Lun 28 a viz Gwengolo, niv.254
Sizhun 40 - 2009

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun,
kasit ho chomlec'h da:
bremaik@free.fr

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ !

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

sizhun a-raok

 

 

 

 

 

 

 

 

Bezhin glas :

tud eus Breizh a-bezh en Hilion

 

 

Tri mil den d’an nebeutañ zo en em vodet disul, en endervezh, war aod Hilion, e foñs bae Sant-Brieg. Hag int galvet gant kevredigezhioù difenn an dour pe an endro, hag ivez gant strolladoù politikel, e oant deut eus Brest, Lannuon, Redon, pe Bro-Wened… da ziskouez o youl evit ma vo pledet gant kudenn ar bezhin glas, en ur selaou prezegennoù taer pe fromus. Hini maer Lokmikael-an-Traezh, da skouer, en deus skoet an dud. "E 1971 en doa sachet kuzul-kêr ma c’humun evezh ar pennoù bras war gudenn ar bezhin glas war hon traezhennoù dija" en deus kontet.

Prezidanted kevredigezhioù, ar medisin Claude Laisné, André Pochon, ha labourerien-douar pe vor o deus displeget pep hini en e vod an dañjerioù krouet gant ar bezhin glas pa aloubont an aodoù. E-kreiz ar prezegennoù en deus degaset ar furlukin Jean Kergrist un tamm fent en abadenn, hag henchet an holl berzhidi war e lerc’h war-zu an draezhenn evit tennañ fotoioù eus al lanvad stourmerien.

 

Silvi Donnart

 

 

 

 

 

 

 

 

Rakweladoù iskis an FAO evit 2050

 

 

Ur bodad eus Aozadur ar Broadoù Unanet eo an FAO, e-karg eus ar boued. Nebeut zo en deus labouret war an ezhommoù a vo a-benn 2050, pa vo kresket ar boblañs eus 6,8 betek 9,1 miliard a dud (2,3 miliard a dud ouzhpenn). O c'houzout ez eus ur miliard a vez tizhet gant an naon er mare-mañ eo eus 70% e rankfe ar produiñ bedel kreskiñ evit magañ an holl.

Hervez an FAO e vije tizhet ar pal-mañ o vrasaat efeduster al labour-douar, hag oc'h astenn e dachennoù eus 240 milion a zevezhioù-arat (tro 3000 milion a vez labouret hiziv). A-benn neuze ne vije mui "nemet" 370 milion a dud taget gant an naon, hervezañ.

Evit an ekologourien eo direizh penn-da-benn ar sifroù-mañ: ne gemeront ket e-kont an diaesterioù a zo o lakaat an efeduster da greskiñ, an 12 milion bennak a zevezhioù-arat a ya da hesk bep bloaz, ar gwask a vez lakaet war ar produiñ legumaj hag edeier gant produadurioù all (kig, 70% eus tiriadoù al labour-douar, treloskoù glas evit ar c'hirri), hag ar cheñchamantoù da gaout gant kemmoù an hin. Ma talc'hfed gant hor boazioù beveziñ e vije kentoc'h 1500 milion a zevezhioù-arat ouzhpenn a vije ezhomm.

Dalc'homp soñj ouzhpenn e vez produet dija trawalc'h a voued evit magañ an holl, met boued forzh pegement a vez foeltret en hor broioù pinvidik: lezel tud da vervel gant an naon pa vije peadra da vagañ anezho a c'hell bezañ gwelet evel ul lazhadeg.

 

M.M.

 

 

 

 

 

 

 

 

Fidèle infidèle c'hoariet e Naoned

 

 

Betek an 3 a viz Here e kinnigo "Théâtre de Poche Graslin", e Naoned, ar pezh-c'hoari Fidèle infidèle. C'hoariet eo gant Jessica Mompiou ha Sébastien Boissavit, leurennet gant Annie Zottino ha skrivet gant Carlos Goncalves, brudet evit e bezh-c'hoari Les monologues du pénis.

Gant un digoradur dic'hortoz e tizolo ar sellerien istor ha tabutoù ur c'houblad, goude ma vefe bet tromplet ar vaouez gant ar gwaz. Hag an dizemglev a sav en doare da welet an traoù: evitañ eo ur fazi a c'hell c'hoarvezout met eviti eo bet trubardet da vat. Fidèle infidèle zo un doare da ziskouez penaos e c'hell ur c'houblad padout en ur gevredigezh leun a dud a vev en un doare hiniennel ha troet penn-da-benn war-zu ar bevezadurioù.

Divoutin eo an doare m'eo leurennet peogwir e vez lakaet ar sellerien e-barzh ar jeu gant kalz a fent: disheñvel e vez bep noz hervez doareoù ha respontoù an arvesterien, staliet en ur salig hengounel, war 75 kador voulouz ruz, tostik-tost d'al leurenn.

Ar c'hoariva-mañ en deus bet tro da zegemer komedianed deuet da vezañ brudet evel Gustave Parking 20 vloaz zo. Ha meret eo gant 4 implijad hag ur skipailhad 50 den a youl-vat.

 

Hoel Louarn

 

Betek an 3 a viz Here, etre ar Meurzh hag ar Sadorn, da 8e30 noz.

En Théâtre de Poche, e Naoned. Etre 12€ ha 18€.

http://www.theatredepoche.fr

 

 

 

 

 

 

 

 

Marc'h-houarn: Cadel Evans kampion ar bed

 

 

Aet eo ar maout gant an Aostralian Cadel Evans dec'h, e rann ar redadeg war-renk, e kampionadoù marc'h-houarn ar bed, e Mendrisio (Suis). En eil plas e oa erruet Cadel Evans e Tour de France 2007 ha 2008, hag ivez e Dauphiné 2007 ha 2009. Un tennad 262,2 kilometrad a oa d'ober memes tra! Un hent start eo ouzhpenn, digompez-tre: n'o devez ket ar rederien tro kement-se da adtapout nerzh. E 6 eurvezh, 56 munut ha 26" e vefe bet klozet an 19 troiad gant Cadel Evans. Heuliet eo bet gant ar Rusian Alexandre Kolobnev hag ar Spagnol Joaquin Rodriguez. Daoust d'e strivoù n'eo ket deuet a-benn ar Suis Fabian Cancellara, kampion ar bed evit ar redadeg a-benn d'an eur, da dapout ivez ar vedalenn aour e rann ar redadeg a-renk. Erruet eo er pempvet plas, tremenet d'ar poent diwezhañ gant ar Spagnol Samuel Sanchez. Cadel Evans, 32 vloaz, zo ar marc'hhouarner aostralian kentañ o resev rochedig kampionad ar bed.

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Brendan et le secret de Kells (DVD)

 

 

Frañs - 2008

Seveniñ : Tomm Moore

 

En 9vet kantved, en abati Kells en Iwerzhon, e tremen troioù-kaer Brendan, manac’h a zaouzek vloaz. Ar breur Aidan, tec’het kuit goude tagadenn ar Vikinged, a erru e Kells hag a ziskouez da Vrendan, an dornskrid bravañ a zo. Deskiñ a ra dezhañ kinklañ pajennoù al levr. A-benn echuiñ al levr e ranko Brendan mestroniañ ar pezh a ra doan dezhañ gant sikour Aisling plac’hig ar c’hoadoù.

 

E miz C’hwevrer 2009 e oa deuet er-maez ar film bevaat-mañ. Hag abaoe fin miz Eost e vez kavet e DVD, embannet gant France Télévisions. Ur film brav-spontus eo gant skeudennoù kaer-eston. Santet e vez levezon an arz keltiek, an dornskridoù kozh met ivez c’hoarioù video e "cell-shading", evel Zelda pe Okami. An istor a zo dedennus ivez ha n’eo ket manikean tamm ebet. War an DVD-se ez eus tu da sellet ouzh ar film e brezhoneg, evel ma oa bet kinniget e gouel ar filmoù e Douarnenez. Ur blijadur penn-da-benn.

 

G.L.

 

Bannet e vo ar film en e stumm brezhonek e salioù ar vro, en droiad aozet gant Daoulagad Breizh ha Dizale etre Genver ha Mae 2010.

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Newgaze

 

 

Eus pep lec'h er bed e tiflukont: Stadoù-Unanet (Airiel, HEALTH, The Pains of Being Pure at Heart ha na pet strollad all), Norvegia (Serena Maneesh, The Radio Dept.), Danmark (The Raveonettes), Lituania (Pia Fraus), Alamagn (Malory), Breizh-Veur (Amusement Parks on Fire, Air Formation), Japan (Asobi Sexu) ha Frañs zoken (M83). Pe liamm etrezo? Dastum a reont ar sonerezh e-lec'h ma voe laosket e-tro 1992 gant strolladoù breizhveuriat (My Bloody Valentine, Ride, Lush...) hag ec'h implijont anezhañ. E gas pelloc'h a reont ivez, peogwir e profitont eus ar cheñchamantoù a zo bet er sonerezh abaoe penn-kentañ ar bloavezhioù 1990: aet war-raok ar produiñ (splannoc'h son ar gitaroù), ledanaet implij ar binvioù elektronek (M83 eo ar skouer wellañ).

Ma oa shoegaze anv ar sonerezh savet e Breizh-Veur 15 vloaz zo ez eo anvet newgaze al luskad nevez. Miret eo bet an diazezoù: gwagennoù (mogerioù zoken) gitaroù tredan ha trouzioù liesseurt, mouezhioù kuzhet a-dreñv ar sonerezh. Liesseurt avat al levezonioù ha ledan da vat an dachenn: sioul ha post-rock (M83), pop da vat (The Layaways), rock'n'roll ha nerzhus (The Raveonettes, The Vandelles) pe zoken nerzhus-kenañ (A Place to Bury Strangers).

Hag un dra bennak all: en issevenadur ne grouer netra. Adperc'hennañ eo a vez graet. Goude al luskad shoegaze e tiwanas an hini grunge er Stadoù-Unanet.... Ken buan all e teuio ar rochedoù koadourien hag ar blev hir ha lous da vezañ diouzh ar c'hiz en-dro a-benn daou vloaz...

 

R.M.

Da selaou :

Airiel – The Battle of Sealand

The Vandelles – Del Black Aloha

Muioc'h a newgaze :

http://en.wikipedia.org/wiki/Nu_Gaze

http://www.last.fm/tag/newgaze/artists

 

 

 

 

 

 

 

 

"En hent war-du an adunvanidigezh" a-benn disadorn

 

 

Gant ar gevredigezh Breizh Unvan e vo kinngiet un ober divoutin d'ar Sadorn 3 a viz Here. Fellout a ra d'ar gevredigezh degas da soñj en-dro eus kudenn adunvanidigezh velestradurel Breizh, un toullad sizhunvezhioù a-raok ar c'hendiviz er Parlamant diwar-benn adframmañ tiriad Frañs. Pediñ a ra Breizh Unvan an holl da gemer perzh en un "dibunadeg dre garr-tan", etre Roazhon ha Naoned. Pal an devezh zo bodañ ar muiañ ar gwellañ a dud evit broudañ 1491 kuzul-kêr Breizh da vouezhiañ un het a-du gant an adunvanidigezh. Diskouez d'ar gouarnamant ha d'ar gannaded emañ ar Vretoned bepred o stourm evit ma vefe unvan melestradurezh Breizh. Broudañ prezidanted Kuzul-rannvro Breizh ha Kuzul-departamant al Liger-Atlantel da c'houlenn gant ar gouarnamant, adarre hag en un doare ofisiel, e vefe adunvanet Breizh. Diskouez eo noazhus an disrann melestradurel evit an eskemmoù etre kêrioù bras ar vro, Roazhon-Naoned ha Brest-Naoned da gentañ, gant kudenn skouerius an hentoù-houarn dister etre ar c'hêrioù-se.

 

Emgav e Roazhon war blasenn ar Parlamant da 9e30.

E Kastell-Briant war blasenn Jeneral De Gaulle da 1e g.k. (piknik ha gweladenn diskouezadeg Marzoù Breizh e kastell ar gêr).

E Naoned, e-kichen Kastell Duged Breizh, da 5e g.k. evit un nozvezh gouel.
Evit gouzout hiroc'h:

http://www.bretagne-reunie.org

 

 

Deiziataer 2010, brezhoneg-tout!

 

Goude ur bloavezh ehan en deus Pol Brezhoneg Skol an Emsav embannet un deiziataer hollvrezhonek adarre evit 2010.

Adkavet e vo ar stumm klasel a blije d’an dud. 17cm uhelder ha 9cm ledander, gant ar skrid a-led. En ur golo plastik du ha gwenn e vo kavet an deiziataer, pevar liv penn-da-benn, hag en e gichen ur c’harnedig all hag a c’hallo bezañ miret a vloaz da vloaz, ennañ roll kumunioù Breizh .

Ur benveg talvoudus evit ober gant ar brezhoneg bemdez!

 

Kasit ur chekenn 12€ da:

Skol an Emsav, 25 straed Pierre Martin, 35000 Roazhon.

Evit gouzout hiroc'h: 02 99 38 75 83 pe sae.bzh@wanadoo.fr

 

 

Lennit Bremañ Gwengolo 2009!

 

Gwarez ar yec'hed er Stadoù-Unanet, manifestadegoù Iran, kammedoù kentañ ur gannadez europat er Parlamant, bezin glas dielfennet gant servijoù ar Stad c'hall, heuliadoù "Saga Brittia" hag "Istorioù Breizh"... Kaoz zo eus an holl draoù-se hag eus traoù all c'hoazh e-barzh niverenn Bremañ Gwegolo 2009.

An teuliad zo gouestlet er miz-mañ da ouelioù an hañv. Ur sell dre vras war an niver a dud bet o oueliañ e Breizh en hañv-mañ, met ivez ur taol lagad spisoc'h war an Erer Kozh, Astropolis, Hent ar Rock, Gouel ar Filmoù e Douarnenez...  Kavet e vo ivez ur pennad-kaoz gant Lou Millour, kenurzhierez evit Radio Kerne, zo bet o troiata er festivalioù a-hed an hañvezh. 

Bep miz, abaoe 1980, e kinnig ar gelaouenn Bremañ pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav, e doare ur magazin.

 

Embannet gant Skol an Emsav (4,5€ an tamm)

E gwerzh er stalioù-levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant.

Evit gouzout hiroc'h: www.breman.org