Lun 22 a viz Here, niv.164
Sizhun 43 - 2007

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ!

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

 

sizhun a-raok


 

 

 

 

 

 

 

 

Emgannoù feuls etre Kurded ha Turked

 

 

War ribl an harzoù etre Stadoù Turkia hag Irak, ul lodenn eus Kurdistan, ez eus bet emgannoù feuls-tre etre stourmerien gurd ha soudarded turk en deizioù tremenet. Hervez ar mediaoù turk, e vefe stourmerien eus ar PKK, staliet en Irak, hag o defe lazhet 12 soudard turk disul. 32 stourmer eus ar PKK (Strollad Labourerien Kurdistan) zo bet lazhet da c'houde gant an arme durk. Hiziv en deus divizet prezidant Turkia, Abdullah Gül, bodañ pennoù ar strolladoù politikel. Prest e vefe Turkia da gas he arme e norzh Irak evit distruj kampoù an dizalc'hourien gurd. Goulennet he deus Condaleezza Rice, e penn diplomatelezh Stadoù-Unanet Amerika, digant gouarnamant Recep Tayyip Erdogan chom hep tagañ, e-pad un nebeud devezhioù. Start eo stad an traoù dre ma ra ar Gurded war-dro ul lodenn eus norzh Irak, dre un emglev gant an Amerikaned. Spi en defe ar c'hentañ ministr turk e klaskfe ar Stadoù-Unanet lakaat ar PKK da devel diouzh o zu. Pouezañ a ra koulskoude ar Parlamant Turk hag ar mediaoù war ar gouarnamant evit kas soudarded a-enep ar Gurded.

 

 

 

 

 

 

 

 

Kenderc'hel a ra priz an eoul-maen da greskiñ

 

 

Kenderc'hel a ra priz an eoul-maen da greskiñ. D'an 20/09 e oa spontet an dud gant ar soñj e vefe tizhet 84,10 dollar evit ur varikennad, met dimerc'her tremenet (17/10) eo kresket priz ar varikennad betek 89 dollar. Ne vefe ket souezhus ma vefe tizhet 100 dollar evit ur varikennad a-benn nebeut. Abegoù lies a zo d'ar c'hresk-mañ. Da gentañ, broioù evel Sina hag Indez o c'houlenn muioc'h-mui a eoul-maen, pa n'eo ket gouest ar broioù produerien da ginnig muioc'h eget ar pezh a reont (produiñ a reont ar muiañ ma c'hellont). Da eil, kresk ar priz abalamour da aonoù ar genwerzherien en eskemmdi. Tri abeg o deus ar re-se da gaout aon:


- bihan e seblant bezañ ar c'hementadoù eoul-maen endalc'het er broioù greantel evit prientiñ ar goañv.


- sten eo an traoù tro-dro d'ar c’hreizennoù nukleel en Iran (hag an eil bro pourvezer eoul-maen eo Iran)


- raktreset e vez e vo brezelioù etre gouarnamant Turkia hag ar Gurded o chom e Norzh Irak, ha kement-mañ a c'hellfe herzel ouzh ar pourveziñ eno.


Poent e vo soñjal penaos ober pa vo aet re ger an eoul-maen evit bezañ implijet en treuzdougen. N'eo ket an treloskoù diwar blant un diskoulm, ar c'hirri-tan hanter-hanter kennebeut (kement a energiezh a zo ezhomm evit produiñ unan m'en deus a-benn ar fin ur "bilañs ekologel" falloc'h eget hini ur c'harr-tan boutin). Moarvat e vo ret mont war-du diskoulmoù kreñvoc'h.

M.M.

 

 

 

 

 

 

 

 

Arnodiñ an touellwelerezh e Roazhon

 

 

Betek an 2 a viz Meurzh e c’hellit mont da arnodiñ un diskouezadeg war an touellwel er Maezioù Frank e Roazhon: "A-viskoazh ho peus bet fiziañs en ho sell, ho klevet, ho kempouez. Met en diskouezadeg-mañ ne c’helloc’h ket ken ha trubuilhet e vo ho spered. En endro divoas-mañ e komprenoc’h penaos e vez dielfennet santadurioù hor pemdez" eme aozourien an diskouezadeg. Tro ho po da vont "da c’hoari" gant ho pugale adalek 6 vloaz! Evit-se e vo kinniget deoc’h 5 abadennig e  "Sirk an touellwel": diskouezva ar poltredoù e-lec’h ma c’helloc’h bezañ souezhet-mik gant ho skeudenn deoc’h ho-unan, ur sal lec’h ma weloc’h ho pugale brasoc’h evidoc’h, un all evit dizoleiñ a bep seurt santadurioù iskis dre ar sonerezh, hag en un ti stouet ma vo ret deoc’h klask bale eeun: ha dont a reoc'h a-benn? Evit echuiñ e soñjo deoc'h gwelet objedoù o fiñval padal e vo ho taouarn o kelaouiñ ac’hanoc’h ez int difiñv! Peadra da gompren a bep seurt degouezhioù eus ar vuhez evel pa vezer klañv en un oto pe c'hoazh efedoù implijet e-barzh ar sinema!

Hoel Louarn

 

Evit gouzout hiroc'h: www.espace-sciences.org pe 02 23 40 66 00

 

 

Sketchnoz:

ur genstrivadeg

sketchoù brezhonek

Sketchnoz: setu anv un abadenn a vo dalc'het e-barzh Pleuwigner d'ar Gwener 9 a viz Kalan Gouiañv (miz Du) e sal ar Vadelenn. Izili ar gevredigezh Sten Kidna (en Alre) o deus bet ar soñj dic'hortoz-se: galviñ ar re vihan, hag ar re gozh, ar re vunut hag ar re vras, da sevel sketchoù, pe er skol, pe er c'hentelioù nozh, pe get o familhoù, pe get mignoned...

Ar sketchoù a vo kinniget war al leurenn an deiz-se. Ret eo enskrivañ a-raok ar 27 a viz Gouel Mikael (Here). Reolennoù : bout daou da nebeutañ; hirder ar sketch: etre 5 ha 10 munutenn. Sketchnoz a zo kinniget e-mesk gouelioù Bro an Alre "Gouil Bamdez" (19/10 - 11/11).


Monet e darempred get Yann-Charlez Caudal, hent ar Glaouerion, 56330 Pleuwigner, pgz: 02.97.56.00.22. Pe Kerlenn Sten Kidna: 02.97.29.16.58.
Postel: yann-charlez.caudal@wanadoo.fr

 

 

 

 

 

 

 

 

Kampion ar Bed F1 eo Kimi Räikkönen

 

 

Deuet eo a-benn ar Finnad da vezañ Kampion ar Bed F1 dec'h, e Sao Paulo (Brazil). Ur Ferrari e oa o vleniañ dec'h p'eo tremenet dirak blenierien McLaren-Mercedes, ar Saoz Lewis Hamilton hag e genseurt Alfonso Alonso (a oa kampion ar Bed betek poent). Erruet e oa Räikkönen e ti Ferrari e-kerzh ar bloavezh, evit kemer plas Michael Schumacher, aet war e leve. "Ice Man" eo bet lesanvet paotr Finland: tamm-ha-tamm ez eo deuet a-benn da chom seder er mareoù startañ evit dont a-benn... Met n'en deus ket bet chañs bepred ha ral e oa ivez gwelet anezho laouen e fin ar redadegoù. Lewis Hamilton a oa da vezañ Kampion ar Bed evit an holl. Hemañ zo erruet 7vet a-benn ar fin, hag eil e fin ar c'hampionad. Ma vefe bet trec'h ar spagnol Fernando Alonso, e vefe bet aze e drede titl a Gampion da heul...

Kimi Räikkönen zo an trede Finnad o tapout an titl a Gampion ar Bed, goude Keke Rosberg ha Mika Häkkinen.

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

The Assassination Of Jesse James By The Coward Robert Ford

(L’assassinat de Jesse James par le lâche Robert Ford)

 

 

Stadoù-Unanet - 2007

Seveniñ : Andrew Dominik

 

Er bloavezhioù 1870, e oa Jesse James hag e vagad paotred o laerezh arc’hant un tammig e pep lec’h. Didruez e oa ha koulskoude gwelet evel un doare “Robin Hood” gant ar gelaouennerien. Savet e veze levrioù diwar o zaolioù kaer, brudet spontus e oant. Unnek vloaz war-lerc’h setu erru skuizh an den, 34 bloaz eo ha klañv. Robert Ford, ur paotr yaouank bamet dirak Jesse a vez degemeret er strollad evit tagañ un tren. Eñ an hini eo a lazho Jesse James, e wir vestr, ar bloaz goude, met ne vo ket brudet eveltañ avat...

 

Ur film diwar-benn ar “stars“ eo The Assassination Of Jesse James By The Coward Robert Ford: tud voutin, lakaet en a-raok gant ar mediaoù. Bac’het int en ur bed iskis, galloudus met digenvez int ha dipitus koulskoude evit ar re o deus avi outo.

Ur film kaset war e bouezig, leun a varzoniezh. Ur film sioul ha peoc’hus zoken daoust d’an darvoudoù ha d’an tudennoù.

Skeudennoù brav eston, sonerezh dous, un aergelc’h melkonius, aktored vamus. Evel un huñvre eo oberenn Andrew Dominik. Un huñvre start diwar-benn ur mare eus istor Stadoù-Unanet Amerika (goude ar brezel diabarzh) hag ur gevredigezh oc’h emdreiñ.

G.L.

 

 

 

 

 

 

 

 

 

7vet Tournée des Trans

E Breizh etre an 2 a viz Du hag ar 1añ a viz Kerzu

 

 

Evit ar 7vet gwech e vo aozet Troiad an Trans e Breizh (hag en un nebeud lec’hioù all). Un digarez eo da ober anaoudegezh gant strolladoù ar vro, ul lodenn anezho o vezañ pedet d’an Trans ivez. En holl, e tremeno an Droiad e 11 kêr eus Breizh, an holl abadennoù a zo digoust. Evit ar wech kentañ e vo un abadenn e Brest, er sal nevez anvet ar Garenn. E-touez ar strolladoù a vo tu da zizoloiñ e kaver Belone Quartet, ur strollad eus Naoned a ra sonerezh gant kalz a spleen. Bez’ e  vo ivez The French Cowboys (skeudenn), ur strollad savet gant sonerien a sone e-barzh The Little Rabbits betek-henn. Hep disoñjal Badcash strollad pop-punk eus Kemper, pe c’hoazh Dans tous les sens du terme, ennañ Klet Beyer gant an taboulinoù. Evit ar re a blij dezho ar meskaj rock-elektro, menegomp Papier Tigre pe c’hoazh Kim Novak ha Pony Pony Run Run. Evit ar re a gav gwelloc’h sonerezh ar bed e vo talvoudus mont da selaou Badume’s Band. En holl ez eus ouzhpenn 20 strollad da zizoloiñ. Ma fell deoc’h kaout un tañva eus o sonerezh e kaver liammoù e-leizh war bajenn MySpace an Droiad, heuilhit neuze al liamm kinniget amañ dindan.

R.M.

www.myspace.com/tourneedestrans

 

 

Gouel Levrioù Karaez

Gant ar gevredigezh Egin 18vet Gouel al Levrioù ha 21vet Saloñs Romantourien Breizh, d'ar 26, 27 hag 28 a viz Here 2007, e Karaez. Kembre a vo tem ar gouel. Etre 10 000 ha 12 000 den a zeu ingal bep bloaz da Garaez evit Gouel al Levrioù. 80 embanner ha tost da 250 skrivagner a vo tu da welet e-kerzh an tri devezh. E Kreizenn nevez-flamm ar C'hendalc'hioù e vo aozet ar gouel en taol-mañ. Prezidant a-enor abadenn 2007 a vo Erwan Vallerie, brudet mat, dreist-holl gant e levr leun a fent Ils sont fous ces Bretons!, gant ouzhpenn 80 000 skouerenn gwerzhet. Un tem a vez lakaet en a-raok bep bloaz e-kerzh ar Saloñs. Kebek e oa warlene, Kembre eo en taol-mañ. Ur c'hendiviz diwar-benn "Kembre hiziv an deiz: politikerezh yezh, emrenerezh, kevredigezh hag arzoù" a vo kinniget d'ar Gwener 12 a viz Here e Ti ar Vro Karaez, da 7 eur noz. D'ar 26 e kano asambles lazoù-kanañ breton ha kembreat en iliz Karaez da 8e30 noz. Hag evel-just e vo tu da gavout an holl levrioù brezhonek nevez war standoù embannerien ar vro.

Kement ha gouzout hiroc'h: 02 98 93 37 43.

Postel: festivaldulivre@gmail.com

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Ur stal-dudi brezhonek e Gwizien

 

 

Roet e vo lañs dimerc'her e Gwizien (Su Roazhon), d'ur stal-dudi brezhonek evit ar vugale etre 2 hag 8 vloaz. Ur vuhezourez un DARE ganti a raio war-dro ar vugale etre 10e30 ha 11e30, evit reiñ dezho un tañva eus ar brezhoneg. Tud bugale Gwizien zo e penn ar raktres, int hag a stourm abaoe mizioù bremañ evit digeriñ ur c'hlas divyezhek en o c'humun. Gant skoazell ar gevredigezh Dorn-ha-Dorn eo bet lakaet e plas ar stal-dudi-mañ. Dilennidi a vo war ar plas dimerc'her da heul an digoridigezh nac'het gant Ensellerezh Akademiezh Il-ha-Gwilen hag ar Rektoriezh. Prezidant Kuzul-rannvro Breizh, Jean-Yves an Drian, en deus skrivet ul lizher da dud Gwizien evit embann e roe dezho e skoazell, hag e vefe o prientiñ, gant kannaded all Breizh, ur goulenn ouzh ministr an deskadurezh, Xavier Darcos, evit diskoulmañ afer Gwizien er bloaz-mañ.

Er savadur Galatée e Gwizien, merc'her 24 a viz Here da 10e30

 

Cheesecake gant sitroñs

Danvez evit 8 den
100 g gwispid amann (petit-beurre) flastret – 75 g amann teuzet – 300 g ricotta – 200 g keuz fresk (petits gervais da skouer) – 125 g sukr lindr – 80 ml chug sitroñs – 2 loaiad vras plusk sitroñs rasklet – 1 vi – 1 gwenn-vi

 

Raktommit ar forn (160°). Lardit ur plad pastezerezh ha gwiskit anezhañ gant paper parch. Meskit ar gwispid amann flastret gant an amann.  Pouezit mat an aozad-mañ e foñs ar plad ha lakait er yenerez 30 mn. Basit gant ur baser tredan ar ricotta, ar fourmaj fresk, ar chug sitroñs hag an hanter eus ar plusk sitroñs, betek ma vo diennek an aozad, ouzhpennit goude ar vi hag ar gwenn-vi. Diskargit an aozad e-barzh ar plad, poultrennit gant peurrest ar plusk sitroñs. Lakait er forn 45 mn. Kreiz ar wastell a rank chom blot. Lakait er yenerez (pa vez yen ar wastell) a-raok servijout.