|
|
|
|
|
|
|
Lun 15 a viz Du, niv.308 Pellgargit ar pennadoù e stumm Word Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun, |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Gouarnamant Fillon III |
|
|
Ar pennoù nevez: Alain
Juppé, ministr an difenn hag ar vrezelerien gozh. Xavier Bertrand, ministr al
labour hag ar yec'hed. Patrick Ollier, ministr karget e-kichen ar C'hentañ
Ministr, eus an darempredoù gant ar Parlamant. Henri de Raincourt, ministr ar
c'henlabour. Jeannette Bougrab, sekretourez-Stad e karg eus ar yaouankiz hag
ar vuhez kevredigezhel. Frédéric Lefebvre, sekretour-Stad e-karg eus ar
c'henwerzh, an artizanerezh, an embregerezhioù bihan hag etre hag an touristerezh.
Marie-Anne Montchamp, sekretourez-Stad karget eus ar c'hengred. Philippe
Richert, ministr e karg eus ar strollegezhioù hag an tiriad. Thierry Mariani,
e karg eus an treuzdougen. Maurice Leroy, ministr ar c'hêrioù. Cheñch a reont: Michèle
Alliot-Marie, ministrez an Aferioù estren hag Europa. Michel Mercier, sieller
meur, ministr ar justis hag ar frankizoù. Nathalie Kosciusko-Morizet,
ministrez an ekologiezh, an diorren padus, an treuzdougen hag al lojañ. Nora
Berra, e karg eus ar yec'hed. Eric Besson e karg eus an industriezh. Laurent
Wauquiez, ministr an aferioù europat. Chantal Jouanno, e karg eus ar sportoù.
Nadine Morano, ministrez e karg eus deskardelezh hag ar stummañ. Roselyne
Bachelot-Narquin, ministrez ar c'hengred hag ar c'henstag sokial. Chom a reont: Christine
Lagarde, ministrez an armerzh hag an arc'hanterezh. Brice Hortefeux, ministr
an diabarzh, an tramor, ar strollegezhioù tiriadel hag an enbroañ. Luc
Chatel, e karg eus an deskadurezh. François Baroin, ministr ar budjed, ar
c'hontoù foran, ar velestradurezh foran ha mouezh aotreet ar gouarnamant.
Valérie Pécresse, ministr an deskadurezh uhel hag an enklask. Bruno Le Maire,
ministr al labour-douar, ar boued, ar pesketaerezh, ar maezioù ha terkerezh
an tiriad. Georges Tron, e-karg eus ar velestradurezh foran. Benoît Apparu, e
karg eus al lojañ. Frédéric Mitterrand, ministr ar sevenadur hag ar c'hehentiñ.
Marie-Luce Penchard, a ra war-dro an tramor. Pierre Lelouch, e karg eus ar
c'henwerh diavaez . Mont a reont kuit: Bernard
Kouchner, Eric Woerth, Fadela Amara, Rama Yade, Jean-Louis Borloo, Hervé
Morin, Christian Estrosi, Jean-Marie Bockel ha Valérie Létard. |
|
|
|
|
|
|
|
Boued
foeltret |
|
|
M.M. |
|
|
|
|
|
|
|
Beilhadegoù kontet e Breizh #6 |
|
|
Roll abadennoù "Beilhadegoù kontet e Breizh" 2010 a
c'heller kavout war lec'hienn Skol-Uhel ar Vro: www.culture-bretagne.org |
|
|
|
|
|
|
|
Mell-droad:
Brest atav e penn ar Rummad 1 |
|
|
Disadorn a zeu, d'an 20 a
viz Du, e vo un derby hirc’hortozet etre Roazhon ha Brest e stad
Hent an Oriant evit gouzout peseurt skipailh breizhat a vo pe a chomo e penn
ar R1. Brest 1-1 Sochaux An Oriant 1-1
Paris-Saint-Germain Auxerres 2-1 Roazhon Rugbi: Skipailh
Frañs e Naoned Pellik zo ne oa ket bet
gwelet ur c’hrogad rugbi e stad ar Beaujoire e Naoned, ha gwelet skipailh
Frañs ouzhpenn a oa kaoz e oa leun-chouk ar stad, goude ma rae glav-pil! O
c’hortoz leun a basoù hag a draoù dic’hortoz e oa an arvesterien,
dreist-holl gant strobinellerien ar rugbi, Fidjiiz, met gant ar gorventenn a
oa n’int ket deuet a-benn da ziskouez petra int gouest d’ober.
Ret eo gouzout ez eus ur Fidjiad diwar seizh o c’hoari rugbi,
n’eo ket mui ur sport eno, ur relijion an hini eo! Evit a sell ouzh ar
c’hoari ez eus bet plantet un esae iskis-kenañ gant David Marty goude
ma’z eus bet c’hwitet un taol-kastiz gant Yachvilli (33’).
Mod-all en deus Maxime Médard, c’hoarier Tolosa, plantet unan all
(43’) a-raok ma tiskouezfe ar "pack" e nerzh dindan ar
peulioù evit un esae-kastiz (70’). Frañs 34-12 Fidji |
|
|
|
|
|
|
|
Severn,
la voix de nos enfants |
|
||
|
Frañs
– 2010 Senario
ha seveniñ : Jean-Paul Jaud
Warlene, da-geñver SINEyaouank, e oa bet bannet ar
film Gold Men (Cyril Peyramond, 2009, bet advoueziet gant Dizale) a
gave gwelloc’h kinnig skouerioù a-feson eus tud a striv evit an diorren
padus a-dreuz ar bed eget klemmichal war stad fall an traoù hep kinnig netra.
Severn zo un tamm ar memes tro spered gantañ: ouzhpenn gouzout penaos emaomp
ganti ez eus da dapout krog enni. Arabat termal evit mont da welet an
abadenn-se er sinemaoù rak ne vo ket skignet gant ar chadennoù skinwel,
dalc’het ma vezont gant interestoù all... Meriadeg Vallerie Evit gouzout hiroc’h: |
|
||
|
|
|
||
|
|
|
|
Yaouank 2010! |
|
|
Evit gouzout hiroc'h: www.yaouank.com
pe www.myspace.com/yaouankgouel Rusia
2028 gant Vladimir Sorokine
Levr diwezhañ Vladimir
Sorokine Journée d’un Opritchnik (embannet e Frañs gant Edition de
l’Olivier, 2008) a gas ac’hanomp en un amzer da zont (2028)
huñvreet, pe kentoc’h gwallhuñvreet, etre Moskov ha kompezennoù divent
Siberia. Gwelout a reomp ur gevredigezh
spontus a vesk roudoù an amzer dremenet (ar sorserezh, ar mojennoù
kozh-noe...) hag an araokadennoù arbennik (an urzhiataerioù, an drammoù nevez
krouet...). Disoñjal a reomp abred
a-walc’h an istor evit derc’hel hon evezh war ar benndudenn
Andréï Danilovitch, den uhel e garg en Opritchina. An aozadur-mañ, par
d’ur gward pretoriek, a oa bet krouet da vare Ivan Grozny (16vet
kantved). Dreist ar varnerien, an archerien, ar vourc'hizion uhel hag an dudjentil
o devoa e izili an hollc’halloud evit gwareziñ an Tsar. O sentidigezh a
oa o relijion. Al levr-mañ zo ur preder sebezus war donkad
Rusia a-vremañ hag an doare m'eo bet tapet ar galloud gant ur strolladig a
dud. Den na vo souezhet o c’houzout n’eo ket deuet mat oberennoù
Sorokine gant gouarnamant Rusia. Tangi Legavre 7vet Saloñs Gwenrann al levrioù e
Breizh
E-keñver ar brezhoneg e vo
meur a emgav. Gant ar c'hannad ha maer Christophe Priou e vo sinet ar garta
Ya d'ar brezhoneg d'ar Sadorn 20 da 11e30. Da 3e goude merenn e vo aozet un
abadenn e koun Bernez an Nail, skrivagner hag embanner (Les Portes du Large),
gant Jaqueline an Nail hag Annaig Renault, diwar-benn e labour. D'ar Sul 21 da 2e30 goude merenn
e vo tu da glevet Annaig Renault ha Martial Ménard o kaozeal, e brezhoneg,
diwar-benn levrioù nevez embannet en hor yezh. Troet e vo war-eeun e galleg
gant ar jubennour Sten Charbonneau. Evit gouzout hiroc'h: |
|
|
|
|
|
|
|
0810 313 313: "Alo, amañ hoc’h
alvokad" |
|
|||
|
Evit gouzout hiroc'h: Deiziataer 2011
Nevez er bloaz-mañ: "Ar brezhoneg war ar
Genrouedad" renabl al lec'hiennoù pouezusañ e brezhoneg war ar
Genrouedad renket e 6 rumm. E gwerzh emañ Deiziataer 2011 abaoe ar 15 a viz
Gwengolo 2010, 10€ an tamm. Bez' e c'helloc'h kavout anezhañ e gwerzh
war stand Skol An Emsav e Gouel al Levrioù e Karaez, a-benn an 30 ha 31 a viz
Here. Gellout a reer gourc'hemenn anezhañ dre ar Post ivez evel-just, en ur
vont e darempred gant Skol An Emsav (12€ an tamm gant ar mizoù-kas). Evit gouzout hiroc'h: Skol An Emsav, 25
straed Pierre Martin, 35000 Roazhon.
Plijet oc'h o lenn ar pennadoù embannet a-hed ar
bloaz war Bremaik? Sot oc'h gant ar sonerezh, ar sportoù, an arzoù, ar
sinema, pe me ’oar-me? Gallout a rit degas ho sell war an danvezioù-se
ingal, dre ar brezhoneg, gant Bremaik! Ur skipailh tud a youl vat a
sav ar pennadoù bep sizhun abaoe ouzhpenn 6 vloaz, ha bepred emaomp o klask
"pluennoù" nevez, evit reiñ un ton liesseurt d'ar gelaouennig
(digoust!) war internet, hag e brezhoneg-tout, embannet bep Lun. Evit
gouzout hiroch war an doare da vont en-dro, ha penaos kemer perzh e buhez
Bremaik, n'eus mann ebet aesoc'h: kasit ur gerig deomp d'ar chomlec'h
postel-mañ: bremaik@free.fr! Lennit Bremañ
Du 2010!
An teuliad zo gouestlet er miz-mañ d'an embann. Ur
pennad-kaoz a vo kavet gant renerez Coop Breizh, Anne-Laure Marteau, e penn
an ti abaoe ur bloaz-hanter, kinniget e vo ivez labour Kuzul ar Brezhoneg war
tachenn an embann brezhonek, levrioù niverel kentañ an embanner Emgleo Breiz,
ha kinniget ivez saloñsoù levrioù e miz Du, e Pluguen, Plistin ha Gwenrann... Kenderc'hel a ra Bremañ da ginnig div bajennad
"Lennomp!". Savet e vezont a-ratozh evit ar re zo o teskiñ
brezhoneg gant skipailh Skol An Emsav. M’ho pez plijadurig o lenn Bremaik,
plijadur ho po o lenn Bremañ, sur! Bep miz, abaoe 1980, e kinnig kelaouenn Bremañ
pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav,
e doare ur magazin. Embannet
gant Skol an Emsav (4,50€ an tamm) Koumanant:
50€ evit ur bloaz, 60€ evit an estrenvro, 4€ bep miz dre lamadenn E
gwerzh er stalioù-levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant. Evit
gouzout hiroc'h: www.breman.org |
|
|||
|
|
|
|||