|
|
|
|
|
|
|
Lun 26 a viz Here, niv.258 Pellgargit
ar pennadoù e stumm Word Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun, Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ ! Evit distreiñ d'ar bajenn degemer |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
400 den bodet e Karaez da zifenn Diwan ha gwirioù ar minorelezhioù |
|
|
Goude m'eo bet lakaet ar yezhoù ''bihan'' er
Vonreizh c'hall e ranker anzav n'eo ket aet an traoù war-raok, n'eus ken
soñjal er pezh a c'hoarvez e Bruz. Distaget ez eus bet prezegennoù e
brezhoneg hag e galleg gant Tangi Louarn hag Anna-Vari Chapalain. E-tro 400 den a zo en em vodet neuze dirak Leurenn
Glenmor da c'houlenn ma vefe kemeret e karg gant ar Stad kement skol Diwan a
zo adal ar mare m'eo digoret (5 bloaz a ranker gortoz betek-henn), ma vefe
kemeret e karg an implijidi nann kelenn, hag evit ma c'hallfe holl familhoù
Breizh kaout gwir da zibab an deskadurezh vrezhonek dre soubidigezh e pep
lec'h e 5 departamant Breizh. Met an holl a oar a-walc'h n'eo ket trawalc'h
lakaat ur yezh da vezañ kelennet ma n'eus endro ebet er yezh-se er vuhez
pemdez, sed ma c'houlenne ivez ar vanifesterien ma vefe postet argant da
sevel media e brezhoneg (skinwel, skingomz, kazetennoù) hag ivez obererezhioù
(kreizennoù-vakañsoù) da zesachañ ar re yaouank koulz hag ar re vras. E fin an abadenn eo bet lakaet an arzhig Nabar da
gaozeal ouzh ar mikro, da ziskouez ez eo liested ar yezhoù ur binvidigezh a
rank bezañ doujet. R.M. |
|
|
|
|
|
|
|
Kenderc'hel a ra gwask ar bobl evit kendalc'h Kopenhagen |
|
|
![]()
M.M.
al luskad tck tck,
gant ur sinadeg: www.copenhague-2009.com pajenn Avaaz war an danvez:
https://secure.avaaz.org/ pajenn darvoudoù disadorn tremenet: www.350.org. |
|
|
|
|
|
|
|
Boulc'het "Tan Miz Du"
2009 ! |
|
|
D'an 28, 29 ha 30 a viz Here: staj teatr-sirk evit
bugale 7-11 vloaz e Plegad-Gwerann, Kreizenn an Douron. D'ar Gwener 30 a viz Here: lid-digeriñ ar
festival, 6e d'abardaez, Lec'h-diskouez Artotia er Manu (Diskouezadegoù:
fotoioù Hervé Ronné ha taolennoù Maryvonne Jeanne Garrault). D'ar Sadorn 31 a viz Here: sonadeg Gwennyn, Sal ar
Roudour e Sant-Martin, 8e30 noz. Baleadenn gant marvailhoù diwar-benn an Ankoù e
Brasparzh aozet gant ADDES. Evit gouzout hiroc'h : |
|
|
|
|
|
|
|
Berzh ar blenier Sébastien Loeb |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Fame |
|
|
Stadoù-Unanet
– 2008 Seveniñ
: Kevin Tancharoen
“Fame! I wanna live forever...” a
lavare ar ganaouenn ha tost 30 vloaz goude ar film kentañ e tiskouez Fame
bezañ gouest da vevañ pell ma n’eo ket da viken. Un atiz bennak en deus
bet brud Fame war ar rummad reality show a gaver leizh ar skrammoù
bremañ evit dont da vezañ ur steredenn hep tamm striv ebet. Dre chañs e
talc’h ar film-mañ da c’her-stur ar skol wir: ma faot
deoc’h dont da vezañ un arzour e rankit paeañ gant c’hwez. Setu
n’eo ket Fame 2008 un doare “teen movie” dister met
n’eo ket ur bennoberenn kennebeut ha souezhet e vefen ma yafe Oscarioù
gant hemañ. Meriadeg Vallerie Kement ha gouzout hiroc’h: |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Festival les Indisciplinées – etre ar 6 hag an
10 a viz Du |
|
|
![]()
Metal, death metal ha neuze marteze stouvoù divskouarn
ivez d'ar Gwener 6 gant Gojira, Entombed, Warkorpse (ur strollad eus Brest)
ha Bukowski. Siouloc'h an traoù en deiz war-lerc'h pa zeuio Miossec, Revolver
(sonerezh pop), I Come From Pop (sonerezh pop trouzus) ha Wild Beasts (indie
pop breizhveuriat). Rock-blues doare ar bloavezhioù 1970 d'ar Sul 8
gant Izïa, folk-pop gant Diving with Andy hag elektro-jazz gant Caravan
Palace. D'al Lun 9 e vo kinniget un abadenn digoust ma vo klevet ar
strolladoù a gemer perzh e gourfenn rannvro Printemps de Bourges hag e vo
koulz kemer ar stouvoù divskouarn en-dro d'ar Meurzh 10 ma vo kinniget un
nozvezh elektro gant Vitalic, Beat Torrent, Molécule, Sheer K, Autokratz,
Rebotini, Château Marmont ha We Have Band. Un tañva (son ha video) eus kement arzour pedet a
zo war lec'hienn ar festival. Holl sonadegoù etre 18 ha 25 euro. R.M. Sal Cosmao du Manoir, an Oriant. Muioc'h a Indisciplinées : www.myspace.com/lesindisciplinees |
|
|
|
|
|
|
|
Priz ar butun : +6% pe +10%? |
|
|
Goude ur bloavezh ehan en deus Pol
Brezhoneg Skol an Emsav embannet un deiziataer hollvrezhonek adarre evit
2010. Adkavet e vo ar stumm klasel a
blije d’an dud. 17cm uhelder ha 9cm ledander, gant ar skrid a-led.
En ur golo plastik du ha gwenn e vo kavet an deiziataer, pevar liv
penn-da-benn, hag en e gichen ur c’harnedig all hag a
c’hallo bezañ miret a vloaz da vloaz, ennañ roll kumunioù Breizh . Ur benveg talvoudus evit ober gant ar brezhoneg
bemdez! Kasit ur chekenn 12€ da: Skol an Emsav, 25 straed Pierre Martin, 35000
Roazhon. Evit gouzout hiroc'h: 02 99 38 75 83 pe
sae.bzh@wanadoo.fr Lennit Bremañ
Here 2009!
An teuliad zo gouestlet er miz-mañ d'an distro-skol.
Un emgav eo bep bloaz evit gwelet penaos e ya an traoù er c'helenn brezhonek.
P'eo seder a-walc'h renerezh Diwan gant daou lec'hiad nevez krouet er
bloaz-mañ, eo splann evit tud Div Yezh ez eus lec'hioù zo e Breizh lec'h ma
n'eus youl ebet evit kas war-raok an hentad. Nec'het-kenañ eo ivez renerien
Dihun, a gav dezho ne vez ket prientet tamm ebet an dazont gant an
Deskadurezh Katolik. Bep miz, abaoe 1980, e kinnig ar gelaouenn Bremañ
pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav,
e doare ur magazin. Embannet
gant Skol an Emsav (4,5€ an tamm) E
gwerzh er stalioù-levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant. Evit
gouzout hiroc'h: www.breman.org |
|
|
|