|
|
|
|
|
|
|
Lun 4 a viz Here,
niv.302 Pellgargit
ar pennadoù e stumm Word Evit resev
kemennadenn nevez Bremaik bep Lun, |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Adreizh al leve: studi ar Sened adalek arc'hoazh |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Aotren ar Stadoù da gemer
divizoù diwar-benn an OGK? |
|
|
M.M. |
|
|
|
|
|
|
|
Gouel
Digor: lidañ sevenadur Breizh e Gwengamp |
|
|
14vet Gouel Digor, e bro Gwengamp,
etre an 9 hag an 24 a viz Here 2010. Evit gouzout hiroc’h:
Digor, Kreizenn Sevenadurel Vrezhon, pgz: 02 96 44 27 88. |
|
|
|
|
|
|
|
Basket-ball: Kampionad ar bed er Republik
Tchek |
|
|
Kard
gourfenn: Frañs 71-74 Spagn (goude un
astenn-c'hoari) Krogad
evit ar 5-6vet plas: Aostralia 74-62 Frañs Tapet
eo bet ar 6vet plas neuze gant basketourezed Frañs. Rallye WRC: Sebastien Loeb kampion evit ar 7vet gwezh Daoust
ma chom c'hoazh daou rallye d'ober, hini Spagn etre an 22 hag Gant
an trec'h-se eo trec'h Citroën ivez e kampionad ar
saverien-girri! Mell-droad: Roazhon
e penn
3-1
evit Stad Roazhon war e dachenn a-enep Tolosa. |
|
|
|
|
|
|
|
Hors-la-loi |
|
||
|
Frañs,
Aljeria, Belgia – 2010 Senario
ha seveniñ: Rachid
Bouchareb Ur
rakkemenn zo war ar film: bommoù zo a c’hall
lakaat diaes an arvestourien kizidik
Soñj
ho peus eus ar reuz a oa bet en-dro da Indigènes
bet savet gant Bouchareb e 2006 diwar-benn plas tud ar Maghreb e
dieubidigezh Frañs? Hors-la-loi a zeu da-heul ar film-se met
gant ur sell pishoc’h ha lemmoc’h. Ur gentel istor
talvoudus-bras a ya d’ober e steuñvenn. Hag
ouzhpenn se e kaver a-hed an abadenn ul lavar eus ar re
lennusañ hag a zispleg penaos e tisoc’h ar
feulster war muioc’h a feulster c’hoazh. |
|
||
|
|
|
||
|
|
|
|
Houellebecq
hag H.P. Lovecraft |
|
|
Evit
kompren emzalc’h ha temz-spered Houellebecq eo ret adtapout e
levr kentañ (H.P.Lovecraft, Contre le Monde, Contre
Daoust
m'eo marvet paour, hep bezañ gellet bevañ diwar e
labour skrivañ, eo deuet da vezañ brudet-bras
H.P.Lovecraft goude e varv, gant e zoare dibar da livañ ar
spont en e skridoù. Neuz
un dezenn zo war levr Houellebecq, berr evel ur skrid-esae.
Trawalc’h eo evelkent evit santout pegen tost eo an eil
skrivagner ouzh egile. Gallout a reomp menegiñ melkoni ar
bugaleaj, an tech evit an diwaskadenn, implij ur geriadur arbennik hag
an disfiz e-keñver ar maouezed. An
dra bouezusañ eo o c’hasoni ouzh ar bed
a-vremañ, a ro d’o oberennoù ur blaz
troet war an amzer dremenet. Dedennus
eo al levr-mañ, rak evit ur wech e santomp ne glask ket
Houellebecq hon touellañ. Anzav a ra, hep mezh, pegen bras
eo bet levezon Lovecraft warnañ. Tangi Legavre H.P.Lovecraft, Contre le Monde,
Contre |
|
|
|
|
|
|
|
Mozilla
Seabird: pellgomzer-hezoug an amzer da zont? |
|
|||
|
Buan-spontus ez a
an nevezintioù e-keñver an
teknologiezhoù nevez. Dec'h e vije bet graet
"skiant-faltazi" eus ar benveg-se, met warc'hoazh e teuio da wir! galloudel: virtuel Evit gouzout
hiroc'h: http://mozillalabs.com/ Video ar Mozilla
Seabird (e 2 vent pe e 3 ment):
Plijet
oc'h o lenn ar pennadoù embannet a-hed ar bloaz war Bremaik?
Sot oc'h gant ar sonerezh, ar sportoù, an arzoù,
ar sinema, pe me ’oar-me? Gallout a rit degas ho sell war an
danvezioù-se ingal, dre ar brezhoneg, gant Bremaik!
Ur skipailh tud a youl vat a sav ar pennadoù bep sizhun
abaoe ouzhpenn 6 vloaz, ha bepred emaomp o klask "pluennoù"
nevez, evit reiñ un ton liesseurt d'ar gelaouennig
(digoust!) war internet, hag e brezhoneg-tout, embannet bep Lun. Evit gouzout hiroch war an doare da
vont en-dro, ha penaos kemer perzh e buhez Bremaik, n'eus mann ebet
aesoc'h: kasit ur gerig deomp d'ar chomlec'h postel-mañ: bremaik@free.fr! Lennit
Bremañ Here 2010! An
teuliad zo gouestlet er miz-mañ d'an distro-skol. An Ofis
publik nevez a gemero ar garg eus ul lodenn eus diorren ar
c'hlasoù divyezhek, diwar-benn se e komz rener an Ofis,
Fulup Jakez. Er mare-mañ emañ Fañch
Broudig o kas war-raok ur studi diwar-ben diaesterioù ar
c'helenn brezhoneg, evit ar Rektoriezh ha Rannvro Breizh, kinnig a ra
an enklasker al labour graet gantañ betek-henn e Bremañ.
Pemp bloaz eo ar gevredigezh Divskouarn a labour evit
kreskiñ plas ar brezhoneg er magourioù hag el
lec'hioù ma reer war-dro bugaligoù. Ur c'hendiviz
a vo aozet e Plijidi d'ar Kenderc'hel
a ra Bremañ da ginnig div bajennad "Lennomp!".
Savet e vezont a-ratozh evit ar re zo o teskiñ brezhoneg
gant skipailh Skol An Emsav. M’ho pez plijadurig o lenn Bremaik,
plijadur ho po o lenn Bremañ,
sur! Bep
miz, abaoe 1980, e kinnig kelaouenn Bremañ
pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar
bed, kinniget brav, e doare ur magazin. Embannet gant Skol an Emsav
(4,50€ an tamm) Koumanant: 50€ evit ur
bloaz, 60€ evit an estrenvro, 4€ bep miz dre lamadenn E gwerzh er
stalioù-levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre
goumanant. Evit gouzout hiroc'h: www.breman.org |
|
|||
|
|
|
|||