|
|
|
|
|
|
|
Lun 18 a viz Here, niv.304 Pellgargit ar pennadoù e stumm Word Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun, |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Al leveoù e Frañs: |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Disoc'hoù
kuzh an taolioù-arnod nukleel |
|
|
An diell nemeti a oa bet
skignet war an danvez a oa ur studiadenn bet graet e miz Gouere 1966 e
Polinezia. Spontus e oa ar feurioù skinoberiantiz a veze kavet enni, ha
skrivet e oa: "Marteze e vo ret koazhañ ar sifroù gwirion a-benn chom
hep koll fiziañs ar boblañs, a c'hellfe merzout e mod all e oa bet kuzhet un
dra bennak dezhi abaoe an tennadenn gentañ." M.M. |
|
|
|
|
|
|
|
Kejadennoù tro-dro d'an Arzoù ha
d'al Levrioù e Poull-Fetan |
|
|
Sul 24 a
viz Here: brunch-lenn da 11e30 vintin aozet gant an embannadurioù Mangeclous
war tem ar romant-polis Meurzh
26: digoret e vo an diskouezadeg engraverezh, lizher digor da Loïc Tréhin
gant skolidi skol an Arzoù-kaer an Oriant hag arzourien all evel Claude
Huart, Jean-Yves Boislève ha Gilbert Normand. Da 8e30
e vo ur sonadeg gant Melaine Favennec hag a ginnig un abadenn nevez tro-dro
da Vax Jacob Merc'her
27: stalieroù arzoù neuziañ evit ar vugale Yaou 28:
stalieroù kaerskriverezh gant ar strollad
Bella Travée Gwener 29: devezh tro-dro
d'ar varzhoniezh gant Céline Bénabès hag Alexis Gloaguen, da 7e e vo un
abadenn dañs gant Yukiko Nakamura ha diouzh an noz e kendalc'ho ar veaj gant
Gaston Couté Sadorn 30: devezh ar glad
gant Bernard Rio ha skignet e vo teulfilm Patrick Prado anvet "Un secret
bien gardé" Sul 31: devezh
bannoù-treset, brunch-lenn gant Mangeclous, skrivagnerien, tresourien... Lun 1añ a viz Du : marc'had
al levrioù Meurzh 2: devezh diwezhañ
evit an diskouezadeg engraverezh. Evit gouzout hiroc'h: http://tavarnpoulfetan.canalblog.com |
|
|
|
|
|
|
|
Tennis: Master
1000 e Shanghai |
|
|
Andy Murray 6-3 6-2
Roger Federer Tennis Open Roazhon Ar Breizhad Marc Gicquel en
deus gounezet disul an tournamant Challenger e Roazhon a-enep ar Suis
Stéphane Bohli. Marc Gicquel 7-6 4-6
6-1 Stéphane Bohli Rugby: Kib
H N’eo ket bet re fall evit skipailhoù
Okitania, Euskadi ha Katalonia. Disul, d'ar 17 a viz Here, en deus gounezet Biarritz
en un doare aes a-enep skipailh iwerzhonat an Ulster (35-11). Ouzhpenn da se
o do Euskariz ur poent bonus dre m’eo bet lakaet pevar esae ganto.
N’eus bet lakaet nemet tri esae gant skipailh ar re ruz ha du,
kampioned Europa e 2009. Met trec’h int bet war douaroù Newport memes
tra. Newport 19-40 Tolosa Perpignan
35–14 Treviso (Italia) Munster 45-18
Toulon Castres 27-20
Cardiff Blues Mell-droad
Lens 0-0 Roazhon Brest 0-0
Arles-Avignon An Oriant 2-1
Valenciennes |
|
|
|
|
|
|
|
You Will
Meet a Tall Dark Stranger (Vous allez
rencontrer un bel et sombre inconnu) |
|
||
|
Stadoù-Unanet,
Breizh-Veur – 2010 Senario
ha seveniñ : Woody Allen
N’eus ket gwall dra
da lavaret war abadenn nevez Woody Allen. Chom a ra gant e lavar boas evel en
e film diwezhañ (Whatever Works, 2009). Ar re a gar ton Allen a vo
plijet, ar re all a c’hallo gortoz e film kentañ (Minuit à Paris)
gant ar spi e vefe ennañ muioc’h a nevezenti e-giz ma oa e Vicky
Cristina Barcelona (2008) pe Match Point (2005). Treiñ a ra Woody
evel un horolaj... Meriadeg Vallerie Court
Métrange: Roazhon
(TNB) 21-27 a viz Here 2010
Ur juri (a dri den) a vo adarre er wech-mañ evit reiñ
a bep seurt prizioù. Ur priz a vo roet ivez d'ar bravañ koublad zombied
e-touez an arvesterien! Arabat kaout diegi da vont treuzwisket da vare ar
prizioù neuze! Div abadenn 1 eur 20 a vo bep noz. Filmoù bevaat,
filmoù aziat, filmoù spont... A bep seurt! Ar skolajidi ha liseidi a zo pedet da votiñ ivez
e-pad abadennoù aozet a-ratozh evito. Evel warlene e krog "Court Métrange nomade"
adalek an 12 a viz Here: e Felger, Bruz, Kistreberzh ha Saozon e vo tu da
welet filmoù-berr zo. Abadennoù aozet gant kevredigezhioù skolioù-meur
Roazhon a vo ivez (an drive-in hag all) hag ur blind-test er c’hafedi
"Café Laverie", e kreiz-kêr. Festival skrijus deoc’h! G.L. Evit
gouzout hiroc’h, al lec’hienn klok-tre gant ar programm resis
h.a: www.courtmetrange.eu Ma
fell deoc'h lenn pennadoù all savet gant hor c'henskriverez diwar-benn filmoù,
c'hoarioù-video, levrioù ha me oar-me, kit mont da dañva Soubenn ar Geek. |
|
||
|
|
|
||
|
|
|
|
"Naoned Calling 2" d'an 23
a viz Here |
|
|
War al leurenn e sono:
Skalpel + E.One + Akye (rap "Red & Black", Bro-Pariz), Gimol
Dru Band (Brest, "dru" brezhonek, punk'n'roll mod funky'hop), Unité
Maü Maü (Roazhon, hip hop fuloret), Trouz an Noz (Sant-Brieg, punk ennañ
riffoù hard-core, brezhoneg, gallaoueg, galleg), DJ No Vice (Naoned, DJ
arnoder rap souezhus). Boued hag evaj war ar plas. Ti-karter Doulon. Adalek 7e noz. Mont-tre : 8 €. Evit gouzout hiroc'h: http://naonedcalling.com Let the great world spin gant Column McCann
Lakaat e vuhez en arvar
evit netra, panevet ar gened, a oa ur jestr dispac’hel. Skeud an
den-mañ a skoulm ul liamm boemus etre tudennoù levr diwezhañ Column McCann, Let the great world spin (Et
que le vaste monde poursuivre sa course folle). Dre bep hini e
c’hellomp tañva aergerlc’h deroù ar bloavezhioù 70 e New-York: ur
beleg a glask ar peoc’h e-touez ar re baour hag ar gisti er Bronx,
emvodoù sizhuniek ar mammoù o deus kollet o mibien er Viet-Nam, eñvorennoù an
emgann evit gwirioù keodedel ar re zu... Cheñchet e vo buhez an
arvesterien rak un den, gwevn evel ur gwiñver, en deus divizet kerzhout
e-krec’h ar World Trade Center. Disoc’h flouradenn
eskell ur valafenn a c’hell bezañ ur gorventenn. Tangi Legavre Let the great world spin (Et que le vaste monde poursuivre sa course folle, tilt gallek)
gant Column McCann, embannet e galleg gant Belfond (2009) |
|
|
|
|
|
|
|
"C'hoari ar 1000€" e
Breizh |
|
|||
|
Ma fell deoc'h selaou
an abadennoù C'hoari ar 1000€ e Goueled-Goulen hag e Levieg e
c'helloc'h mont war al lec'hienn: http://sites.radiofrance.fr/
Plijet oc'h o lenn ar pennadoù embannet a-hed ar
bloaz war Bremaik? Sot oc'h gant ar sonerezh, ar sportoù, an arzoù, ar
sinema, pe me ’oar-me? Gallout a rit degas ho sell war an danvezioù-se
ingal, dre ar brezhoneg, gant Bremaik! Ur skipailh tud a youl vat a
sav ar pennadoù bep sizhun abaoe ouzhpenn 6 vloaz, ha bepred emaomp o klask
"pluennoù" nevez, evit reiñ un ton liesseurt d'ar gelaouennig
(digoust!) war internet, hag e brezhoneg-tout, embannet bep Lun. Evit
gouzout hiroch war an doare da vont en-dro, ha penaos kemer perzh e buhez Bremaik,
n'eus mann ebet aesoc'h: kasit ur gerig deomp d'ar chomlec'h postel-mañ: bremaik@free.fr! Lennit Bremañ Here 2010!
An teuliad zo gouestlet er miz-mañ d'an distro-skol.
An Ofis publik nevez a gemero ar garg eus ul lodenn eus diorren ar c'hlasoù
divyezhek, diwar-benn se e komz rener an Ofis, Fulup Jakez. Er mare-mañ emañ
Fañch Broudig o kas war-raok ur studi diwar-ben diaesterioù ar c'helenn
brezhoneg, evit ar Rektoriezh ha Rannvro Breizh, kinnig a ra an enklasker al
labour graet gantañ betek-henn e Bremañ. Pemp bloaz eo ar
gevredigezh Divskouarn a labour evit kreskiñ plas ar brezhoneg er magourioù
hag el lec'hioù ma reer war-dro bugaligoù. Ur c'hendiviz a vo aozet e Plijidi
d'ar Kenderc'hel a ra Bremañ da ginnig div bajennad "Lennomp!".
Savet e vezont a-ratozh evit ar re zo o teskiñ brezhoneg gant skipailh Skol
An Emsav. M’ho pez plijadurig o lenn Bremaik, plijadur ho
po o lenn Bremañ, sur! Bep miz, abaoe 1980, e kinnig kelaouenn Bremañ
pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav,
e doare ur magazin. Embannet
gant Skol an Emsav (4,50€ an tamm) Koumanant:
50€ evit ur bloaz, 60€ evit an estrenvro, 4€ bep miz dre
lamadenn E
gwerzh er stalioù-levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant. Evit
gouzout hiroc'h: www.breman.org |
|
|||
|
|
|
|||