|
|
|
|
|
|
|
Lun 19 a viz Here, niv.257 Pellgargit
ar pennadoù e stumm Word Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun, Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ ! Evit
distreiñ d'ar bajenn degemer |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
20vet Gouel al Levrioù e Breizh e Karaez |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
39 kg a
blutoniom a oa bet "ankouaet" e Cadarache |
|
|
Greenpeace a zegas da soñj
ez eus trawalc'h gant ur vilvedenn gramm evit kas d'ur c'hrign-bev lazhus, ha
trawalc'h gant 7 pe 8 kg evit sevel ur vombezenn ken kreñv hag an hini a oa
bet implijet e Nagasaki e 1945. Dirak ur meradur ken skañv ez eo bet harzet
al labourioù dispenn evit poent, ha gwelet an darvoud evel ur gwallzarvoud live
2 war he skeul (7 live a zo en holl). Kement-mañ a ro brud
falloc'h c'hoazh da veradur an tredan nukleel e Frañs, brud a oa bet tizhet
dija nebeud zo gant diellfilm Arte, Déchets, le cauchemard du nucléaire,
13/10/09, a ziskoueze kudenn al lastez gall e Rusia. Da brederiañ a zo bremañ
evit gouzout daoust hag-eñ eo an tredan nukleel e-unan pe an doare ma vez
meret e Bro-C'hall a zo da dagañ. M.M. |
|
|
|
|
|
|
|
Ur mizvezh gouel gant Gouel Digor |
|
|
Beilhadegoù, pezhioù-c'hoari, stajoù dañs,
prezegennoù a vo evit klokaat ar gouel betek kreiz miz Du ! Evit
gouzout hiroc'h: DIGOR,
Kreizenn Sevenadurel Vrezhon, plasenn de Verdun, 22200 Gwengamp. Pgz: 02 96 44 27 88. Postel : kreizenn.gwengamp@free.fr |
|
|
|
|
|
|
|
Mell-droad:
An Oriant-Niça (4-1) |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Mademoiselle Chambon |
|
|
Frañs
– 2008 Senario
ha seveniñ : Stéphane Brizé
Ha mestrez kleiz an tad e teuio da vezañ
mestrez-skol ar mab? Setu steuñvenn an abadenn. Divoutin e oa bomm brudañ Mademoiselle
Chambon: Lindon ha Kiberlain digomz e-pad tremen ur vunutenn a-raok ne
gemerfe hemañ krog e dorn honnezh. Diouzh an ton-se eo ar film penn-da-benn e
gwirionez, da lavaret eo didrouz, kizidik ha tanav evel un dourlivadur.
Gwelloc’h eo en gouzout: mat eo troc’hañ diouzh ar filmoù lusket
betek re a weler leizh ar skrammoù met an holl dud n’int ket tomm ouzh
an dourlivadur... Meriadeg Vallerie Court Métrange Roazhon (TNB) 22-25 a viz Here 2009
Darvoud
ispisial: skignet e vo ur film hir ivez ha n’eo ket forzh pehini: Suspiria
sevenet gant Dario Argento e 1977 ha kinniget gant Alain Schlockoff, e penn
ar gelaouenn L’écran Fantastique. Evel boaz
e vo roet ur priz gant skolajidi ha liseidi (un abadenn zisheñvel 1e10 evit
pep rann) ha mod all, digor d’an holl, e vo div nozvezh faltazi, unan
bevaat hag unan spont. Tamm pe damm evel warlene (met gant filmoù all
evel-just), pep abadenn a bad 1e20. D’ar Sul e vo roet 7 priz en holl,
dibabet gant an arvesterien rak n’eus juri ebet ar bloaz-mañ. "Court
Métrange nomade" a vo ivez ar wech-mañ, evit lidañ 8vet gouel ar sinema
bevaat (16-31 a viz Here), diwallit mat: e Felger, Bruz, Kistreberzh ha
Rostrenn e vo tu da welet ar filmoù-berr bevaat neuze. Festival
skrijus ha plijus da bep hini! G.L. A-benn
gouzout hiroc’h, al lec’hienn klok-tre gant ar programm resis h.a
: http://www.courtmetrange.eu/ |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Al luskad lo-fi |
|
|
A bep seurt a voe krouet
gant ar sonerien lo-fi: tonioù pop koulz ha sonerezh-arnodiñ.
Arouezius eus al luskad-se eo an ti-embann pladennoù K Records, krouet gant
Calvin Johnson, hag eñ ezel eus ar strollad lo-fi Beat Happening. Er bloavezhioù 1990 e teuas
al luskad da vezañ brudetoc'h er Stadoù-Unanet koulz hag e Breizh-Veur:
Sebadoh, Pavement (skeudenn) ha Guided by Voices a lakaas embann pladennoù lo-fi,
ma veskjont tonioù diazezet war bennaennoù ar sonerezh pop, mesket
gant trouzioù liesseurt ha dic'hortoz. Met n'eus luskad ebet
tonket da chom underground: un nebeud bloavezhioù goude e teuas ar
sonerezh lo-fi da vezañ brudetoc'h c'hoazh pa gemeras perzh arzourien
evel Beck (Mellow Gold, One Foot in the Grave) pe Liz Phair (Exile
in Guyville) el luskad. Ha tostoc'h ouzhomp strolladoù evel The Kills pe
The Strokes. R.M. Da selaou : Beat Happening –
Black Candy Sebadoh – Harmacy,
Bakesale Pavement – Slanted
and Enchanted Muioc'h a lo-fi : http://www.last.fm/tag/lo-fi?setlang=en Er bloaz-mañ e kinniger ur wech ar miz ul luskad a-bouez en istor ar sonerezh amplaet |
|
|
|
|
|
|
|
Mizvezh "Beilhadegoù kontet e
Breizh" e miz Du |
|
|
Roll abadennoù "Beilhadegoù
kontet e Breizh" 2009a gaver war lec'hienn Skol-Uhel ar Vro: www.institutcultureldebretagne.org
Goude ur bloavezh ehan en deus Pol
Brezhoneg Skol an Emsav embannet un deiziataer hollvrezhonek adarre evit
2010. Adkavet e vo ar stumm klasel a
blije d’an dud. 17cm uhelder ha 9cm ledander, gant ar skrid a-led.
En ur golo plastik du ha gwenn e vo kavet an deiziataer, pevar liv
penn-da-benn, hag en e gichen ur c’harnedig all hag a
c’hallo bezañ miret a vloaz da vloaz, ennañ roll kumunioù Breizh . Ur benveg talvoudus evit ober gant ar brezhoneg
bemdez! Kasit ur chekenn 12€ da: Skol an Emsav, 25 straed Pierre Martin, 35000
Roazhon. Evit gouzout hiroc'h: 02 99 38 75 83 pe
sae.bzh@wanadoo.fr Lennit Bremañ
Here 2009!
An teuliad zo gouestlet er miz-mañ d'an distro-skol.
Un emgav eo bep bloaz evit gwelet penaos e ya an traoù er c'helenn brezhonek.
P'eo seder a-walc'h renerezh Diwan gant daou lec'hiad nevez krouet er
bloaz-mañ, eo splann evit tud Div Yezh ez eus lec'hioù zo e Breizh lec'h ma
n'eus youl ebet evit kas war-raok an hentad. Nec'het-kenañ eo ivez renerien
Dihun, a gav dezho ne vez ket prientet tamm ebet an dazont gant an
Deskadurezh Katolik. Bep miz, abaoe 1980, e kinnig ar gelaouenn Bremañ
pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav,
e doare ur magazin. Embannet
gant Skol an Emsav (4,5€ an tamm) E
gwerzh er stalioù-levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant. Evit
gouzout hiroc'h: www.breman.org |
|
|
|