Lun 8 a viz Du, niv.307
Sizhun 45 - 2010

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun,
kasit ho chomlec'h da:
bremaik@free.fr

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ !

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

sizhun a-raok


 

 

 

 

 

 

 

 

Ginea:

kentañ dilennadegoù frank abaoe 1958

 

 

Dec'h e vote keodedourien Stad Ginea evit eil tro dilennadegoù ar prezidant. Tenn eo ar mare evit ar Stad: daou vloaz zo e oa bet tapet ar galloud gant an arme, goude marv ar prezidant Lassana Conté. An dilennadegoù-mañ, ar re frank kentañ abaoe dizalc'hiezh Stad Ginea e 1958, diouzh Frañs, a zo sañset reiñ en-dro ar galloud d'an dud disoudard. Tro gentañ ar votadeg a oa bet aozet d'ar 27 a viz Mezheven 2010, ha daleet an eil tro (raktreset d'an 18 a viz Gouere) goude m'o dije klemmet ar strolladoù war ar renk war-lerc'h an doare da aozañ. Hervez an ensellerien etrebroadel a oa war ar plas, eo tremenet plaen ar vouezhiadeg bet aozet dec'h. Nec'het eo Aozadur ar Broadoù Unanet koulskoude, gant ar reuz a c'hellfe dispakañ peogwir emañ pep a zanvez-prezidant eus div bobl disheñvel, dizemglev etrezo. Peuled (a zo e-tro 40% eus poblañs Ginea) gant Cellou Dalein Diallo, ha Malinkeed (a zo e-tro 35% eus poblañs ar Stad) gant Alpha Condé. Evit ar sellerien etrebroadel, disoc'h an dilennadegoù-mañ e Ginea hag emzalc'h tud ar vro a c'hellfe levezoniñ Stadoù all er c'horn-mañ eus kevandir Afrika: Liberia, Sierra Leone hag Aod-an-Olifant, o deus holl gouzañvet diwar brezelioù diabarzh n'eus ket keit se zo.

 

 

 

 

 

 

 

 

Ur c'hendalc'h par d'ar GIEC, evit liesseurted ar boudoù bev

 

 

Anaout a reer ar GIEC, ur vodadeg skiantourien troet war tommadur an hin. O fal a zo bodañ disoc'hoù an enklaskoù war an danvez evit gallout kaout, holl asambles, un ali resis war peseurt pouez a zo gant ar gudenn, ha kinnig neuze alioù evit an divizoù politikel. 5 danevell o deus embannet evit c'hoazh. Abaoe 2005 e oa kaoz da sevel ur vodadeg damheñvel evit liesseurted ar boudoù bev.

Nevez 'zo ez eus bet dalc'het, e Nagoya, ur c'hendalc'h etre ar bolitikourien war an danvez-mañ, evel ma oa bet, e Kopenhagen, evit an hin. E Nagoya e oa en em lakaet a-du 190 bro, diwar 193 eno, evit kemer divizoù war an danvez, met, e-touez ar reolennoù bet kinniget, n'eus a-benn ar fin redi ebet evit ar broioù, ha n'eo ket bet sinet gant ar Stadoù-Unanet.

Diwar-se emañ war ar chanter an IPBES, a vije ur vodadeg skiantourien a glaskfe, o tielfennañ ar studiadennoù, muzuliañ ar c'hemmoù-se war ur skeul hollek, ha kinnig divizoù de gemer. E 2008 e veze stadet e oa 38% eus ar spesadoù en arvar, ha 90% a oa en ur stad gwashoc'h eget hini ar bloaz paseet.

 

M.M.

 

 

 

 

 

 

 

 

Mateusz Kølek, skeudennaouer

 

 

Mateusz Kølek a zo Poloniad. Emañ o chom e Krakovia hag e labour a zo termenet e-mod-se: livet-pizh, bev ha kaer-meurbet. E zoare da skeudennaouiñ a lak da soñjal e tresadennoù ar strollad muzik Gorillaz un tamm. Pa oa studier war istor an arz er Skol-veur, en doa labouret war kalz a dresadennoù-bev ha story-boards evit bruderezhioù e Polonia. Bremañ emañ o labourat evel devezhour war ar c'hazetenniñ evit 5 pe 6 ajañs e Krakovia evel kazetennoù, tiez-embann, pratikoù prevez ha kement zo… Plijout a ra dezhañ labourat evit ur bochad tud hag evitañ ouzhpenn-se, met er mare-mañ en deus da bal kaout pratikoù nevez plijet gant e stil. Ha peseurt stil a zeu gantañ? Ur stil deuet war-eeun eus Tokyo mesket gant ur stil poloniat.

Levezonet eo bet gant arzourien liesseurt, evel Jamie Hewlett, Hayao Miyazaki ha James Jean, ha nevez zo gant Sam Weber (hemañ a zo sot gantañ), Mathew Woodson ha Vania Zouravliov. Oberennoù ar skeudennaouerien-se a zo gant ur bern munudoù hag o live tresañ a zo fiskal.

Tresañ a ra gant ur c’hreion war ur follenn en ur mod hengounel. Ne blij ket dezhañ labourat gant un urzhiataer hepken. Implijout a ra Photoshop a-wechoù evit skaniñ ur skeudenn ha krouiñ ur foñs nevez kentoc’h ha pegañ war ar foñs-mañ un dourlivadur.

N’en deus graet diskouezadeg ebet c’hoazh, met plijet e vefe da sevel unan e Japan: un huñvre evitañ!

 

S.B.

 

Evit gouzout hiroc’h: http://mateuszkolek.com

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Baseball Word Series: aet eo ar maout gant ar San Francisco Giants

 

 

Evit ar wezh kentañ abaoe 56 vloaz eo aet ar maout gant skipailh mell-vazh ar Giants, evit en ober o deus gounezet ar pempvet krogad (3-1) a-enep skipailh an Texas Rangers. Dilun tremenet en Arlington, eizh vloaz goude o gourfenn diwezhañ, int deuet a-benn da c’hounit play-offs ar World Series, da lavaret kampionad baseball ar Stadoù-Unanet, met evito eo heñvel ouzh kampionad ar bed ken barrek eo o skipailhoù. Savet e oa bet skipailh ar Giants e New York, met e 1957 int bet dilec’hiet e San Francisco, tri bloaz goude o zitl diwezhañ. War a seblant e oant mallozhet war aod ar c’hornôg dre m’o deus ranket gortoz 2010 evit kaout un titl nevez, gounezet 4 c’hrogad ouzh 1. Echu an tri bloaz hag hanter-kant a zienez!

 

Hent ar Rom – Bank ar Post

 

Aet eo kuit skipperien Hent ar Rom d'ar Sul 31 a viz Here da 1e02 eus Sant-Maloù evit treuziñ an abretañ ar gwellañ hag ar-raok ar re all ar mor Atlantel. Betek-henn ez eo Franck Cammas a zo bet dirak ar re all. D’al Lun 8 a viz Du 2010 da greisteiz, setu ar re a oa e penn ar redadeg:

 

Bigi Lieskouc’h: 

Rummad ULTIME (LHT brasoc’h pe kevatal da 60 troatad hep na vefe termenet o ment): Franck Cammas

Rummad Multi 50 (evel m’eo termenet e reolennoù Lieskouc’hoù Rummad Multi 50): Yves Le Blevec

 

Bigi unkouc’h:

Rummad IMOCA (evel m’eo termenet e reolennoù IMOCA): Roland Jourdain

Rummad Rom (LHT etre 39' ha 59'): Andrea Mura

Rummad 40 (evel m’eo termenet e reolennoù ar Rummadoù Class 40): Thomas Ruyant

 

LHT: longueur hors tout

 

Evit gouzout hiroc’h: www.routedurhum-labanquepostale.com

 

 

Mell-droad : Brest
atav e-penn ar Rummad 1

 

N'eo ket bet gwelet abaoe 24 bloaz, skipailh Stad Brest a zo e-penn Rummad 1añ ar vell-droad abaoe ur sizhunvezh. Daoust m’o deus kollet a-enep skipailh Lilles d'ar Sul 7 a viz Du, Brestiz a zo c'hoazh e-penn ar c’hampionad dirak skipailh Roazhon. Gourc'hemennoù d'ar Vretoned neuze!

 

Renkadur

1.Stad Brest 29 (21) 2.Stad Roazhon FC (20) 3.Paris Saint-Germain (19) 4.Olympique de Marseille (18) 5.LOSC Lille Métropole (18) 6.AS Saint-Etienne (18) 7.Toulouse FC (18) 8.Montpellier Hérault SC (18) 9.FC an Oriant (17) 10.Girondins de Bordeaux (16) 11.Olympique Lyonnais (16) 12.OGC Nice (16) 13.AJ Auxerre (15) 14.Valenciennes FC (15) 15.FC Sochaux Montbéliard (14) 16.SM Caen (14) 17.AS Nancy Lorraine (14) 18.AS Monaco FC (13) 19.RC Lens (13) 20.AC Arles Avignon (5)

 

 

 

 

 

 

 

 

Miz Du, Mizvezh an teulfilmoù

 

 

E-kerzh miz Du e vo kinniget ouzhpenn 240 abadenn sinema hag emgav, en ouzhpenn 150 kumun e Breizh, a zo er penn a-raok evit Miz an teulfilmoù.

Gant teir c'hevredigezh e vez kenurzhiet an abadennoù: Double-Vue en Aodoù-an-Arvor, Daoulagad Breizh e Penn-ar-Bed hag er Mor-Bihan, ha Comptoir du Doc en Il-ha-Gwilen. El Liger-Atlantel eo disheñvel an aozerien hervez al lec'h hag an degouezh (Gwenrann, Naoned, Merzhelieg, Lavreer-Botorel...) hag e c'heller kavout roll an abadenn e lec'hienn ofisiel Mizvezh an teulfilmoù.

E Penn-ar-Bed hag er Mor-Bihan e vo kinniget abadennoù brezhonek eta. En o zouez e vo daou film diwar-benn Youenn Gwernig, unan all diwar-benn ar Vreudeur Morvan, hag ur rummad filmoù sevenet gant Bastian Gwilhou a vo kinniget ivez... Roll klok an abadennoù a c'hellot kavout e lec'hienn Internet ar festival.

 

Evit gouzout hiroc'h: www.moisdudoc.com

Un toullad filmoù zo bet gwelet gant ur genskriverez da Vremaik ha kinniget war he blog: http://soubennargeek.wordpress.com/

 

 

 

25vet Festival european ar filmoù berr e Brest

 

Etre an 8 hag ar 14 a viz Du e vo dalc’het 25vet dalc’h Festival ar filmoù berr e Brest. Tremen 200 oberenn eus ar bed a-bezh a vo skignet e-pad ar festival-se. Estreget abadennoù ar gevezadeg voas e vo ivez leun a zibaboù evit ma kavfe kement doare arvestourien zo e walc’h: filmoù-bevaat, bugale, filmoù Breizh, moliac’h, h.a. Kard kantved ar festival a vo lidet ivez, an digarez d’ober ur c’hilsell war filmoù gwellañ ar bloavezhioù tremenet. Ouzhpenn-se e vo lakaet filmoù berr Breizh-Veur war an talbenn dre zibaboù a-ratozh. Kalz a draoù a vo e gwirionez, ha traoù eus ar c’hentañ.

 

Evit gouzout hiroc’h: http://www.filmcourt.fr/

 

 

 

 

 

 

 

 

 

The Brave gant Gregory McDonald

 

 

Er westernoù mod-kozh e veze gwelet an Indianed o stagañ enebourien o meuriad ouzh ur peul jahin. Adkavout a reomp an tem-mañ e levr Gregory McDonald The Brave (e ditl gallek Rafael, Derniers Jours, embannet gant Domaine Etranger 10/18, 1996). Un Indian yaouank, ul lonker paour-razh, a zo tutaet gant ar Mafia evel penntudenn ur snuff movie, da lavaret eo evit gouzañv mil marv a-raok bezañ dibennet. Gwerzhet e vo ar film d’ar re eo o flijadur arvestiñ ouzh poan divent (ha gwirion) un den. Al lennerien gizidik a c’hello heuliañ an istor hep lenn ar pennad 3 a zispleg dre ar munud labour ar voserien.

Dedennus eo al lodennoù diwezhañ peogwir e welomp cheñchamantoù en emzalc’h Rafael. Deuet eo da vezañ un Apach, un C’hommanch pe c’hoazh un Huron en-dro; ur brezelour a chom mut dirak ar marv o tont. Reiñ a ra profoù d’e vugale, fardañ a ra boued lipous dezho ha chom a ra e-pad an noz diwezhañ o sellout ouzh stered an oabl. Adkavet en deus lorc’h e bobl, gwasket abaoe pell. Uhel eo ar priz: hini e vuhez.

Sevenet e oa bet ur film gant Johnny Depp (aktor ha filmaozour) diwar levr Gregory McDonald e 1997.

 

Tangi Legavre

 

The Brave gant Gregory McDonald, embannet gant Domaine Etranger 10/18.

 

 

 

Enrolladenn nevez evit Conan The Barbarian

 

Emañ an embanner belgiat Prometheus Records o paouez embann div bladenn gouestlet da sonerezh Basil Poledouris evit Conan The Barbarian (1982), film John Milius gant Arnold Schwarzenegger, azasaet en un doare frank diwar skridoù R.E. Howard. Berzh-bras en deus graet e sonerezh, termenet gantañ ton ar gouron-faltazi (heroic fantasy).

Aet e oa ar sonaozour amerikan da Anaon d'an 8 a viz Du 2006, pevar miz goude bezañ kinniget evit ar wech kentañ, hag ar wech nemeti en e vuhez, Conan The Symphony e Festival sonerezh Ùbeda, en Andalouzia.

Er sizhun dremenet eo bet lakaet e gwerzh en-dro sonerezh Conan, en ur stumm na oa ket bet roet da glevet betek-henn. Adenrollet eo bet ar sonskrid a-bezh (d.l.e. 100 munutenn) gant Laz-seniñ ha Laz-kanañ Kêr Praha (96 benveg ha 100 mouezh), renet gant Nic Raine. Ranket en doa Poledouris adkempenn e sonskrid da vare an enrollañ gant al laz-seniñ italian e 1982, peogwir n'en doa ket gellet kavout e Roma an holl vinvioù a felle dezhañ implijout. An orkestradurioù orin zo bet adkavet hag implijet aze, enrollet gant dafar a vremañ. Peadra da reiñ ur liv un tamm disheñvel moarvat d'an tonioù Anvil Of Crom, Riders Of Doom, Atlantean Sword, Theology & Civilization, The Orgy (kensavet gant e verc'h a oa 9 vloaz!), Funeral Pyre, Battle Of The Mounds, The Awakening ha peurrest troioù-kaer Conan lakaet da sonerezh gant nerzh hag awen.

 

Evit gouzout hiroc'h: www.pragueorchestras.com

 

 

 

 

 

 

 

 

Blogoù keginañ e galleg (da c’hortoz reoù e brezhoneg)

 

 

M’ho peus bet tro da sellet ouzh abadenn M6 "Ur goan kazi disi" (Un dîner presque parfait er yezh orin) ho peus dizoloet keginerien ampart, amatourien an holl anezho. N’eus ket keit zo ez eus bet ur genstrivadeg da-geñver an abadenn etre tud o terc’hel ur blog diwar-benn ar c'heginañ. Elodie, Yann, Hermine, Sophie ha Van-Anh a oa ar pemp dibabet er wezh-mañ gant ar chadenn brevez. Ha gant piv eo aet ar maout? Ma fell deoc’h gouzout, ar gwellañ tra a zo mont da welet ar pezh a zo bet keginet ganto, ha peseurt notennoù a zo bet roet an eil re d’ar re all, war lec’hienn M6-Replay. Mod-all, emañ ar respont e fin ar pennad-mañ! Da c’hortoz, setu blogoù hor c’heginerien varrek:

 

"Ur goan kazi disi" (Un dîner presque parfait)

Blog Elodie: http://kitchenvictim.blogspot.com

Blog Yann: http://www.yawye.fr

Blog Hermine: http://julieethermine.canalblog.com/

Blog Sophie: http://cotesoleil.wordpress.com/

Blog Van Anh: http://baguettes-ou-fourchette.over-blog.com/

 

Evit gouzout hiroc’h: 

http://www.m6replay.fr/

 

(aet e oa ar maout gant Van-Anh, fardet he doa kegin mod Azia hag a oa lipous-tre!)

 

 

 

Deiziataer 2011

 

Adkavet e vo er bloaz-mañ ar stumm klasel a blij d'an dud : 17cm uhelder ha 9 cm ledander, gant ar skrid a-led. En ur golo kartoñs e liv e vo kavet an deiziataer, en taol-mañ, pevar liv penn-da-benn. Kantadoù a chomlec'hioù a gaver ivez er fin, gant roll pouezusañ aozadurioù sevenadurel ar vro (kelenn, embann, mediaoù...).

Nevez er bloaz-mañ: "Ar brezhoneg war ar Genrouedad" renabl al lec'hiennoù pouezusañ e brezhoneg war ar Genrouedad renket e 6 rumm.

E gwerzh emañ Deiziataer 2011 abaoe ar 15 a viz Gwengolo 2010, 10€ an tamm. Bez' e c'helloc'h kavout anezhañ e gwerzh war stand Skol An Emsav e Gouel al Levrioù e Karaez, a-benn an 30 ha 31 a viz Here. Gellout a reer gourc'hemenn anezhañ dre ar Post ivez evel-just, en ur vont e darempred gant Skol An Emsav (12€ an tamm gant ar mizoù-kas).

 

Evit gouzout hiroc'h: Skol An Emsav, 25 straed Pierre Martin, 35000 Roazhon.
Pgz: 02.99.38.75.83. Postel: sae.bzh@wanadoo.fr. Lec'hienn Internet: www.skolanemsav.com

 

 

 

 

Bremaik:
klask zo war-lerc'h kenskriverien!

 

Plijet oc'h o lenn ar pennadoù embannet a-hed ar bloaz war Bremaik? Sot oc'h gant ar sonerezh, ar sportoù, an arzoù, ar sinema, pe me ’oar-me? Gallout a rit degas ho sell war an danvezioù-se ingal, dre ar brezhoneg, gant Bremaik! Ur skipailh tud a youl vat a sav ar pennadoù bep sizhun abaoe ouzhpenn 6 vloaz, ha bepred emaomp o klask "pluennoù" nevez, evit reiñ un ton liesseurt d'ar gelaouennig (digoust!) war internet, hag e brezhoneg-tout, embannet bep Lun.

Evit gouzout hiroch war an doare da vont en-dro, ha penaos kemer perzh e buhez Bremaik, n'eus mann ebet aesoc'h: kasit ur gerig deomp d'ar chomlec'h postel-mañ: bremaik@free.fr!

 

 

Lennit Bremañ Du 2010!

 

Harz-tennañ ETA en Euskadi, kendiviz an Oriant diwar-benn an etrekeltiegezh, ar slow food lidet e Torino, raktresoù ar gevredigezh Babigoù Breizh, Hent ar Rom, Yaouank 2010... Kaoz zo eus an holl draoù-se hag eus traoù all c'hoazh e niverenn Bremañ Du 2010.

An teuliad zo gouestlet er miz-mañ d'an embann. Ur pennad-kaoz a vo kavet gant renerez Coop Breizh, Anne-Laure Marteau, e penn an ti abaoe ur bloaz-hanter, kinniget e vo ivez labour Kuzul ar Brezhoneg war tachenn an embann brezhonek, levrioù niverel kentañ an embanner Emgleo Breiz, ha kinniget ivez saloñsoù levrioù e miz Du, e Pluguen, Plistin ha Gwenrann...

Kenderc'hel a ra Bremañ da ginnig div bajennad "Lennomp!". Savet e vezont a-ratozh evit ar re zo o teskiñ brezhoneg gant skipailh Skol An Emsav. M’ho pez plijadurig o lenn Bremaik, plijadur ho po o lenn Bremañ, sur!

Bep miz, abaoe 1980, e kinnig kelaouenn Bremañ pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav, e doare ur magazin.

 

Embannet gant Skol an Emsav (4,50€ an tamm)

Koumanant: 50€ evit ur bloaz, 60€ evit an estrenvro, 4€ bep miz dre lamadenn

E gwerzh er stalioù-levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant.

Evit gouzout hiroc'h: www.breman.org