|
|
|
|
|
|
|
Lun 11 a viz Here, niv.303 Pellgargit ar pennadoù e stumm Word Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun, |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Prizioù Nobel 2010 |
|
|
Priz Nobel ar Peoc’h: Liu Xiaobo a zo un disrannad
politikel sinaat, en toull-bac'h bepred hiziv an deiz. Stourmet en deus en un
doare difeuls evit difenn gwirioù Mab-den en e vro, Sina. Gantañ eo bet
skrivet Karta 08, war patrom Karta 77 Tchekoslovakia. Sinet eo bet ar
garta-mañ gant ouzhpenn 300 gouizieg sinaat ha difenner gwirioù Mab-den o
c’houlenn un adreizh politikel hag ul luskad demokratel sinaat. Priz Nobel al
Lennegezh: Mario Vargas Llosa Jorge Mario Pedro Vargas
Llosa, e anv gwirion, a zo ganet e Perou met deuet eo da vezañ Spagnol ha
skrivañ a ra spagnoleg. Bet en deus bet ar priz "evit e zoare da
zielfennañ frammoù ar galloud hag evit e skeudenniñ lemm eus
dalc’husted an dud, o dispac’hoù hag o c’hwitadennoù".
Skrivet eo bet gantañ, e-mesk reoù all: La ville et les chiens e 1963, La
Maison verte e 1966 ha La Guerre de la fin du monde e 1982. Vargas Llosa a zo
doktor Honoris Causa Skol-veur Roazhon 2. Priz Nobel ar Medisinerezh: Robert
Geoffrey Edwards Robert Geoffrey Edwards a
zo ur fiziologour breizhveuriat ganet e 1924. Bet en deus bet ar priz Nobel "evit
diorren ar speriadur in vitro". E gwrionez eo tad ar speriadur in vitro.
P’eo ganet Louise Brown d’ar 25 a viz Gouere 1978 en Oldham
General Hospital eo bet cheñchet ar veziegezh. A-drugarez d’ar
speriadur in vitro e c’hell koubladoù gaonac'h genel bugale! Priz Nobel ar Gimiezh: Richard
Heck, Ei-ichi Negishi hag Akira Suzuki Richard Fred Heck a zo ur
c'himiour amerikan, brudet evit bezañ dizoloet ha diorreet "reaktadur
Heck". Bet en deus ar priz, asambles gant daou gimiour japanat, Ei-ichi
Negishi hag Akira Suzuki, brudet evit "reaktadur Suzuki", evit o
labour diwar-benn ar reaktadurioù koublet war ar palladiom katalizet. Priz Nobel ar Fizik: Andre Geim ha Konstantin
Novoselov Andre Konstantinovich Geim
a zo ur fizikour izelvroat, ganet e Rusia, brudet evit e labour war ar
grafen. Ar priz en deus bet, asambles gant Konstantin Sergeevich Novoselov,
ur fizikour rusian-breizhveuriat, "evit arnodennoù dispar a denn d’ar
grafen, an danvez divventek." Priz Nobel an Ekonomiezh: Peter
Diamond, Dale Mortensen ha Christopher Pissarides Pledet o deus an daou
Stadunanad Peter Diamond ha Dale Mortensen ha gant ar Breizhveuriad-ha-kiprian
Christopher Pissarides war an doareoù da studiañ ar marc'hadoù, en ur sellet
a-dost eus an diaesterioù evit lakaat da glontañ an ezhommoù gant ar
c'hinnigoù (war dachenn ar c'hlask labour da gentañ). Gant o zeorienn e
klaskont gouzout perak ez eus kement-all a dud dilabour pa chom kalz postoù
da bourveziñ, eme aozerien ar Priz Nobel, ha penaos e c'hell politikerezh an
ekonomiezh kaout un efed war an niver a dud dilabour. |
|
|
|
|
|
|
|
An
energiezh hag ar boblañs |
|
|
Koulskoude, pa vez
dielfennet ha sellet a-dost ouzh ar raktresoù bet arc'hantet e-pad an daou
vloaz tremenet, e verzer ez eus bet dispignet sammadoù ramzel, ha saotret
kalz, pa ne oa, a-benn ar fin, raktres ebet evit sikour ar boblañs da gaout
tro d'ober gant an energiezh. Teir gwech muioc'h a arc'hant ouzhpenn a zo bet
prestet evit an energiezhioù fosil eget evit ar re c'hlas, hag an arc'hantañ
evit ar glaou a zo bet lieskementet dre 2,5 en ur bloaz, etre 2007 ha 2008.
Ma n'eo ket bet talvoudus an arc'hant-mañ d'an dud paour, e talvez neuze eo
d'ar re binvidik o deus servijet. Soñj hon eus eus raktres kreizenn dre
c'hlaou Medupi, e Suafrika, a zo bet arc'hantet gant ar Bank Bedel, daoust
d'ar stourm a save enep dezhi e-touez poblañs ar vro, hag a eztaolo 25 milion
a donennadoù CO2 bep bloaz, da lâret eo 5% eus eztaoladennoù Frañs. M.M. |
|
|
|
|
|
|
|
Blog Bou |
|
|
Awenet eo bet gant arzourien
a vremañ kavet dre ar Genrouedad. Surfiñ a ra war blogoù disheñvel. Da skouer:
arzoù er straedoù, grafitioù, skeudennaouerien… Hag ingal e ra dave
d'hec’h arzour muiañ-karet: Gustav Klimt hag e livadurioù mentoniel. O chom tramor eo bet e-kerzh
he bugaleaj gant he familh. Ur chañs e oa eviti kejañ gant an dud, ober
anaoudegezh gant sevenadurioù all hag aergelc’hioù estren evit he doare
tresañ. An eñvorennoù-se zo sanket don en he spered, hag eviti ez eo ur moaien
da achap kuit eus he buhez pemdeziek. Graet he deus un diskouezadeg
warlene en ur stal-labour e Pariz, anvet "5 peintres-5
photographes". Emañ bremañ o chom e Naoned gant he mignon hag emaint
o prientiñ un diskouezadeg asambles er bloaz-mañ eno. Ar raktres a zo meskañ
o oberennoù hag o bed dezho war livadennoù! S.B. Evit gouzout hiroc’h: http://nabou17.canalblog.com Gouel Bro Douarnenez
2010
Roet e vo lañs d'ar Gouel a-benn fin ar sizhun gant
ur week-end leun-mat, d'ar 16 ha d'ar 17 a viz Here. Evit ar re o deus
c'hoant da zeskiñ, kregiñ 'barzh pe mont war-raok, e vo kinniget stajoù kan
ha diskan, gavotenn ha brezhoneg... war vor! Ar re vihan a c'hello ober anaoudegezh gant
sonerezh blues ha jazz, gant Repris de Justesse ha Junior Swing Parade. Ur
sonadeg divyezhek a lako anezhe da zañsal ha da ganañ, da 5e goude-kreisteiz
disadorn. Ar re a blij dañsal dezho o devo plijadur vras
gant ur fest-noz bras disadorn da noz, adalek 7eur noz betek 2eur vintin! Gant
Startijenn, Termajik, Erik Marchand, Gaby Kerdoncuff ha Jean Floc'h,
Jean-Pierre Quéré ha Christophe Me Lenn, Ghyslaine Sergent ha Koulmig
Hascoët, Pierre Stéphan ha Mick Boennec, Bagad Douarnenez hag ar fanfar A
bout de souffle... Peadra da zebriñ ha da evañ a vo war al lec'h. Laz-kanañ Breizh a vo tu da
glevet disul da 4e goude-kreisteiz: 100 kaner ha kanerez ha 10 soner, o tont
eus Kernev ha Leon, ha renet gant Kristian Desbordes. Kas a reont hor yezh
war-raok en ur ganañ sonennoù eus ar vro, hengounel pe a vremañ. |
|
|
|
|
|
|
|
Volley-Ball: Kampionad
ar bed en Italia |
|
|
Er gourfenn eo bet adkavet
ar Gubaned, 20 vloaz war-lerc’h o gourfenn diwezhañ, a-enep Brazil
(skeudenn), bet kampion ar bed div wezh diouzh renk. Setu aet ar maout gant
Braziliz 3-0 (25-22, 25-14, 25-22) . Mell-droad: tro
skarzhañ Euro 2016 Aet eo ar maout gant
skipailh Frañs a-enep hini Roumania e Saint-Denis. Na pegen diaes eo bet
koulskoude. Ret e oa bet gortoz dibenn ar c’hrogad kazi (83’)
evit gwelet Loic Remy, argader an O.M., o lakaat ur pal. An eil a zo bet
lakaet gant ar Breizhad Yoann Gourcuff d’ar 30+3’. Meritet eo bet
an disoc’h gant ar c’hoarierien c’hall met tu a vije bet da
Roumaniz bezañ trec’h ma ne vije ket aet tenn Cristian Sapunaru war
peul dehoù Hugo Lloris! Da heul ar c’hrogad-mañ emañ skipailh Frañs e penn
ar strollad D gant 6 poent. |
|
|
|
|
|
|
|
Court
Métrange: Roazhon
(TNB) 21-27 a viz Here 2010 |
|
||
|
Ur juri (a dri den) a vo adarre er wech-mañ evit
reiñ a bep seurt prizioù. Ur priz a vo roet ivez d'ar bravañ koublad zombied e-touez
an arvesterien! Arabat kaout diegi da vont treuzwisket da vare ar prizioù
neuze! Div abadenn 1 eur 20 a vo bep noz. Filmoù bevaat,
filmoù aziat, filmoù spont... A bep seurt! Ar skolajidi ha liseidi a zo pedet da votiñ ivez
e-pad abadennoù aozet a-ratozh evito. Evel warlene e krog "Court Métrange
nomade" adalek an 12 a viz Here: e Felger, Bruz, Kistreberzh ha Saozon e
vo tu da welet filmoù-berr zo. Abadennoù aozet gant kevredigezhioù
skolioù-meur Roazhon a vo ivez (an drive-in hag all) hag ur blind-test er
c’hafedi "Café Laverie", e kreiz-kêr. Festival skrijus deoc’h! G.L. Evit gouzout hiroc’h, al lec’hienn
klok-tre gant ar programm resis h.a: www.courtmetrange.eu Ma fell deoc'h lenn pennadoù all savet gant hor
c'henskriverez diwar-benn filmoù, c'hoarioù-video, levrioù ha me oar-me, kit
mont da dañva Soubenn ar Geek. 9vet "Festival Intergalactique
de l'image alternative" e Brest
Evit gouzout hiroc'h: www.festival-galactique.infini.fr |
|
||
|
|
|
||
|
|
|
|
Orphaned Land: Brezelourien ar
Sklêrijenn |
|
|
Ganet eo ar strollad e 1991
e Petah Tikva. Enrollet un demo kentañ gant ar vandennad sonerien e 1993 ha
da-heul, o album kentañ, bloaz war lerc'h: Sahara. Kaoz e vez
dioute buan: ar wech kentañ eo klevet mesket sonerezh ar reter (oriental)
gant un diazez death ha doom metal. 2 vloaz war-lerc'h, e 1996,
ez eo embannet El Norra Alila. Orphaned Land a savo e albom
nevez Mabool... eizh vloaz war-lerc'h, e 2004. Evit ur bern tud
e vo hemañ o albom gwellañ. C'hwec'h vloaz war-lerc'h
koulskoude, e Mae 2010, eo bet embannet o fladenn nevez, The Never
Ending Way Of OrwarriOR. Ar sujed: ar peoc'h etre an teir relijion
undoueek* (aroueziet gant foto ar strollad o veskañ anezho holl), emgann ur
soudard eus ar "sklêrijenn" a-enep ar gasoni er bed hag an
deñvalijenn (ar ger "Or" a dalvez "Gouloù" e hebraeg).
Cheñchamantoù zo: echu levezon an doom metal evit leuskel plas d'ur
sonerezh progresivel ha hesonoc’h, hep koll o gwrizioù oriental pe death
metal avat! The Never Endin Way Of OrwarriOR zo ur bladenn
binvidik (levezonet gant doareoù disheñvel), hir (tost 80 munutenn!), met
brav dreist-holl. Hag evit kaout plijadur en ur selaou anezhi, n'eo ket ret
bezañ sot gant ar metal, ken digor ha plijus d'ar skouarn eo an
disoc'h. Morvan Richard Undoueek: e-keñver relijion, pa greder en un doue
hepken. The Never Ending Way Of OrwarriOR gant Orphaned
Land, Century Media 2010. Evit gouzout hiroc'h: |
|
|
|
|
|
|
|
Sizhun ar blazioù mat |
|
|||
|
Evit gouzout hiroc'h: www.restaurateurs-pointe-bretagne.com
Kalzik a dud a oa o
c’hortoz ur bug a-benn ar Sul 10 a viz Here, da lavaret eo an 10-10-10!
M'oc'h gouest da lenn ar c’heloù-mañ e talvez n'eo c'hoarvezet netra,
ha ma n'oc'h ket gouest d’en ober, feiz, sur-mat
e vo ret d’an holl ac’hanomp cheñch urzhiataer. Eus pelec’h e teu
seurt brudoù avat? Hackerien zo a blij dezho an deiziadoù skouerius-se evit
kas viruzoù da urzhiataerioù ar bed a-bezh. Seul skoueriusoc’h seul vui
a vrud a vo tapet ganto sur-mat, ken skoet e vefe ar speredoù. Hervez an
arbennigourien avat, ez eus e-tro 60000 viruz nevez bep bloaz, neuze eo
bemdez e ranker diwall outo!
Plijet oc'h o lenn ar pennadoù embannet a-hed ar
bloaz war Bremaik? Sot oc'h gant ar sonerezh, ar sportoù, an arzoù, ar
sinema, pe me ’oar-me? Gallout a rit degas ho sell war an danvezioù-se
ingal, dre ar brezhoneg, gant Bremaik! Ur skipailh tud a youl vat a
sav ar pennadoù bep sizhun abaoe ouzhpenn 6 vloaz, ha bepred emaomp o klask
"pluennoù" nevez, evit reiñ un ton liesseurt d'ar gelaouennig
(digoust!) war internet, hag e brezhoneg-tout, embannet bep Lun. Evit
gouzout hiroch war an doare da vont en-dro, ha penaos kemer perzh e buhez Bremaik,
n'eus mann ebet aesoc'h: kasit ur gerig deomp d'ar chomlec'h postel-mañ: bremaik@free.fr! Lennit Bremañ Here 2010!
An teuliad zo gouestlet er miz-mañ d'an distro-skol.
An Ofis publik nevez a gemero ar garg eus ul lodenn eus diorren ar c'hlasoù
divyezhek, diwar-benn se e komz rener an Ofis, Fulup Jakez. Er mare-mañ emañ
Fañch Broudig o kas war-raok ur studi diwar-ben diaesterioù ar c'helenn
brezhoneg, evit ar Rektoriezh ha Rannvro Breizh, kinnig a ra an enklasker al
labour graet gantañ betek-henn e Bremañ. Pemp bloaz eo ar
gevredigezh Divskouarn a labour evit kreskiñ plas ar brezhoneg er magourioù
hag el lec'hioù ma reer war-dro bugaligoù. Ur c'hendiviz a vo aozet e Plijidi
d'ar Kenderc'hel a ra Bremañ da ginnig div bajennad "Lennomp!".
Savet e vezont a-ratozh evit ar re zo o teskiñ brezhoneg gant skipailh Skol
An Emsav. M’ho pez plijadurig o lenn Bremaik, plijadur ho
po o lenn Bremañ, sur! Bep miz, abaoe 1980, e kinnig kelaouenn Bremañ
pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav,
e doare ur magazin. Embannet
gant Skol an Emsav (4,50€ an tamm) Koumanant:
50€ evit ur bloaz, 60€ evit an estrenvro, 4€ bep miz dre
lamadenn E
gwerzh er stalioù-levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant. Evit
gouzout hiroc'h: www.breman.org |
|
|||
|
|
|
|||