Lun 2 a viz Du, niv.259
Sizhun 45 - 2009

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun,
kasit ho chomlec'h da:
bremaik@free.fr

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ !

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

sizhun a-raok


 

 

 

 

 

 

 

 

Afghanistan: nullet an eil tro

 

 

Da-heul tro gentañ dilennadeg prezidant Afghanistan, e miz Eost tremenet, e oa bet nullet ur c'hard eus ar votoù. Floderezh a oa bet, ha lakaet diaes e oa bet Hamid Karzaï neuze, prezidant betek-henn. Erruet e oa e penn an dro gentañ gant 49,67% eus ar mouezhioù (gant 38,7% eus ar voterien o kemer perzh hepken). Damasantet en doa ar prezidant kozh aozañ un eil tro d'ar votadeg dindan ar gwask etrebroadel. E-tal dezhañ e oa Abdullah Abdullah. Goulennet en doa groñs e vefe cheñchet tud e postoù zo (penn komision ar votadegoù) ha serret burevioù-votiñ "faos" (na oant ket bet digoret, met o doa kaset memes tro mouezhioù da Hamid Karzaï). Nac'het eo bet pep tra. Disklêriet en doa dec'h neuze ne gemerfe ket perzh en eil tro. Divizet eo bet a-benn ar fin gant komision ar votadegoù ofisielaat dilenn Hamid Karzaï da-heul dilez Abdullah Abdullah evit an eil tro a oa sañset da vezañ aozet a-benn disadorn. Kement-mañ ne vo ket evit kreskiñ fiziañs poblañs Afghanistan er prezidant, deuet mat gant Stadoù-Unanet Amerika.

 

 

 

 

 

 

 

 

 

An Indianed hag ar stankell

 

 

Indianed zo eus Amazonia, e Brazil, a zo o stourm a-enep d'ur raktres sevel ur stankell. Bez' he dije ul levezon bras-spontus war ar pesked ha war trowardroioù ar stêr, e-lec'h ma oa an Indianed o vevañ. Skarzhet int bet kuit diouzh o zachenn dindan gwask an embregerezhioù bras. Ar Xingu, unan eus adstêrioù pennañ an Amazon, eo a vije diheñchet ouzhpenn 80% eus he dour. Diouzh un tu, ur raktres difennet gant ar Stad hag an embregerezhioù bras, diouzh un all, 200 Indian eus ar meuriad Kayapó, gant nebeut-tre a c'halloud, skoazellet gant ar gevredigezh Survival International. E 1989 dija e oa bet ur raktres sevel stankelloù war ar Xingu, hag o stourm e oa deuet ar g/Kayapóed a-benn da nullañ anezhe. Met n'eo ket alies e c'hoarvez seurt darvoudoù: war ar Rio Madeira e vez savet stankell Santo Antonio, a skarzho kuit d'an nebeutañ 5 meuriad. Dre ma vez distrujet an endro e-lec'h ma vevont tamm-ha-tamm ez a ar poblañsoù-mañ da hesk...

M.M.

 

 

 

 

 

 

 

 

Max Relouzat e Ti ar Vro Kemper, e miz Du

 

 

A-hed miz Du e vo kinniget e Ti ar Vro Kemper un diskouezadeg gant Max Relouzat. Un arzour bet desket kizellañ drezañ e-unan eo, o tont eus Martinik. Abaoe e 10 vloaz emañ o labourat war ar c’hoad. Entanet eo da vat. Tro en deus bet d'ober anaoudegezh gant Aimé Césaire e 1955. Ar gejadenn-se a zo bet peadra evitañ da zispakañ e arz er c'hizellañ. Deskard kalvezer eo bet, gant e vestr Robert Julienne Cafice, lesanvet "le berger du bois" (mêsaer ar c'hoad). Kizelladennoù gant koad robin, derv, koad-pin Douglas ha reoù all c'hoazh, Max Relouzat a grou awenet gant an natur hag arouezioù ar vuhez.  Tu a vo da gejañ gant an arzour e Ti ar Vro Kemper d’ar 6 a viz Du, e-kerzh "Emgavioù etrerannvroel ar yezhoù hag ar sevenadurioù", aozet etre an 2 hag ar 7 a viz Du e Penn-ar-Bed.

 

Ti ar Vro Kemper, 3 leurenn Familh Gabaï, 29000 Kemper

Pgz: 02 98 90 70 43

Postel : tiarvro-kemper@wanadoo.fr

Lec'hienn: www.tiarvro.org

 

 

 

 

 

 

 

 

R1: Roazhon flastret gant Valenciennes 0-3

 

 

Peadra a oa da vezañ dipitet evit Roazhoniz bodet e stad hent an Oriant dec'h. Dizurzhiet e seblante bezañ c'hoarierien Stad Roazhon hep Jérôme Leroy. Nouspet kasadenn zo bet c'hwitet gant Roazhoniz, adtapet ar vell gant paotred Valenciennes. Ne oa ket Inamoto eus an efedusañ, na Marveaux, aet e-maez an dachenn, bet poan gantañ. Kemeret e oa bet e blas gant Kembo-Ekoko. Klasket en deus hemañ adtapout ar jeu gant un taol brav da 30m... war barenn ar gaoued siwazh. Koll ar vell a rae Roazhoniz dibaouez. E-tal e profitas o enebourien oc'h aozañ ur c'hoari da vat. D'ar 57vet e teue a-benn skipailh Valenciennes da bakañ e boent kentañ, gant Ndy Assembé. Un eil zo bet lakaet da c'houde gant Ben Khalfallaf. Pennfollet da vat e oa Roazhoniz goude-se, diampart da sevel un difenn poellek. Evit ouzhpennañ ar vezh d'an dipit, ez eus bet kontet un trede pal evit Valenciennes gant an tredeog, p'he doa ar vell kaset gant Pujol stoket an dachenn dirak linenn ar gaoued. Ha nullet ur pal evit Roazhon (d'ar 6vet munut) lakaet gant Hansson, peogwir en doa kemeret harp war ur c'hoarier eus Valenciennes... A dra-sur e fello da Antonetti, ar gourdoner, klask adtapout ar c'hwitadenn-mañ.

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Cinéman

 

 

Frañs – 2008

Seveniñ : Yann Moix

 

Régis Deloux a zo ur c'helenner matematik e kostez Pariz. Un deiz bennak e kav ur bravig warnañ skeudenn Viviane Cook, aktorez Sissi. O c'houlenn sikour emañ houmañ: skrapet eo bet ha kaset-degaset e vez a film da film etrezek istor ar sinema gant Douglas Craps. Régis a zeuio neuze da vezañ "Cinéman" ha ret e vo dezhañ treuziñ ar filmoù a-benn saveteiñ Sissi.

 

Mennozh diazez ar film-mañ a zo kentoc'h plijus: un istor karantez fentus tro-ha-tro gant karantez evit ar sinema. Ul labour a-feson a santer a-fed skeudenn, dilhad ha fardañ, evit ma vefe heverk pep dave d'un doare filmañ, c'hoari, skeudenn… An tu-mañ eus ar film a zo mat. Siwazh. Bez’ emañ Franck Dubosc aze, ha seblantout a ra bezañ o c'hoari e holl sketchoù war un dro ha n'eo ket klask bezañ tudenn Régis Deloux. Pa baouez da gomz e c’heller tañva tuioù mat ar film meneget a-raok hag ivez labour an aktored all, n'eus netra da rebech dezho. Un draig dedennus ouzhpenn, c'hoarvezet abalamour da gudennoù e-keñver son e-pad ar filmañ: ne glot ket ar c'homzoù gant fiñv ar muzelloù bepred, ar pezh a ro ur santad film kozh hag advouezhiet fall. Abalamour d'an aktor pennañ, mil hegasus, eo bet distrujet ar mennozh plijus ha disteraet ar film da vat. Na rit ket biloù, filmoù all a zo da welet er sinema er mare-mañ.

 

G.L.

 

 

Sineyaouank : eil abadenn

etre an 2 hag ar 5 a viz Du

 

Fenoz e krogo eil rummad nozvezhioù Sineyaouank, ul lodenn eus gouel bras Yaouank e bro Roazhon. Bannet e vo bep noz filmoù brezhonek, berr pe hir e meur a lec’h e Roazhon (tavarnioù, salioù). Filmoù faltazi, gant Davet Loula da skouer, sevenet e-ser Gouel ar filmoù e Douarnenez, pe Ne vimp ket prenet gant Sean Connery ha Kevin Costner, teulfilmoù, gant Goldmen, bet eilmouezhiet nevez zo, filmoù fentus pe drist a vo. Digoust e vo, war bouez abadenn ar Merc'her, e Ti Tachenn Veurzh, gant film Brian de Palma (3€).

 

Evit gouzout hiroc'h:

http://gwagenn.tv.over-blog.com

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Bad Lieutenant – Never Cry Another Tear

 

 

Pa glevjomp e oa divodet New Order e oa un tammig evel ul lodenn eus hor yaouankiz o vont kuit. C'hwitet war Joy Division peogwir e oa en em grouget ar c'haner e 1980, setu ma oamp laouen o vezañ gwelet New Order war al leurenn en Erer kozh e Karaez un nebeud bloavezhioù zo.

Echu New Order neuze (aet eo Peter Hook da seniñ gitar boud en un tu bennak all), degemer mat da vBad Lieutenant ha d'e bladenn gentañ. Er strollad e kaver, ouzhpenn Sumner ha Morris, sonerien yaouankoc'h: Phil Cunnigham (bet o seniñ gant New Order), Jake Evans, ha zoken Alex James, soner gitar boud Blur. Ma, ur wech echu gant curriculum vitae an dud e c'haller selaou ar sonerezh a-dost.

Gouzout a reomp a-walc'h ez eo tost divarrek Sumner da ganañ, met seurt traoù ne gontont ket kalz evidomp. War-bouez div ganaouenn un tammig dipitus (Runaway ha Shine Like the Sun) ez eo anat an traoù: adsavet eo bet New Order, hep kenaozerien ha gant gitaroù tredan nemetken. Anat eo ne vo ket cheñchet red ar sonerezh amplaet gant ar bladenn, met tonioù evel Sink or Swim pe Twist of Fate a ziskouez splann e oar izili ar strollad sevel tonioù da renkañ e rummad hengounel sonerezh indie pop ar Rouantelezh-Unanet.

R.M.

Embannet gant Triple Echo Records

Muioc'h a vBad Lieutenant :

www.myspace.com/badlieutenantmusic

http://badlieutenant.net/

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Wikipedia brezhonek: ouzhpenn 30000 pennad!

 

 

D'ar 25 a viz Here e oa bet tizhet an 30000 pennad-skrid gant stumm brezhonek Wikipedia. Emañ neuze ar brezhoneg d'ar 51vet plas bremañ, diwar an 250 yezh o deus o Wikipedia. Un holloueziadur digor eo al lec'hienn. N'eus tachenn a ouiziegezh ebet lezet a-gostez: Istor, skiantoù, lennegezh, armerzh, douaroniezh, gwir... Ur raktres stroll eo, lec'h ma c'hell ar berzhidi sevel pe astenn pennadoù-skrid, ha reizhañ pennadoù ar re all. Krouet e oa bet ar stumm kentañ, e saozneg, e 2001 gant Jimmy Wales. Ouzhpenn 3 milion a bennadoù zo er stumm-se eus Wikipedia hiziv. An doare brezhonek zo bet digoret e 2004. Bev mat eo neuze hor yezh er bedig-se, daoust d'ar strolladig perzhidi oberiantañ sammañ kalz a labour war o chouk. Bepred e vez ezhomm eus perzhidi nevez, dedennet gant danvezioù a bep seurt, prest da ginnig pennadoù brezhonek, a-benn pinvidikaat ar benveg, a c'hell bezañ implijet gant an holl, skolidi an hentadoù divyezhek da skouer.

 

Evit gouzout hiroc'h:

http://br.wikipedia.org/wiki/Degemer

 

Deiziataer 2010, brezhoneg-tout!

 

Goude ur bloavezh ehan en deus Pol Brezhoneg Skol an Emsav embannet un deiziataer hollvrezhonek adarre evit 2010.

Adkavet e vo ar stumm klasel a blije d’an dud. 17cm uhelder ha 9cm ledander, gant ar skrid a-led. En ur golo plastik du ha gwenn e vo kavet an deiziataer, pevar liv penn-da-benn, hag en e gichen ur c’harnedig all hag a c’hallo bezañ miret a vloaz da vloaz, ennañ roll kumunioù Breizh .

Ur benveg talvoudus evit ober gant ar brezhoneg bemdez!

 

Kasit ur chekenn 12€ da:

Skol an Emsav, 25 straed Pierre Martin, 35000 Roazhon.

Evit gouzout hiroc'h: 02 99 38 75 83 pe sae.bzh@wanadoo.fr

 

 

Lennit Bremañ Here 2009!

 

Stad an traoù en Afghanistan da heul an dilennadegoù, cheñchamant liv gouarnamant Japan goude 50 vloaz, stourm al laezh, lid 2009 Kolier an Erminig, ar strollad Gimol Dru Band... Kaoz zo eus an holl draoù-se hag eus traoù all c'hoazh e-barzh niverenn Bremañ Here 2009.

An teuliad zo gouestlet er miz-mañ d'an distro-skol. Un emgav eo bep bloaz evit gwelet penaos e ya an traoù er c'helenn brezhonek. P'eo seder a-walc'h renerezh Diwan gant daou lec'hiad nevez krouet er bloaz-mañ, eo splann evit tud Div Yezh ez eus lec'hioù zo e Breizh lec'h ma n'eus youl ebet evit kas war-raok an hentad. Nec'het-kenañ eo ivez renerien Dihun, a gav dezho ne vez ket prientet tamm ebet an dazont gant an Deskadurezh Katolik. 

Bep miz, abaoe 1980, e kinnig ar gelaouenn Bremañ pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav, e doare ur magazin.

 

Embannet gant Skol an Emsav (4,5€ an tamm)

E gwerzh er stalioù-levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant.

Evit gouzout hiroc'h: www.breman.org