Lun 25 a viz Here, niv.305
Sizhun 43 - 2010

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun,
kasit ho chomlec'h da:
bremaik@free.fr

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ !

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

sizhun a-raok


 

 

 

 

 

 

 

 

Redadeg 2010:
tost 130.000€ dastumet!

 

 

Disadorn tremenet en doa skipailh ar Redadeg (izili kevredigezh Ar Redadeg - A di da di) roet da c'houzout disoc'h abadenn ar bloaz-mañ, bet aozet e-kreiz miz Mae. 1200 km etre Roazhon ha Pondi a oa bet redet, e-pad 6 devezh ha 5 nozvezh, gant tud c'hoant ganto harpañ ar brezhoneg ha diskouez eo bev bepred daoust da bep tra, o reiñ ar vazh-eilañ an eil d'egile a-hed an hent, arouez treuzkas ar yezh. Laouen bras eo an aozerien ha trugarekaat a reont a-greiz kalon an holl re o deus kemeret perzh en degouezh, tud a-youl vat, prenerien kilometradoù, rederien, arzourien hag all. Ur chekenn 49.100€ zo aet gant Diwan ha 6 chekenn all zo bet sinet evit skoazellañ 6 raktres bet rakdibabet (ar wech kentañ e oa). Radio, embann levrioù da selaou, anavezout an natur, c'hoariva, stajoù evit ar grennarded ha gouren, sed amañ danvez ar raktresoù bet sikouret (gant sammadoù etre 5.300€ ha 10.000€), ouzhpenn ar brezhoneg anat deoc'h! Un trede Redadeg a vo neuze a-benn 2012. Al labour a vo boulc'het adalek bremañ gant an aozerien, evit dont a-benn da wellaat ar mont-en-dro. Klasket e vo kas hirder an hent betek 1500km evit redek ur sizhunvezh a-bezh.

 

 

 

 

 

 

 

 

BNP, an arc'hant, hag an tredan nukleel

 

 

Emañ Greenpeace o sevel ul luskad kelaouiñ nevez evit broudañ an dud d'en em ditouriñ war an implijoù a vez graet eus o arc'hant, hag evit broudañ an tiez-bank (BNP dreist-holl), da reiñ titouroù resis war an implijoù-se. Gant ar BNP an hini eo e vez arc'hantaouet ar muiañ a raktresoù tro-dro d'an tredan nukleel, da skouer, hini Ankara e Brazil. Ar raktres-se a oa bet dilezet e 1986 goude gwallzarvoud meur Tchernobyl, ha bremañ e vije adkroget da sevel ar greizenn gant ar pezhioù a zo chomet war al lec'h e-pad 24 bloaz, savet gant reolennoù surentez re gozh. Gant ar Stad an hini eo e vez asuret seurt raktresoù, setu perak eo asuret ar bankoù ne gollfont ket o arc'hant war an nukleel, ha pa vije freuzet ar raktresoù. Diwar-se e c'hellont reiñ sammadoù bras en dachenn-se hep kaout aon, met alies ne oar ket an dud, pa lakont o arc'hant en ti-bank, e servijo da seurt implijoù.

 

M.M.

 

Evit gouzout hiroc'h: http://ouvavotreargent.com

 

 

 

 

 

 

 

 

Diskouezadeg Pierre Soulages e Berlin

 

 

Pierre Soulages zo unan al livourien difetis brasañ abaoe un dek vloaz bennak. Bez' e oa bet un diskouezadeg e Centre Pompidou warlene, aozet evel ur c'hilsell evit e 90 vloaz dezhañ. Etre an 2 a viz Here hag ar 17 a viz Genver 2011 e vo douget bri da bPierre Soulages gant ar Berliner Festspiele.

70 oberenn a vo kinniget d’an Alamaned, 70 oberenn evit diskouez e grouidigezh livouriezh a-bezh: e labourioù gant plusk kraoñ (1947–1949) betek e livadennoù du (3 metrad uhelder) diskouezet evit ar wech kentañ en Alamagn.

E "Dreist-du" ("outrenoir"), un anv krouet gantañ evit displegañ e implij eus al liv du en e labour, an du-se a lonk ar gouloù hag a ro un efed don ispisial d'e livadennoù.

An "Dreist-du", "en tu-all d'an du" pe "er bed-all", ne laka ket ar gweladenner a-gostez. Sachañ a ra, ha lonkañ a ra anezhañ e donder al livadur, evit heñchañ ha reiñ dezhañ ur sell resis war labourioù Pierre Soulages a-benn ar fin.

Ar gouloù hag ar sklêrijenn zo traoù dedennus ha boemus evit an arzour. Klask a ra un hentenn evit laoskel labour ar gouloù en e liv du. E grouidigezh dezhañ zo pouezus-kenañ gant al linennoù hag an tresoù tost d'un dornlizherenn. Ur plas ispisial en deus bremañ Pierre Soulages gant e oberennoù e bed an arzoù gant "an du" hag ar gouloù eztaolet gant ha dre e livadurioù.

E Rodez (ganet eo bet Pierre Soulages eno) emañ o sevel ur mirdi dediet dezhañ. Digeriñ a raio e zorioù a-benn 2012.

S.B.

 

 

 

 

 

 

 

 

Mell-droad: Bourdel 0-2 Brest

 

 

Un taol-kaer zo bet graet adarre gant paotred Stad Brest e 10vet devezh kampionad ar R1, e Bourdel. Seiz match zo n'int ket bet trec'het, ha peder abadenn en diavaez zo bet gounezet ganto diouzh renk! Setu int pignet e-touez 4 skipailh kentañ ar c'hampionad, asambles gant Roazhoniz. Romain Poyet ha Benoit Lesoimier (e bal kentañ e R1!) o deus tapet daou boent Brestiz d'ar 6vet ha 80vet munut. Perzhiad bammusañ skipailh Brest a oa ar gward-pal Steeve Elana (skeudenn) avat. Seizh krogad zo n'eus bet paket mell ebet en e gaoued. Daoust d'o 13 digarez merkañ ha gant ur vell bet alies etre o zreid, n'o deus ket gellet ar Jirondined disparlañ difenn Stad Brest. Startoc'h e seblant bezañ ar jeu evit paotred Bourdel pa n'emañ ket o c'habiten Alou Diarra war an dachenn ganto. Fellout a ra d'ar c’h/coach Alex Dupont, erruet bloaz hanter zo, prouiñ d'an holl eo dellezek skipailh Brest da gaout e blas e R1, hervez e gomzoù er gelaouenn Le Télégramme. Gwir eo e oa deuet a-benn ar gourdoner da saveteiñ skipailh Stad Brest e R2, ha kas anezhañ betek ar R1, ar pezh na oa ket c'hoarvezet abaoe 19 vloaz.

 

 

 

 

 

 

 

 

Biutiful

 

 

Spagn, Mec’hiko – 2010

Senario ha seveniñ:  Alejandro González Inárritu

Ur rakkemenn zo war ar film: bommoù zo a c’hall lakaat diaes an arvestourien gizidik

 

Paotr e itrikoù bihan eo Uxbal (Javier Bardem). Lakaat a ra emvroidi eus Sina pe eus Afrika da labourat a-gleiz hag a-zehou e Barselona. War e chouk emañ ivez ober war-dro e vugale hag, a-wechoù, e vet-gwreg, skizofren ma’z eo. Ar marv en deus ur plas brasik en e vuhez ivez... Brasoc’h-brasañ zoken.

 

Ur sevenour dedennet gant buhez gwir an dud gwir eo Alejandro González Inárritu. Berzh en doa graet dija gant e filmoù diwezhañ (Babel, 2006 ha 21 Grams, 2004), anezho filmoù a-feson. Temoù boutin d’e oberenn a adkaver c’hoazh e Biutiful: ar gwirvoud sokial, breskded mab-den, arvar ar marv, h.a. An diforc’h bras eo ne ra ket an abadenn-mañ gant steuñvoù lies, pep tra a c’hoarvez en-dro d’un dudenn greñv, Uxbal. Ha Javier Bardem eo an den a zere evit dougen kement-se.

 

Meriadeg Vallerie

 

 

 

Sineyaouank 2010 e Roazhon

 

Etre an 2 hag ar 5 a viz Du e vo kinniget meur a abadenn filmoù brezhonek e Roazhon, gant Sineyaouank. Ur "minifestival" e-kerzh festival Yaouank eo, gouestlet d'ar c'hleweled brezhonek, hag aozet gant ar gevredigezh Gwagenn TV, gant skoazell Skeudenn Bro Roazhon, Skol an Emsav, Dizale ha Daoulagad Breizh.

D'ar Meurzh 2 a viz Du e vo braswelet stad an traoù er c'hleweled brezhonek gant ar gevredigezh Daoulagad Breizh, er 4Bis. D'ar Yaou 4 a viz Du e Ty Anna Tavarn, e vo tu da sellet ouzh ar film-berr Yaouankiz foll, bet sevenet e-kerzh Gouel Filmoù Douarnenez er blaoz-mañ, gant ur skipailh brezhonegerien. Ar filmig Redadeg, diwar-benn Redadeg 2010 a vo kinniget ivez gant Gwagenn TV. D'ar Gwener 5 a viz Du e vo kinniget e tavarn Le Papier timbré, daou deulfilm: Evel pesked er mor gant Jean-Pierre Le Lyvinec ha Silieg gant Muriel Morvan. Digoust e vo an holl abadennoù, war-bouez hini ar Merc'her 3 a viz Du e Ti Tachenn Veurzh, lec'h ma vo bannet ar film Ar Wagenn (gant Dennis Gansel,  2008), bet advouezhiet gant Dizale evit ar chadenn Brezhoweb (3€). Istitlet e vo an holl abadennoù e galleg, war-bouez hini Ar Wagenn.

 

Evit gouzout hiroc'h: http://gwagenn.tv.over-blog.com

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Gouel Levrioù Karaez 2010

 

 

A-benn disadorn 30 ha disul 31 a viz Here e vo aozet 21vet Gouel al Levrioù e Karaez, gant Kreizenn Sevenadurel Egin. Angèle Jacq a vo prezidantez a-enor festival 2010.

Evel bep bloaz e vo tost 300 skrivagner o tediañ o levrioù, hag e-tro 80 embanner gant o standoù. Un emgav a bouez eo ivez evit ar vrezhonegerien rak an holl embannerien vrezhonek, pe dost, a zalc'h standoù aze. Ar brezidantez a-enor a vo Angèle Jacq er bloaz-mañ. A-raok mont da skrivagnerez da vat he deus bet meur a vicher, labourerez-douar en o zouez, e Landudal. Meur a levr gallek he deus savet, hag ouzhpenn-se e kemer perzh  e difenn ar brezhoneg, he yezh-vamm. Mouezh "Galv Karaez" eo ivez, Bodad Breizh evit an demokratelezh ha gwirioù mab-den.

Tem gouel ar bloaz-mañ zo "ar skrid en arvar?". Hervez ur studiadenn graet nevez zo gant ur c'helenner e Skol-veur Pariz 8, ne lennfe 53% eus poblañs Frañs levr ebet ken pe dost e-kerzh ur bloavezh. Fellout a ra neuze da aozerien Gouel al Levrioù, lec'h emgav evit an embannerien, skrivagnerien, levraouegerien, levrdierien ha lennerien, lakaat ar gaoz war ar pezh a seblant bezañ diskar al lenn hag ar skrid moullet. Aozet e vo ivez ur c'hendiviz gant brezhonegerien a-benn ar Sul beure da 10e30, diwar-benn al liammoù etre brezhoneg hag Internet.

 

Evit gouzout hiroc'h:
www.festivaldulivre-carhaix.org

 

 

 

Mario und der Zauberer gant Thomas Mann

 

N’eo ket erru Mussolini e penn-uhelañ ar galloud a-daol-trumm. Pell a-raok ar bloavezhioù tregont e veze santet kemmoù chalus o silañ e meteier disheñvel ar gevredigezh. Diskouez splann talvoudegezh ar cheñchamantoù-se eo pal danevell Thomas Mann Mario und der Zauberer (Mario hag ar strobinellour).

E-pad o vakañsoù war an aod, e miz Eost, e kemer perzh ur c’houblad estrañjourien gant o bugale en ur arvest a deogerezh. Ar re gozh koulz hag ar re yaouank a goll o frankiz dirak youl mestr an abadenn, Cipolla.

Livet-brav eo an dudenn-mañ: kamm-digamm, dismegañsus, aotrounius... Evel ur verc’hodenn etre daouarn ur bugel drouk.

Anat eo e fell d’ar skrivagner keñveriañ galloudoù ar strobinellour gant re an diktatour, a oar mestroniañ mennozhioù an engroezioù.

Gallout a reomp ivez lenn an danevell evel ur farsadenn hudur. A-benn ar fin ez eo mat an daou zoare da welet ar skrid, pa’z eo arguzennoù ar faskourien ur farsadenn hudur.

 

Tangi Legavre

 

Mario und der Zauberer gant Thomas Mann (Mario et le Magicien e galleg, embannet gant Cahiers rouges, Grasset).

 

 

 

 

 

 

 

 

Klaskerien ha Treizherien Soñjoù 2011: emvodoù kelaouiñ

 

 

Palioù Klaskerien ha Treizherien Soñjoù, kinniget gant Kuzul-departamant Penn-ar-Bed, zo simpl. Lakaat tud zo o teskiñ brezhoneg (skolidi, skolajidi, liseidi pe tud deuet) gant tud a gaoze ar yezh a-vihanik. Kement-se a-benn gwareziñ ha talvoudekaat glad ar yezh komzet, en ur aesaat an eskemmoù etre deskidi ha tud o deus bepred bevet gant ar brezhoneg. Ul liamm sokial etre rummadoù oad a vez krouet neuze gant ar yezh, deuet da vezañ ur benveg evit "diskoachañ" perzhioù an dud, kozh pe yaouank, dianav pe ankouaet ganto a-wechoù.

Abaoe warlene eo digor d'an holl Klaskerien ha Treizherien Soñjoù. Tu a vo da aozadurioù evel tiez-retred, kluboù tud war o leve, levraouegoù, kevredigezhioù a bep seurt, kemer perzh ha kinnig raktresoù. Evit kinnig an doare da vont e-barzh ar jeu e aoz Kuzul-departamant Penn-ar-Bed emvodoù kelaouiñ, e meur a lec'h. E fin miz Here e oa bet aozet reoù e Brest ha Kemper. D'al Lun 8 a viz Du e vo unan e Karaez, d'ar Meurzh 9 a viz Du e vo e Montroulez, ha d'ar Merc'her 10 e Kemperle. Gellout a reer gouzout hiroc'h el lec'hienn Internet savet a-ratozh. Tu a zo ivez deoc'h da vont e darempred war-eeun gant ar genurzhierez, Pauline Kerskavenn.

 

Evit gouzout hiroc'h:

http://queteurs.cg29.fr pe pauline.kerscaven@cg29.fr

 

 

Bremaik:
klask zo war-lerc'h kenskriverien!

 

Plijet oc'h o lenn ar pennadoù embannet a-hed ar bloaz war Bremaik? Sot oc'h gant ar sonerezh, ar sportoù, an arzoù, ar sinema, pe me ’oar-me? Gallout a rit degas ho sell war an danvezioù-se ingal, dre ar brezhoneg, gant Bremaik! Ur skipailh tud a youl vat a sav ar pennadoù bep sizhun abaoe ouzhpenn 6 vloaz, ha bepred emaomp o klask "pluennoù" nevez, evit reiñ un ton liesseurt d'ar gelaouennig (digoust!) war internet, hag e brezhoneg-tout, embannet bep Lun.

Evit gouzout hiroch war an doare da vont en-dro, ha penaos kemer perzh e buhez Bremaik, n'eus mann ebet aesoc'h: kasit ur gerig deomp d'ar chomlec'h postel-mañ: bremaik@free.fr!

 

 

Lennit Bremañ Here 2010!

 

20 vloaz adunanidigezh Alamagn, douaroù Kenya c'hoantaet gant broioù all, nec'h ar wenanerien, saloñs 2010 ar Space, an delennourez Cécile Corbel e Japan, Eden Bouyabes gant Teatr Piba, ar bowling, diskouezadeg arz-kinklañ ar bloavezhioù 1920-30 e Kemper... Kaoz zo eus an holl draoù-se hag eus traoù all c'hoazh e niverenn Bremañ Here 2010.

An teuliad zo gouestlet er miz-mañ d'an distro-skol. An Ofis publik nevez a gemero ar garg eus ul lodenn eus diorren ar c'hlasoù divyezhek, diwar-benn se e komz rener an Ofis, Fulup Jakez. Er mare-mañ emañ Fañch Broudig o kas war-raok ur studi diwar-ben diaesterioù ar c'helenn brezhoneg, evit ar Rektoriezh ha Rannvro Breizh, kinnig a ra an enklasker al labour graet gantañ betek-henn e Bremañ. Pemp bloaz eo ar gevredigezh Divskouarn a labour evit kreskiñ plas ar brezhoneg er magourioù hag el lec'hioù ma reer war-dro bugaligoù. Ur c'hendiviz a vo aozet e Plijidi d'ar 25 ha 26 a viz Here, evit an dud a-vicher (skolaerien, stummerien, studierien...) diwar-benn kelenn ar yezh hag ar blijadur d'he zeskiñ...

Kenderc'hel a ra Bremañ da ginnig div bajennad "Lennomp!". Savet e vezont a-ratozh evit ar re zo o teskiñ brezhoneg gant skipailh Skol An Emsav. M’ho pez plijadurig o lenn Bremaik, plijadur ho po o lenn Bremañ, sur!

Bep miz, abaoe 1980, e kinnig kelaouenn Bremañ pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav, e doare ur magazin.

 

Embannet gant Skol an Emsav (4,50€ an tamm)

Koumanant: 50€ evit ur bloaz, 60€ evit an estrenvro, 4€ bep miz dre lamadenn

E gwerzh er stalioù-levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant.

Evit gouzout hiroc'h: www.breman.org