Lun 16 a viz Here, niv.118
Sizhun 42 - 2006

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ!

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

 

sizhun a-raok

 

 

 

 

 

 

 

 

Iwerzhoniz e penn Hanternoz Iwerzhon en-dro ?

 

 

Digwener e kloze emgav Saint-Andrews (Skos). Londrez ha Dulenn o deus a-benn ar fin kinniget ur steuñv evit reiñ lañs en-dro d'ur Vodadenn en Hanternoz Iwerzhon, enni protestanted koulz ha katoliked. Pal divizoù Saint-Andrews a oa dont a-benn da lakaat DUP (Democratic Unionist Party) ha Sinn Féin (ar strolladoù politikel brasañ en Hanternoz Iwerzhon) d'en em glevet. Met ne fell ket d'ar re gentañ rannañ ar galloud gant ar re ziwezhañ, ha ne fell ket d’ar re ziezhañ degemer polis Hanternoz Iwerzhon.

Steuñv Londrez ha Dulenn a lak sklaer e c'hell an holl strolladoù politikel kemer perzh e gouarnamant Hanternoz Iwerzhon hag e rank an holl degemer Polis Norzh Iwerzhon. Ma vez degemeret ar steuñv a-benn an 10 a viz Du, e c'hellfe Iwerzhon an Hanternoz kaout ur gouarnamant en-dro e miz Meurzh 2007. Chomet e oa a-sav emrenerezh Iwerzhon an Hanternoz e 2002 (goude un afer spierezh eus perzh an IRA). Londrez eo a rene war aferioù Iwerzhon an Hanternoz abaoe. Pennoù DUP, Ian Paisley, ha Sinn Féin, Gerry Adams, o defe disklêriet o-daou e oa spi bras e vefe degemeret ar steuñv-se gant izili an daou strollad.

 

 

 

 

 

 

 

 

Brezel al linad

 

 

Gourdrouz un taol-kastiz a 75000 €, gant daou vloaz toull-bac'h evit ur c'homzer eus ar radio; ensellerien o furchal e ti ur c'helenner, o kemer digantañ ar c'hentelioù a roe, hag an dielloù implijet gantañ evit en ober, oc'h herzel outañ d'ober labourioù pleustrek gant e studierien... Evit peseurt abeg ? Petra a vefe grevus a-walc'h evit ma vefe ken strizh ar justis, ha war un dro dister a-walc'h evit ma ne vefe ket bet klevet kaoz outañ er radio ? Reiñ rekipe an hañvouezenn-linad. Met, neuze, ne c'hoarvez ket e Bro-C'hall, er bloavezh 2006, memes tra ? Geo, siwazh.
An neb a gelenn hiziv an deiz d'unan all penaos ober war-dro e liorzh drezañ e-unan, o tastum plant war ar maez, pe gant restajoù e diegezh, hennezh a c'hell bezañ kaset d'al lez-varn, ha d'an toull-bac'h evit an abeg-mañ. Perak 'ta ? Peogwir e ra an dud o zraoù o-unan, ha dre-se ne vagont ket ar marc'had o prenañ louzoù digant RoundUp. Difennet eo deuet an hentennoù hengounel-mañ gant al lezenn, evit brasaat marc'had an embregerezhioù a werzh louzoù-sintez.

M.M.


Tu zo deoc'h skignañ rekipe an hañvouezenn-linad keit ha ma n'eo ket bet tennet c'hoazh diouzh pep lec'hienn internet : http://www.kokopelli.asso.fr/actu/new_news.cgi?id_news=73
Muioc'h a ditouroù amañ :
http://www.kokopelli.asso.fr/actu/new_news.cgi?id_news=77
http://www.kokopelli.asso.fr/actu/new_news.cgi?id_news=80
Evit tabutal war ar sujed-mañ amañ :
http://malomorvan.free.fr/bzh/forum/phpBB2/viewtopic.php?p=2002#2002

 

 

 

 

 

 

 

 

“Ur wech e oa…

e Breizh, kontadennoù, dastumerien ha kontourien…”

 

 

Sed aze anv un diskouezadeg a c’hellit mont da welet e Maner Kernaod betek an 10 a viz Kerzu, diwar-benn konterien poblek, dastumerien gouiziek hag ar gwir deñzor o deus daspugnet ha treuzkaset, remziadoù goude remziadoù. Ur veaj, eus an eil istor d’egile, en ur maner, a gas ar spered betek mojennoù ar boudiged hag an ijin d’ar mare ma komze c’hoazh al loened. Un doare da gejañ gant an Ankou, gant korriganed a bep seurt pe c’hoazh gant an diaoul e-unan ! Kontadennoù da lenn, da welet ha da selaou met ivez peadra da zizoleiñ ar bed-se dre ar sinema, internet, levrioù gant skeudennoù, pe c’hoazh bannoù-treset.

Ha d’an 28 a viz Here e vo aozet ur weladenn noz, a sal da sal, eus ur c’honter d’unan all, evit dizoleiñ an tudennoù-mañ, hag ar maner a zegemer anezho, gant ur sell disheñvel.

Hoel Louarn

Diskouezadeg pe/ha gweladenn noz : 4 euro

Gweladenn noz d’an 28 a viz Here  da 8e30 (mat e vefe derc’hel e blas en a-raok) Maner Kernaod, Mellag.

www.manoir-de-kernault.com

 

 

 

 

 

 

 

 

13000 Reder e Roazhon

 

 

Disadorn ha disul e oa bet aozet 25vet abadenn "Tout Rennes court". Ar wech kentañ e oa d'an aozerien kaout kement a dud enskrivet : ouzhpenn 13000 reder a oa en holl ! An holl lodennoù disheñvel zo kresket o niver a berzhidi. An hini en deus graet ar muiañ a berzh a oa redadeg 10 km CMB, gant 3650 reder enskrivet. Goude-se e oa S'Mi Ouest-France gant 3600 reder, redadeg ar skolioù (d'ar Sadorn) gant 2400 reder, redadeg Mac Donald's ar familhoù gant 2000 anv, redadeg GDF gant 500 reder, ar memes niver a dud a oa o redek al lodenn Super Sport... E-touez ar rederien ez eus bet tu da welet c'hoarierien vell-droad Stad Roazhon, dilennidi, ha prizonidi eus toull-bac'h ar gêr zoken. Lodenn an "as" zo bet gounezet gant Gelete Burka eus Etiopia ha Peter Kamais eus Kenya.

 

 

 

 

 

 

 

 

Le Parfum : histoire d'un meurtrier

 

 

Alamagn, Frañs, Spagn – 2005
Seveniñ : Tom Tykwer

E 1744 e oa bet ganet unan eus an dud dreistdonezonetañ ha spouronusañ en e amzer, Jean-Baptiste Grenouille (Ben Wishaw). Gant e fri e oa eñ gouest da glevet ar bed evel den ebet all. Ha daoust dezhañ bezañ bet ur vuhez trist ha kalet, e seizh gwellañ en deus graet evit dreistbevañ ha kas da benn ur bennoberenn. Mirout an holl frondoù a felle dezhañ ober.

 

Tremen 15 milion a dud o deus lennet levr Patrick Süskind ; un toullad burutellerien lemm a c’hortoze an azasadenn-mañ neuze. Un tamm pounner eo an doareoù zo bet kavet da lakaat an arvestourien da glevet ar c’hwezh : tu a vefe bet da vezañ soutiloc’h a-wechoù marteze. Splann eo ar youl en deus bet Tykwer da chom tost ouzh al levr a-hend-all. Met seul feukusoc’h eo pa ne zouj ket d’e spered neuze. Dustin Hoffman hag Alan Rickman ne zereont ket d’o zudennoù penn-da-benn, da skouer. Hag un elfennig zo dreist-holl n’eus ket bet lakaet a-walc’h anezhañ e-keñver ar pezh a oa el levr : friantiz. Mat eo ar film moarvat, met lennerien al levr ne gavint ket anezhañ peurvat en abeg d’an traoù-se.

 

Meriadeg Vallerie

 

Evit gouzout muioc’h : http://www.leparfum-le-film.com/

 

 

 

 

 

 

 

 

Fishbone Still stuck in your throat

 

 

Fishboooone !!!! Penaos n’anavezit ket ar strollad-mañ ? Unan eus ar strolladoù kentañ er bloavezhioù 80 oc’h ober meskajoù funk, punk, rock, reggae. Mibien ar P-Funk ma fell deoc’h (George Clinton, Parliament –Funkadelic...). Brudet-mat evit o fozioù war stourm ar minorelezhioù (da gentañ tout ar re zu er stadoù-unanet, anat evel m’int eus Los Angeles ha du ivez) hag o startijenn war al leurenn dreist-holl. “The baddest band in the world !!!” zo distro da Vreizh evit div abadenn : an eil en Naoned , d’ar Meurzh 17 a viz Here en Olympic, hag egile e Kemper, d’ar Sadorn 28 a viz Here e Tachenn diskoudezadegoù Pennwiler.

Gwelet e vezont alies e Breizh emezoc’h ? Ya, gwir eo hon eus chañs, met ar wezh-mañ e teuont ivez evit brudañ o fladenn nevez Still Stuck In Your Throat, embannet gant al label ter-a-terre.

C’hoant ho peus da gaout un tañva eus o sonerezh (http://ter.a.terre.free.fr/site/frameset.htm) pe c’hoazh kit war http://www.fishbonelive.org/ hag e c’helloc’h kaout tammoù all betek sonadegoù klok digoust da bellgargañ gant aotre ar strollad er rann “Torrent”. Ken ar sonadeg a zeu !

FañchBone

 

 

Eil fest-deiz ar vugale e Pluguen

 

Disul e vo aozet an eil fest-deiz evit ar vugale e Pluguen, gant ar gevredigezh Evel-Just.

Dindan gouloù Kala-Goañv e vo aozet er bloaz-mañ : kempennet e vo ar sal gant kinkladurioù ha taolennoù en enor d’ar gouel keltiek. Ha tro o do ar re o deus soñj eus an hengounioù hag istorioù tro-dro da nozvezh an 31 a viz Here da lakaat ar vugale da zizoleiñ penaos e veze bevet houmañ er vro. Kregiñ a raio da 2e30 gant abadenn Melaine Favennec “Hey! Ho!”: istorioù, kanaouennoù ha peadra da gaout plijadur e-pad 1e30.

Goude-se e vo ar strollad Deus ’Ta ha danvez muzisianed yaouank-tout o kregiñ gant ar fest-deiz : evit lod e vo ar wech kentañ dezho seniñ dirak arvesterien. Stalioù-labour e doare c’hoarioù a vo aozet evit ma c’hellfe pep bugelig kregiñ da zeskiñ dañsal : Hanter-dro brasañ ar bed gant bugale hag ur genstrivadeg “Dañs ar madigoù” e doare“ Dañs ar butun”, ar priz kentañ o vezañ... madigoù “evel-just”. Dañserien-da-zont festoù-noz Bro Gerne a vo heñchet gant ar c’helc’h keltiek “Kizhier Pluguen”.

E-keit-se e c’hello o zud ober un tamm tro e standoù ar skolioù Diwan, Div Yezh, ha Dihun, hag ar c’hevredigezhioù Keit Vimp Bev, Divskouarn ha Bannoù-heol.

Hoel Louarn

Mont-tre : 2 euro

Evajoù ha boued prizioù “familh”

Da 2e30 rik e sal Kreizenn sevenadurel Pluguen

 

 

 

 

 

 

 

 

81 vaouez

 

 

Nann, n’eo ket titl ur film nevez gant François Ozon. Petra eo an dra-mañ neuze ? Ganet m’int bet er bloavezh 1981, Yuki ha Sandra o deus bet c’hoant da zizoleiñ peseurt raktresoù buhez a oa gant maouezed eus ar bed a-bezh a-oad ganto. Perak o deus choazet an oad-se ? Rak diouzh o soñj eo an oad ma kroger da sevel da vat ur raktres buhez en Europa. War-dro 25 e kroger da labourat, da zimeziñ, da gaout bugale… E broioù all ar bed e krog an traoù abretoc’h evit ar merc’hed alies. Fellet en deus da Yuki ha Sandra keñveriañ an doareoù bevañ evit lakaat war-wel ar pezh a ya mat en-dro, an diforc’hioù etrezo ha krouiñ ur rouedad. Kroget o doa gant o bloavezh beaj e miz Mezheven. Un dro e kreisteiz Afrika o doa graet er penn-kentañ (Afrika ar Su, Mozambik, Botswana, Namibia). Eno o doa kejet gant ur bern merc’hed disheñvel, pep a raktres dibar ganti : krouiñ ur gompagnunezh dañs, gourdoniñ ur skipailh mell-droad merc’hed, gwiañ dilhad, ren ur stal pe labourat war dachenn ar yec’hed hag an dachenn sokial… Choazet o deus en em gavout gant merc’hed hepken peogwir eo ken disheñvel o stuz eus an eil bro d’eben ma’z eo ret klask o c’hompren gwelloc’h hag o lakaat war-wel.

E Bolivia emaint evit an deizioù. Goude treuziñ Amerika ar Su ez aint da Okeania hag Azia !

Evit heuliañ o zroioù-kaer hag ober anaoudegezh gant raktresoù ar merc’hed o deus gwelet, n’hoc’h eus nemet mont war o lec’hienn internet http://www.81femmes.org.

Katell Leon

 

 

Hilienn keuz gavr

 

Danvezioù : 8 tamm keuz gavr (crottins de chavignol) - 2 bimantenn vihan ruz – 4 delienn lore – 5 brienenn tin – 2 brienenn roumarin – 12 greunenn pebr gwenn – 50 santilitr eoul olivez gwerc'h

 

Gwalc’hit, skaotit ha sec’hit podoù.

Gwalc’hit gant dour yen ar pimantennoù ; sec’hit anezho ha troc’hit anezho a-skejennoù. Gwalc’hit ar roumarin, an tin hag al lore.

Troc’hit an tammoù keuz e 2. Lakait er podoù hag ouzhpennañ ar pimant, ar pebr hag al louzoù-kegin. Goloit gant ur banne eoul betek ma vo beuzet ar c’heuz.

Serrit, ha lezit ar podoù 2 pe 3 sizhunvezh en ul lec’h fresk ha teñval a-raok debriñ.

Da zebriñ dindan 15 devezh ur wech digoret (er yenerez).

 

Mari Lubrano


Ar balañsoù

(23 a viz Gwengolo - 22 a viz Here)

 

Gant an niver a blanedennoù liammet gant hoc’h arouez en un doare kenson n’ho po ket ezhomm ur bern kuzulioù evit dont a-benn anezhi ! N’eus nemet Sadorn a gendalc’ho da drubuilhañ ac’hanoc’h. Ne zegaso netra grevus deoc’h, nemet daleañ pe diheñchañ darvoudoù zo. N’eus netra d’ober a-enep Sadorn siwazh, nemet gortoz e vefe paouezet ganti da hadañ skoilhoù war ho hent. Ho pet pasianted ! Ger-stur ar bloavezh eo. Kompren gwelloc’h ar re all, setu ar pezh a vo ret ober evit ar re zo ganet dindan sin ar Balañsoù. Familh, kenlabourerien, amezeien… Ret e vo gouestlañ da bep hini amzer ha madelezh.

Evit a sell ouzh ar garantez ez eus chañsoù e vefe kreñvoc’h ho c’hoant da gaout plijadur evit surentez ; hag evit un nebeud prantadoù-dudi emaoc’h en arvar da derriñ un darempred stabil. Ma ne anzavit ket ho fazi e vo ar brezel ! Ma vevit hoc’h-unan, ha ma fell deoc’h kejañ ouzh unan all, ez eus spi da gaout. Meur a zen a hañval bezañ dedennet ganeoc’h, met marteze n’hoc’h eus ket merzet anezho c’hoazh. Ne c’hortozont nemet un tamm jestr eus ho perzh koulskoude.

El labour e vioc’h broudet ha kalonekaet gant Meurzh. Da ziwall zo memestra : Meurzh a zegas dihabaskter, neuze diwallit diouzh an emgannoù gant ho kenlabourerien. Mod-all, stabilaet e vo buhez labour ar re o doa bet poan betek-henn.

 

Katell Leon

 

Deiziataer hollvrezhonek 2007

 

An deiziataer 2007 zo deuet er-maez ! Kavet e vo er stalioù levrioù breizhek hag e Skol an Emsav, e Roazhon, evel-just. Un doare nevez zo gant deiziataer 2007. Bihanoc'h eo evit mont gwelloc'h er chakodoù hag er seier-dorn. An Deiziataer hollvrezhonek zo ur benveg bepred talvoudus : leun a chomlec'hioù (ouzhpenn 200) hag a ditouroù vo kavet diwar-benn Breizh hag ar brezhoneg, un daolenn kemmadurioù, kodoù-post kumunioù Breizh... 13 euro an tamm.

Skol an Emsav, 25 straed Pierre Martin, 35000 Roazhon:
Pgz: 02 99 38 75 83. sae.bzh@wanadoo.frhttp://perso.wanadoo.fr/skol.an.emsav.