Meurzh 2 a viz Du, niv.306
Sizhun 44 - 2010

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun,
kasit ho chomlec'h da:
bremaik@free.fr

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ !

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

sizhun a-raok


 

 

 

 

 

 

 

 

Ur brezidantez evit Brazil

 

 

Disul e oa bet votet e Brazil evit dilenn prezidant nevez ar vro. Ur brezidantez zo bet dibabet gant 56% eus ar voterien, Dilma Rousseff, evit Strollad al Labourerien, hag hi bet kenlabourerez ar prezidant kozh Luiz Inacio Lula Da Silva. E-tal dezhi e oa ar sokial-demokrat José Serra, rastellet 33% eus ar mouezhioù gantañ. Ar brezidantez nevez (a gemero he c'harg da vat a-benn daou viz), 62 vloaz, he deus disklêriet e kendalc'hfe politikerezh Lula Da Silva (gwelet mat bepred gant ul lodenn vras eus ar boblañs), war an dachenn sokial hag ekonomikel. Fellout a ra dezhi stourm a-enep ar baourentezh ar muiañ ar gwellañ, a-hed ar pevar bloaz lec'h ma vo e penn Stad vrasañ Amerika ar Su. Berzh bras en deus graet Lula Da Silva er vro, e-touez ar renkadoù sokial paourañ dreist-holl: 20 milion a dud tennet e-maez ar baourentezh abaoe 2003, ar feur tud dilabour izelañ en istor Brazil (6,2%), ha donedigezh ur renkad sokial "etre" hag a ra an hanter eus poblañs ar vro bremañ.

 

 

 

 

 

 

 

 

Gant ar vezh! Arc'hant hag endro

 

 

Emañ ar Rouedad Oberoù evit an Hin en Europa (Réseau Action Climat Europe) o paouez embann, ar sizhun dremenet, un danevell, e-lec'h ma tiskouez e oa bet roet sammadoù arc'hant da bolitikourien ar Sened er Stadoù-Unanet gant embregerezhioù saotrus eus Europa evit nac'hañ tommadur an hin.

An embregerezhioù alaman Bayer ha BASF, ar re c'hall Lafarge ha GDF-Suez, o dije roet en holl 360.000€ da senedourien ar Stadoù-Unanet evit nac'hañ tommadur an hin hag e efedoù, hag evit chom hep stourm outañ. C'hoari doubl a vije graet gant an embregerezhioù-se: diouzh un tu, mougañ ar stourm er Stadoù-Unanet, diouzh un tu all, kemer abeg diouzh dizoberiantiz ar Stadoù-Unanet evit goulenn ma ne vije ket redioù strizh en Europa. Diwar kement-se eo c'hwitet kenemglev Kopenhagen, hag o deus gallet an embregerezhioù-se kenderc'hel d'ober gounidoù bras o saotrañ forzh pegement. A-benn ar fin, n'eo ket kalz tra an 360.000€ dispignet evit prenañ ar bolitikourien, keñveriet gant an 18 miliard a vo gounezet ganto ma ne vez ket miret outo da saotrañ...

 

M.M.

 

 

 

 

 

 

 

 

Gouel Bro Douarnenez 2010: abadennoù brezhonek

 

 

Emañ Emglev Bro Douarnenez o kinnig, evit ar 14vet gwech, abadennoù liesseurt (sonadegoù, c'hoariva, sinema, lennadennoù...) Gouel Bro Douarnenez, betek an 21 a viz Du. E-pad ouzhpenn ur mizvezh e vo lakaet war wel sevenadur ha yezh ar vro, war pep tachenn, gant plijadur ha startijenn. Abadennoù zo a lako ar yezh en a-raok. En o zouez e vo:

- Lennadegoù evit ar vugale d'ar Sadorn 6 a viz Du da 11e e TYS Douarnenez (digoust)

- Ar pezh-c'hoari Divroañ gant Strollad ar Vro Bagan, d'an 11 a viz Du, e TYS Douarnenez da 4eur g.k. (8 euro)

- Filmoù, gant Youenn Vras hag En dro da Youenn (diwar-benn Youenn Gwernig), ha Yaouankiz foll, ar film-berr faltazi graet e brezhoneg e-kerzh Gouel ar filmoù Douarnenez, d'ar 16 a viz Du, da 8e30 noz en aoditoriom (5 euro)

- Merenn-vihan e Poullan, d'ar Sul 21 a viz Du.

 

 

Tan Miz Du e bro-Vontroulez

 

Abaoe an 23 a viz Here ha betek ar 5 a viz Kerzu e vo lidet sevenadur Breizh e bro-Vontroulez gant 11vet festival Tan Miz Du. 42 abadenn a vo kinniget a-hed ar festival, kenaozet gant 21 gevredigezh ezel eus KLT (Kerne-Leon-Treger, d.l.e. emglev bro-Vontroulez). Liesseurt-kenañ eo roll an degouezhioù: beilhadegoù, prezegennoù, festoù-noz, pezhioù-c'hoari, diskouezadegoù, stajoù hag atalieroù (dañs, muzik, broderezh...), abadennoù sinema, baleadennoù... Ouzhpenn un drederenn anezho a vo e brezhoneg.

Prientet ez eus bet er bloaz-mañ ur rummad abadennoù a-ratozh evit ar vugale ouzhpenn-se (sirk, baleadennoù, fest-deiz, staj brezhoneg...).

 

Evit gouzout hiroc'h: www.klt.fr

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Mell-droad: Brest e penn ar Rummad 1!

 

 

Kenderc'hel a ra Stad Brest da doullañ e hent e R1 mell-droad Frañs! Setu Brestiz erruet e penn-uhelañ ar renkamant. Ma, gant hentoù treuz int erruet aze e gwirionez, met c'hoariet mat o deus adarre, Mario Licka ha Romain Poyet o deus merket pep a bal disadorn a-enep skipailh Saint-Etienne (2-0). Daou grogad evit 11vet devezh zo bet nullet en dibenn-sizhun-mañ, ar pezh en deus sikouret Stad Brestda bignat er renkamant. Ar match etre Marsilha ha Roazhon zo bet nullet div wech diouzh renk, dre faot tachenn ar Vélodrome, bet beuzet gant ar glav-pil ha re zañjerus evit ar c'hoarierien eme an tredeog Fredy Fautrel. An eil krogad zo bet nullet, evit ar memes abeg, etre Monaco ha Bourdel. Setu tremenet Brest dirak kluboù Roazhon ha Marsilha, e penn R1.

 

 

 

 

 

 

 

 

25vet Festival european ar filmoù berr e Brest

 

 

Etre an 8 hag ar 14 a viz Du e vo dalc’het 25vet dalc’h Festival ar filmoù berr e Brest. Tremen 200 oberenn eus ar bed a-bezh a vo skignet e-pad ar festival-se. Estreget abadennoù ar gevezadeg voas e vo ivez leun a zibaboù evit ma kavfe kement doare arvestourien zo e walc’h: filmoù-bevaat, bugale, filmoù Breizh, moliac’h, h.a. Kard kantved ar festival a vo lidet ivez, an digarez d’ober ur c’hilsell war filmoù gwellañ ar bloavezhioù tremenet. Ouzhpenn-se e vo lakaet filmoù berr Breizh-Veur war an talbenn dre zibaboù a-ratozh. Kalz a draoù a vo e gwirionez, ha traoù eus ar c’hentañ.

 

Evit gouzout hiroc’h: www.filmcourt.fr

 

 

 

Sineyaouank #4 e Roazhon

 

Adalek fenoz ha betek ar 5 a viz Du e vo kinniget meur a abadenn gant filmoù brezhonek e Roazhon, gant ar pevare Sineyaouank. Ur "minifestival" e-kerzh festival Yaouank eo, gouestlet d'ar c'hleweled brezhonek, hag aozet gant ar gevredigezh Gwagenn TV, gant skoazell Skeudenn Bro Roazhon, Skol an Emsav, Dizale ha Daoulagad Breizh.

D'ar Meurzh 2 a viz Du e vo braswelet stad an traoù er c'hleweled brezhonek gant ar gevredigezh Daoulagad Breizh, er 4Bis. D'ar Yaou 4 a viz Du en Ty Anna Tavarn, e vo tu da sellet ouzh ar film-berr Yaouankiz foll, bet sevenet e-kerzh Gouel Filmoù Douarnenez er bloaz-mañ, gant ur skipailh brezhonegerien. Ar filmig Redadeg, diwar-benn Redadeg 2010 a vo kinniget ivez gant Gwagenn TV. D'ar Gwener 5 a viz Du e vo kinniget e tavarn Le Papier timbré, daou deulfilm: Evel pesked en dour gant Jean-Pierre Le Lyvinec ha Silieg gant Muriel Morvan. Digoust e vo an holl abadennoù, war-bouez hini ar Merc'her 3 a viz Du e Ti Tachenn Veurzh, lec'h ma vo bannet ar film Ar Wagenn (gant Dennis Gansel,  2008), bet advouezhiet gant Dizale evit ar chadenn Brezhoweb (3€). Istitlet e vo an holl abadennoù e galleg, war-bouez Ar Wagenn. Sed amañ bomm-brudañ ar film...

 

Evit gouzout hiroc'h: http://gwagenn.tv.over-blog.com

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Drudkh, Ar penn er stered

 

 

Eus Ukraina e teu Drudkh. Nebeut a ditouroù diwar o fenn, ar c'hoant da chom skoachet, da vezañ underground. Koulskoude n'eo ket ur strollad dianv: unan eus strolladoù pennañ ar Black Metal eo, sonet gante un Atmospheric Black Metal hurennek. Diwar an nebeud a ditouroù a gaver, e oaromp eo bet krouet ar strollad e 2002 gant an daou zen zo a-drek al loen Hate Forest, breur feuls Drudkh, Thurios ha Roman Saenko o anv. Daoust ma veze graet gante ur sonerezh leun a gasoni betek-henn, eo bet divizet gante sevel ur sonerezh bravoc'h. Ar strollad a zo ganet evel-se e Kharkov, ha choazet eo bet gante envel ar strollad "drudkh", d.l.e. "koad" e sañskriteg. Evel m'eo anv ar strollad troet war-zu an natur, ez eo ivez tem e sonerezh.

Etre 2002 ha 2004 e teu er-maez Forgotten Legends ha Autumn Aurora. Met adal 2005 ez eus cheñchamantoù: fin ar strollad Hate Forest, setu ma kendalc'h an daou vignon gant ar strollad Drudkh nemetken. Sevel a reont un albom, The Swan Road, troet muioc'h war temoù istorel ar wech-mañ. Ar pezh a vo kadarnet gant o albom pennañ, Blood In Our Wells, embannet e 2006: ur bladenn ma kaver enni un doare broadelouriezh, met ur vroadelouriezh dipitet en ur welet ar pezh a zo erruet d'un Ukraina rivinet, kement-mañ kanet gant barzhonegoù e yezh Ukraina bepred. Goude ar bladenn-se e tremeno 4 bloavezh, gant 3 albom, hep cheñchamant ebet.

N'eo ket echu an traoù koulskoude: gant o fladenn nevez, Handful Of Stars e teu ivez ur cheñchamant stil, an Drudkh nevez a zo bepred Atmospheric Black Metal, met gant ul levezon Post-Rock, ha gant ar c'hoant bezañ aerel, arvester an oabl diouzh noz dindan ar stered, evel ma tispleg titl an albom. Genidig Kharkov a zo deuet a-benn da adkavout e 2010 ur galite aozañ sonerezh bet kollet e-pad 4 bloaz. Er memes koulz eo deuet da vezañ e labour diazezet muioc'h war ur savboent a sonerezh. Handful Of Stars, un albom penn-koumoul marteze, un albom aerel ha romantel a-dra sur, o sellet ouzh ar stered o tremen hebiou.

 

Drudkh: Handful Of Stars, Season Of Mist 2010. Blood In Our Wells, Supernal Music 2006 / Season Of Mist 2010. Adembannet eo bet o fladennoù etre 2002 (Forgotten Legends) betek 2007 (Estrangement) gant label Season Of Mist.

Evit gouzout hiroc'h: www.myspace.com/drudkhofficial

 

Notenn a-bouez: Roman Saenko ha Thurios, an daou gomper e penn ar strollad a zo liammet, en un doare nann-ofisiel, ouzh an tu dehoù-pellañ, ar pezh a zisplegfe ar gasoni kavet en o strollad kozh, Hate Forest. En desped da se n'eus NETRA faskour e komzoù ar strollad Drudkh, ha trist e vije tremen e-kichen o sonerezh abalamour d'an dra-se.

 

Morvan Richard

 

 

Pluguen war hent Finland

 

C'hoant hoc'h eus da veajiñ? Fellout a ra deoc'h ober anaoudegezh gant bro an Tad-kozh Nedeleg? Deuit neuze d'ar 6 ha d'ar 7 a viz Du da Bluguen, ur gumun tostik-tost eus Kemper, a zegemero ar bloaz-mañ triwec'hvet Saloñs Liesyezhek al Levrioù evit ar Yaouankiz, gouestlet da vro-Finland ar wezh-mañ.

roet e oa bet lañs d'ar saloñs e 1993 e Kemper gant skipailh ar gevredigezh Ijin, ha goude un droiad e Pont-'n-Abad ez eo staliet e Pluguen abaoe 2000.

D'ar Sadorn e vo ur brezegenn diwar-benn ar yezh karelek ha yezhoù Bro-Finland kinniget gant Laila Rissanen, kelennerez finneg, ur pred doare Finland hag ur fest-noz da heul.

Bep bloaz ez eus standoù levrioù met ivez stalioù-labour hag abadennoù a-hed ar sulvezh: sonerezh gant Jean-Luc Roudaut, filmoù bannet, ur stal fardañ gwastilli, abadennoù deskiñ brezhoneg kinniget gant ar gevredigezh Hipolenn, un diskouezadeg karnedoù-beaj, korn al lennerien...

"War an hent" eo tem ar genstrivadeg danevelloù divyezhek ar bloaz-mañ, ur genstrivadeg digor d'ar skolioù dre-amañ hag er vro pedet.

Y.L.

 

 

 

 

 

 

 

 

Fest-noz e Brest evit 5 bloaz Ai'ta!

 

 

Ai'ta! a ginnigo ur "Fest Noz riboul-ha-stourm" evit lidañ 5 bloaz ar strollad disentidigezh evit difenn plas ar brezhoneg er vuhez foran. Dalc’het vo an darvoud-se e Brest d’ar Merc’her 10 a viz Du (ar Yaou 11 o vezañ dilabour).

Ar gouel stourm-mañ a vo digor d’an holl hag ar brezhoneg vo lakaet en a-raok, anat deoc'h. Pedet oc'h neuze da zont d’ar sonadeg kengred-se, hag a sikouro hor strollad Ai'ta!, a stourm da c’houlenn groñs ma vo doujet gwirioù denel pobl Vreizh: ar gwir da implij, klevet, lenn brezhoneg... e pep lec’h er vuhez foran. "Brezhoneg yezh vev, brezhoneg yezh ofisiel!" eo lugan Ai'ta!. Er beure-mañ da skouer e oa bet un 20 ezel bennak da "albouiñ" Ti-post Landerne evit un die-in, evit goulennet ur panellerezh divyezhek. Galvet e oa bet an archerien gant ar rener, a savo klemm. 

An abadenn a grogo da 8eur noz er sal dindan Ti-kêr Brest, gant Eien (fest-noz), Egin (folk-blues brezhonek), Les Edentés de Guéméné (alias "les sœurs Lincoln", fest-noz), kan-ha-diskan gant Guylaine ha Koulmig, An Daol Zantel (Glidig, Yaouank, Kervrouk, Pikou) ha Pikou-Yelena. Jañglerien a vo ivez, stand Ai'ta! evit tapout "dafar ar stourmer" hag un davarn ha boued bio a vo war ar plas.

 

Priz: 4€ (rakgwerz) ha 5€ war ar plas.

Evit gouzout hiroc'h: http://www.ai.ta.free.fr

 

 

 

Klaskerien ha Treizherien Soñjoù 2011: emvodoù kelaouiñ

 

Palioù Klaskerien ha Treizherien Soñjoù, kinniget gant Kuzul-departamant Penn-ar-Bed, zo simpl. Lakaat tud zo o teskiñ brezhoneg (skolidi, skolajidi, liseidi pe tud deuet) gant tud a gaoze ar yezh a-vihanik. Kement-se a-benn gwareziñ ha talvoudekaat glad ar yezh komzet, en ur aesaat an eskemmoù etre deskidi ha tud o deus bepred bevet gant ar brezhoneg. Ul liamm sokial etre rummadoù oad a vez krouet neuze gant ar yezh, deuet da vezañ ur benveg evit "diskoachañ" perzhioù an dud, kozh pe yaouank, dianav pe ankouaet ganto a-wechoù.

Abaoe warlene eo digor d'an holl Klaskerien ha Treizherien Soñjoù. Tu a vo da aozadurioù evel tiez-retred, kluboù tud war o leve, levraouegoù, kevredigezhioù a bep seurt, kemer perzh ha kinnig raktresoù. Evit kinnig an doare da vont e-barzh ar jeu e aoz Kuzul-departamant Penn-ar-Bed emvodoù kelaouiñ, e meur a lec'h. E fin miz Here e oa bet aozet reoù e Brest ha Kemper. D'al Lun 8 a viz Du e vo unan e Karaez, d'ar Meurzh 9 a viz Du e vo e Montroulez, ha d'ar Merc'her 10 e Kemperle. Gellout a reer gouzout hiroc'h el lec'hienn Internet savet a-ratozh. Tu a zo ivez deoc'h da vont e darempred war-eeun gant ar genurzhierez, Pauline Kerskavenn.

 

Evit gouzout hiroc'h:

http://queteurs.cg29.fr pe pauline.kerscaven@cg29.fr

 

 

Bremaik:
klask zo war-lerc'h kenskriverien!

 

Plijet oc'h o lenn ar pennadoù embannet a-hed ar bloaz war Bremaik? Sot oc'h gant ar sonerezh, ar sportoù, an arzoù, ar sinema, pe me ’oar-me? Gallout a rit degas ho sell war an danvezioù-se ingal, dre ar brezhoneg, gant Bremaik! Ur skipailh tud a youl vat a sav ar pennadoù bep sizhun abaoe ouzhpenn 6 vloaz, ha bepred emaomp o klask "pluennoù" nevez, evit reiñ un ton liesseurt d'ar gelaouennig (digoust!) war internet, hag e brezhoneg-tout, embannet bep Lun.

Evit gouzout hiroch war an doare da vont en-dro, ha penaos kemer perzh e buhez Bremaik, n'eus mann ebet aesoc'h: kasit ur gerig deomp d'ar chomlec'h postel-mañ: bremaik@free.fr!

 

 

Lennit Bremañ Du 2010!

 

Harz-tennañ ETA en Euskadi, kendiviz an Oriant diwar-benn an etrekeltiegezh, ar slow food lidet e Torino, raktresoù ar gevredigezh Babigoù Breizh, Hent ar Rom, Yaouank 2010... Kaoz zo eus an holl draoù-se hag eus traoù all c'hoazh e niverenn Bremañ Du 2010.

An teuliad zo gouestlet er miz-mañ d'an embann. Ur pennad-kaoz a vo kavet gant renerez Coop Breizh, Anne-Laure Marteau, e penn an ti abaoe ur bloaz-hanter, kinniget e vo ivez labour Kuzul ar Brezhoneg war tachenn an embann brezhonek, levrioù niverel kentañ an embanner Emgleo Breiz, ha kinniget ivez saloñsoù levrioù e miz Du, e Pluguen, Plistin ha Gwenrann...

Kenderc'hel a ra Bremañ da ginnig div bajennad "Lennomp!". Savet e vezont a-ratozh evit ar re zo o teskiñ brezhoneg gant skipailh Skol An Emsav. M’ho pez plijadurig o lenn Bremaik, plijadur ho po o lenn Bremañ, sur!

Bep miz, abaoe 1980, e kinnig kelaouenn Bremañ pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav, e doare ur magazin.

 

Embannet gant Skol an Emsav (4,50€ an tamm)

Koumanant: 50€ evit ur bloaz, 60€ evit an estrenvro, 4€ bep miz dre lamadenn

E gwerzh er stalioù-levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant.

Evit gouzout hiroc'h: www.breman.org