an istor karantez usvedoniel-mañ douget gant Nicole Kidman. Sell aze ur stumm film en dije sevenet Hitchcock laouen.

 

Kement ha gouzout muioc'h : http://www.birthmovie.com/

 

 

 

 

 

 

 

 

Death In Vegas – Satan’s Circus

 

 

Embannet gant Drone

 

Distro e oa ar rock, eme tud’zo, goude meur a vloavezh dindan beli ar sonerezh eletronek. Un dra vat eo : evel-se ez eus nebeutoc’h a wask war ar sonerien dekno, ha neuze o deus muioc’h a frankiz evit pellaat diouzh klichedoù an tekno. Sonerien Death In Vegas a denn gounid eus se : gant o fladenn nevez e tistroont d’an diazezoù. Tonioù hir, tamm kan ebet : amañ e klever levezon tadoù-kozh ar sonerezh tekno (Zugaga, eil ton ar bladenn, savet war batrom Trans Europe Express) hag hini an dub (an doare da hiraat an amzer o tremen). Arnevez e chom ar sonerezh memestra, dre ma’z eo produet en ur implijout teknikoù a vremañ. Ar re gentañ a breno ar bladenn o do unan all ouzhpenn : un abadenn live klok, enrollet e Londrez e 2003.

 

Kement ha gouzout hiroc'h : http://continorooms.com/div/

 

 

 

 

 

 

 

 

Aour tout !

 

 

Pennoù kenwerzh ar gened o deus kaset enklaskoù –  hag a ra c’hoazh  – diwar-benn implij ar plantennoù pe ar bezhin er produioù kened. Goude bezañ krouet ha gwerzhet miliadoù a voestadoù prizius, ar saverien produioù kened a cheñch danvez. Ouzh ar c’hailh eo troet selloù an arnodvaoù hag ar merkoù brudet. Eus ar c’hiz spontus eo. Met en tu all da se ez eus bet kavet perzhioù dedennus d’ar c’hailh. Kement evit al livañ-kroc’hen hag ar produioù-kened all. Hervez kont, an aour hag ar boultrenn diamantoù, da skouer, a zo elfennoù a zegas startijenn ha dalc’h d’ar c’hroc’hen. An nakr a c’hellfe mirout ouzh ar c’hroc’hen da goshaat re vuan. Evit a sell ouzh al livañ-kroc’hen, bec’h d’ar rubiz, d’ar strass, d’ar safir ha me a oar me c’hoazh ! Kavout a reot anezho dindan stummoù disheñvel : ruz-muzelloù, gloss pe eye-liner. Marteze ez eo un digarez da brenañ safir  pe diamantoù hep bezañ rivinet !