|
|
|
|
|
|
|
Lun 15 a viz Here, niv.163 Pellgargit ar pennadoù e stumm Word |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Korventenn 1987: ur sell en a-dreñv |
|
|
Evit gouzout hiroc'h: Ti ar Glad e
Lokarn, pgz: 02.96.36.66.11 Ti ar C'hoadoù ar
Chapel-Nevez, pgz: 02.96.21.60.20 |
|
|
|
|
|
|
|
Europa
disrannet diwar-benn kudenn an tredan nukleel |
|
|
M.M. Tostoc'h ouzhimp e vo ur
vanifestadeg a-enep d'an EPR ha d'al linennoù THT, en
Ernée, disadorn a zeu : www.stop-tht.org/spip.php?article12 |
|
|
|
|
|
|
|
Miz
Du, miz sevenadur Breizh e Bro-Dreger |
|
|
Hoel Louarn Evit kaout ar roll resis: www.allevrig.com Sketchnoz
: ur genstrivadeg sketchoù brezhonek
Ar sketchoù a vo kinniget
war al leurenn an deiz-se. Ret eo enskrivañ a-raok ar 27 a
viz Gouel Mikael (Here). Reolennoù : bout daou da
nebeutañ ; hirder ar sketch : etre 5 ha 10 munutenn.
Sketchnoz a zo kinniget e-mesk gouelioù Bro an Alre "Gouil
Bamdez" (19/10 - 11/11).
56330 Pleuwigner, pgz:
02.97.56.00.22. Pe Kerlenn Sten Kidna:
02.97.29.16.58. |
|
|
|
|
|
|
|
Dastum
a ra ar C’hallaoued o zriliv |
|
|
Hir eo bet an traoù
d’en em lakaat e plas er “Stade de
France” disadorn. Tout ar c’hrogad a zo bet
kempouez hag e gwirionez en dije gellet kement skipailh
Bro-C’hall trec’hiñ ha hini Bro-Saoz.
Met er fin eo ar Saozon o deus trec’het 14-9. 6-5 a c’houneze skipailh
Bro-C’hall er c’hentañ hanter-amzer, ne
oa ket bet ar c’hoarierien c’hall re drubuilhet
gant an esae paket goude a-boan 2 vunutenn c’hoari.
N’eo nemet e fin tout ar c’hrogad eo deuet a-benn
ar Saozon d’en em zizober eus ar C’hallaoued
a-drugarez d’ar mailh Johnny Wilkinson –
gwellañ merker poentoù hollad kiboù ar
bed- o lakaat 9 foent diwar ar 14. Forzh penaos e oa ar
c’hrogad unan kadoniel [tactique] hag ouzh an troad e oa ar
c’hrogad o vont da dreiñ. N’eo ket bet
mezhus Lionel Beauxis hag e 22 vloaz, kadarnaet en deus 3
c’hastiz diwar dri met n’eo ket deuet a-benn da
lakaat hini ebet eus e dri drop da dremen. Johnny Wilkinson eus e du en
deus lakaet 2 gastiz diwar 3 hag 1 drop, unan all o vont ouzh ar peul.
Ar c’hrogad ne oa ket
dreist da welet hag an titour bras nemetañ a zo da
dennañ eo emañ tavet ar c’hilhog, pe e
vefe war e vern teilh pe e kreiz ar Champs Elysée. Ar Saozon a c’hoario gant
Suafrika er gourfenn disadorn a zeu er memes lec’h, evit
difenn o c’hib. Kenan an Habask |
|
|
|
|
|
|
|
|
This
Is England |
|
|
Breizh-Veur – 2006
Eus rummad ar filmoù
sokial a Vro-Saoz eo This Is England evel-just. War
e yaouankiz dezhañ eo diazezet oberenn Shane (/Shaun)
Meadows. Ur sell diabarzh kelaouet mat a-dra-sur hag a ra talvoudegezh
ar film. E-ser heuliañ hentad ar paotrig e komprener penaos
e responte feulster ar re yaouank-se ouzh feulster sokial Thatcher ha
gant se war peseurt douar-teil e c’hell diwanañ
faskouriezh. Meriadeg Vallerie Kement ha gouzout muioc’h:
www.thisisenglandmovie.co.uk |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Rock
er skol – Run ar Puñs (Kastellin) d’ar
Sadorn 27 a viz Here |
|
|
A-benn sikour skol Diwan Kastellin,
hag a zo o paouez bezañ digoret, e vo aozet an abadenn "Rock
er skol" a-benn ar 27 er Run ar Puñs. Tri strollad
a ya d’ober programm an abadenn: Badcash,
ur strollad nevez eus Kemper. Punk-pop eo o sonerezh, ha kalz fent a zo
gant izili ar strollad, evel ma weler war o fajennad MySpace (liamm
amañ dindan). Dont a raio ivez AprèsMode,
ur strollad nevez-flamm eus Naoned. Savet eo bet gant sonerien
bet e-barzh strolladoù all evel Tri Bleiz
Die, Car Crash
pe c’hoazh Up Skirt. O
sonerezh a zo indie/rock/power pop, hag ouzhpenn ar binvioù
boutin d’ar strolladoù rock ec’h
ouzhpennont ur violoñs. Ha just a-walc’h, pa
lakaer ar gaoz war Tri Bleiz Die: daoust d’ar strollad
bezañ paouezet da seniñ goude un abadenn
ziwezhañ e Naoned e miz Du 2006, e vo bodet en-dro ar
sonerien evit an abadenn "Rock er Skol". Sonerezh punk keltiek a vez
graet ganto, ha sed aze un digarez da welout anezho war al lereunn evit
ar re n’o defe ket bet tro evit poent. R.M. Mont e-barzh: 10 euro. Evit kaout un tañva eus
an tri strollad: www.myspace.com/badcashtheband |
|
|
|
|
|
|
|
|
Cheesecake
gant sitroñs |
|
|
Danvez evit 8 den
Mari Lubrano
e
video hag e brezhoneg gant
Mailemotion! Mailemotion zo un doare da
gehentiñ en ur mod ledan
ha digoust dre bostel video, eus an aesañ eo da implijout
evit ar re o deus ur webkam. Diazezet eo war un etrefas ergonomek,
Mailemotion zo ur servij troet war-du an implijourien ha
reiñ a ra an tu en un doare simpl ha fonnus da
zaremprediñ dre bostel video mignoned, kenlabourerien pe
c’hoazh ar familh. Daou sistem zo a-benn treuzkas
videoioù: Pe dre webkam
gant ur gemennadenn verr, prim ha gant startijenn! Pe en ur gas ur restr video
graet en a-raok gant an implijour, dindan forzh peseurt stumm. Bez ez eus eus ur stumm all a ranker
paeañ evitañ a-benn skignañ en un
doare ledan tre, evit en ober kit e darempred gant Wevod: Wevod, 68 rue du théatre,
75015 Paris. Pgz: 01 72 89 71 14 |
|
|
|
|
|
|