Lun 5 a viz Here, niv.255
Sizhun 41 - 2009

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun,
kasit ho chomlec'h da:
bremaik@free.fr

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ !

 Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

sizhun a-raok


 

 

 

 

 

 

 

 

Daou stourmer barnet e Naoned

 

 

Div vanifestadeg a vo aozet e Naoned en devezhioù da zont evit difenn Alan ha Jonathan, daou stourmer eus ar c'henstrollad 44=BZH, an eil o vezañ e vouezh aotreet. Ar re-mañ a vo barnet e lez-varn Naoned dilun a zeu evit "emsavadeg gant feulster" : goude un dibunadeg a-enep ar gwaskerezh, kenaozet gant strolladoù politikel ha kevredigezhioù a bep seurt, e oant bet harzet gant ar bolised hep abeg ebet. O pakañ ur banne e oant gant o c’henseurted, bugale en o zouez, war savenn ur c'hafedi pa oant bet kelc'hiet gant polised, niverus bras, o doa skoet ganto ha distrujet kadorioù ha taolioù an davarn e-pad o harzadeg feuls-kenañ (skeudenn). Riskl bras zo da vezañ toullbac'het evit Jonathan.

Ur vanifestadeg a vo eta disadorn da 3e enderv plasenn Breizh hag unan all d'al Lun 19 a viz Here, deiz ar prosez, da 12e dirak al lez-varn, evit difenn an daou stourmer hag embann "Echu gant ar gwaskerezh! Adunvanidigezh!"

D'ar Gwener 16 e vo ur meeting gant politikourien ha personelezhioù etrebroadel evit difenn Alan ha Jonathan, e Ti ar Geodediz, plasenn al Lore e Naoned, adalek 7e noz. An dro e vo ivez, 5 miz a-raok an dilennadegoù rannvro d'ober ar poent war kudenn an adunvanidigezh.

 

Hoel Louarn

 

 

 

 

 

 

 

 

Boued bet kontammet gant lin OGK

 

 

Lin OGK e-maez lezenn a zo bet kavet e kalzik produoù boued abaoe an 8 a viz Gwengolo, e-barzh un tregont vro bennak. Lin kemmet evit gallout derc'hel dirak produoù a-enep d'an astuz eo, ennañ e vez kavet tri c'hen kat da derc'hel penn ouzh an antibiotikoù. Ha just a-walc'h eo bet difennet desevel plant a ra gant genoù a zalc'h penn ouzh an antibiotikoù. Emañ o tont eus Kanada, hag eno ivez e vez difennet desevel seurt spesadoù evit gwerzhañ. Un taol fall eo evit produerien Kanada, a oa o stourm c'hoazh evit diwall na vefe kontammet o froduoù gant ar re OGK.

Abaoe 1996, pa'z eus bet kroget da zesevel produoù OGK, ez eus bet enrollet ouzhpenn 200 kontammadur e-barzh 57 bro. Se a ziskouez evit an ekologourien eo dibosupl d'an hentadoù OGK ha boutin kenvevañ asambles, dre ma teu ar re zo boutin da vezañ OGK d'o zro. Evit ar memes abegoù emañ Greenpeace o stourm evit ma ne vije ket aotreet ur raktres riz OGK en Azia gant an embregerezh Bayer. Ur sinadeg o deus lakaet:

www.greenpeace.fr/ogmjenveuxpas/riz.php

 

M.M.

 

 

 

 

 

 

 

 

Ur mizvezh gouel gant Gouel Digor

 

 

Etre ar 16 a viz Here hag an 8 a viz Du, e vo lidet sevenadur Breizh e Bro-Wengamp gant Gouel Digor, aozet ingal bep bloaz gant ar gevredigezh Digor. Liesseurt ha pinvidik e vo roll an abadennoù kinniget. Krouidigezh Kelc'h keltiek Kroaz-Hent Gwengamp, "Ar Manu", d'ar Gwener 16, ur sonadeg gant Erik Marchand ha Rodolphe Burger d'ar Sadorn 17, ur pred kig-ha-fars evit Skol Diwan Gwengamp d'ar Sul 18, un devezhiad hip-hop (graf, slam ha rap) e brezhoneg evit skolidi Bro Wengamp, ur veaj e Myanmar kinniget gant René Monfort d'ar Gwener 23, fest-noz e Pabu d'an 24... D'ar Merc'her 28 a viz Here e vo kinniget e sinema Kallag un nozvezh "sinema brezhonek", gant an traoù nevez war tachenn ar filmoù faltazi savet en hor yezh. Kinniget e vo ar film Davet Loula (skeudenn), savet gant ur skipailhig tud a-vicher, hag a-youl vat, da vare Gouel Filmoù Douarnenez. Beilhadegoù, pezhioù-c'hoari, stajoù dañs, prezegennoù a vo evit klokaat ar gouel betek kreiz miz Du !

 

Evit gouzout hiroc'h:

DIGOR, Kreizenn Sevenadurel Vrezhon, plasenn de Verdun, 22200 Gwengamp.

Pgz: 02 96 44 27 88. Postel : kreizenn.gwengamp@free.fr

 

 

 

 

 

 

 

 

Mell-droad: krogad a vignoniezh ouzh Korea an Norzh

 

 

A-benn disadorn, 9 a viz Here, e c'hoario izili skipailh FC Naoned gant re skipailh broadel Korea an Norzh. Da 8e noz, war tachenn stad Henri-Desgrande, e La Roche-sur-Yon (Vendée) e vo kaset an taol-kregiñ. 90vet e renkad ar FIFA emañ skipailh Korea an Norzh. Gourdonet gant Han Hyong-Il, deuet eo a-benn da dapout e blas e Kib ar Bed da zont, en Afrika ar Su. An eil gwech eo da skipailh mell-droad renad Pyongyang kemer perzh e Kib ar Bed, war-lerc'h hini 1966, lec'h ma oa deuet a-benn da dizhout ar c'hard-gourfenn goude bezañ trec'het an Italianed. Chomet e oa bout skipailh Korea an Norzh dirak hini Portugal.

N'eus darempred ebet etre Stad Frañs hag hini Korea an Norzh abaoe fin brezel Korea, hanter kant vloaz zo. Un degouezh dreistordinal eo neuze e teufe skipailh mell-droad Korea an Norzh da heuliañ ur staj er greizenn teknikel rannvroel e Sant-Sebastian-an-Enk, etre hiziv hag ar 14 a viz Here.

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Mary and Max

 

 

Aostralia - 2008.

Seveniñ : Adam Eliott

 

Mary a zo un Aostralianez vihan, enoet bras. Ne vez ket graet kalz war he zro gant he zud ha n’he deus mignon ebet er skol. Un deiz bennak e tiviz skrivañ d’un Amerikan kement ha kaout ur mignon en tu all eus ar bed. Degouezhout a ra he lizher gant Max, un den 40 vloaz o chom e New York, un den tev ha taget gant kleñved bred Asperger. Un darempred iskis ha kreñv a sav etrezo hag a zalc’h bloavezhioù-pad.

 

Ur film bevaat eo hemañ. Savet gant teknikoù klasel an toaz-merañ, un tammig evel filmoù Wallace & Gromit da skouer. N’eo ket ur film evit ar re vihan avat, rak an temoù ha red an istor a zo kalet a-walc’h. Brav eo ar skeudennoù, dedennus implij al livioù (kentoc’h rouz en Aostralia ha gris e New York), kreñv an darempred etre an tudennoù. Ur film fromus eo hag a lak da brederiañ diwar-benn ar vignoniezh, ha pa vefe dre lizher hepken. Lakaat a ra da soñjal a-wechoù en aergelc’h filmoù (kozh) Tim Burton, gant barzhoniezh, fent ha tristidigezh war un dro.

 

G.L.

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Transmusicales 31

e Roazhon etre an 2 hag ar 5 a viz Kerzu

 

 

N'ouzon ket petra zo kaoz. Marteze emaon o chom re bell diouzh ar c'hêrioù bras, un dra bennak evel-se. Ma, dav lavarout an traoù: ne anavezer hini ebet, pe dost, eus an arzourien a zeuio da Roazhon da-geñver an Transmusicales a-benn penn-kentañ miz Kerzu. Er bloaz-mañ e teu en-dro ar festival da greiz-kêr Roazhon (sal ar Frankiz hag en Ubu) daoust ma vo c'hoazh sonadegoù e Park an diskouezadegoù.

Neuze war a lenner e vo sonerezh post-punk gant The Bird is Yellow, pop-rock nerzhus (Misty Socks) d'ar Merc'her 2. Hip hop klezmer d'ar Yaou 3 gant Abraham Inc., pop-rock saoz gant Detroit Social Club, ha d'ar Gwener 4 sonerezh pop da vat gant The Whitest Boy Alive. Sonerezh elektro eus ar c'hentañ er memes nozvezh gant The Field ha Fever ray, hag int arzourien eus Skandinavia. Elektro da vat ivez an nozvezh diwezhañ gant Mr Oizo, Popof ha The Twelves.

Evel-just e vo an Trans ur festival ma vo doujet d'an endro ha just a-walc'h e c'haller gwelout er mare-mañ ur video ma kan arzourien zo ''Beds Are Burning''. Siwazh pa weler piv int e soñjer n'o doa tra ebet all d'ober, dre ma'z int holl has-been.

Hag evel bep bloaz: Troiad an Trans, etre an 13 hag an 28 a viz Du. Holl sonadegoù digoust, nemet hini Montroulez (d'an 21 a viz Du, 3 euro) ha hini Kemper (d'ar 27 a viz Du, 5 euro).

Sonadegoù digoust e kreiz-kêr Roazhon, re all etre 15 ha 28 euro an nozvezh. Pass holek 60 euro, pass Palez an diskouezadegoù 45 euro.

R.M.

Muioc'h a dTrans:

http://www.lestrans.com/

 

 

 

Naoned Calling:

ur sonadeg dibar e brezhoneg penn-da-benn

 

Da heul strollad ar Ramoneurs de Menhirs e vo Francis Jackson: 8 muzisian eus Bro-Dreger bodet tro-dro da Francis Jackson, un dudenn iskis en anv showmen ar bloavezhioù 60 da 80 evel James Brown pe Earth Wind and Fire. Ganto e vo funk ha disco e brezhoneg evit plijadur an divskouarn hag an daoulagad.

Gant Gimol Dru Band e vo "Rock'n'roll fusion funkyRap" e brezhoneg! Ar strollad-mañ 'oa aet ar maout gantañ evit priz Lanig Kervareg en eil Taol-Lañs. Gant tri c'haner "ur strollad direnket" e klevoc'h ur gitar boud, binviji-stekiñ, ur gitar, un trombon, hag un harmonika.

Ha Daonet, strollad Rock ar vro a vo ba'r jeu ivez gant un nebeud tonioù hengounel ha startijenn forzh pegement! Pal Gilles ouzh ar gitar boud, Herve gant ar binviji-stekiñ ha Gwendal ouzh ar c'hlavier, a zo lakaat ar selaouerien da fiñval ken-ha-ken war komzoù stourmer e brezhoneg met ivez tonioù dous.

 

H.L.

 

Digwener e Ti Karter Doulon, e Naoned.

Mont-tre: 8 euro.

Digor e vo ar sal adalek 6e30.

 

 

 

 

 

 

 

 

"Teñzor an duged" da welet e Naoned

 

 

Evit ar wech kentañ e kinnig Diellaoueg-departamant al Liger-Atlantel skridoù ofisiel Stad Vreizh, da vare an dugelezh. Diwar an diaz 4000 skrid ha 2000 siell, ez eus bet graet un dibab 27 diell, arouezius eus buhez ar Stad, pa oa o klask bezañ an emrenañ ar gwellañ. An hini koshañ zo bet savet e 1153 gant an dug Hoel, hag hini "nevesañ" a oa bet savet e 1514 da-geñver obidoù ar rouanez Anna Vreizh. Rannet eo bet an dielloù hervez o danvez: darempredoù diavaez (roue Frañs, rouantelezhioù all, ar Pab...), darempredoù diabarzh (aotrounez ha kêrioù ar vro) ha darempredoù e diabarzh familh an Dug. Ur gwir veaj dre ar skridoù a-hed istor ur Stad eo, Stad ar Vretoned.

 

A la découverte d'un trésor, la mémoire des ducs de Bretagne, betek an 13 a viz Kerzu. Dielloù-departamant al Liger-Atlantel, 6 straed Bouillé, Naoned.

Digoust ha digor d'an holl, etre 9e ha 5e d'al Lun, Merc'her, Yaou ha Gwener. Etre 1e30 g.k. ha 7e noz d'ar Meurzh. Etre 2e ha 5e30 g.k. d'ar Sul.

Evit gouzout hiroc'h:

www.loire-atlantique.fr

 

 

Deiziataer 2010, brezhoneg-tout!

 

Goude ur bloavezh ehan en deus Pol Brezhoneg Skol an Emsav embannet un deiziataer hollvrezhonek adarre evit 2010.

Adkavet e vo ar stumm klasel a blije d’an dud. 17cm uhelder ha 9cm ledander, gant ar skrid a-led. En ur golo plastik du ha gwenn e vo kavet an deiziataer, pevar liv penn-da-benn, hag en e gichen ur c’harnedig all hag a c’hallo bezañ miret a vloaz da vloaz, ennañ roll kumunioù Breizh .

Ur benveg talvoudus evit ober gant ar brezhoneg bemdez!

 

Kasit ur chekenn 12€ da:

Skol an Emsav, 25 straed Pierre Martin, 35000 Roazhon.

Evit gouzout hiroc'h: 02 99 38 75 83 pe sae.bzh@wanadoo.fr

 

 

Lennit Bremañ Here 2009!

 

Stad an traoù en Afghanistan da heul an dilennadegoù, cheñchamant liv gouarnamant Japan goude 50 vloaz, stourm al laezh, lid 2009 Kolier an Erminig, ar strollad Gimol Dru Band... Kaoz zo eus an holl draoù-se hag eus traoù all c'hoazh e-barzh niverenn Bremañ Here 2009.

An teuliad zo gouestlet er miz-mañ d'an distro-skol. Un emgav eo bep bloaz evit gwelet penaos e ya an traoù er c'helenn brezhonek. P'eo seder a-walc'h renerezh Diwan gant daou lec'hiad nevez krouet er bloaz-mañ, eo splann evit tud Div Yezh ez eus lec'hioù zo e Breizh lec'h ma n'eus youl ebet evit kas war-raok an hentad. Nec'het-kenañ eo ivez renerien Dihun, a gav dezho ne vez ket prientet tamm ebet an dazont gant an Deskadurezh Katolik. 

Bep miz, abaoe 1980, e kinnig ar gelaouenn Bremañ pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav, e doare ur magazin.

 

Embannet gant Skol an Emsav (4,5€ an tamm)

E gwerzh er stalioù-levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant.

Evit gouzout hiroc'h: www.breman.org